{"id":2510,"date":"2017-10-15T23:01:31","date_gmt":"2017-10-15T21:01:31","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2510"},"modified":"2025-08-13T15:25:47","modified_gmt":"2025-08-13T13:25:47","slug":"yannig-ha-janedig","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/","title":{"rendered":"Yannig ha Janedig"},"content":{"rendered":"<p>E-touez diello\u00f9 bet kaset deomp gant Ivona Martin goude ma oa aet Anjela Duval da Anaon e oa ur c&rsquo;haierig skol Jean Bart, e follenno\u00f9 melenet gant an amzer hag enna\u00f1 ar gontadenn bobl-ma\u00f1. Ar gontadenn a Vro-Dreger-se a oa bet klevet ganti gwechall gant ur paotr kozh anvet Yves Menou. Adskrivet eo bet gant Anjela Duval d&rsquo;an 12 a viz C&rsquo;hwevrer 1962. Termet hon eus un disterig a-raok embann ar gontadennig-ma\u00f1 avat. Pet koumananterez feal a zigoumananto goude ma vo bet lennet ganto? Meur a c&rsquo;houlenn a sav: perak eo bet adskrivet gant Anjela Duval ar gontadenn-man o tisme- gansi\u00f1 ar merc&rsquo;hed ? Ha sot-nay e oa ar merc&rsquo;hed d&rsquo;ar mare-se ? So\u00f1jet hon eus e oa un dra vat hec&rsquo;h embann rak e brezhoneg yac&rsquo;h eo skrivet hag anat e vo d&rsquo;an holl eo kement-ma\u00f1 ur vojenn ha netra ken\u2026 (Al Liamm)<\/p>\n<p>Yannig a oa mevel e ti Janedig, un tammig plac&rsquo;h dizrouk e oa, mat da labourat met ne oa ket bet ganet al Lun beure, siwazh dezhi. Yannig, daoust ma ne lamme ket re vuan war al labour, a oa ur mevel mat ; onest ha fur, den a feson echu ha dastu- met en doa un toullad gwenneien e-benn ma voe erru en oad da glask botez diouzh e droad. Mamm Janedig ne glaske ket kaout gwelloc&rsquo;h mab-kaer eget Yannig hag hen rei\u00f1 a rae dezha\u00f1 da santout. Plijet a-walc&rsquo;h e vije da Yannig ober lamm a vevel da vestr &lsquo;n ur euredi\u00f1 da Janedig, panevet e kave homa\u00f1 un tamm berr a spered ha Janedig ne gare ket gwelloc&rsquo;h ivez eget kaout Yannig da bried hag ober a rae he seizh gwella\u00f1 evit plijout dezha\u00f1. Ur sulvezh e oa aet ar vamm hag ar mevel d&rsquo;an oferenn-bred. Janedig e oa lavaret dezhi ober soubenn da lein. Graet ganti he labour-veure ha hi da gerc&rsquo;hat dour fresk d&rsquo;ar feunteun d&rsquo;ober soubenn. He fenn a oa gant Yannig ha krog da hunvreal en amzer da zont. Setu ma teuas ar so\u00f1j-ma\u00f1 dezhi : \u00ab M&rsquo;am bez Yannig, (&lsquo;vel am bo) ; ma timezan (&lsquo;vel ma rin) ; m&rsquo;am bez bugale (&lsquo;vel m&rsquo;am bo), petore anvio\u00f9 a lakain dezho ? An holl anvio\u00f9 a zo kemeret. N&rsquo;ouzon ket pegeit amzer e oa chomet eno da drei\u00f1 ar mennozh-se en he c&rsquo;hokenn, met erru e oa an dud er g\u00ear eus an oferenn hag e oa eno bepred gant he c&rsquo;helornio\u00f9 goullo, p&rsquo;erruas ar vamm d&rsquo;he c&rsquo;hlask nec&rsquo;het-bras :<br \/>\n\u00ab Oc&rsquo;h ober petra&rsquo;r c&rsquo;hurun eman homa\u00f1 ama\u00f1 ? \u00bb Ha Janedig da gonta\u00f1 d&rsquo;he mamm :<br \/>\n\u00ab M&rsquo;am bez Yannig (&lsquo;vel am bo), ma timezan (&lsquo;vel a rin), m&rsquo;am bez bugale (&lsquo;vel am bo), petore anvio\u00f9 a lakain dezho, an holl anvio\u00f9 a zo kemeret.<br \/>\n\u2014 Ma feiz. Ya &lsquo;vat, eme ar vamm, sell aze n&rsquo;am boa ket so\u00f1jet se ! \u00bb<br \/>\nErfin ec&rsquo;h echuas Yannig ivez da glask an div all.<br \/>\n\u00ab Oc&rsquo;h ober petra&rsquo;r foeltr, emeza\u00f1, ema\u00f1 an div gomer-ma\u00f1 ? Na tamm prest ebet ma lein ! \u00bb<br \/>\nHa setu ma oa kontet ar gaoz adarre da Yannig.<br \/>\n\u00ab Echu, emeza\u00f1, kenavo ! Ez an da vale bro, &lsquo;vit gant ar seurt-ma\u00f1 na n&rsquo;eus moaien d&rsquo;ober pater ebet. \u00bb Ha Yannig en hent.<br \/>\nUn dro bennak ec&rsquo;h erruas e-kichen un ti-soul war ribl an hent hag e welas ur plac&rsquo;h yaouank o sacha\u00f1 herra\u00f1 ma c&rsquo;helle war un doare tortis staget ouzh un organell pe ur ruilhenn chouket er voger. Sacha\u00f1 &lsquo;rae ken na derme.<br \/>\n\u00ab Oc&rsquo;holla ! eme Yannig. Oc&rsquo;h ober petra oc&rsquo;h aze evel-se, plac&rsquo;hig koant ?<br \/>\n\u2014\tGwelout a-walc&rsquo;h a rit, moarvat, emezi. Ar vuoc&rsquo;h a zo tremenet a-rez toull an nor ha lezet ur pezh pailhasenn war he lerc&rsquo;h. N&rsquo;hellan ket lezel an ti ama\u00f1 e-kichen ar beuzel-se, ret eo din hen sacha\u00f1 pelloc&rsquo;h. Sikourit ac&rsquo;hanon eta pa&rsquo;z oc&rsquo;h ur paotr kre\u00f1v.<br \/>\n\u00ab Sot-mat oc&rsquo;h memestra, eme Yannig. Biken ne che\u00f1choc&rsquo;h plas d&rsquo;ho ti e giz-se ! \u00bb Sacha\u00f1 a rejont o-daou bepred. \u00ab Dont a ra ganimp, emezi. \u00bb Ya, an tortis hag e oa e gloan eo a astenne un nebeud.<br \/>\n\u00ab Ma, eme Yannig, &lsquo;vije ket bet gwelloc&rsquo;h deoc&rsquo;h kemer ur balikell da zastum ar beuzel alese ?<br \/>\n\u2014\tMarteze &lsquo;vat, emezi, sell aze n&rsquo;am boa ket so\u00f1jet se.<br \/>\n\u2014\tEomp pelloc&rsquo;h, eme Yannig, rak homa\u00f1 &lsquo;zo sotoc&rsquo;h c&rsquo;hoazh eget Janedig. \u00bb A-benn ur pennad goude e tremenas Yannig e-kichen un tamm ti ruz. Digor e oa an nor, ez-eeun d&rsquo;an nor e welas ur goantenn o lammat d&rsquo;an trao\u00f1 eus hanter ar vi\u00f1s. Chom a reas a-sav dirak toull an nor da deurel pled ur pennad. Derc&rsquo;hel a rae ar plac&rsquo;h d&rsquo;ober ar memes arvezio\u00f9, mont da hanter ar vi\u00f1s d&rsquo;an daoulamm ha lammat d&rsquo;an trao\u00f1.<br \/>\n\u00ab Oc&rsquo;h ober petra oc&rsquo;h aze ? a c&rsquo;houlennas Yannig a-benn ar fin.<br \/>\n\u2014\tFeiz avat, eme ar plac&rsquo;h yaouank, oc&rsquo;h esea\u00f1 ober ul lamm em loero\u00f9 sur ! Prez&rsquo; zo warnon da vont d&rsquo;an oferenn ha m&rsquo;am bije gellet lammat e-barzh va loero\u00f9 em bije graet prim. Met ne chomont ket sonn ganin hag e skoan kostez bep taol.<br \/>\n\u2014\tBiskoazh kemend-all, eme Yannig, kalz primoc&rsquo;h a gredan ho pije graet &lsquo;n ur azeza\u00f1 war bazenn genta\u00f1 ar vi\u00f1s aze d&rsquo;o gwiski\u00f1 a bep eil !<br \/>\n\u2014\tMarteze &lsquo;vat, emezi, sell aze n&rsquo;am boa ket so\u00f1jet se c&rsquo;hoazh.<br \/>\n\u2014\tEomp adarre, eme Yannig, evit n&rsquo;eo ket homa\u00f1 &lsquo;vo va gwreg bepred. \u00bb<br \/>\nWar-lerc&rsquo;h-se e tremenas a-drek un ti bihan glas (ya, glas gant ar geot war lein an doenn) pa glevas un dra bennak o vl\u00eajal trist-trist, ken e oa un druez. Pa sellas en- dro dezha\u00f1 e welas ur plac&rsquo;hig yaouank (ne wele nemet merc&rsquo;hed war e hent) stouet a-us d&rsquo;un da\u00f1vad, penn he glin war e c&rsquo;houzoug, ur pezh kontell ganti en he dorn.<br \/>\n\u00ab Oc&rsquo;h ober petra &lsquo;n daonet oc&rsquo;h d&rsquo;al loen paour-se, eme Yannig.<br \/>\n\u2014\tTaoe sur, emezi, esaet am eus sevel anezha\u00f1 war an doenn aze da beuri\u00f1 ar geot druz a zo war al lein, met re bonner eo hag em eus so\u00f1jet troc&rsquo;ha\u00f1 e benn dezha\u00f1, &lsquo;vel-se hen savin aesoc&rsquo;h ha peuri\u00f1 ray bepred.<br \/>\n\u2014\tA gav deoc&rsquo;h e peuro gant e benn troc&rsquo;het, eme Yannig. Inosantez a zo ac&rsquo;ha- noc&rsquo;h ? &lsquo;Vefe ket bet aesoc&rsquo;h deoc&rsquo;h mont oc&rsquo;h-unan er skeul ha troc&rsquo;ha\u00f1 ar geot gant ho kontell da rei\u00f1 d&rsquo;ar maout da zebri\u00f1 ?<br \/>\n\u2014\tMarteze &lsquo;vat emezi . Sell aze n&#8217;em boa ket so\u00f1jet se c&rsquo;hoazh !<br \/>\n\u2014\tArsa ! eme Yannig, war a welan er vro-ma\u00f1 n&rsquo;eus &lsquo;met merc&rsquo;hed sot, &lsquo;dalvez ket ar boan din foeta\u00f1 hent, retornomp da gaout Janedig. \u00bb Pa zeuas Yannig en-dro &lsquo;oa stad vras er verc&rsquo;h hag er vamm avat, dres &lsquo;oa an hini gozh o tanzen mont d&rsquo;an ofe- renn, setu ma lavaras da Janedig :<br \/>\n\u00ab Gra ur banne soubenn vat da lein bepred pa&rsquo;z eo retornet Yannig dimp.<br \/>\n\u2014\tFeiz, klevet hon eus alies Yannig o lavaret eo soubenn ar brignenn ar gwella\u00f1 meuz a gav. \u00bb<br \/>\nHag an hini gozh a-raok\u2026<br \/>\nJanedig &lsquo;oa manet nec&rsquo;het. N&rsquo;he doa ket komprenet mat : soubenn ar brini, ar brennik, ar brilli ? Petra &lsquo;ta felle da mamm lavarout ? O ma Doue ! Brinik, ar c&rsquo;hi du ! O ! sur a-walc&rsquo;h eo ar c&rsquo;hi zo da lakaat d&rsquo;ober soubenn ! Feiz, plijout &lsquo;ra va zamm ki din, met Yannig a blij din c&rsquo;hoazh muioc&rsquo;h. Paourkaezh Brinik, ret eo dit mont er soubenn p&rsquo;eo d&rsquo;ober plijadur da Yannig. Ha Janedig da dostaat d&rsquo;ar c&rsquo;hi du. Yannig &lsquo;oa o vla\u00f1sonenni\u00f1 foenn d&rsquo;ober soukenno\u00f9 pa glevas ar c&rsquo;hi o tirandoui\u00f1 hag o vala\u00f1 groz. Dont &lsquo;reas prim da welet. Pa lavaras Janedig &lsquo;oa &lsquo;vont da vounta\u00f1 Brinik er soubenn.<br \/>\n\u00ab O pennsodez ! eme Yannig. Paouez eus al loen paour-se evelkent.<br \/>\n\u2014\tHa gant petra &lsquo;rin soubenn &lsquo;ta neuze, emezi ?<br \/>\n\u2014\tGant ar seurt a gari, gant lart mar karez ! Ne ran forzh. Sell ! \u00bb<br \/>\nPa voe l\u00e2ret dezhi ober gant lart ha Janedig da dapout boest al lard-karr avat ha da vounta\u00f1 ur fo\u00f1sad er soubenn. Darbet &lsquo;voe da Yannig bout ampoezonet naet gant soubenn Janedig. &lsquo;Vel-just, prest &lsquo;oa da zislonka\u00f1 e vouzello\u00f9 a-benn m&rsquo;en devoe lipet div pe deir loaiad. Kla\u00f1v-bras Yannig, ranket kas ar medisin war e dro ha nec&rsquo;het bras Janedig avat.<br \/>\n\u00ab Petra, eme houma\u00f1 da Yannig pa voe aet an aotrou a-raok, petra a rankan ober &lsquo;vit da barea\u00f1 Yannig kaezh ?<br \/>\n\u2014\tFeiz, eme Yannig &lsquo;n ur glemm spontus. Tri dra hag an tri dra-se hepken eo ret kaout prim pe &lsquo;z eo echu ganin : mergl sil, krost ribot, gwiad kevnid eus tiretenn ar bara !<br \/>\n\u2014\tO ma Doue, Yannig kaezh, eme Janedig, neuze &lsquo;ta ranki mervel ! rak ama\u00f1 n&rsquo;eus hini eus an tri dra-se avat. Nann sur n&rsquo;eus ket a vergl eus ar sil nag a grost eus ar ribot ivez nag a wiad kevnid e tiretenn ar bara kennebeut.<br \/>\n\u2014\tMa, eme Yannig, n&rsquo; oulan ket mervel, memes tra ha dre da ratozh c&rsquo;hoazh. Ret eo kas kelo\u00f9 neuze buan d&rsquo;an teir flac&rsquo;h yaouank am eus graet anaoudegezh ganto oc&rsquo;h ober va zro. \u00bb<br \/>\nDegemennet voe d&rsquo;an teir goantenn ha dont &lsquo;rejont prim da gaout Yannig. Ha Yannig da c&rsquo;houlenn diganto an tri dra burzhudus adarre. \u00ab Ha ma ne vank &lsquo;met se dit &lsquo;vat Yannig kaezh\u2026 emezo, ne vezi ket pell kla\u00f1v ken. Rak du-ma\u00f1 avat ne vank na mergl, na krost, na gwiad kevnid. Hag o-zeir edont barrek da zegas da Yannig ar pezh a c&rsquo;houlenne. \u00ab Mat eo, eme Yannig, it buan d&rsquo;am c&rsquo;herc&rsquo;hat neuze avat. \u00bb<br \/>\nJanedig &lsquo;oa an dour n&rsquo;he daoulagad o lavaret da Yannig : \u00ab Ma ! Yannig kaezh, &lsquo;vit eus va ferzh-me az pije renket mervel a welan rak me &lsquo;ve dalc&rsquo;hmat o torcha\u00f1, o skuba\u00f1, o puri\u00f1, o frota\u00f1. Ama\u00f1 avat n&rsquo;eus ket a vergl eus ar sil, na krost eus ar ribot, na gwiad kevnid en tiretenno\u00f9.<br \/>\n\u2014 Tav, tav, Janedig kaezh, eme Yannig, yac&rsquo;h &lsquo;oa da c&rsquo;hras Doue ha pa gari &lsquo;vezi va gwreg. Gouve&rsquo;et am eus ar pezh &lsquo;oan o klask gouzout. Gwelet a raen na gaven nemet merc&rsquo;hed sot met da vihana\u00f1 am boa c&rsquo;hoant da gaout unan teurgn. Hogen an teir all-se ne dint &lsquo;met teir loudourenn, anat eo din brema\u00f1. \u00bb<br \/>\nHa dimezi\u00f1 &lsquo;reas Yannig da Janedig.<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>E-touez diello\u00f9 bet kaset deomp gant Ivona Martin goude ma oa aet Anjela Duval da Anaon e oa ur c&rsquo;haierig skol Jean [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2510","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Yannig ha Janedig - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Yannig ha Janedig - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"E-touez diello\u00f9 bet kaset deomp gant Ivona Martin goude ma oa aet Anjela Duval da Anaon e oa ur c&rsquo;haierig skol Jean [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:25:47+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"8 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/yannig-ha-janedig\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/yannig-ha-janedig\\\/\",\"name\":\"Yannig ha Janedig - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-15T21:01:31+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:25:47+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/yannig-ha-janedig\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/yannig-ha-janedig\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/yannig-ha-janedig\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Yannig ha Janedig\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Yannig ha Janedig - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Yannig ha Janedig - Anjela Duval","og_description":"E-touez diello\u00f9 bet kaset deomp gant Ivona Martin goude ma oa aet Anjela Duval da Anaon e oa ur c&rsquo;haierig skol Jean [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:25:47+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"8 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/","name":"Yannig ha Janedig - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-15T21:01:31+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:25:47+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/yannig-ha-janedig\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Yannig ha Janedig"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2510","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2510"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2510\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2510"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}