{"id":2504,"date":"2017-10-15T22:58:42","date_gmt":"2017-10-15T20:58:42","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2504"},"modified":"2025-08-13T15:18:25","modified_gmt":"2025-08-13T13:18:25","slug":"an-tri-breur-marvailh","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/","title":{"rendered":"An tri breur (Marvailh)"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: justify;\"><em>Ur wech e oa hag ur wech e vo evit rei\u00f1 roll d&rsquo;an holl gaozio\u00f9. <br \/>\nUr gaoz, div gaoz. A\u00f1jelig a gav mat krampouezh&nbsp;!<br \/>\n<\/em>Evel-se e koma\u00f1se va zad bep tro pa gonte din ur gaoz d&rsquo;an noz e-tal an tan. <br \/>\nHa da echui\u00f1 e lavare ivez bep tro&nbsp;: <em>Ma&rsquo;m bije bet ur marc&rsquo;h bihan brun, me &lsquo;oa aet di dilun.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ur wech &lsquo;ta e oa ur c&rsquo;hoadour kozh o chom e trao\u00f1 ar C&rsquo;hoad-Fav en un doare kastell mil moudenn &lsquo;met ne oa ket toet gant mil soulenn, gant balan e voe toet. Kozh-kozh &lsquo;oa Jakaouig pell amzer &lsquo;oa, na oa ken evit labourat. Keuneuta &lsquo;rae dre ar c&rsquo;hoad hag eus an aluzen e veve.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gwechall en amzer, e wreg he devoa ur c&rsquo;havr, ur c&rsquo;hi, ur c&rsquo;hazh hag un toullad yer. Ar c&rsquo;havr &lsquo;oa bet gwerzhet goude marv e wreg rak Jakaouig ne oa ket bet biskoazh gouest da zeski\u00f1 goro. Ar yer &lsquo;oa aet gant al louarn hag ar c&rsquo;hi &lsquo;oa bet marvet gant ar geuz d&rsquo;e vestrez. Ur c&rsquo;hog en devoa miret \u2014&nbsp;sederoc&rsquo;h, emeza\u00f1, e vez an trao\u00f9 en-dro din&nbsp;\u2014 hag ar c&rsquo;hazh Paotr-Du da harz al logod da grignat e dammo\u00f9 bara klask ha da doulla\u00f1 e c&rsquo;holc&rsquo;hed pell.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E vinvio\u00f9 d&rsquo;ober eus koad &lsquo;oa bet aet gant e vibien, ne chome gant Jakaouig nemet ur falz da droc&rsquo;ha\u00f1 an drez hag al linad diwar dro e siklud.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Pa varvas Jakaouig ne oa ket kalz a labour d&rsquo;an notered gant e destamant na da ranna\u00f1 e beadra etre e dri mab. Tri dra a chome war e lerc&rsquo;h ha tri heritour e oant. &lsquo;Oa ket diaes, &lsquo;oa ken tenna\u00f1 plouz-berr etrezo ha graet e voe, rak e damm arrebeuri &lsquo;oa mat nemet d&rsquo;ober filero\u00f9-trebez (d&rsquo;ober tan).<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">An tri breur-ma\u00f1, Soaig, Matig ha Jilo, &lsquo;oa tri c&rsquo;hwil, tri baleer-bro, kalz gwelloc&rsquo;h o geno\u00f9 evit o c&rsquo;horfo\u00f9. En em zibab a raent, hep kemer nemeur a boan, bepred.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Tenna\u00f1 &lsquo;rejont &lsquo;ta plouz-berr war ar c&rsquo;hog, ar c&rsquo;hazh hag ar falz. Soaig a zegouezhas dezha\u00f1 ar c&rsquo;hog, Matig ar c&rsquo;hazh ha Jilo ar falz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Boen ! Setu int o tivizout etrezo mont da glask fortun dre ar bed ha retorn o-zri da sikludenn o zad &lsquo;benn un deiz hag ur bloaz goude.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Soaig a dapas e gog Klipenn-Ruz en ur gozh paner. Matig a vountas e gazh Paotr-Du en ur c&rsquo;hozh sac&rsquo;h lien ha Jilo a dapas e falz war goubl e vrec&rsquo;h, ha tius hag en hento\u00f9, pep hini en e roud da glask fortun.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Goude un toullad devezhio\u00f9 bale en em gavas Jilo en ur vro e-lec&rsquo;h ma oa krog an eost. Gwelet a rae savadello\u00f9 segal er parko\u00f9. Ama\u00f1, emeza\u00f1, n&rsquo;eo ket bro ar bara gwenn &lsquo;m eus aon ! &lsquo;Welan &lsquo;met segal. Merzout &lsquo;reas moged o tont eus korn ur park hag ur bern tud o c&rsquo;haloupat dre ar park. Pa oa erru a-ge\u00f1ver gant un toull-karr e chomas batet. Ne gomprene mann er jeu.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab&nbsp;Oc&rsquo;h ober petra &lsquo;oc&rsquo;h aze&nbsp;? eme Jilo d&rsquo;an dud. Lakaat a refet an tan en ho tamm eost a gredan. Ober tan en ur parkad ed bara d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-ma\u00f1&nbsp;!<br \/>\n\u2013&nbsp;Damen&nbsp;! emeze. Ret mat eo dimp ober tan moarvat p&rsquo;eo ret dimp derc&rsquo;hel ruz hon minaouedo\u00f9\u2026<br \/>\n\u2013&nbsp;Petra&rsquo;r foeltr ? Minaouedo\u00f9 ?&nbsp;\u00bb eme Jilo.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ya, en gwirionez, minaouedo\u00f9 ruziet en tan &lsquo;oa ganto o steki\u00f1 eus ar soul, devi\u00f1 ar blouzenn a raent e-lec&rsquo;h he zroc&rsquo;ha\u00f1. Met, evel-just, ne chome ket pell o binvio\u00f9 ha labour galoupat o dije hep ober nemeur a fonn war o labour.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab&nbsp;Biskoazh kemend-all&nbsp;!, eme Jilo. Biskoazh tud ken sot-all am boa gwelet em buhez. Me avat zo o vont da zeski\u00f1 deoc&rsquo;h troc&rsquo;ha\u00f1 segal.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha Jilo da denna\u00f1 ur pennad higolenn eus e c&rsquo;hodell, da frota\u00f1 e falz hag e\u00f1 da droc&rsquo;ha\u00f1 segal.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Paotred o minaouedo\u00f9 avat a vanas o geno\u00f9 ganto war c&rsquo;hwec&rsquo;h eur o welout pebezh labour a rae Jili gant ar benveg iskis-se.<br \/>\n\u00ab&nbsp;O va Doue, va den mat ! emeze. Gwerzhit ar benveg-se dimp, en anv Doue, hag e vimp mil rikouret an Ne\u00f1v&nbsp;!<br \/>\n\u2013&nbsp;Ar benveg-ma\u00f1 eo va holl beadra, eme Jilo, hag ouzhpenn heritaj va zad eo. N&#8217;ema\u00f1 ket da werzha\u00f1.<br \/>\n\u2013&nbsp;O, ni a zigollo ac&rsquo;hanoc&rsquo;h, ni ho ped, gwerzhit dimp ho penveg.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Termet ha digarezet en devoa Jilo evit sacha\u00f1 muioc&rsquo;h war e varc&rsquo;had hag a-benn ar fin ez asantas gwerzha\u00f1 e falz&nbsp;: kant skoed en arc&rsquo;hant gwenn.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Matig, er c&rsquo;heit-se, a rae roud ivez gant e gazh. Setu-e\u00f1 oc&rsquo;h en em gavet en ur vro he\u00f1vel eus un dezerzh. Ne wele nemet trevado\u00f9 drailhet pe an douar noazh war e hent ha tud o redek a-dreuz hag a-hed ar parko\u00f9 gant bizhier en ur larda\u00f1 an douar.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab&nbsp;Daoust oc&rsquo;h ober petra &lsquo;r c&rsquo;hurun ema\u00f1 an dud-ma\u00f1 gant bizhier dre ama\u00f1&nbsp;? \u00bb a so\u00f1je Matig. Tostaat a reas ha goulenn diganto o c&rsquo;hoari petra &lsquo;oant.<br \/>\n\u00ab&nbsp;C&rsquo;hoari&nbsp;? C&rsquo;hoari&nbsp;? Hema\u00f1 zo ur c&rsquo;hoari drol avat. &lsquo;Welit ket &lsquo;ta penaos eo debret hon eost hag holl drevado\u00f9 an douar gant al logod&nbsp;? Setu omp &lsquo;n em glevet, holl dud ar c&rsquo;hontre, d&rsquo;ober ul lazhadeg warno gant hon bizhier met ne dapomp ket nemeur rak ar re-ma\u00f1 zo loened akuit. Tapout tamm a reomp avat.<br \/>\n\u2013&nbsp;Ma&nbsp;! C&rsquo;hwi zo sot&nbsp;! eme Vatig. Me zo o vont da ziskouez deoc&rsquo;h penaos &lsquo;vez distrujet ar seurt loened-se.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha Matig da denna\u00f1 e gazh Paotr-Du er-maez ar sac&rsquo;h, da floura\u00f1 e grev dezha\u00f1 gant e zorn en ur ober, gant e vouzello\u00f9, un drouzig evel ma ra al logod bihan en o neizh.&nbsp;Paotr-Du a reas diouzhtu ul lamm eus etre divrec&rsquo;h Matig, lemm e lagad ganta\u00f1, ne voe ket pell o kaout tres eus al logod ha da boka\u00f1 moarvat ploup&nbsp;! war unan e zent e chouk he c&rsquo;hil. Ploup&nbsp;! war un&rsquo; all gant e ivino\u00f9. Biskoazh ne voe bet Paotr-Du e seurt abadenn ! Ha\u00f1&nbsp;! a so\u00f1je, ar re-ma\u00f1 zo aezetoc&rsquo;h da dapout evit re Jakaouig&nbsp;!<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ne voe ket bet diaes da Vatig gwerzha\u00f1 e gazh e c&rsquo;hellit kredi\u00f1. Un tamm ardo\u00f9 a reas evel paotr e falz ivez, abalamour da denna\u00f1 muioc&rsquo;h a arc&rsquo;hant. Ken nec&rsquo;het &lsquo;oa erru an dud gant al logod a oa o rivina\u00f1 ar vro ken o devoa asantet rei\u00f1 dezha\u00f1 ar pezh a c&rsquo;houlenne, kant skoed en aour melen.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Soaig en devoa baleet war-du ar sav-heol a gredan. Un nozvezh e oa aet da glask loja\u00f1 en ur vourgadenn. Pa &lsquo;oa koaniet gant an dud, setu ar perc&rsquo;henn o lavarout e oa poent staga\u00f1 an denn.<br \/>\n\u00ab Staga\u00f1 ? eme Soaig. Staga\u00f1 d&rsquo;an eur-ma\u00f1 ? D&rsquo;ober petra &lsquo;ta&nbsp;?<br \/>\n\u2013&nbsp;Damen avat ! eme ar perc&rsquo;henn. Da vont da gerc&rsquo;hat an deiz Hon zro zo henozh&nbsp;!<br \/>\n\u2013&nbsp;Da gerc&rsquo;hat petra &lsquo;livirit ? Poan en devoa Soaig o kompren.<br \/>\n\u2013&nbsp;Da gerc&rsquo;hat an deiz a lavaran deoc&rsquo;h ! Pep tieg eus ar barrez a ya d&rsquo;e dro gant e denn, karr ha kezeg.<br \/>\n\u2013&nbsp;Biskoazh kemend-all ! eme Soaig. Ha bete&rsquo; pelec&rsquo;h &lsquo;ta &lsquo;rankit mont neuze ?<br \/>\n\u2013&nbsp;Feiz&nbsp;! Betek ar sav-heol, sur moarvat !<br \/>\n\u2013&nbsp;Ma&nbsp;! eme Soaig. Tud sot a ran ganeoc&rsquo;h. Em bro-me ne vez ket ret d&rsquo;an dud mont da gerc&rsquo;hat an deiz avat. Du-ma\u00f1 &lsquo;z eus ur seurt loened plu\u00f1v hag a sach warna\u00f1 da zont tro-pad ma vez an dud o kousket. Ha beza\u00f1 &lsquo;z eus unan ganin ama\u00f1 em faner&nbsp;! Ha Soaig da denna\u00f1 Klipenn-Ruz er-maez.<br \/>\n\u2013&nbsp;O va Doue ! eme ar perc&rsquo;henn, ul loenig koant eo sur avat, met ne gredan ket e ve&rsquo; gouest da zegas an deiz dimp, nann&nbsp;!<br \/>\n\u2013&nbsp;Eo, eo ! Na vezit ket nec&rsquo;het ! Lezit se war va c&rsquo;hont hag it da gousket hardizh.<br \/>\n\u2013&nbsp;Da gousket ? N&rsquo;imp ket laouen, ret eo dimp gwelet e pe stumm e tegas hema\u00f1 an deiz.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Roet e voe un tamm boued d&rsquo;ar c&rsquo;hog ha lakaet da gluda\u00f1 war lein an armel, met, eme Soaig, ret &lsquo;vo lazha\u00f1 ar goulo\u00f9.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">C&rsquo;hwezhet war al lutig hag an dud da luduenni\u00f1 en-dro d&rsquo;an oaled. Perc&rsquo;henn an ti ne voe ket divorc&rsquo;hed : ma ne vije ket gwir ar pezh a lavare an tremener-ma\u00f1&nbsp;? Sed aze un dro lous dezha\u00f1 ma ne zeuje ket an deiz. An dud ne gouskent ket met ar c&rsquo;hog a gouske bepred\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">War-dro teir eur moarvat \u2014 n&rsquo;oa ket a orolajo\u00f9 er vro-se \u2014 ar c&rsquo;hog a reas teir ganadenn ken e voe spontet tud an ti nemet Soaig evel-just.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab&nbsp;Komprenet hoc&rsquo;h eus&nbsp;? eme Soaig. Dont-a-ray-an-deiz ! eme ar c&rsquo;hog, teir gwech.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Hag a-benn ur pennad goude e reas teir ganadenn all adarre. An dro-ma\u00f1 e lavare, eme Soaig d&rsquo;an dud&nbsp;: \u00ab&nbsp;Dont-a-ra-ganin&nbsp;!&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">N&rsquo;ouient ket pe gredi\u00f1 c&rsquo;hoazh pe betra.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D&rsquo;ar maread goude e lavaras ar c&rsquo;hog, bepred hervez Soaig&nbsp;: \u00ab&nbsp;Erru-eo-an-deiz&nbsp;!&nbsp;\u00bb teir gwech.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab&nbsp;Ac&rsquo;hanta&nbsp;? eme Soaig, kredi\u00f1 a rit brema\u00f1 ?&nbsp;\u00bb Hag en gwirionez, erru &lsquo;voe an deiz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">An dud &lsquo;oa stad spontus enno. O ! ma c&rsquo;helljent kaout loened ar seurt-se e vijent rikouret. Echu neuze d&rsquo;ar charreo\u00f9 noz etrezek ar sav-heol ! Kinniget &lsquo;voe da Saig prena\u00f1 diganta\u00f1 e loen evel-just. Ha ma feiz, goude ur bern ardo\u00f9 ha digarezio\u00f9 e reas Soaig ar marc&rsquo;had&nbsp;: kant skoed aour hag ur marc&rsquo;h bihan brun da dougen anezha\u00f1 d&rsquo;ar g\u00ear.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">An tri breur, retornet hervez o fromesa da foukenn o zad e trao\u00f1 ar C&rsquo;hoad-Fav a zivizas etrezo sevel un ti nevez en maen un tamm uheloc&rsquo;h, a-grap an dosenn anvet Run-Ivinenn e-kichen Koad-ar-Waremm, el lec&rsquo;h anvet bepred ar Glotennig. Eno e vevjont bete&rsquo; mervel :<br \/>\n<em>Mes mont a raent evel gwechall<br \/>\nDa vale bro gwech ha gwech all<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Mar deo gwir eno, eo gwir ama\u00f1 ivez.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">&nbsp;<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Ur wech e oa hag ur wech e vo evit rei\u00f1 roll d&rsquo;an holl gaozio\u00f9. Ur gaoz, div gaoz. A\u00f1jelig a gav [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2504","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>An tri breur (Marvailh) - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"An tri breur (Marvailh) - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Ur wech e oa hag ur wech e vo evit rei\u00f1 roll d&rsquo;an holl gaozio\u00f9. Ur gaoz, div gaoz. A\u00f1jelig a gav [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:18:25+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"8 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/an-tri-breur-marvailh\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/an-tri-breur-marvailh\\\/\",\"name\":\"An tri breur (Marvailh) - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-15T20:58:42+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:18:25+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/an-tri-breur-marvailh\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/an-tri-breur-marvailh\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/an-tri-breur-marvailh\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"An tri breur (Marvailh)\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"An tri breur (Marvailh) - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"An tri breur (Marvailh) - Anjela Duval","og_description":"Ur wech e oa hag ur wech e vo evit rei\u00f1 roll d&rsquo;an holl gaozio\u00f9. Ur gaoz, div gaoz. A\u00f1jelig a gav [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:18:25+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"8 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/","name":"An tri breur (Marvailh) - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-15T20:58:42+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:18:25+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/an-tri-breur-marvailh\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"An tri breur (Marvailh)"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2504","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2504"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2504\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2504"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}