{"id":2490,"date":"2017-10-15T22:50:44","date_gmt":"2017-10-15T20:50:44","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2490"},"modified":"2025-08-13T15:23:25","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:25","slug":"leve-ar-paour","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/","title":{"rendered":"Leve ar paour"},"content":{"rendered":"<p>\u00ab Ur vazh baleet mat a dalvez kant skoed leve\u2026 \u00bb<br \/>\nUr c&rsquo;hrennlavar kozh eo hema\u00f1. Pegen kozh ? N&rsquo;oufen ket lavarout ; met ar pezh a ouzon, bet zo un amzer, tremen kant vloaz zo abaoe, emicha\u00f1s e oa a-walc&rsquo;h kant skoed da veva\u00f1 e-pad ar bloaz. Da veva\u00f1 sich, se zo sklaer, ha n&rsquo;eo ket evel ur mon- dian.<br \/>\nD&rsquo;ar mare-se, un devezhour a oa e briz dek gwenneg bemdez hag e voued. M&rsquo;en deveze gwreg ha bugale er g\u00ear sur a-walc&rsquo;h ne veze ket druz ar peuri\u00f1 gante bemdez, rak n&rsquo;oa sikour ebet a-berzh ar Stad da sikour sevel ar vugale.<br \/>\nUl lodenn eus an devezhourien o doa un tamm douar war o c&rsquo;hont o-unan, ur vuoc&rsquo;h, daou bemoc&rsquo;h pe un nebeud de\u00f1ved, ur yar bennak. Lakaat a raent un tamm ed, un tamm ed-du, patatez, irvin ha piz ha fav.<br \/>\nLod all n&rsquo;o devoa nemet un netraig a liorzh, neuze, o gwreg &lsquo;oa stammerez pe nezerez pe kannerez ma ne oa ket re garget a vugale.<br \/>\nSiwazh ! mareado\u00f9 amzer zo bet ne oa ket a labour d&rsquo;an holl ; pe, mar boa labour, ne oa ket arc&rsquo;hant e-mesk an dud da c&rsquo;hallout paea\u00f1 tud d&rsquo;o sikour. Neuze en em gave meur a hini rediet da vont en-dro da glask, pe vervel gant an naon.<br \/>\nAr re gozh &lsquo;oa se o lod ma ne vezent mui gouest d&rsquo;ober o lod, den ne c&rsquo;houlenne ar frot oute. Nemet en un ti pinvidik bennak ma veze miret ar servijerien gozh da vervel evel unan eus izili an tiegezh.<br \/>\nA-hend-all, ne oa retred ebet. Ne oa nemet bolontez vat ar re o doa un tamm moaien, met, evel ma vez l\u00e2ret : \u00ab Truez zo berr da veva\u00f1 \u00bb. Ha bez&rsquo; &lsquo;oa e-touez ar beorien meur a hini ha na blegent ket da astenn o dorn. Ar beorien vezhus. Tud hag o dije bet un draig bennak war o c&rsquo;hont ha kouezhet e renk ar beorien dre wall- cha\u00f1so\u00f9, kle\u00f1vedo\u00f9, darvoudo\u00f9 a bep seurt. Ar re-se o doa mizer, dreist-holl m&rsquo;o devoa un namm bennak a vire oute da labourat. Mont a raent, da skouer, da birc&rsquo;hi- rina\u00f1 pell ha tost evit tud all pe, gant tud all hag o dije prometet ur veaj a zevo- sion da Sant-ma\u00f1-Sant pe Santez, pe un Itron Varia.<br \/>\nAnavezet &lsquo;m eus ouzhpenn unan hag a veze alies-alies e roud, un tamm a-dreuz hag a-hed ar Vro, o pirc&rsquo;hirina\u00f1. Loja\u00f1 &lsquo;raent war o roud pa veze re bell ar veaj da veza\u00f1 graet mont-dont en un devezh. (Meur a Varc&rsquo;harid Fulup &lsquo;oa e Breizh, sur- mat.)<br \/>\nKefridio\u00f9 all &lsquo;veze dezho ivez dre zroed. Mont da zegemenn ar marv pa veze ur marv er c&rsquo;hontre. Mont da glask tud da zougen ar c&rsquo;horf, ar c&rsquo;hurunenno\u00f9, ar flam- meozo\u00f9 a veze war gont ar paour a zaremprede ar peurvuia\u00f1 ti an hini marv.<br \/>\nAr graso\u00f9 &lsquo;veze koulz all war gont ur paour pe baourez eus ar barrez, hag, end- eeun, eus ar seksion pa veze tu. Seni\u00f1 ar glaz e chapel ar seksion &lsquo;veze roll ur paour, atav e veze sonet glaz e-pad ma veze an hini marv war ar varskao\u00f1, teir gwech bemdez.<br \/>\nEvit obido\u00f9 an dud a renk &lsquo;veze roet karitez d&rsquo;ar beorien goude an interamant, an eizhved, an deiz-ha-bloaz. Ur roll a oa er maerdi eus ar beorien o doa ar gwir da gaout karitez. Un nebeud gwenneien da bep hini, hervez an ezhomm ha niver ar vugale pe ar re gozh dic&rsquo;houest da c&rsquo;hounit. Ar roll-se &lsquo;oa dres roll ar bara. Bez&rsquo; e oa ur roll all neuze evit an dud hag a roe bara. Ur bara &lsquo;oa ur gont a ed-bara da rei\u00f1 bep miz d&rsquo;ar paour designet da bep roer. Ur wech ar bloaz &lsquo;veze ur C&rsquo;huzul Kumun ispisial evit plasamant ar beorien ; rak bep bloaz &lsquo;veze kemm pe gemm : marv ar roer, marv an degemerer, pe aet er-maez a oad. Pa veze krog ar vugale da labourat n&rsquo;o deveze ket o zud a vara ken evite.<br \/>\nPep roer a ginnige hervez e voaien hag e volontez vat. Darn ur bara, darn daou, darn un hanter-bara. Hag evit ar beorien &lsquo;oa memes tra. Lod o doa daou pe dri bara, pe unan, pe un hanter-hini, hervez o ezhommo\u00f9. Va zad-kozh, Jan-Mai &lsquo;n Olier, &lsquo;oa kuzulier, ha, hervez ma lavare eo kudenn ar bara-se a oa an hini diaesa\u00f1 da zibuni\u00f1, ne oa tu ebet da gontanti\u00f1 an holl.<br \/>\nBez&rsquo; &lsquo;oa tud hag a zalc&rsquo;he renk. En o enor &lsquo;oa dezhe rei\u00f1 bara, met lod anezhe &lsquo;oa ken paour prest a-walc&rsquo;h hag ar beorien war ar bara. Bez&rsquo; &lsquo;oa peorien hag a oa madik o jeu dre ma ouient sacha\u00f1 dour d&rsquo;o milin, met evel ma n&rsquo;o devoa tra war o anv, ha na baeent tailho\u00f9 ebet e faote dezho beza\u00f1 dalc&rsquo;het war \u00ab roll ar bara \u00bb.<br \/>\nAma\u00f1 \u2014 etre klochedo\u00f9 \u2014 e fell din rei\u00f1 un alberz eus spered balc&rsquo;h ur c&rsquo;hemener. Karget e oa a vugale, seizh pe eizh, ouzhpenn ur vamm-gozh o ruza\u00f1 he c&rsquo;hozhni er vizer. Ar wreg, gant kement a vugale ne c&rsquo;helle ket mont da c&rsquo;hounit. Bez&rsquo; e oa eta<br \/>\n\u00ab war ar bara \u00bb, un daou pe dri bara zoken. Ma, setu, anezha\u00f1 e-unan, ar c&rsquo;heme- ner balc&rsquo;h-se, ha kalonek, &lsquo;oa deut d&rsquo;ar maerdi da lavarout disverka\u00f1 anezha\u00f1 diwar ar roll, adal ma oa kroget e vab hena\u00f1 da vont d&rsquo;e heul da wriat d&rsquo;an tiez.<br \/>\n\u00ab Unan nebeutoc&rsquo;h da veva\u00f1 er g\u00ear, emeza\u00f1, a-walc&rsquo;h da vaga\u00f1 unan eus ar re vihan er g\u00ear\u2026 \u00bb. N&rsquo;eo ket en hon amzer a gejer bemdez gant seurt speredo\u00f9 !<br \/>\nKontanti\u00f1 an holl &lsquo;oa dreist galloud ar re &lsquo;oa karget eus al labour-se, dreist-holl, pa oa karget eus ar gefridi-se tud anavezet evit beza\u00f1 tud a-feson, da l\u00e2ret eo tud leal.<br \/>\nLod eus ar beorien a glemme eus ar profer, marteze gant abeg a-wecho\u00f9. N&rsquo;o dije, emezo, nemet pailhoro\u00f9-eost, ha\u00f1valoc&rsquo;h eus boued-moc&rsquo;h eget eus gwinizh-bara. Lod all a oa c&rsquo;hoantus betek re, ordinal o china\u00f1, n&rsquo;eo ket marteze hep ezhomm, rak diouer o devoa eus kalz a drao\u00f9 emicha\u00f1s. Ar profer neuze a c&rsquo;houlenne ma vije kemmet paour dezha\u00f1. Klevet em eus mamm o lavarout e ranke alies ar guzulierien karget eus ar plasamant mirout evite o-unan ar beorien gasa\u00fcsa\u00f1, ar re ne c&rsquo;hou- lenne den all ar frot oute.<br \/>\nE-touez ar beorien \u00ab war ar bara \u00bb &lsquo;oa hinienno\u00f9 gouest da labourat tamm pe damm, hag ar re o doa bolontez vat a rae un devezh eost pe ouzhpenn e ti an hini a roe dezhe ar bara-se, ha deiz an dorna\u00f1, holl beorien ar c&rsquo;hontre a zeue da &lsquo;n em ginnig da sikour. Un tamm boued mat hag un nebeud gwerzh-butun a dapent, ur sac&rsquo;had pell ma veze da ziouerout, ur bec&rsquo;h plouz da blouza\u00f1 o boto\u00f9-koad e-pad ar goa\u00f1v.<br \/>\nE miz Mae, miz Mezheven, pa veze darev an had-lann, &lsquo;veze kalz a beorien o had- lanna. Ul labour pitouilh a-walc&rsquo;h &lsquo;oa hennezh, ha meur a c&rsquo;horadenn &lsquo;veze tapet war-lerc&rsquo;h ar pikadenno\u00f9, rak lemm eo drein al lann. Ur c&rsquo;hrog &lsquo;veze da sacha\u00f1 war ar bod ma veze re uhel, ar pogo\u00f9 a lakent en o zava\u00f1jer tro\u00f1set. Da\u00f1jerus &lsquo;oa c&rsquo;hoazh en askont d&rsquo;an naered stank el lannegi hag er c&rsquo;hleuzio\u00f9 goloet a lann. Ar pogo\u00f9 &lsquo;veze ledet da sec&rsquo;ha\u00f1 en heol war ur serpilherenn, ha goloet gant ur ser- pilherenn all rak strinka\u00f1 a rae an had pell-mat pa strakent gant tommder an heol.<br \/>\nKer &lsquo;veze gwerzhet an had-lann ha disamm &lsquo;oa atav. Al lann-pil &lsquo;oa un hanter eus boued ar c&rsquo;hezeg e-pad ar goa\u00f1v, hag evel ma veze troc&rsquo;het bep daou vloaz, hag a- wecho\u00f9 er bloaz pa veze berr ar boued na bade ket gwall bell ar c&rsquo;hefio\u00f9, ha ret &lsquo;oa adober an douar a-nevez ur wech an amzer. Pa veze brav an amzer da hadlan- na ne oa ket ezhomm avat da vont da glask devezhour na devezhourez d&rsquo;ober foenn. Kalz muioc&rsquo;h a c&rsquo;hounezent &lsquo;n o devezh o tastum had-lann.<br \/>\nGwasha\u00f1 tra &lsquo;vit ar paour &lsquo;oa pourvez danvez-tan a-benn ar goa\u00f1v m&rsquo;en doa un tamm ti. N&rsquo;eo ket atav en dije lojeiz da glenka\u00f1 ar c&rsquo;heuneud-sec&rsquo;h hag ar c&rsquo;hozh- koad a serrent bec&rsquo;h-ha-bec&rsquo;h er c&rsquo;hoado\u00f9 tro-war-dro. Pa veze bet un nozvezh avelaj, torret skourro\u00f9 sec&rsquo;h ar gwez, o dije mall da vont d&rsquo;o dastum.<br \/>\nPa veze ar c&rsquo;houlz divarra\u00f1 ha fagodi\u00f1 keuneud &lsquo;veze lezet a-ratozh gant ar beo- rien ar bri\u00f1so\u00f9 sec&rsquo;h. E-lec&rsquo;h ma veze gwelet kalz a goad sec&rsquo;h, chomet da vreina\u00f1 a-stlabez war an douaro\u00f9 &lsquo;veze l\u00e2ret : \u00ab Ama\u00f1 avat, er vro-ma\u00f1 zo peorien didal- vez ! \u00bb<br \/>\nE-pad an ha\u00f1v, pardonio\u00f9 ar chapelio\u00f9-kampagn &lsquo;oa darempredet gant kalz a dud. Tantad e noz derc&rsquo;hent ar pardon, oferenno\u00f9 mintin abred evit ar belerined, ofe- renn-bred war an ton bras ha gouspero\u00f9 gant prosesion goude kreisteiz, diduaman- to\u00f9 evit ar yaouankiz, hag alies c&rsquo;hoario\u00f9 a bep seurt an deiz war-lerc&rsquo;h : an adpardon evel-just.<br \/>\nEn-dro d&rsquo;ar chapelio\u00f9-se ha d&rsquo;o feunteunio\u00f9 burzhudus &lsquo;n em vode peorien ar c&rsquo;hontre, gwecho\u00f9 end-eeun o tont a-bell. Me &lsquo;gred e raent devezhio\u00f9 mat, ar re da vihana\u00f1 a ouie ar vicher ; ar re &lsquo;n em stalie e toull dor ar chapel &lsquo;veze diskabell, o chapeled en un dorn, ur skudell en dorn all. Kement hini a dremene o tont pe o vont er chapel a gleve ur goulenn truezus : \u00ab Ur gwenneg d&rsquo;ar paour ! \u00bb pe \u00ab Truez ouzh ar paour. En anv &lsquo;n Aotrou Krist binniget ! \u00bb hag all\u2026 War-dro ar feunteun, klozet peurvuia\u00f1 gant ur vogerenn, un ode pe ur skalierig da dostaat, e veze peorien ivez, prest da garga\u00f1 deoc&rsquo;h bured pe voutailh pe ur skudellad da eva\u00f1 war blas. An dour &lsquo;oa evit netra, met ur saflik hag ur vouilhenn &lsquo;n em gave tro-dro, dre fota\u00f1 bannac&rsquo;ho\u00f9 ha pasepia\u00f1 war an douar mouest. Ar bardonerien en o dilhad ha boto\u00f9 l\u00ear da Sul &lsquo;oa gwelloc&rsquo;h ganto rei\u00f1 daou wenneg pe pemp gwenneg d&rsquo;ar paour, ha beza\u00f1 servijet war ar sec&rsquo;h, dreist ar skalier pe ar vogerig. Ar memes tud a wele unan bep bloaz oc&rsquo;h ober al labour-se. Tud paour eus ar c&rsquo;hontre.<br \/>\nEvit an euredo\u00f9, ar badezianto\u00f9 &lsquo;veze ivez meur a baour e toull ar porched o c&rsquo;hor- toz ur pezh moneiz bennak da veza\u00f1 stlapet en arigrap d&rsquo;ar vugale ha roet en o dorn d&rsquo;ar re gozh. War-lerc&rsquo;h ar marv, dilhad an hini tremenet &lsquo;veze roet ar peurliesa\u00f1 d&rsquo;ar beorien, nemet pa veze ezhommek ar familh o implijent o-unan, se zo sklaer.<br \/>\nAn arc&rsquo;hant a cha\u00f1s : se &lsquo;oa ur pezh moneiz, pe arc&rsquo;hant ivez ma veze bras ar somm, a veze roet da vont da heul ul loen gwerzhet. An arc&rsquo;hant a cha\u00f1s &lsquo;oa d&rsquo;ober aluzen d&rsquo;ar beorien, &lsquo;oa ket cha\u00f1sus prena\u00f1 trao\u00f9 ganta\u00f1, na lakat anezha\u00f1 gant an arc&rsquo;hant all. Lod ar paour &lsquo;oa. Darn eus ar varc&rsquo;hadourien a chome gante meur a damm arc&rsquo;hant a cha\u00f1s evel-se, a lakae ganta\u00f1 oferinier evit an anaon dilezet, ar reuzeudika\u00f1 eus ar beorien !<br \/>\nAr re eus ar beorien hag o doa ti a glaske ivez kaout un tamm douar patatez digant an tieg eus o amezeien. E tu pe du d&rsquo;ur park, dindan trao\u00f9-ha\u00f1v (potaj, kaol pe patatez) e veze lezet ur ble\u00f1chennig gante, aret da heul ar park. Un tamm teil a serrent, ludu, kaoc&rsquo;h-kezeg klasket war hento\u00f9 darempredet gant kezeg. Gwech o deveze, div pe deir yar, un da\u00f1vadez pe ur c&rsquo;havr. Teil mat, eus ar c&rsquo;henta\u00f1 hervez, o deveze ha kaset &lsquo;veze d&rsquo;ar park gant karr ha tenn an hini a roe douar dezhe. Er ble\u00f1chenn-se hervez, &lsquo;veze gwinizh kaer er bloaz goude.<br \/>\nPa zicha\u00f1se kaout ur c&rsquo;hlodad moc&rsquo;h bihan muioc&rsquo;h a voc&rsquo;h eget a vronno\u00f9 d&rsquo;o mamm, &lsquo;veze roet d&rsquo;ur paour diwar-dro, an hini, pe an daou pe dri &lsquo;veze ouzhpenn. Truez &lsquo;veze o lazha\u00f1 anezho. Koulskoude n&rsquo;eo ket bep tro e teuent da vat. Ha ne oa ket a-walc&rsquo;h rei\u00f1 ar moc&rsquo;h bihan, roet &lsquo;veze bannac&rsquo;ho\u00f9 laezh d&rsquo;o heul hag ur bec&rsquo;h plouz da lakaat dindane. M&rsquo;o dije ur c&rsquo;havr &lsquo;oa suroc&rsquo;h o jeu, istimet eo al laezh gavr da sevel ne vern petore loen bihan, hag ar vugale vihan ivez, se &lsquo;m eus klevet alies. Hag ouzhpenn klevout, rak va-unan on bet savet gant laezh gavr betek va femp miz. Ha pelloc&rsquo;h &lsquo;vijen bet dalc&rsquo;het gant al laezh-se, panevet &lsquo;oa bet ganet e-kichen ti va zud daou vreur gevell, ha deut &lsquo;oa an tad da c&rsquo;houlenn va magerez evit sikour sevel an daou vihan-se : Joseph ha Sebastien. Unan anezhe zo bev bepred, hag evel un doare kerentiezh a santan en e ge\u00f1ver ; iskis ?<br \/>\nBez&rsquo; &lsquo;oa peorien ha ne raent nemet div dro ar bloaz ha ne daent ket a-bell eus o chomaj, goude an eost da glask un tamm ed, gwinizh pe segal-winizh, hag un dro patatesa pa veze echu da denna\u00f1 ar patatez tro hanter miz Here. Ar beorien-ma\u00f1 o doa ti, hag un tamm micher bihan bennak \u00ab gagne-petit \u00bb evel ma vez l\u00e2ret : ober choukenno\u00f9, an dud a vrema\u00f1 n&rsquo;o deus ket kalz anoudegezh eus ar choukenno\u00f9. Ar baotred war ar pemdez a zouge holl choukenno\u00f9 plouz pe foenn, met d&rsquo;ar Sul, en o boto\u00f9-koad du da vont d&rsquo;an oferenn. E-kerzh ar goa\u00f1v e tougent choukenno\u00f9 danvez, bourret a stoub pe a c&rsquo;hloan, dalc&rsquo;het er penn uhela\u00f1 gant un doare pla\u00f1- sonenn graet gant gloan a bep seurt liv, war ur steuenn lin reut a-walc&rsquo;h. Rabati\u00f1 a rae ar bla\u00f1sonenn-se war c&rsquo;horre ar votez hag ar choukenn a yae tost betek bizied an troad. Ar beorien gozh eta a werzhe ar choukenno\u00f9-se a dousenno\u00f9 (div ha div) da go\u00f1versa\u00f1ted ar bourk e-lec&rsquo;h ma prene an neb o deveze ezhomm.<br \/>\nAn danvez na gouste netra dezhe koulz l\u00e2ret, peogwir d&rsquo;ar mare ma komzan outa\u00f1 e veze laket lin e kalz a atanto\u00f9. An danvez da c&rsquo;holo ar choukenn &lsquo;veze e lien kanab pe e \u00ab moleskin \u00bb pe berli\u00f1j. D&rsquo;ar vugale &lsquo;veze peget gant un tamm toaz tanav ar choukenn danvez-se ouzh chouk ar votez. Anez &lsquo;veze sav-taol kollet ur choukenn.<br \/>\n\u2026 Inkarda\u00f1 gloan, neza\u00f1 gloan, ober stamm, &lsquo;oa micherio\u00f9 bihan ar maouezed kozh n&rsquo;o doa mui nerzh da vont d&rsquo;o devezh. Ar baotred kozh akuit eus o daouarn a rae a bep seurt trao\u00f9igo\u00f9 : skubellenno\u00f9 bezv, restell-eost, torchenno\u00f9, koloenno\u00f9- gwenan, pa veze kaset danvez dezho.<br \/>\nAr beorien rik, klaskerien-vara hep ti nag aoz &lsquo;oa an trista\u00f1 o doare, ha koulskoude, int eo a gane hag a gonte kaozio\u00f9 ha rimadello\u00f9. O zier o devoa, loja\u00f1 &lsquo;raent pe e ti peorien all (gant ti), pe aliesoc&rsquo;h er menajo\u00f9. A vare da vare e tremene an heve- lep re, ur pennad a-raok noz e teuent da c&rsquo;houlenn lojeiz. Neuze d&rsquo;ur c&rsquo;hraou. Kraou ar saout a blije dezhe, klouar &lsquo;veze an aer eno gant alan ar saout, ha nerzh &lsquo;veze santet o tont eus ar gouzer. Se &lsquo;veze er goa\u00f1v, rak d&rsquo;ar miziou-ha\u00f1v, nemet glav a raje, e lojent e penn ar bern foenn pe blouz, &lsquo;n em baka\u00f1 raent e-barzh ma veze fresk an noz.<br \/>\nBara &lsquo;veze ganto en o bisac&rsquo;h hag ar peurvuia\u00f1 eo gant o bara &lsquo;veze graet o c&rsquo;hoan dezho hag o dijuni\u00f1 antronoz. Soubenn &lsquo;veze dalc&rsquo;het dalc&rsquo;hmat en tiez mat, &lsquo;vel ma veze dalc&rsquo;het krampouezh ha bara. Ma veze deiz ar c&rsquo;hig \u2014 teir gwech ar sizhun : Sul, Meurzh, Yaou \u2014 o deveze patatez ha kig-sall. An devezhio\u00f9 all, pe bata- tez ha laezh trenk, pe hepken o soubenn-vara hag ur glogead soubenn da drempa\u00f1 ur grampouezhenn evel an dud all.<br \/>\nNeuze, goude koan e kontent kaozio\u00f9 hag e kanent, nemet re skuizh e vezent. Gant o faterio\u00f9 hag o bennozhio\u00f9 ne oant ket berr. Marteze diwar veg an teod, marteze ivez eus don o c&rsquo;halon. Ne vern, brav da glevout bepred\u2026 \u00ab Bennozh Doue ! Doue da brezervo ho loened ! Doue da vennigo ar vugale ! Cha\u00f1s ha yec&rsquo;hed d&rsquo;an holl dud en ti-ma\u00f1 ! \u00bb h.a. ha \u00ab Doue da bardono an anaon ! \u00bb<br \/>\nPa oa digoret ar brezel 14 &lsquo;oa difennet d&rsquo;ar beorien mont en-dro da glask. Labour &lsquo;oa neuze evit an holl pa oa aet kement a baotred d&rsquo;an arme, tud yaouank, tud dimezet, tado\u00f9 a familh zoken, gant kalz a vugale. Ret &lsquo;oa bet mirout bugale ar skol er g\u00ear da labourat da dek, unneg, daouzek vloaz. Ar baotredigo\u00f9 d&rsquo;ar park, hag ar merc&rsquo;hed bihan war ar menaj, tra ma yae o mamm d&rsquo;ar park. Ar brezel &lsquo;oa digoret e dero\u00f9 miz Eost, ne oa ket hanter droc&rsquo;het an ed. Peurechui\u00f1 troc&rsquo;ha\u00f1, kloza\u00f1, charreat, dorna\u00f1 ; ha ne oa ger eus dornerezed er parko\u00f9 na traktorio\u00f9 evel-just. Gant tud ha kezeg, gant filzier ha koufo\u00f9 bihan, nizerezed ha gwenterezed &lsquo;oa ret ober tout, ha kalz a dud &lsquo;oa ret kaout da zerc&rsquo;hel ar stal da vont en-dro.<br \/>\nMe am boa nav bloaz, met so\u00f1j &lsquo;m eus da welout ha da glevout penaos ne oa ket re vrav ordin dont a-benn eus ar rummad tud-se &lsquo;oa kustum da veva\u00f1 diwar ar c&rsquo;hlask, daoust ma ne oa ket avius o stad. Pa welent &lsquo;oa ezhomm bras anezhe e vezent un tamm direzon, darn outo. Lavaret &lsquo;vez : \u00ab Pa erru an eost e ya ar mevel da vestr ! \u00bb. Met pa ya mestr ha mevel d&rsquo;ar brezel, mestrez an ti ne vez ket nemeur a zouja\u00f1s eviti.<br \/>\nEvit rei\u00f1 ur skouer : e ti va maeronez (Doue d&rsquo;he fardono, marvet eo er sizhun santel diwezha\u00f1 d&rsquo;an oad a 95 bloaz), seizh bugel e oant o terc&rsquo;hel ur feurm bras a-walc&rsquo;h gant o mamm, inta\u00f1vez pell a oa, ur mevel bras hag ur paotr saout, ha devezhourien. En tu-hont, &lsquo;veze implijet ouzhpenn ar pevar mab, an div verc&rsquo;h vras, an hini vihana\u00f1 &lsquo;oa er skol c&rsquo;hoazh. D&rsquo;an deiz ma tigoras ar brezel pevarzek e &lsquo;oa partiet pevar asambles : tri mab hag ar mevel bras. Ar bevare mab da viz Meurzh 1915. Chom a rae an div verc&rsquo;h, o mamm, ar paotr saout bihan war-dro un trevell a seurt-se e dero\u00f9 an eost, hag e-pad pevar bloaz !<br \/>\nUnan eus ar baotred lazhet en Arras, unan gazet, marvet er bloavezhio\u00f9 kenta\u00f1 goude ar brezel, unan troc&rsquo;het e c&rsquo;har, ar bevare tapet gaz ganta\u00f1 ivez ha chomet kla\u00f1vidik a-hed e vuhez.<br \/>\nRet e oa bet er bloavezhio\u00f9 spontus-se kaout skoazell a bep seurt tud. Tud na oue- zent ket penaos bern n&rsquo;eo ket mammenn. Lavarout a rae va maeronez, hag a oa ar verc&rsquo;h hena\u00f1, biken n&rsquo;he dije ken truez ouzh ar beorien, ken heuget &lsquo;oa bet ganto. Met ne oa ket gwir, chomet &lsquo;oa brokus ha trugarezus e-ke\u00f1ver an dud ezhommek e-pad he buhez hir, e gwir gristenez ma oa.<br \/>\nBez&rsquo; &lsquo;oa d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se (ar brezel-bed kenta\u00f1) labouradego\u00f9 lin stank a-walc&rsquo;h er vro. Evel an dud all, micherourien al labouradego\u00f9-se o doa ranket mont ivez d&rsquo;ar brezel, setu kalz eus ar glaskerien &lsquo;oa bet ambochet el labouradego\u00f9, paotred ha merc&rsquo;hed &lsquo;oant ket re gozh na re vac&rsquo;hagnet.<br \/>\nMilinou-paper &lsquo;oa ivez e Benac&rsquo;h ha Logivi-Plougraz, aze &lsquo;oa c&rsquo;hoarvezet ar memes tra. Met hervez ar c&rsquo;hrennlavar kozh : \u00ab Paour a c&rsquo;hounez. Paour a foet ! Paour n&rsquo;eus ezhomm yalc&rsquo;h ebet ! \u00bb Garv e kavent emicha\u00f1s beza\u00f1 stag evel-se e-pad ar sizhun ha pa veze touchet ar pae a veze foetet prim-ha-prim. Tremen pa vez ha tremen pa ne vez, zo tremen ordin ivez &lsquo;keta ?<br \/>\nBez&rsquo; e oa meur a hini, tud distabil, ne oant ket gouest da chom neblec&rsquo;h. Ar re-se &lsquo;oa bet ret dezhe kaout un itrik bennak evit beza\u00f1 lezet da vale eus an eil parrez d&rsquo;eben. Unan bepred &lsquo;oa &lsquo;n em lakaet da ramoner siminalio\u00f9, un tammig asez bine- tenn gant un troad hir, daou pe dri bennad bazh gant klaouiero\u00f9 houarn da staga\u00f1 an eil eus eben, ur boked gargel, ur gordenn d&rsquo;ober gante ur bakadenn dindan e gazel pe war e skoaz, hag e roud eus an eil ti d&rsquo;egile !<br \/>\nMet va Doue, ne zistage ket an hanter nag ar c&rsquo;hard eus an huzil, ha ne oa ket ur ger da l\u00e2ret dezha\u00f1 pe vezec&rsquo;h pouilhet ganta\u00f1. l\u00e2ret e vez : \u00ab Du &lsquo;vel ur pou- touarn. \u00bb Fa\u00f1ch n&rsquo;oa bet biskoazh banne dour ebet war e fas emicha\u00f1s abaoe ma oa deut diwar varlenn e vamm.<br \/>\nAn devezhio\u00f9 foar er C&rsquo;houerc&rsquo;had, d&rsquo;ar c&rsquo;henta\u00f1 ha d&rsquo;an trede Merc&rsquo;her e veze Fa\u00f1ch er plas-foar o sikour diskarga\u00f1 pe adkarga\u00f1 ar c&rsquo;hasedo\u00f9 moc&rsquo;h bihan er c&rsquo;hirri. Sikour ? Ya, poz e zorn war ar c&rsquo;hased ! A-walc&rsquo;h a oa dezha\u00f1 evit tapout gwerzh ur chopinad, ha kerkent d&rsquo;an ostaleri. So\u00f1j &lsquo;m eus da glevout mamm o c&rsquo;houlenn diganta\u00f1 :<br \/>\n\u00ab D&rsquo;ober petra e lakez da arc&rsquo;hant ivez, Fa\u00f1ch.<br \/>\n\u2014 Da lonka\u00f1, da lonka\u00f1, da lonka\u00f1\u2026 \u00bb eme Fa\u00f1ch.<br \/>\nKent mont da ramoner &lsquo;oa bet ur c&rsquo;hrogad o werzha\u00f1 spilho\u00f9 ha paper-lizher\u2026 Met un digarez &lsquo;oa dezha\u00f1 da gaout droed da vont en-dro. Pa oa aet da ramoner, ka\u00f1- farded ar bourk pe gentoc&rsquo;h \u00ab K\u00ear ar C&rsquo;houerc&rsquo;had \u00bb \u2014 rak arabat lavarout bourk ama\u00f1 picho\u00f1s ! \u2014 o doa fardet ur ruban lien dezha\u00f1 en-dro d&rsquo;e dog gant ar gerio\u00f9- ma\u00f1, skrivet e liv-Sina : \u00ab Le Scour Fran\u00e7ois, premier ramoneur de France \u00bb.<br \/>\nBez&rsquo; &lsquo;oa ivez ur paotr kozh bihan sioul ha na veze ket gwelet alies, eus Benac&rsquo;h e oa, un tamm ti-soul en doa eno, ned ae ket a-bell, me &lsquo;gred e tistroe d&rsquo;an noz d&rsquo;e di. Abaf e oa ha seven-tre. P&rsquo;errue a bazio\u00f9 voulouz e toull an nor e rae ur was- kennadenn. Neuze bep tro ar memes frazenn : \u00ab Dous eo &lsquo;n amzer, \u00bb eme Erwanig. N&#8217;em eus e anavezet nemet dindan an anv-se : \u00ab Erwanig dous-an-amzer \u00bb.<br \/>\nAn Itron Mond, Mari Manac&rsquo;h eus he anv plac&rsquo;h yaouank, genidik ivez eus Benac&rsquo;h, hag a oa ken brokus e-ke\u00f1ver peorien he bro pa oa deut da veza\u00f1 gwreg Roue an Nikel, he devoa bet kinniget da Erwanig renevezi\u00f1 dezha\u00f1 e di, lakaat un doenn mein-glas warna\u00f1. Be ! nann, ne felle ket dezha\u00f1, kalz gwasketoc&rsquo;h &lsquo;oa un doenn blouz. Setu ma oa graet dezha\u00f1 un doenn nevez-flamm gant plouz. Aluzen a-walc&rsquo;h da veva\u00f1 a roe dezha\u00f1 an Itron, met ur yec&rsquo;hed a oa evita\u00f1 mont d&rsquo;ober tammo\u00f9 troio\u00f9.<br \/>\nPochani (Paotr-Jani). Hema\u00f1 &lsquo;oa ur paotr fin hag a ouie tenna\u00f1 dour d&rsquo;e vilin. Lezet en doa e varv da vounta\u00f1 hir-hir, hag evel ma oa gwenn, ha gwenn e vlev hir ivez, e veze graet ar \u00ab P\u00e8re No\u00ebl \u00bb outa\u00f1 gant an douristed. Rak ne dae ket da glask nemeur tro-g\u00ear. Prena\u00f1 &lsquo;rae kartenno\u00f9-post gant skeudenno\u00f9 eus ar vro, ha d&rsquo;ar mizio\u00f9 ha\u00f1v ez ae da werzha\u00f1 ar c&rsquo;hartenno\u00f9-se da vord ar mor. Anglizien ar peur-vuia\u00f1 a veze d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se oc&rsquo;h ober o zouristed dre ama\u00f1. Gwiska\u00f1 a rae dilhad truilho\u00f9 war c&rsquo;horre da lakaat an dud da gaout truez outa\u00f1. Met e wreg, ur plac&rsquo;hig vihan dister anezhi, a l\u00e2re deomp : \u00ab Oho ! n&rsquo;eo ket dav kaout truez ouzh Pochan, hennezh zo gwisket tomm dindan. \u00bb Dont a rae, eme Soaz, godellado\u00f9 moneiz gant Pochan goude un nebeud devezhio\u00f9 e kostez an aod. Neuze &lsquo;vezent diskarget e- barzh ur c&rsquo;helorn ko\u00f1fitur, hennezh eo ar \u00ab c&rsquo;hofreufor \u00bb ! ha goloet gant pilho\u00f9. Soaz ne ouie kont ebet. Padal, pa veze hec&rsquo;h-unan en ti e prenne an nor warni, e tiskarge he c&rsquo;helorniad moneiz war an daol, e rae bernio\u00f9 oute hervez o ment hag o liv, gwenneien, daouwenneien, pempgwenneien, dekgwenneien, pevarrealed\u2026 ne gredan ket &lsquo;veze kalz uheloc&rsquo;h somm. Hag e chome Soaz da arvesti\u00f1 an te\u00f1zor-se ! Krezuz sur-mat ne c&rsquo;helle ket beza\u00f1 evurusoc&rsquo;h, ha pa skuizhe, &lsquo;veze laket adarre ar moneiz er c&rsquo;helorn.<br \/>\nDaoust da Bochan da veza\u00f1 deut war an oad a-benn am eus-me e anavezet, bez&rsquo; en doa ar vrud da gaout mestrezed, ha Soaz paour a yae war gein ar marc&rsquo;h ruz. Turlutat a rae kement toull-moger &lsquo;oa tout da glask kuzhiadenno\u00f9 Pochan, distroet ganta\u00f1 da gas d&rsquo;ar \u00ab Vrun \u00bb, eme Soaz. Un deiz bepred \u2014 hi a gonte se d&rsquo;am mamm \u2014 pa oa aet da veska\u00f1 ha da ziskarga\u00f1 ar moneiz, ne oa mui nemet pilho\u00f9 er c&rsquo;helorn, gant un dornad pezhio\u00f9 bihan war c&rsquo;horre. Ouzhpenn se kollet he broust da ganna\u00f1, he c&rsquo;hontell hag he choukenno\u00f9 nevez. Sodet &lsquo;oa ar paourkaezh Soaz. Deut &lsquo;oa du- ma\u00f1 da loja\u00f1 en noz-se. \u00ab Biken ken ne zistroje d&rsquo;ar g\u00ear. \u00bb Met \u00ab biken \u00bb Soaz ne bade ket pell ! An deiz war-lerc&rsquo;h &lsquo;oa erruet Pochan da glask war-lerc&rsquo;h Soaz, an dour en e zaoulagad. \u00ab Soaz kaezh \u00bb ac&rsquo;han, \u00ab Soaz kaezh \u00bb alesont ! \u00ab Piv en deus bountet pennado\u00f9 ennout evel-se. N&#8217;em eus kollet mann ebet, ha gant an arc&rsquo;hant &lsquo;m eus prenet gwin ha sardined ! \u00bb Met, Soaz, n&rsquo;oa ket gouest da santout c&rsquo;hwezh ar sardined ha takenn win ne eve morse. Setu Pochan en em regale e-unan. Soaz na felle dezhi nemet kafe ha bara-amann. Marvet &lsquo;oa Soaz n&rsquo;oufen ket l\u00e2rout da be oad, rak ne oueze ket hec&rsquo;h-unan he oad. Kozh e krede din &lsquo;oa, p&#8217;emeur yaouank- flamm e kaver kozh an dud aet war an oad. Ma, pinvidika\u00f1 den ar barrez n&rsquo;eus bet lakaet e dud ganta\u00f1 muioc&rsquo;h a oferenno\u00f9 eget n&rsquo;en deus bet lakaet Pochan gant e wreg. Doue d&rsquo;he fardono ! Me &lsquo;gred ez ae al lodenn vrasa\u00f1 eus e aluzeno\u00f9 da lakaat servijo\u00f9 ganti, e-pad an nebeud bloavezhio\u00f9 &lsquo;oa chomet war he lerc&rsquo;h er bed-ma\u00f1. Aet &lsquo;oa d&rsquo;an ospital d&rsquo;echui\u00f1 e amzer evel m&rsquo;eo lod ar beorien gozh all.<br \/>\nP&#8217;emaon o komz eus servijo\u00f9, peorien tro &lsquo;r bourk a oa devot da vont bep beure d&rsquo;ar servijo\u00f9, ne verne gant piv e vijent bet lakaet. O dijuni\u00f1 a dapent evel-se : ur bannac&rsquo;h kafe ha bara-amann, gwin gwenn a-wecho\u00f9 pa veze tud a renk uhel ; rak ar c&rsquo;hiz &lsquo;oa da rei\u00f1 kafe d&rsquo;an holl asistanted. O tont er-maez an iliz ez ae an dud d&rsquo;ar vered da skuilh dour binniget war vez an hini &lsquo;oa ar servij en e inta\u00f1sion. Aze &lsquo;veze unan karget da lavarout, hanter sioul, hanter gre\u00f1v \u00ab Neb piv bennak en deus asistet er servij-ma\u00f1 a zo pedet da vont betek ti hen-ma\u00f1-hen (un ostaleri) \u00bb. N&rsquo;eo ket ar gerent a rae ar c&rsquo;hemenn-se, alies e veze ar vaouez kozh a veze o l\u00e2rout ar graso\u00f9 gant ar re varv. Goude an dijuni\u00f1-se e veze adarre l\u00e2ret graso\u00f9, evit an hini marv, holl gerent desedet an asistanted, hag holl gerent desedet tud an ti ma veze enna\u00f1 an degemer. An holl a save en o sav da respont ar pedenno\u00f9.<br \/>\nGant an dud o rouesaat er maezio\u00f9, ar vuhez o vont war geraat eo bet kemmet ar boazio\u00f9-se. Brema\u00f1 e vez lakaet servijo\u00f9 evit an anaon hep l\u00e2ret o anv hag anv an hini a erbed an oferenno\u00f9. Gant ur partikulier evit ur partikulier &lsquo;vez l\u00e2ret ar peur- liesa\u00f1, kuit da zirenka\u00f1 den na da astenn frejo\u00f9, ken berr eo an dud an deiz a hiziv er menajo\u00f9 m&#8217;emeur stag evel sklaved.<br \/>\nN&rsquo;am eus komzet betek-henn nemet eus ar beorien rik, ar re &lsquo;oa rediet da vont en- dro da glask. Meur a rummad peorien all &lsquo;oa c&rsquo;hoazh, nebeutoc&rsquo;h reuzeudik mar- teze dre m&rsquo;o doa ti, met nompas leizh o c&rsquo;hof bemdez. Ar glac&rsquo;har rusa\u00f1 &lsquo;oa, evite, n&rsquo;eo ket tremen o-unan, met gwelout o bugale o kaout naon, o kaout riv, o veza\u00f1 ret-mat dezhe kas anezhe da c&rsquo;hounit a-raok m&rsquo;o dije graet o c&rsquo;horf, ar peurvuia\u00f1 hep tamm skol ebet. Hep gopr er bloavezhio\u00f9 kenta\u00f1 nemet o boued, o lojeiz, un tamm dilhad, ur boto\u00f9-koad bennak, gwenneien gwerzh-butun digant an dremene- rien, pa vezent o serviji\u00f1 \u00ab en tiez mat \u00bb evel ma veze l\u00e2ret.<br \/>\nPa vezent deut en oad da c&rsquo;hounit gopr, ar peurliesa\u00f1 e veze ret dezhe che\u00f1ch ti, che\u00f1ch mestr. Kemeret e veze adarre ur c&rsquo;hrennard all en o flas da vesa &lsquo;r saout ha d&rsquo;ober tammo\u00f9 labourio\u00f9 ska\u00f1v. Kerse &lsquo;veze gant ar baotredigo\u00f9 alies, gwech ivez kerse war vat. A-benn gounit gopr e oa ret mont d&rsquo;ar park, deski\u00f1 ober gant kezeg ha gant an holl ostilho\u00f9. Alies pa veze echu ar miz e teue e vamm da glask ar gopr. Ezhomm bras anezha\u00f1 da fournis boued d&rsquo;ar re vihanoc&rsquo;h.<br \/>\nGopr ur mevel, ha nebeutoc&rsquo;h c&rsquo;hoazh hini ur vatezh, ne oa ket bras en arc&rsquo;hant, met, da heul e oa an diveuro\u00f9, da l\u00e2ret eo : boto\u00f9, dilhad, kemererezh, fererezh, kannerezh ; alies ur c&rsquo;hant ed d&rsquo;o zud, ur c&rsquo;holc&rsquo;hedad pell, un devezh tenn, pe ouzhpenn, en holl o talvezout muioc&rsquo;h eget ar gopr en arc&rsquo;hant.<br \/>\nBloavezhio\u00f9 ha bloavezhio\u00f9 o deveze ezhomm evit lakaat ur gwenneg bennak a-gostez da c&rsquo;hallout so\u00f1jal sevel tiegezh. Gwelet em eus koulskoude tud eus an amzer-se deut da veza\u00f1 mat ar bed gante, o terc&rsquo;hel feurmio\u00f9 mentet mat, savet pazenn ha pazenn e skeul ar renkado\u00f9 diwar o foan, o interest hag o intrudu, ha se zo sklaer, pa c&rsquo;hoarzhe ar cha\u00f1s oute ha p&rsquo;o deveze yec&rsquo;hed.<br \/>\nKrennlavario\u00f9 ha lavarenno\u00f9<br \/>\nLavarenno\u00f9 ha krennlavario\u00f9 a zo chomet stank er brezhoneg a-zivout ar beorien, klask a ran em memor hag o lakaat a ran war baper dre ma teuont da so\u00f1j din. Setu an hini kenta\u00f1 da zont :<br \/>\nA-viskoazh ha da virviken &lsquo;ma\u00f1 troad ar pindivig war c&rsquo;houzoug ar beorien.<br \/>\nAr paour pa binvidika Gant an Diaoul ez a.<\/p>\n<p>Aluzon diwar aluzon<br \/>\nA gas ar paour da binvidik.<br \/>\n&lsquo;Vilan tri dra zo er bed : Un den kozh tano (lik) Ur pinvidig gaouiad<br \/>\nUr paour glorius.<br \/>\nPaour a c&rsquo;hounez Paour a foet<br \/>\nPaour &lsquo;n eus ezhomm yalc&rsquo;h ebet !<br \/>\nPaourik an alaourig<br \/>\nFreuzet e reor gant un drezennig.<br \/>\nEvel yar ar paour : a gluch dindan an dorn (= do\u00f1v).<br \/>\nKentoc&rsquo;h e vanko laou en-dro d&rsquo;ar beorien eget na vanko arc&rsquo;hant eno. Kentoc&rsquo;h e varvo buoc&rsquo;h ar paour eget na grevo ar fallakr-se.<br \/>\nKog ar pinvidig ha kog ar paour o &lsquo;n em respont:<br \/>\n\u00ab Du-ma\u00f1 zo, hag a vo o o o!<br \/>\n\u2014 Du-ma\u00f1 pa vez a ve (z) e e e!\u00bb Eus a baour da baour.<br \/>\nKas ar paour da baour zo diaes. Paour evel Job: paour-razh.<br \/>\nMont a baour \u2014 Mont &lsquo;r maez a baour. War e gostez evel Yann &lsquo;vont da baour.<br \/>\nUn ti bihan paour : Douar paour \u2014 Gwisket paour : Broio\u00f9 paour. Paourkaezh bihan \u2014 Paourkaezh tud \u2014 Paourkaezh loen, h. a.<br \/>\nFrita\u00f1 mizer gant paourentez E pillig ar Garantez.<br \/>\nEus an dud a di pa c&rsquo;hoantaent mont da zevezhiata &lsquo;veze l\u00e2ret : \u00ab Ar re-se zo o tebri\u00f1 bara ar beorien ! \u00bb.<br \/>\nEus an dud \u00ab ingravet \u00bb a rae tout o labour o-unan : \u00ab Ar re-se eo gwelloc&rsquo;h gante &lsquo;n em grevi\u00f1 o labourat eget rei\u00f1 un devezh da c&rsquo;hounit d&rsquo;ar paour. \u00bb \u00ab Ur wreg vat a baour ! \u00bb &lsquo;veze l\u00e2ret eus ur vaouez dispignerez pe didalvez \u2014 pe : na oueze ket labourat. Paouroc&rsquo;h eget ar c&rsquo;hi. Hennezh en devez un abid nevez ar bloaz (pa daol e gozh vlev). Ha me &lsquo;n am bez hini &lsquo;bet kammed. Eus bugale disoursi, didalvez, disinterest e vez l\u00e2ret : \u00ab Ar vugale-se a gaso o zud da baour ! \u00bb. D&rsquo;ar bloavezhio\u00f9 fall &lsquo;vit trevado\u00f9 an douar, ma veze just ar boued ha ker-spontus, a l\u00e2re c&rsquo;hoazh darn &lsquo;n ur farsal : \u00ab Evel-hen eo goulenn digant ar paour, ha yac&rsquo;h eo e borc&rsquo;hell (gant patatez hag irvin ha soubenn an tri zraig veze ret beva\u00f1) \u00bb. Gwella\u00f1 daou stumm da vont da baour : laerezh ha labourat d&rsquo;ar Sul !<br \/>\nHa ma komzfen brema\u00f1 eus tiegezh ar paour\u2026 N&rsquo;am eus ket e gwirionez so\u00f1j eus kalz a diez peorien. Tiez bihan soul, te\u00f1val, gant ur prenestr-dormant, un nebeud arrebeuri kozh-Noe, un daol debret gant ar pre\u00f1ved.<br \/>\nUr wech, o tistrei\u00f1 eus ar skol hor boa Jermaine B. ha me bountet hor fri e ti Chanmai&rsquo; Skolan. Treuz ur park eus an hent &lsquo;oa. E korn an oaled, sterniet gant prenn &lsquo;oa sa\u00f1set e wele : ur vrec&rsquo;hiad plouz hag un toullad truilho\u00f9. Ur c&rsquo;hased war e c&rsquo;heno\u00f9 a servije da daol, ur varrikenn didal en he sav en ur c&rsquo;horn all &lsquo;oa e armel, un dorchenn hanter dispennet e korn an tan &lsquo;oa e skabell, setu holl\u2026 Met gwelloc&rsquo;h eo ur c&rsquo;hraou moc&rsquo;h er g\u00ear eget ur c&rsquo;hastell e lec&rsquo;h all\u2026 \u00ab Ti brav, ti brav ! \u00bb eme Chanmai&rsquo;. Ne oa ket diaes beza\u00f1 Doue dezha\u00f1. Peder moger hag un doenn, un oaled da boazha\u00f1 e bato !<br \/>\nE-kichen ti Chanmai&rsquo; Skolan, ti Soaz ha Pochan &lsquo;oa ur c&rsquo;hastell. An ti &lsquo;oa ken bihan ha ken te\u00f1val avat, met an tiegezh &lsquo;oa ken naet, ken lufret, skubet ken mat plas an ti ken na luc&rsquo;he an douar. An daol a veze koaret evel an arrebeuri all ha ne zebrent ket ouzh an daol &lsquo;vit ma chomfe atav prop. War an oaled hag a oa uhel e tebrent o fredo\u00f9. Soaz &lsquo;oa ur plac&rsquo;h teurgn kena\u00f1. \u00ab Oho, eme Soaz, beza\u00f1 paour ha bezan lous ? Nann ! \u00bb<br \/>\nGreomp tro an ti : &lsquo;n ur vont tre &lsquo;oa en tu-kleiz d&rsquo;an nor un armel derv du izel, ha debret an treid pe vrein eus mouestijenn an douar, ober a rae speurenn da waske- di\u00f1 an daol, harp ouzh ar voger e-ke\u00f1ver ar prenestr, ur prenestrig a beder gwerenn vihan, c&rsquo;hoazh e vanke unan, un almanak kozh e plas ar werenn. N&rsquo;oa ur bank d&rsquo;azeza\u00f1 nemet e tu plas an ti. Un daol vihan &lsquo;oa ur c&rsquo;houign keuneud da boz ar besello\u00f9, a-us dezhi, ul listrier gant un nebeud asiedo\u00f9 ha skudilli war an estaje- renno\u00f9. En tu-dehou d&rsquo;an nor &lsquo;oa ur skeul da vont d&rsquo;ar solier e-lec&rsquo;h ma veze lojet an danvez tan, dindan ar skeul, ar potouarn da virvi\u00f1 ar c&rsquo;houez. Kelorn an dour, ur skubellenn, un nebeud ostilho\u00f9 a-hed ar voger ; tu-enep an daol &lsquo;oa ur gwele \u00ab \u00c0 la chapelle \u00bb n&rsquo;am eus gwelet nemet eno, gant ur rideoz koad. Neuze, ar pres pe armel, derv du ivez, bloto\u00f9 koad o servijout da dreid dezha\u00f1. Ar gwele-kloz e korn an oaled gant ur bank-tosel hag ur pres bihan war ur penn anezha\u00f1 : ur boja\u00f1ig &lsquo;veze graet eus ar pres bihan-se, hennezh &lsquo;oa sa\u00f1set da lakaat liboud ar babigo\u00f9. Er bank-tosel e veze klenket an dilhad da ganna\u00f1. War ar vantell siminal &lsquo;oa ur grusifi, ur santez Anna, ar bod beuz, ur c&rsquo;hantolor ha boesto\u00f9 ar c&rsquo;hafe hag ar chikore ! setu holl !<br \/>\nPeorien nevez<br \/>\nKomzet &lsquo;m eus hirik a-walc&rsquo;h eus peorien va yaouankiz. Pell zo ne vez gwelet den ebet o klask an aluzon. Al lezenno\u00f9 sokial o deus permetet da bep den ezhommek kaout er g\u00ear ar pep reta\u00f1 ha beza\u00f1 graet war e dro en ospital pa ne vez mui gouest d&rsquo;ober e jeu e-unan.<br \/>\nHogen, ur rummad peorien all omp-ni boas da welout e toull hon dor-ni, ar vre- zhonegien a-vihanik. Dishe\u00f1vel a-grenn int eus peorien gwechall. Treset mat. Gwisket mat. Gouzout a reont komz ha kerzhout, ha n&rsquo;eo ket bara emaint o klask. Ne vev ket an den gant bara hepken. N&rsquo;eo ket kennebeut magadur spered en deus graet diouer dezhe. Tud gouiziek int peurvuia\u00f1, ha yaouank, ha kre\u00f1v. Un dra bennak avat a ra diouer dezhe, hag a ra dezhe gouza\u00f1v, an dra-se hag a zo ar pep penna\u00f1 e sevenadur ur Ouenn : ar Yezh. Yezh, Hengoun, Arzo\u00f9, Lennegezh, Istor, Mojenno\u00f9 ar Vro a zo o hini. Nac&rsquo;het eo bet oute gant ar Stad te\u00f1zor o lignez, hag ar pezh a zo tristoc&rsquo;h c&rsquo;hoazh da anzav : o zud o deus o zroc&rsquo;het eus o gwrizio\u00f9, graet eus o bugale estrenien en o Bro. Diaes eo kompren penaos eo &lsquo;n em ledet war Vreizh ar walenn euzhus-se. Un torfed a Ouennlazh, an hini mezhusa\u00f1, an hini gre- vusa\u00f1, an hini a ra eus ur Bobl dieub ur Bobl sklav.<br \/>\n\u2014 Dallentez ? Follentez ? pe Fallentez ?<br \/>\n\u2014 Marteze netra nemet Laoskentez\u2026<br \/>\nBountet zo bet gant ar C&rsquo;hallaoued kement a dezenno\u00f9 hag a siklezenno\u00f9 e penn ar Vretoned, ha re dechet int bet pell, da senti\u00f1 hep rebarbi\u00f1 ouzh lezenno\u00f9 Bro- C&rsquo;hall daoust pegen dinatur e vefent.<br \/>\nHa setu un nebeud bloavezhio\u00f9 zo un dihun burzhudus ! Hor yaouankizo\u00f9, paotred evel merc&rsquo;hed, levezonet moarvat gant skouer broio\u00f9 bihan all, da lavarout eo minorelezhio\u00f9 all, bet, int ivez, war ar bord da goll o sevenadur, a zo savet enno ur c&rsquo;hoant diremed, un ezhomm biologel da biaoua\u00f1 a-nevez, kousto pe gousto, o sevenadur naturel bet nac&rsquo;het oute &lsquo;n doare ken diskiant.<br \/>\nKompren a rit brema\u00f1 petra &lsquo;fell d&rsquo;ar glaskerien aluzon-ma\u00f1 ? Ar pep brasa\u00f1 anezhe o deus dija desket ar yezh, kalz pe nebeut, dre ur skol dre lizher, ur skol-noz pe skol ar Merc&rsquo;her, dre stajo\u00f9-ha\u00f1v. Darn all o deus klasket deski\u00f1 o-unan el levrio\u00f9 gant sikour yezhadurio\u00f9, geriadurio\u00f9, metodo\u00f9 a bep seurt. Pa&rsquo;z eont e-mesk ar Bobl, an dud oadet, e welont pegement a c&rsquo;herio\u00f9 a ra diouer dezho, ha setu ma klaskont pinvidikaat o geriadur dre gomz gant ar re eo c&rsquo;hoazh o yezh pemdeziek ar brezhoneg bev.<br \/>\nTrist eo kouezha\u00f1 e renk klaskerien aluzon, p&rsquo;edo ken pinvidik hor yezh-ni, ken poellek ha kempouezet mat, ma lavar ar yezhonourien ez eo ar brezhoneg kaera\u00f1 yezh Europa, ha ma vez-hi kelennet en un niver bras a skolio\u00f9-meur estren, un tamm dre-holl er bed. Dre c&rsquo;hras Doue ha bolontez tud emro\u00fcs eo bet dastumet ha lakaet war baper ar pep pouezusa\u00f1 eus hon H\u00earezh speredel, ha treuzkaset a rumm da rumm betek an deiz a hiziv.<br \/>\nKenderc&rsquo;hel a ra hon yaouankiz war o roudo\u00f9. Gwelout a rit anezhe o tont d&rsquo;ho ti da gestal ur ger bennak, un dro-lavar bennak, ur rimadell, ur werz kozh, ur gonta- denn, anvio\u00f9 plant, amprevaned, ha me &lsquo;oar. O lakaat a reont gant evezh war o c&rsquo;harnedig pe o c&rsquo;hemeront war o enroller. Pinvidigezhio\u00f9 en arvar da vont da goll, pe da chom skornet evel ur c&rsquo;hapital difrouezh, ha, d&rsquo;an diwezh, da ziskenn er bez gant ar re gozh. Un dra bouezus-tre eo labour ar glaskerien aluzon-se eta, rak evit an holl, evit an dazont e labouront, ha ni, ar re cha\u00f1sus, ar re o deus komzet e-pad o buhez yezh ar Ouenn, hon dlead eo o sikour eus hon gwella\u00f1. N&rsquo;eus netra dister pa vez graet gant karantez ha poell. Anat eo e c&rsquo;houza\u00f1vont en o c&rsquo;halon hag en o spered. Tamall a reont ar re o deus nac&rsquo;het outo te\u00f1zor prizius o gouenn, ha gant komzo\u00f9 c&rsquo;hwerv ha kriz a-wecho\u00f9. \u00ab Savet omp bet \u00bb emezo, \u00ab gant \u201cSanders\u201d, \u201cSanders\u201d ha \u201cN\u00e9olait\u201d ha nac&rsquo;het ouzhimp laezh glan ha nerzhus hor Mammvro. \u00bb<br \/>\nPep Pobl he deus he Yezh, evel m&rsquo;he deus pep bleu\u00f1venn he liv hag he frond, pep delienn he stumm hag he ment. Lazha\u00f1 ur yezh zo lazha\u00f1 ur Bobl. Ene ur Bobl a vleugn dre he Yezh. Ur Stad hag a lazh sevenadur he minorelezhio\u00f9 zo evel ur lior- zhour hag a lazhfe bleunio\u00f9 e liorzh nemet unan hepken hag a glaskfe leunia\u00f1 ganti e liorzh a-bezh.<br \/>\nCha\u00f1s vat d&rsquo;ar beorien nevez da gaout aluzon frank e pep ti. Aluzon diwar aluzon a gas ar paour da binvidik. Cha\u00f1s d&rsquo;hor Yezh da vont er-maez a baour, pe, kentoc&rsquo;h, cha\u00f1s d&rsquo;ar Brezhoneg da adkemer e renk e-touez ar yezho\u00f9 enoret. N&rsquo;eo ket hor Yezh a zo paour, met ar re o deus graet fae warni !<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>\u00ab Ur vazh baleet mat a dalvez kant skoed leve\u2026 \u00bb Ur c&rsquo;hrennlavar kozh eo hema\u00f1. Pegen kozh ? N&rsquo;oufen ket lavarout [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2490","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.4 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Leve ar paour - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Leve ar paour - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"\u00ab Ur vazh baleet mat a dalvez kant skoed leve\u2026 \u00bb Ur c&rsquo;hrennlavar kozh eo hema\u00f1. Pegen kozh ? N&rsquo;oufen ket lavarout [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:25+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"32 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/leve-ar-paour\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/leve-ar-paour\\\/\",\"name\":\"Leve ar paour - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-15T20:50:44+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:25+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/leve-ar-paour\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/leve-ar-paour\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/leve-ar-paour\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Leve ar paour\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Leve ar paour - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Leve ar paour - Anjela Duval","og_description":"\u00ab Ur vazh baleet mat a dalvez kant skoed leve\u2026 \u00bb Ur c&rsquo;hrennlavar kozh eo hema\u00f1. Pegen kozh ? N&rsquo;oufen ket lavarout [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:25+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"32 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/","name":"Leve ar paour - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-15T20:50:44+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:25+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/leve-ar-paour\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Leve ar paour"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2490","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2490"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2490\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2490"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}