{"id":2480,"date":"2017-10-15T22:41:40","date_gmt":"2017-10-15T20:41:40","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2480"},"modified":"2025-08-13T15:25:46","modified_gmt":"2025-08-13T13:25:46","slug":"vandalerezh","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/","title":{"rendered":"Vandalerezh"},"content":{"rendered":"<p>\u2026 Pa zigoris an nor er beure-se \u2014 ne oa ket sklaer-kaer an deiz c&rsquo;hoazh \u2014 e oa dija ur big e toull an nor o ragachat, o lammikat hag oc&rsquo;h ober likadenno\u00f9. Un tammig from a reas se din, daoust ma ne don ket gwell vrizhkredennek. N&rsquo;eo ket seblant vat, hervez ar re gozh, ur big e toull an nor.<\/p>\n<p>Diso\u00f1jet &lsquo;oa bet prim ganin avat ar big hag hec&rsquo;h ardo\u00f9 e-skeud va zamm prederi pemdeziek. Ken fall an amzer bemdez ; al labour o chom war-lerc&rsquo;h ha me ken diva- lav ha ken gorrek, hag abuzet sav-taol war ar marc&rsquo;had.<\/p>\n<p>Nebeut goude kreisteiz, debret ganin va lein, &lsquo;n ur selaou ar c&rsquo;heleier hag ar \u00ab Jeu des Mille francs \u00bb, ez is da glask un dornad glazur d&rsquo;al lapined. Pe trouz a glevan ? Oi ! Adarre un heskenn-dre-dan ha n&#8217;ema\u00f1 ket a-bell, gwall dost end-eeun\u2026<\/p>\n<p>Dont a reas trumm ar so\u00f1j din eus ar big da vintin, er porzh. Sede, emezon, ar c&rsquo;hemennadur he doa d&rsquo;ober din &lsquo;micha\u00f1s. Deomp da welout petra zo du-hont. Ar chas a harzhe par ma c&rsquo;hellent. A-boan erru hanter Park-al-Leur : ur strakadenn spontus hag ur stro\u00f1sadenn evel ur c&rsquo;hren-douar.<\/p>\n<p>Kouezhet &lsquo;oa unan eus kaera\u00f1 gwez ar Vro. Aze etre Maezo\u00f9-Wern va amezeg, ha va fark-me, \u00ab Ar Park Kreiz \u00bb, &lsquo;oa trizek gwezenn-dilh pe evlec&rsquo;h pe oulm \u2014 pep korn-bro a vadez ar gwez &lsquo;giz ma kar \u2014 kichen-ha-kichen, lod a grap &lsquo;n un tu, lod en un tu all, lod war lein ar c&rsquo;hleuz. Bez&rsquo; oant aze evel un Iliz-Veur o begenno\u00f9 oc&rsquo;h ober un doare bolz-toenn. Na kaer va Doue ! Na meurdezus ! e splannder o deil glas- du, d&rsquo;an ha\u00f1v bras. Na dudius da Ouel an Hollsent, gant o delio\u00f9 melen-aour-ruz ha\u00f1val ouzh ur boked bozenn ramzel. Ha fromusoc&rsquo;h c&rsquo;hoazh dindan an Heol goa\u00f1v o tiskenn da gousket &lsquo;dre\u00f1v tosenn Keriel, pa damoueze o begenno\u00f9 dibourc&rsquo;h, ar sklaerded ruz-limestra a live ken kaer ar C&rsquo;horn\u00f4g. Ur marzh ! Dudi ar Gened ! Un daolenn bemdez o kemma\u00f1 ha da bep eur eus an deiz.<\/p>\n<p>Un daolenn vantrus eo a welan hiziv. Sic transit gloria mundi.<\/p>\n<p>Distroomp war ar big. Santet he doa &lsquo;micha\u00f1s ar gwalleur en hent. Rak domani ar big e oa ar bodad tilh uhel-se. Bep bloaz &lsquo;veze un neizh en hini pe hini eus ar gwez, bra\u00f1sellet en oabl etre an Ne\u00f1v hag an douar. Hir &lsquo;oa ar gwez ha tev hag eeun. O oad ? Me &lsquo;grede din p&rsquo;edon bugel edont dija ken bras ha ken kozh ha brema\u00f1.<\/p>\n<p>Nag a bet gwech on bet azezet dindan ar boked tilh marzhus-se ! Bihanik c&rsquo;hoazh ez aen d&rsquo;ar Park gant va zad. Pa veze tomm, e lavare din : \u00ab Kae du-hont, dindan an tilh, en disheol ; tapout a ri un taol-heol ama\u00f1, &lsquo;kreiz ar park. \u00bb Pa zeue ur barrad glav, memes-tra : \u00ab Hast buan, bugel, mont du-hont da zisglav. \u00bb<\/p>\n<p>An hent-karr a dremen dre zindan ar gwez &lsquo;hed ar gostezenn-se d&rsquo;ar Park-Kreiz, da vont d&rsquo;ar parko\u00f9 izeloc&rsquo;h, hag ar wrimenn a oa dalc&rsquo;het naet etre ar c&rsquo;hleuz hag an hent-karr. Hag aze &lsquo;oa brav azeza\u00f1 ; ha hervez ar c&rsquo;houlz-bloaz e veze bleu\u00f1v da zastum a-vil-vern : bokidi-laezh, melion, kleier-glas, fleur-amann, stered-gwenn, keler, roz-koukoug ha brulu. Ya, straket &lsquo;m eus bet burlu dindan ar gwez-se, gant plijadur ! Da vareo\u00f9 all e veze irin, hogen, krao\u00f1-kelvez\u2026<\/p>\n<p>Hag ar Gwelva &lsquo;oa ec&rsquo;hon : Tosenn-Roudouvin gant he balanegi hag he lanneier aour-flamm, Kernoterio\u00f9-Vras ha Kernoterio\u00f9-Vihan gant o gwez-pabu e bleu\u00f1v, Toull-ar-C&rsquo;harzh dindan Koad-ar-Waremm hag e wez-faou ; Kroaz-Delio\u00f9, Keravel, Roz-ar-Gernevez gant he raden rous d&rsquo;an diskar, Keriel hag an ivinenno\u00f9 du bras. Ha hiboud al Leger en draonienn. Ur baradozig d&rsquo;ur bugel hunvreer eveldon !<\/p>\n<p>Aze ivez e teue va zad da zebri\u00f1 e adverenn. Uhel e oa ar c&rsquo;hleuz, ha gwaskedet ganta\u00f1 ar wrimenn ouzh an avel-norzh. Ha gwechall, pa veze graet devezhio\u00f9 bras da lakaat an here, e veze degaset ar c&rsquo;hezeg e-skeud ar c&rsquo;hleuz da zebri\u00f1 o sac&rsquo;ha- dig kerc&rsquo;h d&rsquo;o adverenn &lsquo;tro-pad ma tebre an dud o hini ivez. Bodet en-dro d&rsquo;ur mell terinennad soub tomm plantet enni evel ur gurunenn an nav loa goad. C&rsquo;hwec&rsquo;h den &lsquo;veze o skija\u00f1, un&rsquo; o hada\u00f1, un&rsquo; o kouch ar c&rsquo;hezeg, un&rsquo; o hallat. Bara, amann, kig-sall ha sistr &lsquo;veze debret goude ar soub. Mamm ha me a zegase an trao\u00f9-se d&rsquo;ar park. Met ni a zebre goude er g\u00ear. Ar besello\u00f9 goullo a yae ganimp en-dro. Ar baotred a rae ur c&rsquo;hornedad &lsquo;n ur gonta\u00f1 ur fars bennak. Ral &lsquo;oa o gwe- lout o wiska\u00f1 o chupenno\u00f9 ; teurel a raent o chupenn dreist o divskoaz nemetken, ha war gein ar c&rsquo;hezeg e veze laket ur sac&rsquo;h goullo. Ne gomzan nemet eus ar Park- Kreiz. Pa vezed er parko\u00f9 all e veze graet ar memes tra. Klask al lec&rsquo;h goudoret ouzh an avel. Met e nep park ne oa ul lec&rsquo;h ken dudius hag er Park-Kreiz ! Paourkaezh gwez-tilh madelezhus !<\/p>\n<p>Kalz a berzhio\u00f9 o deus an tilh. An delio\u00f9 glas a ra \u2014 pe a rae \u2014 ur boued saourus&nbsp; ha kre\u00f1vaus evit ar moc&rsquo;h. Dira\u00f1set e vezent d&rsquo;an nevez-ha\u00f1v, a-varlennado\u00f9, a- vanniado\u00f9, a-sac&rsquo;hado\u00f9. Taolet e veze dour bervet pe tomm-kre\u00f1v warno. C&rsquo;hwezh vat a save diwarno ! Brenn ha patatez poazh, ur banne laezh trenk, ha setu friko hag a blije kena\u00f1 d&rsquo;ar moc&rsquo;h. Aet eo ar c&rsquo;hiz-se a-gostez evel kalz a re all.<\/p>\n<p>Er bloavezhio\u00f9 sec&rsquo;hour vras em eus gwelet alies troc&rsquo;ha\u00f1 branko\u00f9 tilh da deurel d&rsquo;ar saout, ha n&rsquo;eus ket pell c&rsquo;hoazh : e 76, e oa ranket ober e meur a lec&rsquo;h. D&rsquo;amari\u00f1 keuneud e veze klasket gwialenno\u00f9-tilh daou, tri bloaz. N&rsquo;o deus ket o far d&rsquo;ober kevreo\u00f9. Aezet da wea\u00f1, gwevn hag eeun.<\/p>\n<p>Prizet-bras eo an tilh d&rsquo;ober kirri, karrigello\u00f9, krivizhier, paloro\u00f9, plegenno\u00f9, hag all. Siwazh ! Didronet eo ar c&rsquo;hoad brema\u00f1 gant an houarn ! D&rsquo;ober koad-tan n&rsquo;eo ket dreist, ha kasaus eo da faouti\u00f1 dre ma chom stag ha stag diwar-bouez un neu- denn-goad. D&rsquo;ober treid-benvio\u00f9 eo ponner un tamm, met solut hag hebleg, ne dorr ket krak ; ha bez&rsquo; ez eus benvio\u00f9 hag a c&rsquo;houlenn tilh end-eeun, evel ar palio\u00f9, pigello\u00f9, herzhier ; sparlo\u00f9 eus ar c&rsquo;henta\u00f1 a ra ivez an tilh. Gant ar revela\u00f1cho\u00f9-bloaz zo tu d&rsquo;ober boutegi, mannio\u00f9, panero\u00f9, hag all. Gant ar rusk, ni, bugale,&nbsp;&nbsp;&nbsp; a rae foeto\u00f9 (skourjezo\u00f9) bihan da vont da vesa saout. Aezet-tre eo an tilh yaouank da zibluska\u00f1 e-glas. Gant teir ruban pla\u00f1sonet &lsquo;giz broen, graet ur skoulm tost d&rsquo;ar beg, ha disilhet &lsquo;giz beg un douchenn-ganab, klaviet war un troad gargl fourchellek &lsquo;vit mirout ouzh ar foet da riskla\u00f1. Ne gouste ket ker hor c&rsquo;hoariello\u00f9 ; ni o farde hon-unan. Hag evel madigo\u00f9, e kavemp mat ivez an tammo\u00f9 rusk tilh yaouank, un doare chewing-gum &lsquo;oa, gludek ha milis.<\/p>\n<p>Met an trao\u00f9 trenk ha put zoken a gavemp ken mat all : tri\u00f1chin, avalo\u00f9-pub-ili-dant (irin), koper, lus, mouar hanter darev, bego\u00f9 drez (kig treut) hep konta\u00f1 ar c&rsquo;histin hag ar krao\u00f1-kelvez, karotez ruz kriz, ha piz-glas kriz &lsquo;oa madigo\u00f9 evidomp ivez. &lsquo;Oa ket eston &lsquo;veze tapet an dipadapa &lsquo;wecho\u00f9 ! Met setu me troet diwar va c&rsquo;haoz : distruj Kened hor Bro.<\/p>\n<p>Euzhus eo brema\u00f1 ar pennad kleuz noazh-se, plas ar gwez ken dudius, ha heugus ar<\/p>\n<p>\u00ab bailhobas \u00bb zo graet er parko\u00f9 ma&rsquo;z int kouezhet, pennadet ha diskourret. Ar bilho\u00f9 treinet &lsquo;n ur park all dre an douar labour goet gant ar glaveier, bilho\u00f9 oc&rsquo;h ober 40 troatad-hed ha 3 droatad-tal, stag warne daou draktor, a lez war o lerc&rsquo;h roudo\u00f9 n&rsquo;eo ket roudo\u00f9 pav ur c&rsquo;had ! Ar skourro\u00f9 bras pennadet &lsquo;hed skilhenn o deus rentet meur a gordenn goad-tan. Ar skourro\u00f9 munut bountet a-heuz gant forc&rsquo;h vras an traktor &lsquo;n ur park izeloc&rsquo;h, a vo devet war blas, da domma\u00f1 ar c&rsquo;hou- moul ! Ar pailhoro\u00f9 munut zo chomet a-strew war an douar-labour. Un daolenn van- trus ! Ma teufe ar re gozh war an douar da welout seurt labour ! Int hag a veze ken kempenn gante o douaro\u00f9, o c&rsquo;hleuzio\u00f9. Int hag a denne implij eus an distera\u00f1 tra, gant poell ha muzul, ket o forani\u00f1 netra\u2026 Keuz am eus ha keuz bras d&rsquo;ar boked tilh meur-se ha n&rsquo;edont ket va zra koulskoude, peogwir n&rsquo;eo ket ar c&rsquo;hleuz din. Met o c&rsquo;harout a raen evel va zra va-unan. Kened ar Vro a zo d&rsquo;an holl, evel m&rsquo;eo d&rsquo;an holl an Heol, al Loar, ar Stered, ar C&rsquo;houmoul liesfurm ha liesliv, frond ar bleu\u00f1v ha kan an avel, hiboud ar st\u00ear ha richan al labous\u2026 Ema\u00f1 ar Vandaled o tistresa\u00f1 dremm hor Bro hag o paouraat an douar. Dambrest ne vo goudor ebet nag ouzh an Heol suilh, nag ar yenien, na d&rsquo;an dud na d&rsquo;al loened\u2026 Tremen poent eo d&rsquo;an Ekologourien sevel war o ello\u00f9 ! Tremen poent eo deski\u00f1 d&rsquo;ar vugale douja\u00f1 an natur ha difenn buhez ar gwez, difenn hon hentigo\u00f9 don, hor gwenodenno\u00f9 romantel.<\/p>\n<p>Kent ma vo aet Breizh da Ouelec&rsquo;h ! Da Ouelec&rsquo;h noazh ha digar.<\/p>\n<p><em>26 a viz C&rsquo;hwevrer 1978<\/em><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>\u2026 Pa zigoris an nor er beure-se \u2014 ne oa ket sklaer-kaer an deiz c&rsquo;hoazh \u2014 e oa dija ur big e [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2480","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.6 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Vandalerezh - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Vandalerezh - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"\u2026 Pa zigoris an nor er beure-se \u2014 ne oa ket sklaer-kaer an deiz c&rsquo;hoazh \u2014 e oa dija ur big e [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:25:46+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"7 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/vandalerezh\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/vandalerezh\\\/\",\"name\":\"Vandalerezh - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-15T20:41:40+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:25:46+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/vandalerezh\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/vandalerezh\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/vandalerezh\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Vandalerezh\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Vandalerezh - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Vandalerezh - Anjela Duval","og_description":"\u2026 Pa zigoris an nor er beure-se \u2014 ne oa ket sklaer-kaer an deiz c&rsquo;hoazh \u2014 e oa dija ur big e [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:25:46+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"7 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/","name":"Vandalerezh - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-15T20:41:40+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:25:46+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/vandalerezh\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Vandalerezh"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2480","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2480"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2480\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2480"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}