{"id":2401,"date":"2017-10-15T19:16:32","date_gmt":"2017-10-15T17:16:32","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2401"},"modified":"2025-08-13T15:20:32","modified_gmt":"2025-08-13T13:20:32","slug":"ar-chef-hag-ar-chraou","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/","title":{"rendered":"Ar c\u2019hef hag ar c\u2019hraou"},"content":{"rendered":"<p>Va Doue, memestra ! Pelec&rsquo;h edo ma fenn&nbsp;? Ret eo &lsquo;velkent &lsquo;vefen o kouezha\u00f1 em bugaleaj en dro-ma\u00f1&nbsp;! Kouezhet eo an drubuilh war va memor. Biskoazh kemend-all&nbsp;! Nann, biskoazh kemend-all n&rsquo;ez eus bet degouezhet ganin, ya, an drubuilh he deus trec&rsquo;het warnon. Noz an Nedeleg eo. Setu ar podhouarniad da virvi\u00f1, ha deuet eo ar mare da lakaat ar c&rsquo;hef en tan, ar c&rsquo;hef bras a dle padout eizh deiz, &lsquo;n ur zevi\u00f1 un tammig bemnoz adalek noz an Nedeleg betek noz diwezha\u00f1 ar bloaz. Kef an Nedeleg ! Na kef an Nedeleg ebet n&rsquo;am eus !<\/p>\n<p>Mabig Jezuz, pardonit din an ankoua-ma\u00f1, biskoazh abaoe am eus so\u00f1j n&rsquo;am eus gwelet an oaled da noz an Nedeleg hep ur c&rsquo;hef, ur pikol kef derv sec&rsquo;h. O&nbsp;! Na poan a ra din beza\u00f1 torret an hengoun. Va zad, Doue da bardono e anaon binniget, a denne, a-ratozh, eus ur c&rsquo;hleuz ur c&rsquo;hef derv&nbsp;: souchenn ur wezenn bet diskaret diwar varc&rsquo;h, ha chomet eno bloavezhio\u00f9 ken ma vije brein ar gwrizio\u00f9 ha ma ne chome nemet ar c&rsquo;hef. Kalet evel houarn, devi\u00f1 a rae gorrek hag eizhtez e pade.<\/p>\n<p>Dalc&rsquo;het am boa an hengoun&nbsp;; goude marv va zad eo me va-unan a denne ar c&rsquo;hef&nbsp;; un nebeud devezhio\u00f9 kent Nedeleg, mamm a zegase da so\u00f1j din. Chomet va-unan- penn, biskoazh abaoe pemzek vloaz n&rsquo;am boa ankouaet va c&rsquo;hef. Ha setu fenoz a rankan klask ur vuchenn, ur vuchenn evel an dud all. Bez&rsquo; ez eus el loch unan sec&rsquo;h, an hini &lsquo;vez gant ar Boubenneg kozh o trailha\u00f1 skilho\u00f9 warni. Grozmolat a ray ar paotr kozh&nbsp;: pelec&rsquo;h &lsquo;vo aet e vuchenn ? Ur vuchenn faou n&rsquo;eo ken, ne bado ket pell. Ne bado ket marteze un nozvezh&nbsp;?<\/p>\n<p>\n<img fetchpriority=\"high\" decoding=\"async\" class=\"aligncenter wp-image-5598 \" src=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/kraou-Nedeleg-e1542299436628.jpg\" alt=\"Kraou Nedeleg Anjela Duval\" data-id=\"5598\" width=\"860\" height=\"538\"><br \/>\nN&rsquo;he lakin ket en tan ken n&rsquo;am bezo roet o adkoan d&rsquo;al loened. O adkoan d&rsquo;al loened&nbsp;! O, Mabig Jezuz pardonit din ma ouelan en noz-ma\u00f1 a zo un nozvezh a levenez. Met ivez perak hoc&rsquo;h eus lamet diganin al loen a garen ar muia\u00f1&nbsp;? Al loen am sikoure da c&rsquo;hounit va bara. Penaos ne ouelfen ket dirak he c&rsquo;hraou goullo, va c&rsquo;hazeg kozh ken mat ha ken do\u00f1v, na vanke dezhi nemet ar gomz. N&rsquo;ez eus nemet daou devezh m&rsquo;eo aet d&rsquo;al lazhti. Ha gwelet a rit Mabig Jezuz pebezh strafuilh zo kouezhet war va spered, pa on aet betek ankouazh ar c&rsquo;hef-Nedeleg.<\/p>\n<p>Biskoazh noz &lsquo;n Nedeleg n&rsquo;am eus tremenet ken trist ha ken digenvez&nbsp;: o so\u00f1jal, o vemori\u00f1, oc&rsquo;h ober un distro war an amzer dremenet. An amzer evurus ma oamp tri, ha ma teue amezeien, ha ma veze kanet, ma veze c&rsquo;hoarzhet, kontet kontadenno\u00f9 kozh, c&rsquo;hoariet domino, ma laken va boto\u00f9-koad war an oaled kent mont da gousket, ma veze mabig-jezuzo\u00f9 sukr-roz enno en deiz war-lerc&rsquo;h ar beure. Se &lsquo;oa d&rsquo;ar c&rsquo;houlz m&rsquo;edon bihan, ma ne ouezen netra all eus mister bras ar C&rsquo;hinivelezh, netra nemet &lsquo;oa un deiz a levenez m&rsquo;o divije ar vugale binvidik c&rsquo;hoariello\u00f9 kaer hag ar vugale baour un netraig bennak da heul ur mabig-jezuz sukr hag un aval mir.<\/p>\n<p>Ha neuze &lsquo;oa an dra espar-se&nbsp;: klevout ar c&rsquo;hleier o son en noz, ha mont gant mammig da welout kraou ar Mabig Jezuz. Ar bugelig noazh gourvezet war un dornad plouz, ken truezus, an azen, an ejen oc&rsquo;h astenn e benn evel da glask lipat ur blouzenn bennak. Da domma\u00f1 ar bugelig gant e alan, a lavare mamm. An de\u00f1ved bihan, ken dinoaz, ken gwan, ar mesaer o tostaat evel ur sav-e-fri ; ar paotr du, a lavare mamm, &lsquo;oa roue hag an doare kezeg-se &lsquo;oa, hervez, daou ga\u00f1val hag un dremedal. Hag ar steredenn. Ar Werc&rsquo;hez, sant Jozeb ha n&rsquo;oant ket nemeur brasoc&rsquo;h eget ar Mabig Jezuz. Holl int chomet gravet em spered ha gouest a vefen a gredan da rei\u00f1 da bep hini eus tud ha loened ar c&rsquo;hraouig ar memes lec&rsquo;h hag ar memes emzalc&rsquo;h.<\/p>\n<p>Hunvre&nbsp;? Hunvre dihun&nbsp;! Hunvre glan ha laouen am distro da vugel. Ma sav ennon ur sorc&rsquo;henn iskis&nbsp;: ober fenoz ur c&rsquo;hraouig Nedeleg&nbsp;! Met gant petra &lsquo;ta&nbsp;? Sede evel ul luc&rsquo;hedenn, ur ger o tremen dre va spered&nbsp;: santigo\u00f9, santigo\u00f9 Prova\u00f1s&nbsp;! Un deiz o tastum meinigo\u00f9 ametist diwar an hent am boa merzet o doa darn trolinenn santi- go\u00f9, santigo\u00f9 stouet. Ha ma rafen-me ur c&rsquo;hraou Nedeleg netra nemet gant mein. Goude tout bez&rsquo; o defe talvoudegezh arouezel&nbsp;; kenkoulz hag an tudenno\u00f9 bihan plastr pe borselen. Dibab a ran em dastumadenn mein a bep ment, ivez a bep stumm, ha zoken a bep liv, gant m&rsquo;o devo ur c&rsquo;hostez plaen a-walc&rsquo;h evit chom &lsquo;n o sav, n&rsquo;on ket figus war an drolinenn.<\/p>\n<p>Hema\u00f1 gant daou du plat &lsquo;vo an uhelgompezenn, warni &lsquo;vo astennet un tamm plastik glas&nbsp;: ar peurvan, hag un hanter dousenn mein bihan a vo an de\u00f1ved. Un doare maen-hir bihan vo ar mesaer\u2026 Hema\u00f1 beg moan &lsquo;vo ar menez, an daou gromm-ma\u00f1 harp-ouzh-harp &lsquo;vo ar groc&rsquo;h. E-barzh&nbsp;: un ejen brizh hag un azen glas-te\u00f1val. Hema\u00f1 gwenn &lsquo;vo ar Werc&rsquo;hez. Hema\u00f1 glas&nbsp;: sant Jozeb. Hema\u00f1 bihan roz&nbsp;: ar Mabig Jezuz. An tri-ma\u00f1 stouet ken meurdezus &lsquo;vo an tri Roue. Tri all brasoc&rsquo;h&nbsp;: an tri ga\u00f1val, ama\u00f1 tri n&rsquo;houlont e mod ebet chom &lsquo;n o sav. Mat&nbsp;! Harpet &lsquo;vint er c&rsquo;ha\u00f1valed&nbsp;: an tri vlenier. Chom &lsquo;ra c&rsquo;hoazh reo\u00f9 vihan ken koant&nbsp;: tri floc&rsquo;hig &lsquo;n ur regennad a-dre\u00f1v an tri Roue. Ha brema\u00f1 an daou vihan du-ma\u00f1&nbsp;? Daou gi\u2026 chom &lsquo;ra c&rsquo;hoazh daou all azezet da zerc&rsquo;hel en o sav. Ma, bez&rsquo; &lsquo;vint daou sav-e-fri. Hag ar steredenn&nbsp;? Un nebeud taolio\u00f9 sizailh &lsquo;n un tamm paper chikolad, un neudenn ha sede ur steredenn a-us d&rsquo;ar groc&rsquo;h istribilhet &lsquo;n ur bod pin. Echu eo va c&rsquo;hraou Nedeleg. Ur c&rsquo;hraou Nedeleg dispar&nbsp;! Da vihana\u00f1 ur c&rsquo;hraou Nedeleg dibar.<\/p>\n<p>Ha daoust petra &lsquo;so\u00f1j ar Mabig Jezuz&nbsp;? Ha daoust petra &lsquo;lavaro an dud&nbsp;? Rak bez&rsquo; am eus ar meno d&rsquo;e lezel aze e-lec&rsquo;h m&#8217;ema\u00f1 war ar prenestr. Un tammig levenez sioul zo &lsquo;n em silet ennon. Ur frealz war va foan, va zrubuilh. Ur balzam war va gouli. Burzhud ar vein troet da graou Nedeleg&nbsp;! Ha va buchenn o tevi\u00f1 fur en tan ken gorrek hag ur c&rsquo;hef derv. Peoc&rsquo;h war an douar d&rsquo;an dud a youl vat&nbsp;!<\/p>\n<p>G. S. \u2014 Berzh en deus graet ar c&rsquo;hraouig giz nevez. Tri rumm a dud o deus c&rsquo;hoantaet mein evit ober kement all.<\/p>\n<p><em>Noz an Nedeleg 1965<\/em><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Va Doue, memestra ! Pelec&rsquo;h edo ma fenn&nbsp;? Ret eo &lsquo;velkent &lsquo;vefen o kouezha\u00f1 em bugaleaj en dro-ma\u00f1&nbsp;! Kouezhet eo an drubuilh [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2401","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.4 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Ar c\u2019hef hag ar c\u2019hraou - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"description\" content=\"Nozvezh an Nedeleg hep kef na kraou ? Biskoazh ne oa c&#039;hoarvezet un dra a seurt-se &#039;ba ti bihan Anjela Duval\u2026\" \/>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Ar c\u2019hef hag ar c\u2019hraou - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Nozvezh an Nedeleg hep kef na kraou ? Biskoazh ne oa c&#039;hoarvezet un dra a seurt-se &#039;ba ti bihan Anjela Duval\u2026\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:20:32+00:00\" \/>\n<meta property=\"og:image\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/kraou-Nedeleg-e1542299436628.jpg\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:width\" content=\"1200\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:height\" content=\"816\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:type\" content=\"image\/jpeg\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"5 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-chef-hag-ar-chraou\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-chef-hag-ar-chraou\\\/\",\"name\":\"Ar c\u2019hef hag ar c\u2019hraou - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"primaryImageOfPage\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-chef-hag-ar-chraou\\\/#primaryimage\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-chef-hag-ar-chraou\\\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"http:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2018\\\/11\\\/kraou-Nedeleg-e1542299436628.jpg\",\"datePublished\":\"2017-10-15T17:16:32+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:20:32+00:00\",\"description\":\"Nozvezh an Nedeleg hep kef na kraou ? Biskoazh ne oa c'hoarvezet un dra a seurt-se 'ba ti bihan Anjela Duval\u2026\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-chef-hag-ar-chraou\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-chef-hag-ar-chraou\\\/\"]}]},{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-chef-hag-ar-chraou\\\/#primaryimage\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2018\\\/11\\\/kraou-Nedeleg-e1542299436628.jpg\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2018\\\/11\\\/kraou-Nedeleg-e1542299436628.jpg\",\"width\":1200,\"height\":816,\"caption\":\"Kraou Nedeleg Anjela Duval\"},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-chef-hag-ar-chraou\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Ar c\u2019hef hag ar c\u2019hraou\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Ar c\u2019hef hag ar c\u2019hraou - Anjela Duval","description":"Nozvezh an Nedeleg hep kef na kraou ? Biskoazh ne oa c'hoarvezet un dra a seurt-se 'ba ti bihan Anjela Duval\u2026","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Ar c\u2019hef hag ar c\u2019hraou - Anjela Duval","og_description":"Nozvezh an Nedeleg hep kef na kraou ? Biskoazh ne oa c'hoarvezet un dra a seurt-se 'ba ti bihan Anjela Duval\u2026","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:20:32+00:00","og_image":[{"width":1200,"height":816,"url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/kraou-Nedeleg-e1542299436628.jpg","type":"image\/jpeg"}],"twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"5 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/","name":"Ar c\u2019hef hag ar c\u2019hraou - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"primaryImageOfPage":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/#primaryimage"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/kraou-Nedeleg-e1542299436628.jpg","datePublished":"2017-10-15T17:16:32+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:20:32+00:00","description":"Nozvezh an Nedeleg hep kef na kraou ? Biskoazh ne oa c'hoarvezet un dra a seurt-se 'ba ti bihan Anjela Duval\u2026","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/"]}]},{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/#primaryimage","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/kraou-Nedeleg-e1542299436628.jpg","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/kraou-Nedeleg-e1542299436628.jpg","width":1200,"height":816,"caption":"Kraou Nedeleg Anjela Duval"},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-chef-hag-ar-chraou\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Ar c\u2019hef hag ar c\u2019hraou"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2401","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2401"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2401\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2401"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}