{"id":2399,"date":"2017-10-15T19:15:47","date_gmt":"2017-10-15T17:15:47","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2399"},"modified":"2025-08-13T15:23:25","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:25","slug":"kloch-ar-sanctus","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/","title":{"rendered":"Kloc\u2019h ar Sanctus"},"content":{"rendered":"<p>E-giz kontadenn Nedeleg<\/p>\n<p>Bez&rsquo; e oa ar re-ma\u00f1 diaouled, o ! met gwir diaouled sed. Dreist-holl an daou vele- gan o blev rodellek, Bi ha Dede. Kement tro zo posupl ijina\u00f1 a c&rsquo;hoarient d&rsquo;ar person kozh, peadra d&rsquo;e lakaat da goll e oremus. Eus ka\u00f1farded ar c&rsquo;hatekiz eo e fell din komz, ha pa lavaran ka\u00f1farded e choman berr rak ar merc&rsquo;hed bihan &lsquo;oa ka\u00f1fardezed ivez. Ma, daoust pegen diaoul &lsquo;oant, ret mat &lsquo;oa d&rsquo;ar person kozh choaz e golisted en o zouez. Ur sant en devije kollet pasianted gant ar seurt pabo- red.<br \/>\nHogen ar person kozh, an aotrou X, n&rsquo;oa ket tre ur sant, gwir eo ne vanke ket kalz tra dezha\u00f1 evit beza\u00f1 \u2014 netra &lsquo;met un tamm pasianted \u2014, un den mat, un den eeun, diwidre, e galon war e zorn. Ur gwir beizant, hag ur c&rsquo;horf den ! Ha dezha\u00f1 ur vouezh ken ma krene ar sent koad war o sichenn pa groge da gana\u00f1. Pa fache avat, rak diaouled ar c&rsquo;hatekiz e lakae alies da vont en fulor, e veze klevet an iliz a-bezh o tregerni\u00f1. Met kaer en doa huchal ha krozal ar baotred n&rsquo;o doa aon ebet dirak o ferson. Lavarout a raje unan end-eeun &lsquo;oa o flijadur gwelout anezha\u00f1 e kounnar, hag ober a raent eus se. Mont a raent betek tenna\u00f1 boledo\u00f9 stoup gant o fistolinier skav war ar merc&rsquo;hed bihan evit o lakaat da c&rsquo;hoarzhin \u2014 en iliz ma n&rsquo;eo ket ur vezh !<br \/>\nUn devezh bepred, me &lsquo;gred &lsquo;oa Sul diwezha\u00f1 an Azvent, unan eus ar golisted, ar melegan Dede, &lsquo;oa bet diseven a-walc&rsquo;h da denna\u00f1 un tammig re dost da fri ar person kozh, an dro-ma\u00f1 avat &lsquo;oa lamet diganta\u00f1 e bistolenn skav. Hag ar pezh &lsquo;oa gwashoc&rsquo;h, difennet-gro\u00f1s outa\u00f1 lakaat e dreid er c&rsquo;heur ar rest eus ar bloaz. Eus e bistolenn skav Dede ne rae foeltr forzh. &lsquo;Oa ket un afer kalfichat unan all. Met terri\u00f1 anezha\u00f1 eus e garg ! N&rsquo;hellje ket mont da respont an oferenn hanternoz ? E dro &lsquo;oa koulskoude. Bi ha Dede a veze a-bep-eil o respont an oferenn, ha da heul &lsquo;oa d&rsquo;ober son ar c&rsquo;hloc&rsquo;h bihan \u2014 kloc&rsquo;h ar Sanctus \u2014, ar c&rsquo;hloc&rsquo;h bihan-se hag a sone ken sklintin, ken lirzhin ma oa un dudi e heja\u00f1\u2026 Ha sede brema\u00f1 &lsquo;oa Bi eo a sone ar c&rsquo;hloc&rsquo;h bihan karet en ofis hanternoz. Mont a rae bihan kalon Dede, ha mil so\u00f1j &lsquo;oa krog da drotal en e glopenn.<br \/>\nBiken, nann biken, ne bado e skiant o klevout ar c&rsquo;hloc&rsquo;hig, e gloc&rsquo;hig karet, o titi- rina\u00f1 da noz an Nedeleg etre daouarn ar Bi. Met penaos ober ? Gwelet &lsquo;vo. Bez&rsquo; e kavo an tu da vont er sekretiri. Mont a ray evel ar bloavezhio\u00f9 tremenet da glask spoue ha raden derv, bodo\u00f9 gargel, boulo\u00f9-ruz hag uhelvarr evit kraou ar Mabig Jezuz. Kaout a ray ar momed mat da &lsquo;n em sila\u00f1 hep gouzout da zen er sekretiri hag ober a ray an taol.<br \/>\nKaset en deus e venoz da benn, ar pilpouz anezha\u00f1, war sin rei\u00f1 dorn d&rsquo;ar sakrist<br \/>\nha d&rsquo;ar seurez da aoza\u00f1 kraou ar Mabig Jezuz\u2026 Erru noz an Nedeleg. Goude koan an tiegezh a-bezh a domme e-tal an oaled ouzh flamm kef an Nedeleg\u2026 Dede &lsquo;oa un tammig so\u00f1jus. &lsquo;Oa ket e saout tout er g\u00ear. Bet en doa kroz digant e vamm en askont da daol ar bistolenn. paourkaezh mamm, m&rsquo;he devije gouezet petra &lsquo;oa da veza\u00f1\u2026 Deuet an eur da vont d&rsquo;an ofis. Dede a ra dre zindan mousc&rsquo;hoarzho\u00f9 iskis o so\u00f1jal petore geno\u00f9 a rafe bremaik ar person kozh.<br \/>\nAl loar &lsquo;oa sklaer, &lsquo;oa ket ezhomm a leternio\u00f9, fresk ha skeltr &lsquo;oa an amzer. Klevet e veze ar botoio\u00f9-koad o sklokal war an hento\u00f9, rak d&rsquo;ar mare ma komzan ama\u00f1 n&rsquo;ae ket an dud da oferenn hanternoz gant botoio\u00f9-l\u00ear da gaout anoued d&rsquo;o zreid ! Pa oa Dede hag e dud o tifluka\u00f1 e korn ar bourk, sede &lsquo;oa ivez Mon ar C&rsquo;hadorio\u00f9 o tont eus trao\u00f1 ru Mouf-Mouf hag he c&rsquo;hazh \u00ab Rigolo \u00bb d&rsquo;he heul, hep na ouie tra, n&rsquo;he devoa ket amzer da sellout war he lerc&rsquo;h gant an hast he devoa d&rsquo;erruout da beurgempenn he c&rsquo;hadorio\u00f9. Sede brema\u00f1, gant kemend-all a bres, ar Bi o tifluka\u00f1 eus tosenn Krec&rsquo;h Konan. Ya ! Red hardizh, paotr dilu, a so\u00f1je Dede, mall ac&rsquo;h eus da lakaat da zorn war ar c&rsquo;hloc&rsquo;hig met n&rsquo;out ket krog enna\u00f1 c&rsquo;hoazh !<br \/>\nAn iliz &lsquo;n em leunie prim, skl\u00earijennet-kaer, ma trelle an daoulagad, ha ma lintre, ur marzh, ar boulo\u00f9 gwer hag an neud-rev en-dro da graouig ar Mabig Jezuz. Er c&rsquo;heur, ar golisted a zeue hag a yae, &lsquo;n ur ober stou glin bep gwech ma tremenent dirak an armel-sakr. Enaoui\u00f1 ar gouleier, c&rsquo;hwezha\u00f1 war an eza\u00f1s, lakaat pep tra en e blas. Pep tra ? Ma, biskoazh !\u2026 Dont ha mont a rae Bi evel pa vije o klask un dra bennak. Eus e blas Dede ne lame lagad ebet diwar donemonea ar golisted all. Diwar dreuzo\u00f9 ar sekretiri, ar person kozh, hanter wisket ganta\u00f1 e zilhad oferen- na\u00f1, a roe urzhio\u00f9 d&rsquo;e golisted.<br \/>\n\u00ab Yannig ! Sell hag erru eo ar seurez en harmonium. Bi ! Gra sin d&rsquo;ar c&rsquo;hloc&rsquo;her da son ar c&rsquo;hloc&rsquo;h. Hast buan, erru eo an aotrou maer en e blas ! \u00bb Arabat &lsquo;vije bet kregi\u00f1 gant an ofis avat, ken ma vije erru an aotrou maer. \u00ab Ar c&rsquo;hloc&rsquo;h bihan aotrou person ? Pelec&rsquo;h &lsquo;ma\u00f1 ar c&rsquo;hloc&rsquo;h bihan ? N&rsquo;e gavan ket\u2026 \u2014 Biskoazh gant ar re-ma\u00f1. Ne gavont netra nemet lammat a rafe &lsquo;n o geno\u00f9. Alo ! Hastit klask tout ! \u00bb<br \/>\nDede a wel ar mesk hag ar strafuilh er c&rsquo;heur. Ema\u00f1 o ta\u00f1va e ve\u00f1ja\u00f1s. Ar baotre- digo\u00f9 a furch kement kogn ar c&rsquo;heur, a zistro d&rsquo;ar sekretiri, a bennbouell kement seurt. Netra. Ar person kozh a wel an eur o tremen. Prest eo da goll pasianted. &lsquo;N em lakaat a ra ivez da glask, dont ha mont, plega\u00f1 ha displega\u00f1, gant e zilhad ofe- renna\u00f1. Iskis eo an daolenn. Ha kloc&rsquo;h ebet bepred. \u00ab Klaskit er chantele ! \u00bb Ar soner kloc&rsquo;h a bign d&rsquo;ar chantele, ar sakrist a sell er gador-sarmon, ar chantr a sell er gofision, ar seurez a furch en-dro d&rsquo;an harmonium, an asistanted a che\u00f1ch plas d&rsquo;o c&rsquo;hadorio\u00f9. Netra\u2026 An ilizad a-bezh zo evel ur c&rsquo;horadenn verien, grozmol ha safar a sav, trouz kadorio\u00f9 ruilhet, c&rsquo;hoarzho\u00f9 hanter vouget. Ur foar\u2026<br \/>\nAn amzer a dremene. Ha sed aze un taol evelkent ! Ha penaos ober ? Un oferenn veure, un oferenn blaen, a c&rsquo;hell beza\u00f1 lavaret hep kloc&rsquo;h, met ivez un oferenn ken solanel ! Un oferenn hanter-noz ! Ar person kozh, ruz evel ur c&rsquo;hog, &lsquo;oa tost da gounnari\u00f1, ma n&rsquo;oa ket da baka\u00f1 un taol-gwad. Ha Dede e-unan &lsquo;oa krog da gemer un emskiant eus e gablusted, dont a rae c&rsquo;hwen en e loero\u00f9. Ma n&rsquo;hellfer ket lida\u00f1 noz an Nedeleg en abeg d&rsquo;ar c&rsquo;hloc&rsquo;hig kuzhet ganta\u00f1 re vat ?\u2026<br \/>\nHa petra &lsquo;so\u00f1j ar Mabig Jezuz outa\u00f1 ? O, biken mui ne gredo sellout ouzh ar Mabig Jezuz. Marteze en deus meritet an ifern ? Ha penaos rapari\u00f1 e bec&rsquo;hed ivez &lsquo;ta ? Hag ar sapre kloc&rsquo;h bihan-se ne vije biken kavet\u2026 Ne bade mui en e blas. Ret &lsquo;vije dezha\u00f1 mont da ziguzh ar c&rsquo;hloc&rsquo;hig. Graet en deus dija daou pe dri baz\u2026 drin ! drin ! drin !\u2026 ar c&rsquo;hloc&rsquo;hig o titirina\u00f1 ? Kavet ? N&rsquo;eo ket. An holl e glev, met den n&rsquo;hen gwel. Drin ! drin ! drin !\u2026 Gwasha\u00f1 todion. Arsa, an drouz a zeu eus dindan derezio\u00f9 an aoter.<br \/>\nUr burzhud. Ur mirakl. Dede zo prest da fatika\u00f1. Distrei\u00f1 &lsquo;ra d&rsquo;e blas. Kouezha\u00f1 war benno\u00f9 e zaoulin war e gador. \u00ab Jezuz ! Va Doue ! Gwerc&rsquo;hez Vari vinniget ! Aotrou Sant Erwan ! \u00bb Ar person kozh, e\u00f1, ne goll ket e benn, un tammig strafuilhet evel- kent an den santel, goude beza\u00f1 graet teir gwech sin ar groaz a-us d&rsquo;an derezio\u00f9 e c&rsquo;hourc&rsquo;hemenn d&rsquo;ar sakrist ha d&rsquo;ar chantr sevel an derezio\u00f9. Ha petra &lsquo;oa gwelet ? Ur bern poultr ha gwiad kevnid, hag e-kreiz ar boultrenn Rigolo, kazh bihan Mon ar C&rsquo;hadorio\u00f9, o c&rsquo;hoari ruilhal ar c&rsquo;hloc&rsquo;h bihan. Echu &lsquo;oa d&rsquo;ar strobinell.<br \/>\nAr peoc&rsquo;h a zeuas en-dro. Ha biskoazh n&rsquo;oa bet ofis Nedeleg ken kaer-all e parrouz<br \/>\nX. Dede, tamm-ha-tamm, a sante ivez ar peoc&rsquo;h o tiskenn en e ene strafuilhet. Pleget e benn war e zivrec&rsquo;h, helmoet war e gador, ma so\u00f1jed e vije kousket, Dede a ouele sioul, daero\u00f9 a geuz d&rsquo;e bec&rsquo;hed. Goulennet en doa pardon digant ar Mabig Jezuz. Ha klevet en doa ar respont : \u00ab Deuet on en noz-ma\u00f1 da sevel ar re zo kouez- het. \u00bb<br \/>\n20 a viz Du 1965<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>E-giz kontadenn Nedeleg Bez&rsquo; e oa ar re-ma\u00f1 diaouled, o ! met gwir diaouled sed. Dreist-holl an daou vele- gan o blev [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2399","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.4 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Kloc\u2019h ar Sanctus - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Kloc\u2019h ar Sanctus - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"E-giz kontadenn Nedeleg Bez&rsquo; e oa ar re-ma\u00f1 diaouled, o ! met gwir diaouled sed. Dreist-holl an daou vele- gan o blev [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:25+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"7 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kloch-ar-sanctus\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kloch-ar-sanctus\\\/\",\"name\":\"Kloc\u2019h ar Sanctus - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-15T17:15:47+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:25+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kloch-ar-sanctus\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kloch-ar-sanctus\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kloch-ar-sanctus\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Kloc\u2019h ar Sanctus\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Kloc\u2019h ar Sanctus - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Kloc\u2019h ar Sanctus - Anjela Duval","og_description":"E-giz kontadenn Nedeleg Bez&rsquo; e oa ar re-ma\u00f1 diaouled, o ! met gwir diaouled sed. Dreist-holl an daou vele- gan o blev [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:25+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"7 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/","name":"Kloc\u2019h ar Sanctus - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-15T17:15:47+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:25+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kloch-ar-sanctus\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Kloc\u2019h ar Sanctus"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2399","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2399"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2399\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2399"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}