{"id":2393,"date":"2017-10-15T19:13:22","date_gmt":"2017-10-15T17:13:22","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2393"},"modified":"2025-08-13T15:25:10","modified_gmt":"2025-08-13T13:25:10","slug":"tantad-yann","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/","title":{"rendered":"Tantad Yann"},"content":{"rendered":"<p>\u2026 Ya, &lsquo;n em dromplan ket, henozh ema\u00f1 noz an Tantad\u2026 sa\u00f1set\u2026 sa\u00f1set !<br \/>\nAdlakaat a ra ar vaouez kozh an almanak en e blas war ur boentenn e-tal ar pre- nestr. Darbet eo dezhi kouezha\u00f1 o tont en-dro. Mezevelli\u00f1 &lsquo;ra. N&rsquo;eo ket mat he yec&rsquo;hed tamm ebet ur pennad zo. Skuizh eo. Re galet eo bet ar vuhez eviti, brevet eo ha kozh a-raok an oad\u2026<br \/>\nTenna\u00f1 &lsquo;ra un toullad keuneudenno\u00f9 eus ar c&rsquo;houign keuneud, o lakaat bod ha bod dindan an trebez ma zo warna\u00f1 dour en ur gastelodenn vihan botin.<br \/>\nNeuze ec&rsquo;h azez er gador-vrec&rsquo;h houarn livet e liv koaven, hag a oa hini he mamm en he c&rsquo;hozhni, hag e krog da raska\u00f1 un toullad patatez nevez evit he lein.<br \/>\nAr vicher-ma\u00f1 na c&rsquo;houlenn nemet un tammig ampartiz-dorn. Dieub a chom ar spered ha, ma n&#8217;emeur ket re brederiet, gouest da nijal du-ma\u00f1 du-hont e gweno- denno\u00f9 an e\u00f1vor pe an hunvre.<br \/>\nGwechall p&rsquo;edo he buhez dirazi, he spered a gantree en ur bed faltazius, en un dazont ijinet ganti hervez he c&rsquo;hoant hag hec&rsquo;h anien : kestell er Spagn. Kestell el loar\u2026 arc&rsquo;hant, enor, plijadur. Diskanet he deus ar vaouez kozh ha hiziv an deiz p&#8217;ema\u00f1 al lodenn vrasa\u00f1 eus he buhez &lsquo;drek he c&rsquo;hein, p&#8217;ema\u00f1 pell amzer zo hec&rsquo;h- unan-penn eo en tremened eo ez a da glask un elfenn dudi. En e\u00f1vorenno\u00f9 he buga- leaj dreist-holl, an amzer binniget-se nemeta\u00f1 disoursi er vuhez.<br \/>\nDerc&rsquo;hent Gouel Yann eo. Ken levezonet eo bet en he bugaleaj hag he yaouankiz gant marzh an tantado\u00f9 ma n&rsquo;eo ket gouest da dremen hep so\u00f1jal bep bloaz d&rsquo;ar mare-ma\u00f1 en amzer evurus-se aet e-biou ken diseblant. Ar boazio\u00f9 nevez o tont tamm-ha-tamm da gemer lec&rsquo;h ar boazio\u00f9 kozh. Boazio\u00f9 nevez hiziv hag a vo kozh d&rsquo;o zro warc&rsquo;hoazh. Netra peurbadus er vuhez.<br \/>\nTechet eo ar re gozh da gaout si e doareo\u00f9 ar re yaouank. Ar pezh a dremene en o yaouankiz-int a oa kaer, ha mat, ha fur, ha dereat ha dudius memes tra. Peogwir int &lsquo;oa yaouank, int &lsquo;oa nevez, int a wele e diabarzh an trao\u00f9 ar pezh a oa en o dia- barzh int : levenez ha gred.<br \/>\nUnan eus darvoudo\u00f9 plijusa\u00f1 ar bloaz &lsquo;oa &lsquo;velkent an tantad, pe kentoc&rsquo;h an tan- tado\u00f9, rak da nebeuta\u00f1 e veze daou, a-wecho\u00f9 tri, tantad Yann an hini muia\u00f1 darempredet. Tantad P\u00ear ha tantad Gwir Sikour, an daou-ma\u00f1 a degouezhe alies er memes deiz.<br \/>\nNiverus &lsquo;oa ar vugale er c&rsquo;hontre ha niverus an tiegezhio\u00f9. Ur blasenn &lsquo;oa e-kreiz ar g\u00eariadenn, honnezh &lsquo;oa lec&rsquo;h an abadenno\u00f9, un doare park sporto\u00f9, pe liorzh boutin, liorzh hep bleu\u00f1v avat, met disheoliet ken brav gant derv, tilh ha faou.<br \/>\nGwez kozh-Noe hag a roe ur freskadurezh dispar en ha\u00f1v. Digompez &lsquo;oa ar blasenn, un hent-karr he zreuze a-skizh a grec&rsquo;h d&rsquo;an trao\u00f1, neuze &lsquo;rae ur gildroenn verr evel ur spilhenn-vlev a hede al lezenn izela\u00f1 &lsquo;vit tizhout an hentig don a gas d&rsquo;an ti pella\u00f1 hag ivez d&rsquo;ar stank ha d&rsquo;ar feunteun. E lodenn an tu-trao\u00f1 &lsquo;oa un dervenn vras-divent, he c&rsquo;horf &lsquo;oa berr ma taped aezet ar skourro\u00f9 izela\u00f1 gant ar vrec&rsquo;h astennet, ar branko\u00f9 &lsquo;oa hir ha tev, kamm-digamm e-giz gwezigo\u00f9 japanat bet mac&rsquo;hagnet a-ratozh evit o harz da greski\u00f1.<br \/>\nE-kreiz ar blasenn &lsquo;oa un alez voullo\u00f9 kompezet ha traezhet, &lsquo;n ur penn &lsquo;oa un der- venn ivez met hiroc&rsquo;h he fust, warni &lsquo;oa bet staget ur planken gant ur bern toullo\u00f9 bihan hag ibilio\u00f9. Bez&rsquo; &lsquo;oa an talbenn a servije da zerc&rsquo;hel kont eus poento\u00f9 ar c&rsquo;hoarierien voullo\u00f9. E tu ar c&rsquo;hreisteiz &lsquo;oa div dervenn all, unan vras kaer, eben un nebeud bihanoc&rsquo;h. Hag e penn an trao\u00f1 ur faouenn gaer meurdezus. Ur faouenn all, hi brasoc&rsquo;h c&rsquo;hoazh &lsquo;oa e trao\u00f1 ar blasenn. Homa\u00f1 he doa un istor. Homa\u00f1 &lsquo;oa un doare monumant-hengoun. War he fust &lsquo;oa kizellet un niver bras a anvio\u00f9 gravet er bluskenn gant kontilli. Bugale o c&rsquo;hoari alies, met ivez dreist-holl gant paotred yaouank. Paotred yaouank ar c&rsquo;hontre o doa kemeret ar c&rsquo;hiz da engravi\u00f1 o anv pe da vihana\u00f1 pennlizherenn o anv ha sifr o ganedigezh war ar wezenn gozh kent mont d&rsquo;ober o servij soudard. Lod eus an anvio\u00f9 &lsquo;oa skrivet brav, lod a-boan lennapl, lod graet e-kreiz ur c&rsquo;helc&rsquo;h pe ur penn-marc&rsquo;h. Ar re &lsquo;oa graet pell zo &lsquo;oa deut ledan ar merk, ar bluskenn a greske da heul ar wezenn.<br \/>\nDouja\u00f1s o doa tud ar c&rsquo;hontre evit ar faouenn-se, un tamm &lsquo;oa evito ur wezenn sakr. Un doare maen-e\u00f1vor ivez rak meur a baotr yaouank &lsquo;oa bet chomet du-hont war dachenno\u00f9 brezel Bro-C&rsquo;hall tra ma vane o anv gravet er wezenn. Bez&rsquo; &lsquo;oa ivez tilh, ar re-ma\u00f1 war a seblant a dlee beza\u00f1 yaouankoc&rsquo;h, hogen kozh memes tra ha kostezet darn anezho gant an avel a c&rsquo;hwezhe da vat war ar blasenn. Neizhio\u00f9 piged ha brini &lsquo;veze bep bloaz war ar gwez bras. Met ar grennarded troet-kena\u00f1 war an neizhio\u00f9 a ranke mont hogozik hep gouzout d&rsquo;o diloja\u00f1. &lsquo;Oa ket mat a lavare ar re gozh dispenn an neizhio\u00f9 piged war an tilh a wareze al lojeiz eus an avelio\u00f9 foll.<br \/>\nHag ar vaouez kozh a so\u00f1je e c&rsquo;hoario\u00f9 he bugaleaj war ar blasenn. Azezet ouzh troad an dervenn vras, gant he zamm kontellig troad ruz, e kalfiche kleierigo\u00f9- skouarn er mez kouezhet puilh war an douar, e tastume skudilli bihan koant d&rsquo;ober asiedo\u00f9 poupig, hag ar piono\u00f9 koad ken lufr ha ken ska\u00f1v a c&rsquo;hodellado\u00f9 pa veze darv an avalo\u00f9-derv.<br \/>\nDindan ar faou e tastume kilvij da zebri\u00f1. Arabat avat debri\u00f1 re a gilvij, se a ra poan-benn. Ya, gwelout a rae an dachenn evel pa vefe dec&rsquo;h. Ha beva\u00f1 &lsquo;rae hunvre he yaouankiz aet pell zo e-biou.<br \/>\nPa dostae da Ouel Yann e save gred e bugale ar c&rsquo;hontre, kaoz all ebet nemet kaoz an tantad, ha marc&rsquo;h etrezo piv en dije serret ar muia\u00f1 a zanvez tan. Prizius &lsquo;oa d&rsquo;ar mare an danvez tan, arabat &lsquo;oa kemer keuneud na koad eus ar bern da gas d&rsquo;an tantad. Ur fagodenn lann pe valan da lakaat an tan da gregi\u00f1 ha goude se drez ha spern a forc&rsquo;hado\u00f9 deut gant ar wazed.<br \/>\nAr vugale o dije klasket a bep seurt trao\u00f9 hag o berniet en a-raok war al lec&rsquo;h : dic&rsquo;harzhadur troc&rsquo;het eus ar gwenodenno\u00f9, kozh stouvio\u00f9, spern kozh sec&rsquo;h, drez, gargel, treuzo\u00f9 kaol, krann raden, skourro\u00f9 gwez bet torret gant an avelaj, hag all.<br \/>\nKement den a deue d&rsquo;an tantad a ranke degas kalz pe nebeut a danvez, zoken ar vugale yaouank a ranke dougen un tamm bod en o dorn, pe &lsquo;veze graet sin da vouta\u00f1 dezho o biz en tan\u2026<br \/>\nNag e oa plijus beza\u00f1 erru eus ar rumm kenta\u00f1, hag arvesti\u00f1 eus pep rumm o tegouezhout : paotred kozh un tamm re sammet a boze troad o forc&rsquo;h en douar da ziskuizha\u00f1 o skoaz, krennarded, re hir troad o forc&rsquo;h diouzh o ment hag o lakae da deuka\u00f1 pa grogent da sevel ar blasenn, bugaligo\u00f9 un dorn krog e dorn o mamm, o zamm bod &lsquo;n o dorn all, ar vamm o tougen ur choukad balan sec&rsquo;h.<br \/>\nNa ken kasaus all beza\u00f1 tapet war-lerc&rsquo;h ma veze dija bodet an dud ha krog an tan, an holl sello\u00f9 war an dilerc&rsquo;het. Kosha\u00f1 ozhac&rsquo;h ar vilajenn a enaoue an tan. Ar peurliesa\u00f1 ne deue nemet pa veze degouezhet al lodenn vrasa\u00f1 eus an dud.<br \/>\nUn torchad plouz sec&rsquo;h en e zorn hag e gorn bihan pri en e c&rsquo;heno\u00f9 e tiskenne war e na\u00f1. Neuze &lsquo;n ur deurel pled eus a belec&rsquo;h e c&rsquo;hwezhe an avel e tenne eus e c&rsquo;ho- dell e voestad \u00ab chimik \u00bb. Pennglina\u00f1 &lsquo;rae, enaoui\u00f1 e dorchad plouz, e lakaat dindan ur fagodenn lann pe valan e kostez ar c&rsquo;houstell. An avel a c&rsquo;hwezhe prim ar flamm, strakal ha strinka\u00f1 &lsquo;rae ful : krog &lsquo;oa an tantad.<br \/>\nUn doare lid solanel edo, sioul e chome an dud ar momed kenta\u00f1, nemet ar vuga- ligo\u00f9 ne vezent ket gouest da devel war o levenez dirak ar flammo\u00f9 hir hag ar ful o strinka\u00f1 eus ar spern, youc&rsquo;hal a rankent gant ar blijadur. Unan eus paotred an ti bras en doa kemeret ar boaz da saludi\u00f1 an tantado\u00f9 all, rak meur a dantad a veze gwelet diwar ar grec&rsquo;henn, war veg e forc&rsquo;h a lakae ar paotr ur fagodenn struj da gregi\u00f1, neuze e save en aer hag a rae ganti un doare \u00ab rigodon \u00bb. Paotred eus an tan- tado\u00f9 pell a responte a-wecho\u00f9 gant ar memes arvezio\u00f9. Ar vugale o dije mall da gonta\u00f1 an tantado\u00f9, sevel a raent war ar c&rsquo;hleuz e penn uhela\u00f1 ar blasenn ma veze gwelet ac&rsquo;hane teir pe beder barrouz pe da vihana\u00f1 lod anezho.<br \/>\nGoude &lsquo;veze lakaet dre voder ar struj en tan. Neuze e kroge an dud gant o c&rsquo;haoz. Ar baotred gant kaoz ar c&rsquo;hezeg, al labourio\u00f9, an amzer, ar marc&rsquo;hado\u00f9, ar foario\u00f9. Braba\u00f1si\u00f1 gant o ebeulien pe ebeulezed\u2026<br \/>\nAr merc&rsquo;hed a gomze eus an darvoudo\u00f9, bev, marv, eured, badeziant, berzh mat ar vugale en arnodenno\u00f9. Ar vugale a c&rsquo;hoarie, a cholorie, ar re vihana\u00f1 a c&rsquo;hwerouze gant ar c&rsquo;hoant kousket. Goude an tamm tremen prim-ha-prim war ar prederi pem- deziek, setu mare ar c&rsquo;han ! Bugale a gane a-wecho\u00f9 kanaouenno\u00f9 skol. Neuze an dud yaouank sonio\u00f9 eus ar c&rsquo;hiz, sonio\u00f9 \u00ab \u00e0 succ\u00e8s \u00bb an ton hag ar pardon gante er bloaz-se, sonio\u00f9 gallek &lsquo;vel-just. Dont a ra e spered ar vaouez kozh tonio\u00f9 brudet he yaouankiz : \u00ab Mon Paris \u00bb, \u00ab Dolorosa \u00bb ha \u00abL&rsquo;Alhambra \u00bb\u2026 Bez&rsquo; &lsquo;oa &lsquo;velkent yaouankiz hag a dalc&rsquo;he da gana\u00f1 brezhoneg, sonio\u00f9 fentus evel \u00ab Gwilhaouig \u00bb ar mevel fin &lsquo;oa deut a-benn da dogani\u00f1 e aotrou ha da denna\u00f1 pemp kant skoed leve digant an itron evit tevel war an dro.<br \/>\nMouskana\u00f1 sioul a ra end-eeun ar plac&rsquo;h kozh dezhi hec&rsquo;h-unan :<br \/>\nP&rsquo;en deus an aotrou doganet Krial ha gouela\u00f1 &lsquo;ra bepred Arsa, eme &lsquo;n itron<br \/>\nPetra &lsquo;c&rsquo;hoarvez de&rsquo;z kalon ? O, Itron, &lsquo;meza\u00f1 ma kredfen L\u00e2rout d&rsquo;an aotrou e rafen O &lsquo;me &lsquo;n Itron ne ra ket se<br \/>\nMe &lsquo;ray dit pemp kant skoed leve.<\/p>\n<p>Bez&rsquo; &lsquo;oa ivez Mai hag a blije dezhi kana\u00f1, ur vouezh raouliet &lsquo;devoa hag ur stumm nay da gana\u00f1, ar grennarded a rae goap a-drek he c&rsquo;hein. Atav e kane ar memes son : \u00ab Pipi chevel \u00bb.<br \/>\nNeuze, Gab kozh a groge gant gwerzio\u00f9 keit hag un deiz hep bara. Gwerzio\u00f9 amzer Napoleon. Lod a gave kaer, lod a gave oant kalz re hir. Darn a dec&rsquo;he sioul- sibouron, darn a l\u00e2re &lsquo;oa poent l\u00e2ret ar patero\u00f9 abalamour da gas ar re vihan d&rsquo;o gwele. Ya, patero\u00f9 &lsquo;veze l\u00e2ret, ar peurliesa\u00f1 gant merc&rsquo;h hena\u00f1 an ti bras, gwezh ivez gant Anna &lsquo;r C&rsquo;hromm. Pa dicha\u00f1se dezhi lezel da ziflipa\u00f1 ur ger latin a-dreuz en De profundis, ar re yaouank a sac&rsquo;he war ar respont gant a vouga\u00f1 &lsquo;raent o harz da c&rsquo;hoarzhin, pe c&rsquo;hoazh gant hennezh ne ouie koulz l\u00e2ret respont ebet &lsquo;met<br \/>\n\u00ab skula skulorum \u00bb.<br \/>\nEchu ar graso\u00f9, pep tieg a zibabe un etev da gas ganta\u00f1, ur pennadig spern du o tivogedi\u00f1 c&rsquo;hoazh hag o fic&rsquo;ha\u00f1 evel un naer. Hennezh &lsquo;veze lakaet en tan pa rae kuruno\u00f9 start. Neuze pep hini a glaske e forc&rsquo;h an eil o lavarout d&rsquo;egile : \u00ab Ken arc&rsquo;hoazh ha noz vat ! Echu ar pardon\u2026 \u00bb<br \/>\nSiwazh ! Echu eo pell zo d&rsquo;an tantado\u00f9 war ar blasenn gozh. Evit biken emicha\u00f1s. E-pad ar brezel &lsquo;oa bet difennet ober skl\u00earijenn ebet en noz. Ret &lsquo;oa bet dilezel lid an tantado\u00f9. E-pad ar brezel ivez &lsquo;oa che\u00f1chet tud en ti bras ar blasenn &lsquo;oa lod eus ar feurm. An dud all n&rsquo;hellent ket, hep asant ar feurmier mont d&rsquo;ober tan war e goust. Ha neuze, ar blasenn, baradoz bugale ar vilajenn, &lsquo;oa kemmet ivez. Diskaret &lsquo;oa bet ar c&rsquo;haera\u00f1 gwez gant ar perc&rsquo;henn war zigarez diouer a c&rsquo;hlaou. &lsquo;Vel p&rsquo;en divije ket kavet e\u00f1 a-walc&rsquo;h a dorgoso\u00f9 derv sec&rsquo;h war e ugent, pe ouzhpenn, a feurmio\u00f9. Vandalerezh, ya, vandalerezh &lsquo;oa diskar seurt gwez. Ken kozh ha ken kaer, testo\u00f9 eus kement a zarvoudo\u00f9 e-pad nouspet rummad tud.<br \/>\nMemes tra ! a so\u00f1je ar vaouez kozh gant he daero\u00f9 tost da darzha\u00f1. Memes tra ! Mont betek diskar gwezenn an e\u00f1vor ! So\u00f1j he deus pegen mantret &lsquo;oa bet ur vamm, kollet ganti he mab er brezel pa voe deut ar goaderien da ziskar ha da faouti\u00f1 ar wezenn-faou ma oa kizellet enni ken brav anv he mab karet.<br \/>\nEchu eo dezhi da beilhat he fatatez. Chom a ra he c&rsquo;hontell en he dorn. Kollet en he so\u00f1jo\u00f9\u2026 Karout a rafe gwelout c&rsquo;hoazh o tasorc&rsquo;hi\u00f1 boazio\u00f9 he yaouankiz ma ouie an dud &lsquo;n em zidua\u00f1 onest ha fur hep forani\u00f1 o gwenneien, hag a veze ken just ha dre se ken prizius.<br \/>\nIjina\u00f1 &lsquo;raent &lsquo;bep seurt c&rsquo;hoario\u00f9 dedennus ha digoust d&rsquo;o yalc&rsquo;h\u2026 Brema\u00f1 ? Brema\u00f1 ! Nemet redek bro gant kirri-tan da derri\u00f1 o gouzoug, hag e fell dezho arc&rsquo;hant bras ha butun ha lapaj. Ha galleg ha saozneg a-leizh o c&rsquo;horzailhenn, ha korollo\u00f9 gouezidi. Ha kaoz all n&rsquo;intentont nemet ar pezh a dishilh dezho o boest sonerezh\u2026 Ar bed, emezi, o vont war he geno\u00f9. Darbet &lsquo;oa dezhi ivez kouezha\u00f1 war he geno\u00f9 pa savas diwar he c&rsquo;hador da lakaat lein war an tan. A-dal ma paouez da vale eo morzet raktal gant ar remm.<br \/>\n\u00ab Prest eo lein ? a c&rsquo;houlenn ur paotrig o tont en ti.<br \/>\n\u2014 A, te zo aze Herve ?<br \/>\n\u2014 Ya, gwelet am boa Alan ha P\u00ear dec&rsquo;h da noz. Akord int &lsquo;vefe graet un tantad emberr, ma teufec&rsquo;h ?<br \/>\n\u2014 Ya, met pelec&rsquo;h &lsquo;ta ?<br \/>\n\u2014 E trao\u00f1 an hent kozh zo ur bern struz troc&rsquo;het, war ar blaenenn vihan a hont e- kichen ho park ez eus ur plas brav ha dida\u00f1jur.<br \/>\n\u2014 Itronezed ar vilin zo aze an deizio\u00f9-ma\u00f1, laouen e vint sur o kaout un tantad en o c&rsquo;hontre nevez. Ret &lsquo;vo dit Herve mont da lavarout dezho\u2026 \u00bb<br \/>\nDaoust, a so\u00f1je ar vaouez kozh, hag-e\u00f1 ne bec&rsquo;han ket o tegemer estrenien &lsquo;n hor c&rsquo;helc&rsquo;h. Nann, goude tout n&rsquo;int ket eus gouenn ar mac&rsquo;her. Ha neuze gant &lsquo;bep seurt koad eo ret ober tan, pa vez c&rsquo;hoant da zasorc&rsquo;hi\u00f1 un tantad.<br \/>\n21 a viz Mezheven 1965<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>\u2026 Ya, &lsquo;n em dromplan ket, henozh ema\u00f1 noz an Tantad\u2026 sa\u00f1set\u2026 sa\u00f1set ! Adlakaat a ra ar vaouez kozh an almanak [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2393","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.6 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Tantad Yann - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Tantad Yann - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"\u2026 Ya, &lsquo;n em dromplan ket, henozh ema\u00f1 noz an Tantad\u2026 sa\u00f1set\u2026 sa\u00f1set ! Adlakaat a ra ar vaouez kozh an almanak [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:25:10+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"12 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/tantad-yann\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/tantad-yann\\\/\",\"name\":\"Tantad Yann - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-15T17:13:22+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:25:10+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/tantad-yann\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/tantad-yann\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/tantad-yann\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Tantad Yann\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Tantad Yann - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Tantad Yann - Anjela Duval","og_description":"\u2026 Ya, &lsquo;n em dromplan ket, henozh ema\u00f1 noz an Tantad\u2026 sa\u00f1set\u2026 sa\u00f1set ! Adlakaat a ra ar vaouez kozh an almanak [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:25:10+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"12 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/","name":"Tantad Yann - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-15T17:13:22+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:25:10+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/tantad-yann\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Tantad Yann"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2393","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2393"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2393\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2393"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}