{"id":2374,"date":"2017-10-15T18:27:24","date_gmt":"2017-10-15T16:27:24","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2374"},"modified":"2025-08-13T15:25:11","modified_gmt":"2025-08-13T13:25:11","slug":"ur-pennad-kaoz","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/","title":{"rendered":"Ur pennad-kaoz"},"content":{"rendered":"<p>Sede ma oa bet degouezhet ganin an ha\u00f1v tremenet ober un tamm kaozadenn gant un aotrou estren da Vreizh. Kouezhet e oa bet ar gaoz ganimp war ar sistr, war ar sistr bontet. Ur marc&rsquo;hadour gwin-champagn eo an aotrou a gomze ganin. Bet e oa, emeza\u00f1, o leina\u00f1 en-dro da Bempoull, goulennet en doa sistr bontet ha lakaet &lsquo;voe da baea\u00f1 250 lur ar voutailhad, hervez. Me &lsquo;so\u00f1je &lsquo;oa evit klemm eus ar briz eo a lavare an dra-se din :<br \/>\n\u00ab N&rsquo;hoc&rsquo;h eus ket bet evit hoc&rsquo;h arc&rsquo;hant, emezon, &lsquo;oa ket mat ar sistr ?<br \/>\n\u2014 Eo laouen ! mat-tre end-eeun ; met seded, ar Vretoned n&rsquo;ouzont ket &lsquo;n em zibab. M&rsquo;o dije lakaet un dikedenn gaer hag ur gapsulenn a lorc&rsquo;h war ar voutailh, ken aes ha tra &lsquo;vije bet gwerzhet 350 lur e-lec&rsquo;h 250 ! ! !<br \/>\n\u2014 Ni, Aotrou, etrezomp Bretoned, zo re onest ; tonket omp da veza\u00f1 paour da viken.<br \/>\n\u2014 Ya, emeza\u00f1, gwelout a ran eo paour ar vro en holl. Met ho parlamantourion, petra &lsquo;reont evit ar vro ?<br \/>\n\u2014 O ! Prometi\u00f1 kaer avat ! Ha ni a gred bep taol. Ha neuze pell omp diouzh Pariz, hag ouzhpenn, ar Vretoned n&rsquo;int ket tuet-kaer d&rsquo;ober al lez d&rsquo;ar penno\u00f9-bras. Re valc&rsquo;h int da astenn o dorn. \u00bb<br \/>\nAr wirionez a zo atav kazus da glevout. Ret eo anzav eo gwir ar pezh a lavaren d&rsquo;ar marc&rsquo;hadour champagn gall. Ar Vretoned a zo re onest, n&rsquo;ouzont ket &lsquo;n em zibab. Tennet e vez gwez-avalo\u00f9 : re a zo, hervez. Chom a ra bep bloaz avalo\u00f9 da goll, da vihana\u00f1 ar bloavezhio\u00f9 frouezhus ; chom &lsquo;ra sistr da drenka\u00f1. Er c&rsquo;heit-se ar varc&rsquo;ha- dourion win ha champagn &lsquo;ra fortun gant arc&rsquo;hant ar Vretoned. Un tamm bruderezh, un tamm kinklerezh d&rsquo;ar boutailho\u00f9, sistr graet hervez lezenno\u00f9 bio-kimik, gant goello\u00f9 mat. Besello\u00f9 dizrevezusaet. Avalo\u00f9 yac&rsquo;h hag azv-mat. Daoust hag-e\u00f1 ne vije ket gouest ar seurt boeson-se da varrenni\u00f1 ouzh gwelien ruz ar C&rsquo;hallaoued ? Ha zoken ouzh Champagn eonennek marc&rsquo;hadour e dikedenno\u00f9 cheuc&rsquo;h ?<br \/>\nKomzet ez eus bet eus ar gistion-ma\u00f1 e niverenn 72 Al Liamm en un doare ampart ha skiantel. Morse ne vo komzet re. Daoust hag-e\u00f1 ne vefe ket tu da veur a Vreizhad yaouank desket, d&rsquo;en em lakaat d&rsquo;ober ar vicher-se ? Kement-se nebeutoc&rsquo;h da veza\u00f1 ret dezho divroa\u00f1 evit gonit o bara. Ar marc&rsquo;hadour bras a gomzan diouta\u00f1 en deus un uzin o vont en-dro noz-deiz er Champagn. Avalo\u00f9 a-walc&rsquo;h a vez serret e Breizh da rei\u00f1 labour da veur a labouradeg, ul lodenn eus ar bloaz da vihana\u00f1. Hag estreget sistr bontet a c&rsquo;hellfed ober gant avalo\u00f9. Ar sun avalo\u00f9, daoust hag- e\u00f1 n&rsquo;eo ket koulz evit ar yec&rsquo;hed eget ar chug sitro\u00f1s pe ora\u00f1jez ? Ha daoust ha gwell eo ar c&rsquo;ho\u00f1fitur a zeu eus a bell-bro eget an hini &lsquo;vije tu d&rsquo;ober e Breizh ? Met n&rsquo;eo ket a-walc&rsquo;h ober sistr ha chug-avalo\u00f9 ha ko\u00f1fitur. Ret eo kaout disamm d&rsquo;ar vac&rsquo;hadourezh. Ret eta ober bruderezh, ha diskouezadego\u00f9. Ha ret eo ivez kaout douja\u00f1s evit arboellerezh ar vro. Arabat kas re a arc&rsquo;hant d&rsquo;ar \u00ab Floride fran\u00e7aise \u00bb da skouer. Met ni, paourkaezh Bretoned zo pell war-lerc&rsquo;h ar C&rsquo;hallaoued da sacha\u00f1 dour d&rsquo;hor milin. Ha gwazh a-se evidomp.<br \/>\nBrema\u00f1, evit retorn war ar marc&rsquo;hadour-champagn. Goulenn a eure hema\u00f1 diganin ivez petore gonid a denne ar Vretoned eus an holl goad a wele o c&rsquo;holoi\u00f1 an doua- ro\u00f9. Evel ma welit, Aotrou, n&rsquo;eus ket nemeur a goad-prenn dre ama\u00f1, da vihana\u00f1 koad da gaout talvoudegezh, koad kunduet mat. A-hend-all re stlabezet ha re vesket int evit beza\u00f1 prizet gant ar varc&rsquo;hadourion goad-prenn\u2026 Hag evit ar c&rsquo;hoad- tan zo nebeutoc&rsquo;h c&rsquo;hoazh a zisamm. Remed all ebet alies nemet c&rsquo;hwezha\u00f1 tan enno war blas, da harz ouzh ar vro da retorn da strouezheg. Koulskoude e tle beza\u00f1 un implij bennak d&rsquo;ar c&rsquo;hoad hag a sachfe ur gonid bennak d&rsquo;ar c&rsquo;hornio\u00f9 paour eus ar vro. An dud yaouank desket war ar strilhouriezh a dlefe studia\u00f1 war ar gudenn- se. Dija evit pezh a sell ouzh an tomma\u00f1 ez eus deuet ur welladenn en implij eus ar c&rsquo;hoad, en askont d&rsquo;ar \u00ab pennaderezed \u00bb (heskenn-dorn dre dan da ziskar ha pen- nada\u00f1 kefio\u00f9 ha barro\u00f9-gwez). Labour diboan ha prim a reont hag ar priz dre gor- denn pe dre st\u00ear a gouezh izeloc&rsquo;h eget kent.<br \/>\nGoude tout, chom a ra an tommerezh dre goad un dra a lorc&rsquo;h. Ar binvidion a blij dezho en deiz a hiziv kaout siminalio\u00f9 bras evel gwechall, endra m&#8217;ema\u00f1 ar bobl o stouva\u00f1 holl siminalio\u00f9 an ti ! Pebezh sotoni ! Un ti a seblant marv ha yen pa ne vez ket a dan en oaled. Petra eo trista\u00f1 tri zra zo war an douar ? Ar re gozh a lavare : un oaled hep tan, un daol hep bara, un ti hep gwreg\u2026 Iskisa\u00f1 ha zoken sota\u00f1 tra a gavan eo evelkent ur podad bleu\u00f1v istribilhet ouzh ar vazh-drezenn er siminal !\u2026 Daoust hag-e\u00f1 n&rsquo;eo ket ar vleu\u00f1venn ruz-se ma &lsquo;z eo an tan, ar c&rsquo;haera\u00f1 bleu\u00f1venn a c&rsquo;heller kaout en un ti ? N&rsquo;eus forzh penaos n&#8217;ema\u00f1 ket, a gred din, plas ar bleu\u00f1v er siminal. Hervez am eus klevet, a berzh vat endeo, hor breudeur tramor a zo chomet feal ha stag ouzh an oaled hag an tan. E-lec&rsquo;h n&rsquo;o deus ket a wir siminalio\u00f9, e reont gant fals-reo\u00f9 gant un oaled ha koad, pe goad drevezet oc&rsquo;h ober e-barzh un doare tantad, gant un ampoulenn ruz en o c&rsquo;hreiz da rei\u00f1 da gredi\u00f1 eo tan.<br \/>\nGwelout a ran em c&rsquo;hichen milino\u00f9 kozh adsavet gant tud pinvidik. Miret eo bet gant douja\u00f1s an holl siminalio\u00f9, an holl oaledo\u00f9. Tan a reont e-barzh gant koad eus ar vro, hag int a gav se kaer-spontus. En ha\u00f1v tremenet, en unan eus ar milino\u00f9-se ez eus bet chomet e-pad un nebeud sizhunvezhio\u00f9 tud a renk uhel : an Aotrou Mitchel, koronal ha surjian ; ur C&rsquo;hanadian a orin kelt. An Itron Mitchel zo ur Gembreadez. Daoust ma oa se e-kreiz an ha\u00f1v, e chome an daou bried eurvezhia- do\u00f9-pad da zivizout o-daou dirak un tantad-flamm e siminal bras ar vilin. Ar wech kenta\u00f1 &lsquo;oa dezho da welout Breizh. Edont o tistrei\u00f1 eus an Itali hag o vont d&rsquo;ar Zeland-Nevez. Gwelet o doa ar Suis, an Izelvroio\u00f9 ha me &lsquo;oar. Hogen lavarout a raent din n&rsquo;o doa ket &lsquo;n em santet er g\u00ear, evel e Breizh. Nep lec&rsquo;h n&rsquo;o doa kavet tan en oaled. Ha koad pezh a garent d&rsquo;e voueta.<br \/>\nUr rikour a vije evit kouerien ar c&rsquo;horn-ma\u00f1 ma teufe ar c&rsquo;hiz d&rsquo;en em astenn eus an tantado\u00f9-flamm o tevi\u00f1 dieub e pep oaled. Meur a wenneg a dennfent adarre eus o c&rsquo;hoad. Hag ouzhpenn bez&rsquo; e vefe evit Breizh evel p&rsquo;he dije adkavet hec&rsquo;h Ene.<\/p>\n<p>[1965 ?]<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Sede ma oa bet degouezhet ganin an ha\u00f1v tremenet ober un tamm kaozadenn gant un aotrou estren da Vreizh. Kouezhet e oa [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2374","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.6 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Ur pennad-kaoz - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Ur pennad-kaoz - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Sede ma oa bet degouezhet ganin an ha\u00f1v tremenet ober un tamm kaozadenn gant un aotrou estren da Vreizh. Kouezhet e oa [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:25:11+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"6 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-pennad-kaoz\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-pennad-kaoz\\\/\",\"name\":\"Ur pennad-kaoz - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-15T16:27:24+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:25:11+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-pennad-kaoz\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-pennad-kaoz\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-pennad-kaoz\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Ur pennad-kaoz\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Ur pennad-kaoz - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Ur pennad-kaoz - Anjela Duval","og_description":"Sede ma oa bet degouezhet ganin an ha\u00f1v tremenet ober un tamm kaozadenn gant un aotrou estren da Vreizh. Kouezhet e oa [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:25:11+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"6 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/","name":"Ur pennad-kaoz - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-15T16:27:24+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:25:11+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-pennad-kaoz\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Ur pennad-kaoz"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2374","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2374"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2374\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2374"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}