{"id":2344,"date":"2017-10-13T20:03:12","date_gmt":"2017-10-13T18:03:12","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2344"},"modified":"2025-08-13T15:25:46","modified_gmt":"2025-08-13T13:25:46","slug":"va-chorn-bro-eus-1905-da-1963","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/","title":{"rendered":"Va c\u2019horn-bro eus 1905 da 1963"},"content":{"rendered":"<p>Lavaret e vez ama\u00f1 eus an neb na gemm ket e stad, e vez ha\u00f1val ouzh ur maen- bonn : na dont na mont na ra ! Va Feiz ! me zo ha\u00f1val ouzh ur maen-bonn ama\u00f1, neuze. Chomet on, evel ur maen pe ur wezenn-derv e-lec&rsquo;h m&rsquo;en deus an Aotrou. Doue lakaet ac&rsquo;hanon da ziwana\u00f1. Ken enket hag ar reier a zo ken stank er sitread- ma\u00f1, ha ken gwriziennet en douar hag ar gwez-derv.<br \/>\nMe &lsquo;gav-me ez eo un tonkadur kaer, ur blanedenn gaer, hini an den a c&rsquo;hell beva\u00f1 ha mervel e-lec&rsquo;h m&rsquo;eo ganet. N&rsquo;eus mui, a gredan, nemeur a dud o kaout an heve- lep mennozh ganin war se. Eus an dud &lsquo;n o oad, pe gozh dija, p&rsquo;edon yaouank, ne van ket kalz e buhez. Eus ar re &lsquo;oa o sevel asambles ganin, pet a zo chomet er vro ? Tost d&rsquo;an hanter marteze. Met bugale ar re-ma\u00f1, ne chom hini anezho koulz lava- ret, nebeut-nebeut da vihana\u00f1 ha war washaat bemdez ez a an trao\u00f9.<br \/>\nVa rummad eo moarvat ar rummad diwezha\u00f1. Me &lsquo;gomz eus va c&rsquo;hornad-bro hag a zo ur sitre paour. Douar diblaen ha maeniek, en daou du d&rsquo;al Leger. &lsquo;Vit pezh a sell ouzh kaerder ar vro, n&rsquo;heller ket &lsquo;micha\u00f1s kaout koantoc&rsquo;h na dudiusoc&rsquo;h lec&rsquo;h, met evel-just, koantiri n&rsquo;he deus biskoazh lakaet pod ebet da virvi\u00f1. Ret eo d&rsquo;an douar beza\u00f1 gouest da vaga\u00f1 an dud a ouestl dezha\u00f1 o buhez. Ne &lsquo;oa tamm ebet gwelloc&rsquo;h an douar p&rsquo;edon-me yaouank avat, eget ne deo brema\u00f1. Er c&rsquo;hontrol, kentoc&rsquo;h. Rak al lodenn vrasa\u00f1 eus an douar-labour a zo bet traezhet-mat, ur pennad zo. Temz chimik \u2014 temz sac&rsquo;h \u2014 a bep seurt a vez lakaet ivez d&rsquo;an treva- do\u00f9, ha louzaouet e vez ar re-ma\u00f1 a-enep ar geot fall. En holl, e rent an douar muioc&rsquo;h eget gwechall.<br \/>\nMet dre ama\u00f1, tost d&rsquo;an hanter eus an douar a zo dindan goad ha lann. Ar re-ma\u00f1 ne rentont ken netra. N&rsquo;int mat &lsquo;met d&rsquo;ober goudor d&rsquo;al loened fall. Gwechall, pa &lsquo;oa kalz a gezeg er vro, e talveze al lanneier kement hag an douar-labour. Al lann- da-bilat a veze klask warna\u00f1 ha gwerzhet mat gant an hini en deveze da ziouerout. Ar c&rsquo;hoad-tan hag ar c&rsquo;heuneud, ar memes tra, peogwir, koulz bourk &lsquo;vel war ar maez, ne &lsquo;oa anavezet tra all d&rsquo;ober tan. Anavezet &lsquo;m eus ur menaj pevar a gezeg, em c&rsquo;hichen, hag a baee gouel-mikael, netra &lsquo;met gant keuneud. &lsquo;Veze ket hep labour, sklaer eo, met er mizio\u00f9 goa\u00f1v, se &lsquo;roe labour d&rsquo;an devezhourion, ha da vugale an ti.<br \/>\nMuioc&rsquo;h a loened a veze savet ivez, dre vras, rak tud frankoc&rsquo;h a oa er menajo\u00f9 da bledi\u00f1 gant al loened. Na pet pradenn c&rsquo;heot-med aet an deiz a hiziv da hesk, dre ziouer a dud d&rsquo;ober war o zro ! na pet peurvan aet da strouezh ! Rak an deknikou- rion hag a c&rsquo;hourc&rsquo;hemenn d&rsquo;an dud ober peurvano\u00f9, n&rsquo;ouzont ket pegen diaes eo an dra-se en douaro\u00f9 zo. Ur peurvan en douar kras, daoust d&rsquo;ar frejo\u00f9 bras a vez bet kemeret ganta\u00f1, a-benn Gouel Yann, da vihana\u00f1 er bloavezhio\u00f9 sec&rsquo;hour, ne vez mui enna\u00f1 nemet rost. Ha dindan daou, tri bloaz e retorn da lann ha da valan, adal ma chomer hep arat an douar, pa ne vez ket a raden.<br \/>\nTra prizius e oa ar balan gwechall ivez : kement a lojeiz a oa c&rsquo;hoazh da vare va yaouankiz toet e soul hag alies e balan. Memes er bourko\u00f9 bihan e oa meur a di-plouz. Met ar plouz ne veze morse re frank, ha ne oa ket c&rsquo;hoazh (din da c&rsquo;hou- zout da vihana\u00f1) tu da gaout, evel an deiz a hiziv, plouz-gar pe blouz-prena\u00f1 &lsquo;vel ma lavarer. Tra aes avat e oa ar balan da gaout ha gant arc&rsquo;hant bihan. Darn a brene ur valanegad a-bezh da denna\u00f1 pe da droc&rsquo;ha\u00f1, darn all a brene a-ganto\u00f9. An treu- jo\u00f9 a rae tan eus ar c&rsquo;henta\u00f1 ; gant ar bego\u00f9 e vez graet toenno\u00f9, gwelloc&rsquo;h marc&rsquo;had eget plouz, marteze avat, nebeutoc&rsquo;h padus. Ar fornerion a brize ivez ar balan d&rsquo;ober gor, met dreist-holl ar bastezourion. Evit ar g\u00ear, da boazha\u00f1 ar boued- loened ez eo gant lann ha balan e oad boas d&rsquo;ober, abalamour da virout ar c&rsquo;heu- neud da werzha\u00f1.<br \/>\nWar-lerc&rsquo;h ar balan &lsquo;oad boas da zigeri\u00f1 ar valaneg : ur red-ed (pe ur souchenn-ed) a roe neuze. Ed-du er bloaz kenta\u00f1, segal en eil bloaz, pe en distro-gozh, evel ma veze lavaret, kerc&rsquo;h en drivet bloaz. Neuze e veze adarre lezet da rei\u00f1 balan\u2026 Bep bloaz, koulz l\u00e2ret, e veze digoret ur valaneg bennak ; brema\u00f1 an douaro\u00f9-se, diblaen ha meinek a zo lezet da vont da fraost. N&rsquo;eus mui a gezeg er menajo\u00f9, an trakteurien a zo re skoemp mont ganto er seurt douaro\u00f9, ha neuze dre vras, ne bae ket an trevad ar frejo\u00f9. Al lann-pil a chom d&rsquo;ober lann gor, ha remed all ebet, nemet devi\u00f1 al lannegado\u00f9-se gwech ha gwech all. Ar pezh n&rsquo;eo ket c&rsquo;hoazh hep riskl da lakaat tan-gwall.<br \/>\nAr c&rsquo;heuneud a veze troc&rsquo;het, a-hervez, bep nav bloaz, ha brema\u00f1 e vez ugent vloaz war ar gwez o c&rsquo;holei\u00f1 hag o tisabra\u00f1 er parko\u00f9\u2026 L\u00e2ret e vez dispenn ar c&rsquo;h- leuzio\u00f9, ha graet e vez. Marteze re en holl ; rak mat ha fall a zo enno. En-dro d&rsquo;ar peurvano\u00f9 ez int dispar d&rsquo;ober goudor d&rsquo;al loened, er goa\u00f1v, ha disheol, en ha\u00f1v. Ha d&rsquo;an dud kenkoulz all. Ur verzherenti ez eo beza\u00f1, tud ha loened a-hed an deiz e-kreiz an heol pik, pe e-kreiz an avel-skorn\u2026 Klevet em eus alies tud ar vro aet du- se d&rsquo;ar plaenenno\u00f9 bras da labourat, o klemm eus an dra-se : beza\u00f1 ha\u00f1v-goa\u00f1v, hep na goudor na disheol. \u00ab A ! emezo, na pegen brav &lsquo;vez ober ur c&rsquo;hornedad hag un diskuizh &lsquo;kostez ar c&rsquo;hleuz ! \u00bb Ha neuze, mesket &lsquo;vel m&rsquo;eo an douaro\u00f9 dre ama\u00f1, n&rsquo;heller ket dispenn an holl gleuzio\u00f9, hep konta\u00f1 ar stal vein a zo oc&rsquo;h ober kalz anezho.<br \/>\nUr perzh mat all o deus c&rsquo;hoazh ar c&rsquo;hleuzio\u00f9 : an holl louzaouenno\u00f9 a vagont hag a zo ken klasket gant al loened, dre ma santont ez int evito ur gwir vedisinerezh. Nebeut eus ar plant-se a sav a-hend-all war blad ar peurvano\u00f9. Ur skoilh ez eo c&rsquo;hoazh ar c&rsquo;hleuzio\u00f9 d&rsquo;an dour, a ruilhfe a-nez-se gant ar pantenno\u00f9, hep antren en douar. Herzel a reont ivez an avelaj da skuba\u00f1 an douar sec&rsquo;h ha poultrennek diwar ar gwiskado\u00f9-mein a ra ar peurliesa\u00f1 diazez douaro\u00f9 ar c&rsquo;hornad-ma\u00f1. Hag e gwasked ar c&rsquo;hleuzio\u00f9 eo e sav an abreta\u00f1 peuri\u00f1 en nevezamzer. An holl a oar ar c&rsquo;hrennlavar-ma\u00f1 :<br \/>\nC&rsquo;hoario Meurzh ar pezh a garo<br \/>\nUr c&rsquo;hostez eus ar c&rsquo;hleuz a dommo (pe : ar c&rsquo;harzh a dommo).<\/p>\n<p>[1964 ?]<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Lavaret e vez ama\u00f1 eus an neb na gemm ket e stad, e vez ha\u00f1val ouzh ur maen- bonn : na dont [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2344","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.4 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Va c\u2019horn-bro eus 1905 da 1963 - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Va c\u2019horn-bro eus 1905 da 1963 - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Lavaret e vez ama\u00f1 eus an neb na gemm ket e stad, e vez ha\u00f1val ouzh ur maen- bonn : na dont [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:25:46+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"6 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\\\/\",\"name\":\"Va c\u2019horn-bro eus 1905 da 1963 - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-13T18:03:12+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:25:46+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Va c\u2019horn-bro eus 1905 da 1963\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Va c\u2019horn-bro eus 1905 da 1963 - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Va c\u2019horn-bro eus 1905 da 1963 - Anjela Duval","og_description":"Lavaret e vez ama\u00f1 eus an neb na gemm ket e stad, e vez ha\u00f1val ouzh ur maen- bonn : na dont [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:25:46+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"6 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/","name":"Va c\u2019horn-bro eus 1905 da 1963 - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-13T18:03:12+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:25:46+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/va-chorn-bro-eus-1905-da-1963\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Va c\u2019horn-bro eus 1905 da 1963"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2344","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2344"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2344\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2344"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}