{"id":2333,"date":"2017-10-13T19:58:08","date_gmt":"2017-10-13T17:58:08","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2333"},"modified":"2025-08-13T15:21:13","modified_gmt":"2025-08-13T13:21:13","slug":"breuriezh-sant-erwan","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/","title":{"rendered":"Breuriezh Sant Erwan"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: justify;\">Loc&rsquo;het eo en dro-ma\u00f1 Breuriezh Sant Erwan. Anavezet eo en Emsav ar vreuriezh-ma\u00f1, nevez c&rsquo;hoazh, dre m&rsquo;eo bet embannet war gelaouenno\u00f9 evel <em>Barr-Heol<\/em> da skouer, galv an Ao. Y. Talbot da yaouankiz kristen Breizh. Embannet eo bet ivez an diskl\u00eariadur, ar reoliadur ha roll an danvez-labour. Ha setu deuet er-maez kannadig ar vreuriezh&nbsp;: <em>Mouezh Sant Erwan,<\/em> embannet gant Skol, ur wir gelaouenn leun a vuhez. Lennerien <em>Ouest-France<\/em> o deus gwelet skeudenn ul lodenn eus ar strollad war o labour, dirak iliz Serwel, o liva\u00f1 delwenno\u00f9 kozh. Dibaot moarvat betek-henn ar re o deus bet an eurvad da zegemer Paotred Sant Erwan en o zi.<\/p>\n<p>Me a gred emaon eus ar re genta\u00f1 servijet. Daou Sul lerc&rsquo;h-ouzh-lerc&rsquo;h o deus aberzhet da zont da zegas din heol e-leizh an ti, heol o c&rsquo;halono\u00f9 yaouank ha gredus. Ar Sul trizek a viz Kerzu eo deuet an Ao. Kalvez, rener Skol ha diagent rener Skol Sant Erwan Ploueg-ar-Mor, gant an Aotrou Kelenner Yann Talbot, ur c&rsquo;heneil mat dezha\u00f1, Mark X., ur c&rsquo;henlabourer, a gredan, da <em>L&rsquo;Avenir,<\/em> hag un toullad izili eus Breuriezh Sant Erwan&nbsp;: Yann ar Minouz, Yann ar C&rsquo;horr, ha niz an Ao. Kalvez, ur paotrig seven, futet ha dilu mar deus. Komzet o deus eus o labourio\u00f9 liesdoare&nbsp;: fagodi\u00f1 keuneud hag o c&rsquo;has da reo\u00f9 gozh Lannuon. Mont a reont ivez da bourveza\u00f1 anezho e glaou. Roet o deus ivez un abadenn bennak da re gozh ospital Kergoualc&rsquo;h. Dastum kanaouenno\u00f9 e-touez ar bobl hag o deski\u00f1 ha kalz a drao\u00f9 all&nbsp;: baleadenno\u00f9, studi, retredig\u2026 Pegen prim oa tremenet an amzer ganimp&nbsp;! Ha daoust pegen trist &lsquo;oa an amzer, heol edo e-leizh an ti. Desped a rae din avat n&rsquo;oa ket aze va ebeulien&nbsp;: an nebeudig paotred yaouank o deus desket lenn ha skriva\u00f1 ar yezh gant va sikour.<\/p>\n<p>Ar Sul war-lerc&rsquo;h, ugent ar miz, int deuet adarre. An dro-ma\u00f1 gant ur strollad all, hag ouzhpenn an Aotrou Beleg Thomas, ur Breizhuheliad hag a gomz ur brezhoneg glan-sebezus&nbsp;; e strollad ar re grenn ema\u00f1 Mikael Bothorel, Yann-Erwan Morvan, Gwion ar C&rsquo;horr. Evel-just, J.-Paol Kalvez &lsquo;oa da heul, ha\u2026 divinit piv&nbsp;? Nann, ne zivinfec&rsquo;h ket. Koulz eo din lavarout deoc&rsquo;h raktal. Ac&rsquo;hanta ya, Gwion ar Menteg. N&rsquo;anavezen ar Gwenedad-ma\u00f1 nemet dre ur barzhoneg bennak ganta\u00f1 en <em>Al Liamm.<\/em> An dro-ma\u00f1 avat n&rsquo;eo ket ankounac&rsquo;haet ar magnetofon. Domaj en ur feson\u2026 Kalz muioc&rsquo;h dilu e vez an teodo\u00f9 pa ne vez ket ar mekanik flatoul-se war al lec&rsquo;h. Me bepred &lsquo;oa strafuilhet-naet ganta\u00f1. Ken na oa dibrennet va zammig sac&rsquo;had galleg ha krog da vera\u00f1 e kased ar brezhoneg. O ya&nbsp;! ken n&rsquo;en devoe krozet din un tamm an Ao. Kalvez. Met so\u00f1jit, tud paour&nbsp;! Pa vez graet gant trefoedach e-pad hanter-kant vloaz, n&rsquo;eo ket un hunvre komz ar yezh c&rsquo;hlan. It &lsquo;ta da lavarout da Barizianed ar fabourzio\u00f9 komz deoc&rsquo;h e galleg lennegel&nbsp;! An deskarded a zo brav dezho komz brezhoneg mat, p&rsquo;o deus desket ar yezh evel ur yezh estren, met bec&rsquo;h o deus o tifoara\u00f1 eus ar pouez-mouezh gallek, hag a-hend-all paouroc&rsquo;h int eget ar werin en troio\u00f9-lavar saourus, daoust ma kavont da gutuilh e skrido\u00f9 evel oberenno\u00f9 Jarl Priel, Youenn Drezen, hag all. Dre c&rsquo;hras Doue n&#8217;emaon ket techet d&rsquo;ar so\u00f1jo\u00f9 du, da vihana\u00f1 abaoe ma&rsquo;m eus graet anaoudegezh gant al lennegezh vrezhonek. Met kredi\u00f1 a ran, ne vern pegen du e vije bet va so\u00f1jo\u00f9, o divije kemmet liv disul. <\/p>\n<p>Ma&nbsp;! kanet o deus Paotred Sant Erwan, evit ar peurvuia\u00f1 kanaouenno\u00f9 farsus ha mousfentus diwar an dastumad <em>Gwir Vretoned<\/em> embannet gant Skol&nbsp;; 74 kanaouenn evit 1,50 lur, n&rsquo;eo ket ur rivin\u2026 Ouzhpenn va daou vignon yaouank J.-P. ha G. Bourdoneg, em boa galvet un amezegez kozh hag he div verc&rsquo;h da selaou an abadenn. Anna gozh-ma\u00f1 &lsquo;oa bet strobinellet-naet gant an Ao. Talbot. \u00ab&nbsp;O&nbsp;! emezi din antronoz, hennezh avat zo ur mestr-kaner. Perak ne vez ket klevet kammed er machin da gaozeal ? <em>(= radio)<\/em> \u00bb Va amezegez he deus ur yezh skeudennet-tre : ar \u00ab&nbsp;machin da vont buan&nbsp;\u00bb <em>(= velo-solex),<\/em> ar \u00ab&nbsp;machin da laerezh&nbsp;\u00bb <em>(= balance automatique)<\/em> ! Ma&nbsp;! boas eo koulskoude ouzh mouezhio\u00f9 kaer ar radio, rak aze ne vez c&rsquo;hwitet abadenn vrezhonek ebet avat.<\/p>\n<p>Gwion ar Menteg en deus kanet e brezhoneg Gwened ur ganaouenn fentus war un ton-da\u00f1s, reo\u00f9 all gant un distagadur tregeriek. Bez&rsquo; e komz ur brezhoneg sebezus, glan ha pinvidik. Ur gwir arzour eus ar c&rsquo;henta\u00f1 klas end-eeun ez eus Gwion ar Menteg. Gouzout a ra lakaat e jestro\u00f9 da glota\u00f1 ken brav gant e gomzo\u00f9, un dudi. Ur chemet, ur moneadur en deus, na gaver nemet er ganerien a vicher. Da heti\u00f1 e kavo Charlez ar Gall ar roud outa\u00f1, ha ma vo klevet er radio ar c&rsquo;henta\u00f1 ar gwella\u00f1, hag ivez gwelet war ar skramm bihan. Gwion ar C&rsquo;horr en deus displeget dimp brav-tre \u00ab&nbsp;Yar he vio\u00f9 aour&nbsp;\u00bb. Ar paotrig-ma\u00f1, pa vo deuet dezha\u00f1 e vouezh c&rsquo;hour, a raio un displeger dispar. Evel-just, un abadenn dihued edo. N&rsquo;eus ket deuet en-dro kudenn all ebet, nag arboellerezhel, na politikel, na yezhoniel, nag all. Brema\u00f1, ne van ganin d&rsquo;ober nemet trugarekaat an holl baotred hegarat-se hag o deus graet din kement a enor hag a blijadur, hag o renerien. Ha goulenn bennozh sant Erwan vinniget war e filhored, evit ma savo Breizh he fenn, leun a nerzh hag a levenez, gouest da stourm ha da drec&rsquo;hi\u00f1 war ar sevenadur gall a glask he mouga\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><em>Noz Nedeleg 1964<\/em><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Loc&rsquo;het eo en dro-ma\u00f1 Breuriezh Sant Erwan. Anavezet eo en Emsav ar vreuriezh-ma\u00f1, nevez c&rsquo;hoazh, dre m&rsquo;eo bet embannet war gelaouenno\u00f9 evel [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2333","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Breuriezh Sant Erwan - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Breuriezh Sant Erwan - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Loc&rsquo;het eo en dro-ma\u00f1 Breuriezh Sant Erwan. Anavezet eo en Emsav ar vreuriezh-ma\u00f1, nevez c&rsquo;hoazh, dre m&rsquo;eo bet embannet war gelaouenno\u00f9 evel [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:21:13+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"5 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breuriezh-sant-erwan\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breuriezh-sant-erwan\\\/\",\"name\":\"Breuriezh Sant Erwan - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-13T17:58:08+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:21:13+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breuriezh-sant-erwan\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breuriezh-sant-erwan\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breuriezh-sant-erwan\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Breuriezh Sant Erwan\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Breuriezh Sant Erwan - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Breuriezh Sant Erwan - Anjela Duval","og_description":"Loc&rsquo;het eo en dro-ma\u00f1 Breuriezh Sant Erwan. Anavezet eo en Emsav ar vreuriezh-ma\u00f1, nevez c&rsquo;hoazh, dre m&rsquo;eo bet embannet war gelaouenno\u00f9 evel [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:21:13+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"5 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/","name":"Breuriezh Sant Erwan - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-13T17:58:08+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:21:13+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breuriezh-sant-erwan\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Breuriezh Sant Erwan"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2333","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2333"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2333\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2333"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}