{"id":2321,"date":"2017-10-13T19:53:29","date_gmt":"2017-10-13T17:53:29","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2321"},"modified":"2025-08-13T15:21:13","modified_gmt":"2025-08-13T13:21:13","slug":"breur-ar-miliner","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/","title":{"rendered":"Breur ar miliner"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: justify;\">Dao ! Dao ! war an nor\u2026 Aet &lsquo;oa an dud da gousket ur pennadig a oa. Va zad, hag a gouske evel ur broc&rsquo;h kerkent ha gourvezet en e wele, a zihune ivez gant an distera\u00f1 trouz. Ur harzhadenn gant ar c&rsquo;hi, ha setu e\u00f1 kerkent war evezh, dihun-mat. Hag ouzhpenn, netra na rae aon dezha\u00f1 nag en noz nag en deiz. Un nozvezh &lsquo;ta &lsquo;oa dihunet a-daol-trumm gant dao-dao war an nor.<br \/>\n\u00ab Piv &lsquo;zo aze, emeza\u00f1 ?<br \/>\n\u2014 Me, eme ur vouezh er-maez.<br \/>\n\u2014 Piv&nbsp;? Me&nbsp;?<br \/>\n\u2014 Breur Job ar Pont-Kozh. Kollet va hent ganin.<br \/>\n\u2014 Breur Job ar Vilin&nbsp;? Gortoz &lsquo;ta neuze&nbsp;!&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Ha va zad da wiska\u00f1 e zilhad, ha da zigeri\u00f1 an nor\u2026 Ur pikol gwaz &lsquo;oa eno, dianav d&rsquo;am zad.<br \/>\n\u00ab&nbsp;N&rsquo;anavezan ket ac&rsquo;hanout, a lavaras.<br \/>\n\u2014 Breur on da Job ar Pont-Kozh.<br \/>\n\u2014 Pehini &lsquo;ta, eus e vreudeur, neuze&nbsp;?<br \/>\n\u2014 Pier, an hini yaouanka\u00f1, emeza\u00f1.<br \/>\n\u2014 Poseve, eme va zad. Mil bell zo n&rsquo;am eus ket da welet. Met kemmet out kalz, a gavan, avat. Gwir eo, ur bugel &lsquo;oas ken p&rsquo;on-me bet divroet. Met penaos &lsquo;ta ac&rsquo;h eus kollet da hent dre ama\u00f1&nbsp;?<br \/>\n\u2014 Feiz, emeza\u00f1, me n&rsquo;on ket bet alies war ar roud-ma\u00f1. Me ivez zo bet divroet\u2026 M&rsquo;ho pije ar vadelezh da ziskouez an hent din mar plij. Me &lsquo;gred on tost d&rsquo;ar rinier.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Va zad &lsquo;oa mignon bras da Job ar Vilin, bet savet gwechall kichen-ha-kichen, du-hont e Tonkedeg. Ur ribitailh vugale &lsquo;oa. Koulz en eil ti &lsquo;vel en egile. Pep hini, deuet en oad, &lsquo;oa bet aet da heul e cha\u00f1s du-ma\u00f1 du-hont. Ur joa vras &lsquo;oa bet evit an daou vignon &lsquo;n em gaout un deiz adarre amezeien, o bugale bemdez o c&rsquo;hoari hag o vont d&rsquo;ar skol asambles, da vihana\u00f1 pa oant erru bras a-walc&rsquo;h. Rak d&rsquo;ar mare ma gomzan ama\u00f1, n&rsquo;ae hini anezho c&rsquo;hoazh d&rsquo;ar skol. Setu pa lavare an den-ma\u00f1 &lsquo;oa breur da Job ar Vilin, daoust ma na gave ket enna\u00f1 ar Pipi vihan en devoa anavezet du-hont e Tromorvan, &lsquo;oa prest va zad da vont d&rsquo;e ambroug kerkent war-zu ar Pont-Kozh, dre an hent-karr a gouezh war hent Tregrom nepell ouzh ar vilin.<\/p>\n<p>Te\u00f1val &lsquo;oa an noz, ken te\u00f1val ha noz Meurlarjez. Elumi\u00f1 &lsquo;reas &lsquo;ta va zad al letern ha da gas Pipi war-drao\u00f1. Na rae ket kalz kaoz, hervez, gant va zad. Berr-ha-berr a responte d&rsquo;e c&rsquo;houlenno\u00f9. Erru e korn ar pont, e-lec&rsquo;h ma tibouk hent kozh Tregrom evel ma vije o tont a bennbouell eus ar C&rsquo;hozh-Varc&rsquo;had, a lavaras ar Pipi da&rsquo;m zad&nbsp;: \u00ab&nbsp;Brema\u00f1 va den mat, emeza\u00f1, a welan sklaer va hent, n&rsquo;hoc&rsquo;h eus ket ezhomm da zont hiroc&rsquo;h ganin. Trugarez deoc&rsquo;h.&nbsp;\u00bb Hag e serras start e zorn da&rsquo;m zad, ken a so\u00f1je ez ae an eil biz en egile, emeza\u00f1. &lsquo;N ur retorn a rae va zad &lsquo;bep seurt so\u00f1jo\u00f9&nbsp;: \u00ab&nbsp;Iskis eo memestra, pebezh kemm a zeu en den pa sav. Biken n&rsquo;am bije anavezet breur yaouanka\u00f1 Job en den-ma\u00f1\u2026&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Bihanik &lsquo;oan c&rsquo;hoazh pa vezen kaset gant mamm da c&rsquo;hervel va zad d&rsquo;e bred. Gwecho\u00f9 all ivez, moarvat evit difoara\u00f1 diouzhin ur momed, a lavare din&nbsp;: \u00ab&nbsp;Kae gant Tata brema\u00f1, bugel, er park-ma\u00f1-park ema\u00f1, ha kas \u201cMedorig\u201d ganit. Tata &lsquo;vo stad enna\u00f1.&nbsp;\u00bb Hag ez aen gant va c&rsquo;hi du d&rsquo;ober ur c&rsquo;hrogad latinat en-dro da&rsquo;m zad. Er c&rsquo;heit-se, mamm he dije peoc&rsquo;h. Met ma vije va zad o labourat er parko\u00f9 an tu all d&rsquo;an hent bras avat, ne vern pegement ezhomm e vije da vont d&rsquo;e gaout, na voe mann d&rsquo;ober ganin. Re a aon am bije o treuzi\u00f1 an hent bras en askont da baotr ar givri. Hema\u00f1 &lsquo;oa bet o chom ur pennad e Beg-ar-C&rsquo;hrav &lsquo;n ur c&rsquo;hozh ti dirapar. &lsquo;Oa ket diwar saout ar vro-ma\u00f1, e-giz ma lavar Tregeriz, &lsquo;ouie ket a vrezhoneg. Bet &lsquo;oa, hervez, implijiad hent-houarn, met ken didalvez &lsquo;oa ken &lsquo;oa bet roet e gont dezha\u00f1. Brema\u00f1 &lsquo;veze bemdez o vesa e loened en hent, div pe deir c&rsquo;havr dreut hag un da\u00f1vadez laouret. E\u00f1 da vihana\u00f1 e veze en hent, rak e loened marnaoniet a lamme alies a-gleiz hag a-zeho\u00f9 &lsquo;klask o zamm brif e parko\u00f9 an dud. E wreg n&rsquo;oa anavezet &lsquo;met dindan an anv \u00ab&nbsp;Signon&nbsp;\u00bb. D&rsquo;ar mare m&rsquo;oan-me bugel, holl vaouezed ar vro a douge koefo\u00f9, koulz lavaret Sul-gouel-pemdez. Houma\u00f1, itron paotr ar givri-ma\u00f1 a veze atav en he fenn diskabell, en e \u00ab&nbsp;signon&nbsp;\u00bb gouez d&rsquo;an dud. E-giz-se he devoa tapet al lesanv \u00ab&nbsp;Signon&nbsp;\u00bb.<\/p>\n<p>Ar pezh a ra din kaout so\u00f1j outi eo ma komze galleg. Ha neuze o veza\u00f1 ma veze gwisket e mod k\u00ear&nbsp;: na dava\u00f1jer, na koef, na mouchouer, na pelerinenn. Ul lostenn verr d&rsquo;he brozh hag ur \u00ab&nbsp;c&rsquo;harako&nbsp;\u00bb evel ma l\u00e2re mamm. Diwezhatoc&rsquo;h am eus bet klevet eo-hi, hervez, eo a veve he fried, pe ar seurt a oa, paotr ar givri, gant he buhez diroll. &lsquo;Bep seurt micherio\u00f9 zo war an tamm pri-ma\u00f1. Un tammig plac&rsquo;h dister ha ku\u00f1v da welout edo. E\u00f1, paotr ar givri &lsquo;oa er c&rsquo;hontrol kontet un den drouk-kena\u00f1 hag an holl a zisfie outa\u00f1. Ha, sur on, an deiz ma voe skampet \u00ab&nbsp;Signon&nbsp;\u00bb hag he lakez eus ar vro &lsquo;oa stad vras en holl mammo\u00f9 ha priedo\u00f9 ar c&rsquo;hontre\u2026 Adalek neuze avat, me n&rsquo;am bije ket aon o vont betek ar parko\u00f9 pella\u00f1 eus ar g\u00ear gant va \u00ab&nbsp;Medorig&nbsp;\u00bb, pa na oa mui da\u00f1jer da geja\u00f1 gant Paotr ar givri\u2026<\/p>\n<p>An deiz war-lerc&rsquo;h ma oa bet breur ar miliner o c&rsquo;houlenn hent ar Pont-Kozh, edo dicha\u00f1set da&rsquo;m zad mont da labourat tost d&rsquo;ar vilin. Gwelout a reas Job ha sevel a reas kaoz etrezo a-zivout an darvoudig-se.<br \/>\n\u00ab&nbsp;Aet eo da vreur d&rsquo;ar g\u00ear&nbsp;? &lsquo;Oa ket abred dec&rsquo;h da noz o vont d&rsquo;az kwelout avat&nbsp;! eme va zad.<br \/>\n\u2014 Va breur&nbsp;? eme Job.<br \/>\n\u2014 Damen ya. Da vreur &lsquo;oa bet du-ma\u00f1 dec&rsquo;h da noz o c&rsquo;houlenn an hent. Dampred, eme va zad, me n&rsquo;am bije ket anavezet Pipi ken, dont a ra che\u00f1chamant en dud memestra&nbsp;!\u2026<br \/>\n\u2014&nbsp;Met, eme Job, Pipi n&#8217;ema\u00f1 ket dre ama\u00f1, ha n&rsquo;eo ket bet pell zo ouzh va gwelout. Te a laka ac&rsquo;hanon gwell estonet avat.<br \/>\n\u2014 Asa ! eme va zad. Me zo muioc&rsquo;h estonet ganit c&rsquo;hoazh sur&nbsp;! Peogwir am boa degaset anezha\u00f1 betek korn ar pont, aze. Moarvat n&rsquo;eo ket aet war e benn er rinier evel-kent da c&rsquo;hras Doue&nbsp;?\u2026 O&nbsp;! e-sell &lsquo;oan end-eeun da vont betek ar vilin met n&rsquo;oule ket ez ajen pelloc&rsquo;h.<br \/>\n\u2014 Ma ! biskoazh kemend-all&nbsp;! Met pa lavaran dit ur wech ouzhpenn, du-ma\u00f1 n&rsquo;eo ket bet. Daoust piv eo ac&rsquo;h eus kemeret &lsquo;vit va breur, emicha\u00f1s n&rsquo;eo ket ur \u00ab&nbsp;seblant&nbsp;\u00bb pe un teuz edo ?<br \/>\n\u2014 Evit komz a rae &lsquo;vel un den bev-buhezek bepred, da vreur Pipi, emeza\u00f1, &lsquo;oa, ha me &lsquo;lavar dit en doa buhez ha nerzh en e izili, rak gwaska\u00f1 kaer &lsquo;rae din va bizied &lsquo;n ur starda\u00f1 va dorn, sur&nbsp;!<br \/>\n\u2014 Hag a oa petore stumm den &lsquo;ta neuze&nbsp;? eme Job.&nbsp;\u00bb<br \/>\nHa va zad da rei\u00f1 an tres-ardamez outa\u00f1 da Job. Hema\u00f1 &lsquo;oa krog da c&rsquo;hoarzhin gant korn e c&rsquo;heno\u00f9 &lsquo;n ur chench tu d&rsquo;e chik-butun.<br \/>\n\u00ab Dal &lsquo;ta, emeza\u00f1. Dont a ra un tamm skl\u00earijenn din war gement-ma\u00f1. Me &lsquo;gred, ya, a anavezan al labous-se, hag e gwirionez n&rsquo;eo ket gevier tout ar pezh en deus kontet dit. Rak un tamm eo breur din &lsquo;vel-just, miliner eveldon eo. Hennezh, me &lsquo;barife, eo Pipi\u2026 ha me oar da belec&rsquo;h &lsquo;oa o vont. N&rsquo;eo ket ama\u00f1 sur, da Veg-ar-C&rsquo;hrav, ya. Hennezh zo un ostiz da \u201cSignon\u201d. Kollet en devoa e wenodenn marteze o klask troc&rsquo;ha\u00f1 berroc&rsquo;h. En ur c&rsquo;houlenn an hent d&rsquo;ar Pont-Kozh &lsquo;oa barrek goude peogwir &lsquo;oa ken d&rsquo;ober &lsquo;met pignat gant ar c&rsquo;hrav gozh.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Va zad &lsquo;oa chomet batet o klevout an doare-se. Rannet etre ar fent hag ar fulor.<br \/>\n\u00ab Ma&nbsp;! emeza\u00f1. Biskoazh kemend-all memestra&nbsp;!\u2026 Sevel eus va gwele a-greiz an noz, ha mont gant ar goulo\u00f9 hag al letern da ziskouez an hent da seurt lamponed da vont da welout \u201cSignon\u201d\u2026 Leusk hardizh&nbsp;! ur wech on tapet met gwell fin a vo an neb va lakaio da sevel ken d&rsquo;e ambroug davet al litresenn-se, pa l\u00e2ran.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Job a c&rsquo;hoarzhe, n&rsquo;eo ket hep mar gant un taol ken fentus all, hag o klevout va zad o salmenni\u00f1. Ha mamm &lsquo;ta&nbsp;! Me avat n&rsquo;am eus ket so\u00f1j eus an istor, re vihan &lsquo;oan. Met alies am eus o c&rsquo;hlevet o konta\u00f1. Ya, mamm, sur, a rae goap eus va zad. Ha pa harzhe ar c&rsquo;hi e noz a lavare dezha\u00f1 : \u00ab&nbsp;Poent eo dit klask da letern, aze zo unan bennak o klask an hent da di \u201cSignon\u201d.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><span style=\"font-size: 10pt;\"><em>[1962 ?]<\/em><\/span><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Dao ! Dao ! war an nor\u2026 Aet &lsquo;oa an dud da gousket ur pennadig a oa. Va zad, hag a gouske [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2321","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Breur ar miliner - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Breur ar miliner - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Dao ! Dao ! war an nor\u2026 Aet &lsquo;oa an dud da gousket ur pennadig a oa. Va zad, hag a gouske [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:21:13+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"7 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breur-ar-miliner\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breur-ar-miliner\\\/\",\"name\":\"Breur ar miliner - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-13T17:53:29+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:21:13+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breur-ar-miliner\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breur-ar-miliner\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/breur-ar-miliner\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Breur ar miliner\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Breur ar miliner - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Breur ar miliner - Anjela Duval","og_description":"Dao ! Dao ! war an nor\u2026 Aet &lsquo;oa an dud da gousket ur pennadig a oa. Va zad, hag a gouske [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:21:13+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"7 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/","name":"Breur ar miliner - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-13T17:53:29+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:21:13+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/breur-ar-miliner\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Breur ar miliner"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2321","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2321"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2321\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2321"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}