{"id":2319,"date":"2017-10-13T19:52:27","date_gmt":"2017-10-13T17:52:27","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2319"},"modified":"2025-08-13T15:23:04","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:04","slug":"kerniel-an-diaoul","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/","title":{"rendered":"Kerniel an diaoul"},"content":{"rendered":"<p>Neb en deus graet beaj Pariz-Brest dre an tren a anavez sur-mat, etre ar C&rsquo;hozh- Varc&rsquo;had ha Tregrom, pe, evit beza\u00f1 sklaeroc&rsquo;h, etre gar Plouared ha gar Tregrom, traonienn don al Leger. Eno e tremen an hent-houarn uhel a-us d&rsquo;an dour, un dek ha tri-ugent metr bennak. Ur pezh labour iskis eo ar pont-se hag a c&rsquo;holo ar rinier gant teir bolz mein-benerezh war dek ha c&rsquo;hwec&rsquo;h-ugent metr hed. Se eo lec&rsquo;hed ar Pont &lsquo;us d&rsquo;ar rinier, erru er c&rsquo;horre n&rsquo;eus mui nemet ledander an hent-houarn. Ul labour ramz &lsquo;oa karga\u00f1 an draonienn-se, pe, pa lavarin reizh an div draonienn, hini al Leger ha hini ar Froud a &lsquo;n em gav da gouezha\u00f1 el Leger dres e korn ar pont.<br \/>\nPa zifluk an tren a-zindan pont Kerriou e weler, eeun evel un tenn betek gar Tregrom, ur sav-douar ijinet da bermeti\u00f1 d&rsquo;an hent-houarn gaoliata an traonienno\u00f9- ma\u00f1. Etre pemzek ha triwec&rsquo;h kant metr hed en deus ar sav-douar-ma\u00f1 tennet an danvez anezha\u00f1 ar peurvuia\u00f1 eus ar gleuzadenn zo etre pont Kerivili ha pont Kerriou. So\u00f1j &lsquo;m eus klevet ar re gozh o lavaret un tamm krennlavar bet savet a- zivout ar pont bras-se : \u00ab Stankoc&rsquo;h &lsquo;vit ar glizh a bar e miz Mae, e fonted aour hag arc&rsquo;hant brema\u00f1 er pont nevez. \u00bb<br \/>\nHed-ha-hed ar volz e tu Tregrom ez eus un dreuzell, pe un doare riblenn hent pave- zet ha bardellet gant ur c&rsquo;hael houarn. An hent n&rsquo;eo ket ledan, a-walc&rsquo;h d&rsquo;ur vuoc&rsquo;h da dremen ; ul loen-kezeg, gant ma na vo ket re uhelwintet, na re skoemp, a dremenfe c&rsquo;hoazh &lsquo;n ur chom tost d&rsquo;ar c&rsquo;hael. Un den gant ur garrigell a dremen brav ma n&rsquo;eo ket re landrammus e garg. Te\u00f1val eo dindan ar Pont, hag un heklev spontus zo ur wech aet tre er vanell. Trouz ar boto\u00f9-koad hepken &lsquo;ra un dourni eu- zhus. Ar vugale o devez plijadur o youc&rsquo;hal hag o skrifal pa dostaont d&rsquo;ar c&rsquo;hreiz. Tregerni\u00f1 &lsquo;ra o mouezhio\u00f9 ken skiltrus ha trompilho\u00f9 ar Varn. Mard eo te\u00f1val ar riboul-se en deiz, en noz n&rsquo;eo ket an holl en em vountfe e-barzh, enoe\u00fcs\u2013tre eo d&rsquo;un den e-unan. Ha kement a drao\u00f9 iskis ez eus bet kontet a-zivout ar pont nevez ken &lsquo;vez gwell gant meur a hini ober tro vras eget tremen dreza\u00f1.<br \/>\nUn nozvezh e oa ur paotr-yaouank eus ar C&rsquo;hozh-Varc&rsquo;had o retorn eus Tregrom, bet, hervez, o welet e zousig. Diwezhat-mat &lsquo;oa, glav a rae. Te\u00f1val evel noz Meurlarjez. Marteze zoken edo noz Meurlarjez, n&rsquo;ouzon ket dres. Bepred, daoust m&rsquo;en devoa ar paotr, paotr ar C&rsquo;halvez &lsquo;vit lavarout e anv, un tamm disfiz ouzh an toull-se, kement ha troc&rsquo;ha\u00f1 berroc&rsquo;h, hag en askont d&rsquo;an amzer fall, &lsquo;gemeras hent an dreuzell. Erru damdost d&rsquo;ar penn pella\u00f1 e lammas gant un dra bennak, a deukas, hag a gouezhas war e fri war an dra bennak-se. Kerniel a santas\u2026 ya, ker- niel, va Doue ! kerniel ha blev. Hag an dra bennak-se, perc&rsquo;henn ar c&rsquo;herniel-se a &lsquo;n em zifretas hag a ziskaras ar paotr war e gein war ar pavez\u2026 Spontet, e leuskas ur griadenn forzh. An heklev a lake ar griadenn da dregerni\u00f1 euzhus. Ur veogadenn a savas, euzhusoc&rsquo;h c&rsquo;hoazh diouzh tu ar c&rsquo;herniel. Darbet &lsquo;oa d&rsquo;ar paotr beza\u00f1 marvet gant ar spont ! Sonnet e wad. &lsquo;N em dastum &lsquo;reas &lsquo;velkent ha sacha\u00f1 e dreid ganta\u00f1 ar buana\u00f1 mar gellas dont war e c&rsquo;hiz. Erruout a reas e milin ar C&rsquo;hleuzio\u00f9, daou-ugent metr diouzh ar pont, evel un den troet e spered. \u00ab Digorit an nor din en anv Doue, emeza\u00f1, an diaoul zo war va lerc&rsquo;h. Lammet on ganta\u00f1 dindan ar Pont. \u00bb<br \/>\nSavet ar miliner. Dihunet gwreg ha bugale, nec&rsquo;het holl. Pe en devoa kollet an den- ma\u00f1 e spered vat ? Pe e gwirionez eo an diaoul en devoa gwelet ?\u2026 Tan &lsquo;oa c&rsquo;hoazh en oaled, lavaret &lsquo;voe d&rsquo;ar paotr ober un dommadenn da vrizhsec&rsquo;ha\u00f1 e zilhad &lsquo;oa gleb dour-teil, ha krena\u00f1 &lsquo;rae, kentoc&rsquo;h gant ar spont eget gant an anoued. &lsquo;Ouie ket sur ar miliner petra so\u00f1jal, rak ar paotr-ma\u00f1 na oe ket tamm ebet un diskiant nag ur re gredik. M&rsquo;en devoa bet ur seurt spont, &lsquo;oa sur ur gwir abeg met petra ? Erfin ez eas ar miliner gant e letern da ambroug anezha\u00f1 dre ur wenodenn e-kreiz al lanneg d&rsquo;erruout da dreuzi\u00f1 al linenn diwar c&rsquo;horre. Hedi\u00f1 &lsquo;reas neuze al linenn ur pennad ha diskenn a-us d&rsquo;an ti glas, ur c&rsquo;hardlev eus e g\u00ear.<br \/>\nN&rsquo;ouzon ket avat ha kousket kalz en devoa ar peurrest eus an noz\u2026 Met, hervez klevet, en doa lezet a-gostez e zousig Tregrom ha klasket unan all e kostez Pl\u00fbned. Hounnezh end-eeun &lsquo;oa deuet da veza\u00f1 e wreg. Rak, nag e noz, nag en deiz n&rsquo;ou- las morse mui tremen dre zindan ar pont nevez. Daoust hag-e\u00f1 eo abaoe an dro-se, mutu, eo deuet da veza\u00f1 anavezet ar c&rsquo;hrennlavar :<br \/>\nE Tregrom<br \/>\nEma\u00f1 an diaoul o chom.<br \/>\nLoc&rsquo;ho Skolan, dogan gaezh, &lsquo;Ra e droio\u00f9 diavaez,<br \/>\nDre &lsquo;r pont nevez, dre bartout, Gant e gerniel war e choug.<br \/>\nEvel-se a ganemp, ni bugale ar skol, pa welemp Loc&rsquo;ho Skolan o kantreal dre vourk Tregrom, ha se &lsquo;vije alies. Un istrimant &lsquo;oa hema\u00f1, ar seurt ne vez ket gwelet nemeur. Pe oad en devoa ? Diaes &lsquo;vije lavarout. &lsquo;Oa ket gwenn e vlev avat, rak &lsquo;oa blevenn ebet war e benn, he\u00f1vel a-walc&rsquo;h diouzh un ui peliet. Ur penn bihan ront &lsquo;vel un irvinenn, plantet, a veze lavaret, n&rsquo;eo ket war e c&rsquo;houzoug rak n&rsquo;en devoa gouzoug ebet, met war e vruched. E zaoulagad &lsquo;oa evel daou bion glas-gwer arwenn, lemm evel div steredenn. Ur c&rsquo;hlaourenn a zivere atav eus e c&rsquo;heno\u00f9. Kaer en dije e\u00f1 tufa\u00f1 ha tufa\u00f1. E choug &lsquo;oa ken kromm ken ma seblante beza\u00f1 ken uhel ha lein e benn. E zivhar &lsquo;oa hirik a-walc&rsquo;h da welet, dre moarvat ma oa berr-kena\u00f1 e gein. Ur boto\u00f9 l\u00ear gros hag ur gamacho\u00f9 &lsquo;vije ha\u00f1v-goa\u00f1v gant al Loc&rsquo;ho, rak anez na chomfe ket en e sav : re dinerzh &lsquo;oa e ufernio\u00f9. Ur vazh hir gant ur beg houarn en sikoure da vale, ha c&rsquo;hoazh pa chome a-sav a ranke derc&rsquo;hel da dripal war blas. Ma chomje difi\u00f1v an distera\u00f1 momed, e kouezhfe diouzhtu war e fri. Rouestlet spontus &lsquo;oa ivez en e gomz, saozi\u00f1 ha besteodi\u00f1 a rae kena\u00f1. Ha ni, bugale diskiant ha didruez, hor bije plijadur oc&rsquo;h ober al lu gant ar c&rsquo;hozhiad reuzeudik. Bet &lsquo;oa, hervez, an den-ma\u00f1 en e yaouankiz he\u00f1vel ouzh an dud all. Pe &lsquo;oa ar c&rsquo;hle\u00f1ved, pe &lsquo;oa ur vuhez diroll e lakaas da gouezha\u00f1 e seurt gouzizadur ?\u2026<br \/>\nUn dra iskis avat, ar c&rsquo;hrouadur paour ha disprizet gant an holl en devoa ur c&rsquo;hle\u00f1- ved dic&rsquo;hortoz e-touez tud eus e renk : kle\u00f1ved ar brasterio\u00f9. Aet &lsquo;oa bet abred e amzer da gostez Landreger, a lavare, da heul ma\u00f1sonerien da c&rsquo;hounit e vara. Bet &lsquo;oa gant ur c&rsquo;hont bennak evel mevel, emeza\u00f1. Ha pa oa bet retornet d&rsquo;ar vro en  e gozhni, &lsquo;vije dalc&rsquo;hmat kaoz ar c&rsquo;hont ganta\u00f1. So\u00f1j am eus, marteze am boa dek, daouzek vloaz, gwelet al Loc&rsquo;ho du-ma\u00f1. O klask e vara &lsquo;veze a-benn neuze. Edo o konta\u00f1 da Vamm &lsquo;oa erru mat gant ar c&rsquo;hont, emeza\u00f1. Mont a rae ganta\u00f1 da vale war e vatimant. Bet &lsquo;oa o kantren gant ar c&rsquo;hont betek an \u00ab Nouvelle-Cal\u00e9donie \u00bb, emeza\u00f1. Gwelet en devoa galeourien eno o trena\u00f1 o bouled stag gant ur chadenn houarn ouzh o zroad. Me a gave se trao\u00f9 iskis avat hag a selaoue aketus.<br \/>\n\u00ab N&rsquo;eo ket gwir, a lavare Mamm.<br \/>\n\u2014\tEo, eo, eme Loc&rsquo;ho, tri, tri, tri miz hor boa lakaet da vont, ha tri, tri, tri miz all da retorn. Me, me, me &lsquo;oa erru ma, ma, mat gant ar c&rsquo;hont. Ma karfen &lsquo;oan bet dimezet da c&rsquo;hoar ar c&rsquo;hont.<br \/>\n\u2014\tPetra, a lavare Mamm, da c&rsquo;hoar ar c&rsquo;hont ?\u2026 Sot out ?\u2026<br \/>\n\u2014\tEo, eo, eme Loc&rsquo;ho. Ki, ki, kinniget &lsquo;oa din gant ar C&rsquo;hont, ha, ha, ha hi &lsquo;oa prest da lavaret ya ivez.<br \/>\n\u2014\tBiskoazh kemend-all, eme Mamm, met perak &lsquo;ta neuze n&rsquo;az poa ket kemeret anezhi ?\u2026<br \/>\n\u2014\tUr, ur, ur pezh vil &lsquo;oa, eme Loc&rsquo;ho, ur pezh vil  n&rsquo;am boa ket ezhomm outi.<br \/>\n\u2014\tMa, eme Mamm, daoust hag-e\u00f1 &lsquo;oa moien da veza\u00f1 viloc&rsquo;h eget na out-te, memes tra ?\u2026<br \/>\n\u2014\tOc&rsquo;holla, eme Loc&rsquo;ho, me, me, me &lsquo;oa ur paotr koant d&rsquo;an ampoent.<br \/>\n\u2014\tPell a dle beza\u00f1 abaoe neuze ! \u00bb emezi.<br \/>\nPa oa aet Loc&rsquo;ho en e dro e lavaras va mamm din :<br \/>\n\u00ab Fentus eo, emezi, evit ur c&rsquo;hlasker-bara, met evel-se ema\u00f1, kle\u00f1ved ar brasonio\u00f9 en deus ar paourkaezh Loc&rsquo;ho.<br \/>\n\u2014\tMet, emezon, n&rsquo;eo ket gwir eo bet hennezh ur paotr koant, ken vil evel m&rsquo;eo brema\u00f1 ?<br \/>\n\u2014\tKoant ? N&rsquo;ouzon ket, eme Mamm. Bet eo marteze un den evel pep den en e yaouankiz. Met, merc&rsquo;hig, ur vuhez diroll en deus bevet. Ha te &lsquo;oar n&rsquo;eus ket seurt d&rsquo;ar vuhez fall da zispenn ar yec&rsquo;hed hag ar gened, ar goantiri hag an nerzh a deuz gant ar pec&rsquo;hed. Loc&rsquo;ho moarvat zo bet tremenet re a alkool dre e wazhio\u00f9. Bet manet da gousket, alies moarvat, dindan an amzer. Seizhet ha nammet eo bet. Ha sio\u00f9 all marteze en devoa c&rsquo;hoazh, n&rsquo;ouzon ket re vat. \u00bb<br \/>\nEvit che\u00f1ch kaoz (trao\u00f9 zo na v\u00eant ket diskl\u00eariet d&rsquo;ar vugale), Mamm a gontas din neuze an taol-spont-se am eus komzet outa\u00f1 uheloc&rsquo;h. Ar pezh en devoa graet kement a spont da paotr ar C&rsquo;halvez hag en devoa kemeret evit an diaoul hag e ger- niel, &lsquo;oa e gwirionez ur vuoc&rsquo;h, buoc&rsquo;h al Loc&rsquo;ho. Retornet &lsquo;oa bet al Loc&rsquo;ho d&rsquo;e lec&rsquo;h ginidik pa oa deuet war an oad ha deuet ganta\u00f1 ur vuoc&rsquo;h. Profet &lsquo;oa bet ar vuoc&rsquo;h dezha\u00f1, a lavare, gant ar c&rsquo;hont-se en devoa kinniget dezha\u00f1 e c&rsquo;hoar da bried !\u2026 Met an dud a grede &lsquo;oa ur vuoc&rsquo;h laeret, ha moarvat &lsquo;oa gwir. Bepred, kavet en doa Loc&rsquo;ho repu er c&rsquo;hozh ti dirapar e-lec&rsquo;h m&rsquo;edo marvet e vamm. Pa lavaran un ti ez an dreist ar wirionez, rak un toull touseg &lsquo;oa kentoc&rsquo;h eget un ti. Un toull kleuzet dindan un dosenn e-giz d&rsquo;ur c&rsquo;hev, gant un doare mogerenn e tu an nor. Ar vuoc&rsquo;h a gave peuri\u00f1 en hento\u00f9 ha war ar savadenn douar-se ijinet evit an hent-houarn. Er goa\u00f1v, al Loc&rsquo;ho a ouie pelec&rsquo;h &lsquo;vije kavet boued chatal hag e vuoc&rsquo;h a vije lard diwar goust e amezeien. Met kraou ebet n&rsquo;he devoa. Pa veze dous an amzer e loje ne vern pelec&rsquo;h. Pa deue amzer fall al loen paour a glaske disglav ha goudor dindan ar pont nevez. Ha setu penaos &lsquo;oa bet kejet paotr ar C&rsquo;halvez ganti p&rsquo;edo en he gourvez war bavez an dreuzell. Ha kemeret en doa he c&rsquo;herniel evit kerniel an diaoul. Pell amzer a oa n&rsquo;en devoa al Loc&rsquo;ho buoc&rsquo;h ebet ken a-benn am eus me e anavezet.<br \/>\nE di, ti e vamm, Fant al Lut, &lsquo;oa mui &lsquo;met ur bern mein goloet a strouezh. Ur siklud all en doa savet al Loc&rsquo;ho e grav ar Pont Nevez gant mouded ha mein ruilh. Koataet gant krenn, karget gant drez, toet gant balan, tri pe bevar gelorn difo\u00f1s emboes- tet an eil &lsquo;n egile a furme ar siminal hag un draf valan &lsquo;oa oc&rsquo;h ober dor war e gas- tell.<br \/>\nUn deiz edon o vont gant Mamm d&rsquo;ober ur bale, ma lavaras-hi din : \u00ab Mar karez ez aimp da welet ti nevez al Loc&rsquo;ho, ne raimp ket kalz tro. \u00bb Edo dres al Loc&rsquo;ho o kemer an aer war doull e zor.<br \/>\n\u00ab Bihan, eme Mamm ac&rsquo;h eus savet da di, avat, Jamai (Jamai &lsquo;oa e anv-badez), re vihan, memes tra, eo.<br \/>\n\u2014 Neket, neket, neket, eme Loc&rsquo;ho, un ti brav, un ti brav. \u00bb<br \/>\nMa, eme Mamm din goude : \u00ab Hema\u00f1 da vihana\u00f1 n&rsquo;eo ket start beza\u00f1 Doue dezha\u00f1. Setu e\u00f1 ken evurus aze evel ur roue en e balez. \u00bb Ur marv kriz en doa bet ar paour kozh reuzeudik : lazhet gant an tren un deiz o treuzi\u00f1 an hent-houarn. Deut &lsquo;oa bouzar hag ampivat\u2026 Kalz a loened, hervez, &lsquo;oa chomet war e lerc&rsquo;h. Hag e\u00f1 kouls- koude hep ki na kazh\u2026<\/p>\n<p>[1962 ?]<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Neb en deus graet beaj Pariz-Brest dre an tren a anavez sur-mat, etre ar C&rsquo;hozh- Varc&rsquo;had ha Tregrom, pe, evit beza\u00f1 sklaeroc&rsquo;h, [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2319","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.4 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Kerniel an diaoul - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Kerniel an diaoul - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Neb en deus graet beaj Pariz-Brest dre an tren a anavez sur-mat, etre ar C&rsquo;hozh- Varc&rsquo;had ha Tregrom, pe, evit beza\u00f1 sklaeroc&rsquo;h, [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:04+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"10 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kerniel-an-diaoul\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kerniel-an-diaoul\\\/\",\"name\":\"Kerniel an diaoul - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-13T17:52:27+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:04+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kerniel-an-diaoul\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kerniel-an-diaoul\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kerniel-an-diaoul\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Kerniel an diaoul\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Kerniel an diaoul - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Kerniel an diaoul - Anjela Duval","og_description":"Neb en deus graet beaj Pariz-Brest dre an tren a anavez sur-mat, etre ar C&rsquo;hozh- Varc&rsquo;had ha Tregrom, pe, evit beza\u00f1 sklaeroc&rsquo;h, [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:04+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"10 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/","name":"Kerniel an diaoul - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-13T17:52:27+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:04+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kerniel-an-diaoul\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Kerniel an diaoul"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2319","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2319"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2319\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2319"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}