{"id":2317,"date":"2017-10-13T19:51:00","date_gmt":"2017-10-13T17:51:00","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2317"},"modified":"2025-08-13T15:20:32","modified_gmt":"2025-08-13T13:20:32","slug":"ar-pevar-mennig","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/","title":{"rendered":"Ar pevar mennig"},"content":{"rendered":"<p>Pevar mennig &lsquo;oa bet er bloaz-se war ar Wennig kozh. Pevar da\u00f1vad bihan, tudo\u00f9 kaezh. Hag er bloaz a-raok he doa c&rsquo;hoazh savet tri. Ur wech all he doa bet c&rsquo;hoazh pevar. Erru &lsquo;oa skuizh ar paourkaezh loen. Poan he doa o&rsquo;n em dreina\u00f1. Alies &lsquo;veze kavet en he gourvez pan errue d&rsquo;he c&rsquo;herc&rsquo;hat d&rsquo;an abardaez. Na beure ket tra-walc&rsquo;h da vaga\u00f1 he c&rsquo;hofad loenedigo\u00f9, ha gwan &lsquo;oa deut da veza\u00f1, poan dezhi geuilh ar saout. Panevet d&rsquo;un dornad e veze roet dezhi bep beure en he c&rsquo;hraou, kerc&rsquo;h pe brenn gant un toullad greunenno\u00f9 holen, e vije soetet pell a oa.<\/p>\n<p>War-dro an Nedeleg e teuas erc&rsquo;h, erc&rsquo;h tev. Ret d&rsquo;al loened chom en o c&rsquo;hraou. An da\u00f1vadez kozh eta &lsquo;veze lezet digor warni, dont ha mont a rae en-dro d&rsquo;ar porzh, ha debri\u00f1 &lsquo;rae tammo\u00f9 plouz ha tammo\u00f9 foenn, ha krignat ur botejenn bennak eus penn ar bern. En he c&rsquo;hraou n&rsquo;oule debri\u00f1 netra. Moarvat he devoa tapet riv rak gourven a eure memes war an erc&rsquo;h. &lsquo;N em gavet &lsquo;oa kla\u00f1v, gwall gla\u00f1v. Klemm a rae. &lsquo;Chome ken &lsquo;n he sav, terzhienn he devoa. Lavaret &lsquo;voe d&rsquo;ar mezeg-loened dont d&rsquo;he gwelout. Nebeut a fizia\u00f1s en devoa enni, uzet he c&rsquo;have. Re a de\u00f1ved bihan he doa bet er bloavezhio\u00f9 tremenet. \u00ab&nbsp;Mar gellit, emeza\u00f1, derc&rsquo;hel anezhi bev betek &lsquo;vo ar c&rsquo;houlz dezhi menna\u00f1 ha me &lsquo;gred eo tost, neuze marteze e teuy c&rsquo;hoazh e-barzh. Kinniget dezhi laezh da eva\u00f1 gant ar poultr da gre\u00f1vaat-ma\u00f1 ez an da rei\u00f1 deoc&rsquo;h.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Ar mennig paour avat ne selle ket ouzh laezh na poultr an aotro\u00f9 evel-just. Dour avat a eve, dour yen. Met tra na debre. Klask a raen a bep seurt louzaouenno\u00f9, a bep seurt geotenno\u00f9, a bep seurt meuzio\u00f9 da ginnig dezhi, en aner. \u00ab&nbsp;Mervel a raio memes tra, e so\u00f1jen, ma n&rsquo;eo ket un druez, gant he mennigo\u00f9 bihan.&nbsp;\u00bb Sav-taol e vezen o vont d&rsquo;he gwelout. Setu un deiz &lsquo;oan o tebri\u00f1 va zamm bara goude lein, un tamm bara-ko\u00f1fitur, ma welis ar Wennig oc&rsquo;h astenn he fri da c&rsquo;hwesha va bara hag o kregi\u00f1 da lipat ar c&rsquo;ho\u00f1fitur. \u00ab&nbsp;A paourkaezh loenig&nbsp;! emezon, mar deo se a blij dit, dal va zamm bara avat.&nbsp;\u00bb Debri\u00f1 a rae. Ha me d&rsquo;an ti davit un tamm all dezhi.<\/p>\n<p>Eizh deiz am boa bevet anezhi gant bara-ko\u00f1fitur ha bannac&rsquo;ho\u00f9 te foenn sukret, gant kalz a sukr. Hag un nozvezh e tihunis o klevout ur glemmichadenn vihan moan ha gwan. Ha me prim d&rsquo;ar c&rsquo;hraou. Ur mennig bihan hanter-skornet edo o&rsquo;n em zifreta\u00f1 a-dre\u00f1v e vamm. Torchet ha sec&rsquo;het ha frotet gant un tamm plouz fresk, e teue buhez enna\u00f1. Prest goude unan all ken bihan ha ken fallik all. Daou all goude stank-stank, un tammig kre\u00f1voc&rsquo;h, un tammig pounneroc&rsquo;h.<\/p>\n<p>Un nebeudig a sederae penn ar Wennig kozh ha bekal a rae d&rsquo;he mennigo\u00f9 &lsquo;n ur lipat anezho eus he gourvez. Soucha\u00f1 &lsquo;rae al loened paour e-touez gloan o mamm da glask tommder. Ha me da glouari\u00f1 ur banne te d&rsquo;an da\u00f1vadez kozh. Eva\u00f1 &lsquo;rae avat, sec&rsquo;hed kena\u00f1 he devoa. Al lapoused bihan ivez &lsquo;oa krog da gaout sec&rsquo;hed rak furchal ha begeliat a raent. Penaos ober&nbsp;? Ar Wennig kozh na save ket, &lsquo;devoe ket a nerzh, hag he zezh &lsquo;oa evel ur yalc&rsquo;h vutun c&rsquo;houllo.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Dre cha\u00f1s am boa ur beg-chug, bet prenet da sevel ur pemoc&rsquo;h bihan n&rsquo;en devoa bronn ebet. Tommet ur banne laezh d&rsquo;ar mennigo\u00f9\u2026 N&rsquo;edo ket bet diaes deski\u00f1 ar jeu dezho avat, daoust ma n&rsquo;helle hini diouto chom war e dreidigo\u00f9 nemet ar maoutig. Met me &lsquo;gomz deoc&rsquo;h eus ul labour a basianted, sevel pevar da\u00f1vad bihan gant ar vured&nbsp;!\u2026 Ne bade ket pell pep beg-chug. Ha va dilhad a veze roget alies gant o ivino\u00f9 bihan lemm evel kizello\u00f9 houarn. Rak krapat a raent ouzhin hag unan, Barlocho\u00f9 bihan, a vije ret barlenni\u00f1 anezha\u00f1. N&rsquo;oant ket figus avat. Klouka\u00f1 &lsquo;raent forzh petra &lsquo;veze er vured&nbsp;: laezh, soubenn, te, kafe laezh, chokolad, mat &lsquo;oa bepred, gant m&rsquo;o dijent da sacha\u00f1. Ar vamm &lsquo;oa digoret he c&rsquo;halon un dro bennak ivez gant kerc&rsquo;h hag avalo\u00f9 trenk ha geot tener. Bet &lsquo;oa savet un dakennig laezh bennak dezhi.<\/p>\n<p>Pa veze brav an amzer edon krog d&rsquo;o c&rsquo;has da Bark-ar-C&rsquo;hoad war ar melchon prim. Eno en em blijent, ar reo\u00f9 vihan a rae o abadenn e penn krec&rsquo;h ar park e skeud un dosenn vein goloet a valan hir. A-dal d&rsquo;an heol ha goudoret eus tu an avel yen. Eno &lsquo;voe ur baradozig d&rsquo;am lapousedigo\u00f9. Un deiz pan erruis d&rsquo;o c&rsquo;herc&rsquo;hat d&rsquo;ar g\u00ear, ne welis nemet daou en o gourvez e gwasked ar balan, Gnell ha Maoutig. Babicho\u00f9 ha Barlocho\u00f9 &lsquo;oa kollet\u2026 Gervel a raen anezho. Hini na zifluke eus nep lec&rsquo;h\u2026 Ha koulskoude, adalek ma klevent va mouezh ha zoken trouz va boto\u00f9 e tiredent da&rsquo;m c&rsquo;haout. \u00ab&nbsp;Be, be, dama\u00f1, dama\u00f1, poupigo\u00f9 pelec&rsquo;h oc&rsquo;h aet&nbsp;?&nbsp;\u00bb En aner o galven.<\/p>\n<p>\u00ab&nbsp;Va Doue, e so\u00f1jen, chas e renk beza\u00f1 tremenet dre ama\u00f1 ha taget va mennigo\u00f9. Na, memestra&nbsp;!\u2026&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Klasket am boa war-dro&nbsp;: el lanneg, er c&rsquo;hoad, e park an drilh, e park an trao\u00f1, er park kreiz. Netra na welis. Da\u00f1vad ebet na bev na marv. Ma feiz, emezon, kasomp ar re-ma\u00f1 d&rsquo;o c&rsquo;hraou bepred, goude e retornin c&rsquo;hoazh da glask. Poaniet ha nec&rsquo;het edon, rak en tu-hont d&rsquo;ar c&rsquo;holl am bije keuz d&rsquo;am biko\u00f9 bihan. &lsquo;N em staget &lsquo;oan outo, kement a boan am boa lakaet d&rsquo;o sevel. Degas a ris &lsquo;ta ar Wennig d&rsquo;ar g\u00ear gant Gnell ha Maoutig. Un tamm spi am boa &lsquo;vijent bet deut d&rsquo;o c&rsquo;hraou, an daou all. Met nann, n&rsquo;oa hini er c&rsquo;hraou. Ha me gant pres da gerc&rsquo;hat bured al laezh d&rsquo;an ti, da rei\u00f1 bepred pep a lipadenn d&rsquo;an daou-ma\u00f1 a-raok mont en-dro da glask ar re all\u2026 Ha petra a welis ?\u2026 Barbocho\u00f9 ha Babicho\u00f9 en o gourvez unan a bep tu d&rsquo;an tan war an oaled !\u2026 Ruilhet ha faotet ganto al laezh (ar vured &lsquo;oa &lsquo;n ur gastolodennad dour klouar). Ne vern, laouen-bras edon, pa&rsquo;m boa kavet va loenidigo\u00f9. Moarvat &lsquo;oa savet sec&rsquo;hed dezho ha deuet d&rsquo;ar g\u00ear dre-greiz etre ar bizhier er gloued. Me &lsquo;oa aet a-dreuz d&rsquo;o c&rsquo;herc&rsquo;hat ha n&rsquo;am boa ket kejet ganto. Nebon tri c&rsquo;hant metr o devoa graet o-unan da retorn. Iskis eo, rak n&rsquo;eo ket boas ar mennigo\u00f9 da distoka\u00f1 ouzh o mamm. Kreski\u00f1 &lsquo;rae ar pevar mennig ha poent &lsquo;oa gwerzha\u00f1. Trubuilh am boa ha morc&rsquo;hed zoken. Ma n&rsquo;eo ket un druez, a so\u00f1jen, rei\u00f1 mennigo\u00f9 ken do\u00f1v ha ken koant d&rsquo;ar c&rsquo;higer\u2026<\/p>\n<p>Deiz Foar Sant-Jord &lsquo;oa aet an hini kenta\u00f1, Maoutig, gant ur c&rsquo;higer eus Lannuon digaset gant Lukaz vihan, va c&rsquo;higer. Poan am boe o kuzh ar geuz am boa da&rsquo;m mennig. Met arabat. An dud a ra fent gant neb a vez re dener e galon e-ke\u00f1ver al loened. Goude d&rsquo;ar Pantekost e voe bet tro Gnell. Aet &lsquo;oa d&rsquo;ober friko Pask da di an aotro\u00f9 maer. E vab pennh\u00ear &lsquo;oa oc&rsquo;h ober e Bask kenta\u00f1\u2026 Ur gleuzenn all adarre &lsquo;n em c&rsquo;halon gizidik. Chom &lsquo;rae c&rsquo;hoazh Barlocho\u00f9 ha Barbicho\u00f9 gant ar Wennig. Barlocho\u00f9 n&rsquo;oa ket bet erru mat gant he mamm kammed. Ne veze lezet da zena\u00f1 nemet pa vezen krog e gar ar Wennig. Hag ar paourkaezh Barlocho\u00f9 e ranken rei\u00f1 laezh dezhi bepred, goude ma voe erru bras mat. Barbicho\u00f9 n&rsquo;oule ken eus ar vured.<\/p>\n<p>Lukaz ar c&rsquo;higer &lsquo;voe deut ar sorc&rsquo;henn dezha\u00f1 da gaout ivez un tropell de\u00f1ved. Setu ma c&rsquo;houlennas diganin va div da\u00f1vadez vihan. \u00ab&nbsp;Na werzhin nemet unan, emezon, ar vamm zo erru skuizh. Darbet eo dezhi beza\u00f1 soetet, ret eo din miret unan yaouank. Mat int da zidon brema\u00f1 ha pa&rsquo;z eo da vont da vaga\u00f1 int, ne ran ket a forzh pehini ez ay ganeoc&rsquo;h.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Dibabet en doa Barlocho\u00f9, brasoc&rsquo;h he c&rsquo;have un tamm. Brema\u00f1, e so\u00f1jen, a lezo ar Wennig kozh anezhi da lipal un dakenn laezh, pa ne vo ket re all war he zro. Keuz am boa adarre. Barlocho\u00f9 bihan &lsquo;oa ken do\u00f1v hag ar Wennig kozh &lsquo;oa bet ken brokus. Met tremenet &lsquo;oa hec&rsquo;h amzer. Babicho\u00f9 &lsquo;ta eo a chomfe da derc&rsquo;hel plas he mamm. Al loenig kaezh avat a gave gwell diaes hep ar reo\u00f9 all. Ar peurrest an deiz ne bellae ket ouzhin. Dont ha mont a rae d&rsquo;am heul ha bounta\u00f1 anezhi en he c&rsquo;hraou d&rsquo;an noz n&rsquo;oa ket bet faro. Evel ul loen pennfollet &lsquo;oa, he daoulagad evel piono\u00f9. An deiz war-lerc&rsquo;h n&rsquo;am boe ket gellet ober dezhi mont da heul ar saout. Retorn &lsquo;rae d&rsquo;ar g\u00ear da vl\u00eajal.<\/p>\n<p>Da vont am boa da di un amezeg da sikour troc&rsquo;ha\u00f1 ed. Deuet &lsquo;oa Barbichou da&rsquo;m heul evel ur c&rsquo;hi bihan hag ober &lsquo;rae tro ar park da&rsquo;m heul war-lerc&rsquo;h an droc&rsquo;herez. Bugale va amezeg o doa plijadur ganti. Ober &lsquo;rae lammo\u00f9 dreist ar fagodenno\u00f9 kerc&rsquo;h ha dreist ar seo\u00f9 savadellio\u00f9 evel ul loen sirk. Met dramma\u00f1 &lsquo;rae ivez tammo\u00f9 kerc&rsquo;h hag ar perc&rsquo;henn a rae sello\u00f9 du.<\/p>\n<p>An eil deiz am boa hualet anezhi. Houma\u00f1 n&rsquo;eo ket ur vuhez, e so\u00f1jen, ret &lsquo;vo deoc&rsquo;h, dimezell Babicho\u00f9, chom en tu bennak ha peuri\u00f1 da heul ar saout. Met ar paourkaezh Babicho\u00f9 pa&rsquo;m boa serret ar gloued war ar park a esaas, en desped d&rsquo;he hual, ober ul lamm war ar c&rsquo;hleuz &lsquo;vit dont dreist war va lerc&rsquo;h d&rsquo;ar g\u00ear. Ar c&rsquo;hleuz &lsquo;oa uhel ha sonn. Kouezha\u00f1 &lsquo;reas al loen paour, gant ur vl\u00eajadenn drist war lein he c&rsquo;hein ha chom eno astennet. Digeri\u00f1 a ris ar gloued raktal ha mont d&rsquo;he sikour da sevel. Kaer am boa beza\u00f1 he dishualet ne rae fi\u00f1v ebet, ne gemere ket un troad&nbsp;: torret &lsquo;voe gwalezenn he c&rsquo;hein. Paourkaezh Babicho\u00f9, ne van netra d&rsquo;ober nemet lavaret prim d&rsquo;ar c&rsquo;higer. Kemer &lsquo;reas anezhi ur briz izel. Ur pennad goude am boa klevet &lsquo;oa marv ivez Barlocho\u00f9, n&rsquo;he devoe graet nemet bl\u00eajal ha chom hep peuri\u00f1 tamm, da selaou ha da sellet en-dro dezhi. A-benn ar fin &lsquo;oa marvet gant an dizesper hag ar geuz din-me.<\/p>\n<p>Ha setu va fevar loenig koant penaos a voe bet o zonkadur.<\/p>\n<p><em>[1962 ?]<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Pevar mennig &lsquo;oa bet er bloaz-se war ar Wennig kozh. Pevar da\u00f1vad bihan, tudo\u00f9 kaezh. Hag er bloaz a-raok he doa c&rsquo;hoazh [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2317","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Ar pevar mennig - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Ar pevar mennig - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Pevar mennig &lsquo;oa bet er bloaz-se war ar Wennig kozh. Pevar da\u00f1vad bihan, tudo\u00f9 kaezh. Hag er bloaz a-raok he doa c&rsquo;hoazh [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:20:32+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"9 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-pevar-mennig\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-pevar-mennig\\\/\",\"name\":\"Ar pevar mennig - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-13T17:51:00+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:20:32+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-pevar-mennig\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-pevar-mennig\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-pevar-mennig\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Ar pevar mennig\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Ar pevar mennig - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Ar pevar mennig - Anjela Duval","og_description":"Pevar mennig &lsquo;oa bet er bloaz-se war ar Wennig kozh. Pevar da\u00f1vad bihan, tudo\u00f9 kaezh. Hag er bloaz a-raok he doa c&rsquo;hoazh [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:20:32+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"9 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/","name":"Ar pevar mennig - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-13T17:51:00+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:20:32+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-pevar-mennig\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Ar pevar mennig"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2317","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2317"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2317\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2317"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}