{"id":2305,"date":"2017-10-13T19:34:22","date_gmt":"2017-10-13T17:34:22","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2305"},"modified":"2025-08-13T15:23:52","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:52","slug":"pardon-sant-erwan","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/","title":{"rendered":"Pardon sant Erwan"},"content":{"rendered":"<p>Un den kozh sioul hag habask &lsquo;oa Emari (Erwan-Mari) Boubenneg, un den seven, un den a-feson echu &lsquo;vel ma l\u00e2romp ama\u00f1 en Treger. Prest da renta\u00f1 servij d&rsquo;e ame- zeien dalc&rsquo;hmat pe da rei\u00f1 dezho un taol-skoaz en kaz a bres-labour. Ne gomze ket kalz, e wreg Jann a rae tout ar gaoz, goulenn ha respont. Emari a gave se gwell vat. Un tavedeg e oa e\u00f1. Na ouie nag A na B. Biskoazh na voe bet kaset d&rsquo;ar skol. Un tamm galleg sklaer a-walc&rsquo;h a deue ganta\u00f1 rak tremenet en doa e vuhez e kostez Pariz o labourat &lsquo;n ur gar vras war an hent-houarn. Ha pa voe krog &lsquo;n e ba\u00f1sion &lsquo;oa deut d&rsquo;e vro da derc&rsquo;hel un tamm douar bihan. Amezek &lsquo;oa eta dimp hag ivez kama- lad bras d&rsquo;am zad daoust ma oa kement a gemm etrezo evel etre an noz hag an deiz. Met er giz-se &lsquo;ma\u00f1 ar bed.<br \/>\nVa zad &lsquo;voe a-hed e vuhez devot-kena\u00f1 d&rsquo;e sant paeron : an aotrou sant Erwan. Hogozik bep bloaz ez ae war e droad da bardon Landreger d&rsquo;an naontek a Vae. Diwezhatoc&rsquo;h en e gozhni ez ae evel ma c&rsquo;helle : gant ur mignon en e garr-tan pe dre an tren pe gant an oto-karr. Met diaes a vije e benn avat pa ranke mankout d&rsquo;e belerinaj sant Erwan. Emari &lsquo;oa ivez filhor da sant Erwan, biskoazh &lsquo;oa bet o par- dona\u00f1 e Landreger avat. Koulskoude dre forzh klevet va zad o komz eus pardon sant Erwan hag o welout anezha\u00f1 o vont bep bloaz setu ma teuas c&rsquo;hoant d&rsquo;ar Boubenneg kozh mont ivez ur wech da vihana\u00f1 e pirc&rsquo;hinaj da sant Erwan Landreger d&rsquo;an naontek a Vae, deiz ar pardon bras. E\u00fcrus &lsquo;vije bet oc&rsquo;h ober hent asambles gant va zad a dlee mont er bloaz-se gant un oto-karr. Met Jann, e wreg hag e oa ar vestrez en ti, n&rsquo;asantas ket gwelet Emari o forani\u00f1 arc&rsquo;hant da baea\u00f1 kirri, peogwir en devoa e veaj evit netra dre an tren evel implijiad kozh diwar an hent-houarn. Un tamm desped a rae d&rsquo;an daou vignon met va zad en devoa lakaet miret e blas a-raok ma voe deut so\u00f1j da Emari mont da Landreger. Espera\u00f1s &lsquo;devoa da &lsquo;n em gaout asambles du-hont memes tra, goude &lsquo;oa se tra arvarus a-walc&rsquo;h, e-touez un engroez a dud evel-se.<br \/>\nPa voe erru an deiz, an naontek a Vae &lsquo;ta, ez eas Emari da Blouared da gemer tren Lannuon, hag ac&rsquo;hane tren bihan Landreger ez ae c&rsquo;hoazh en-dro d&rsquo;ar mare. Bis- koazh ne oa bet Emari war ar roud-se, &lsquo;ouie ket pegeit a zo etre Lannuon ha Landreger. Tud all &lsquo;oa c&rsquo;hoazh er vagon ha sevel a reas un toullad adarre e Ruskad. Na vanke ket a gaoz hag Emari en devoa kavet berr an amzer o klevout an dud o komz eus ar pardon.<br \/>\n\u00ab O ! a l\u00e2rent, barrek omp, erru &lsquo;vo an tren a-raok an ofer&rsquo;n-bred.<br \/>\n\u2014 Ha neuze, hiziv bepred a vo brav an amzer. Biskoazh deiz pardon sant Erwan n&rsquo;eo bet manket ar prosesion da vont er-maez. Na ra kammed glav war pardon sant Erwan. \u00bb<br \/>\nPa welas Emari holl dud ar c&rsquo;hombod o tiskenn, e tiskennas ivez evel-just da heul ar re all. Erru &lsquo;oa en Landreger\u2026 Klevout a rae ar c&rsquo;hleier o vralla\u00f1 war an ton bras : an drivet son, na petra ? Tud a-leizh an hent o hasta\u00f1, tud gwisket en o c&rsquo;haera\u00f1 o vont d&rsquo;ar Pardon. Emari ez ae ivez da heul, pe gentoc&rsquo;h, na heulie ket, met mont  a rae reuta\u00f1 ma c&rsquo;helle. E oa o vont etrezek e bevar-ugent ivez hag erru un tamm difonn da vale. Tapout a reas bepred ganta\u00f1 beza\u00f1 abred a-walc&rsquo;h en iliz evit kaout ur gador da azeza\u00f1. Ar pezh &lsquo;oa ur rikour evita\u00f1 rak pell &lsquo;oa padet ar sarmon hag an oferenn war an ton bras, skuizhus-kena\u00f1 &lsquo;vije bet dezha\u00f1 chom keit-all &lsquo;n e sav &lsquo;vel a rank meur a hini en devezhio\u00f9 pardon.<br \/>\nGoude an oferenn ez eas Emari d&rsquo;ober e zevosiono\u00f9 dirak skeudo\u00f9 sant Erwan ha da lakaat e brof er c&rsquo;hef. Na voe ket e-unan. Neuze e klaskas un ostaliri vihan da zebri\u00f1 un tamm d&rsquo;e lein, hag e teurvezas da c&rsquo;houlenn eno da bet eur &lsquo;veze an tren da retorn da Lannuon, rak kement a hast en devoa ken a ankounac&rsquo;has goulenn en ti-gar. L\u00e2ret &lsquo;oa dezha\u00f1 &lsquo;oa barrek da gaout ar gouspero\u00f9 hag ar prosesion hep &lsquo;n em drechali\u00f1. Setu ez eas Emari d&rsquo;ober ur valeadenn da c&rsquo;hortoz. Tud a welas o c&rsquo;hoari boullo\u00f9 en un alez disheoliet gant gwez siprez, eno e kavas brav azeza\u00f1 da sellet eus ar c&rsquo;hoarierien ur pennad.<br \/>\nHa tremen a reas prim an amzer ganta\u00f1. Ar gouspero\u00f9 &lsquo;oa bet evel-just war don ar c&rsquo;hrampouezh gwinizh. Na petra &lsquo;ta ?\u2026 Ur prosesion kaer avat. Bugale vihan evel aelez. Merc&rsquo;hed yaouank gwisket e gwenn o tougen ar bannielo\u00f9. Paotred yaouank, c&rsquo;hoant dezho da ziskouez o nerzh hag e vije en o bleud pa deue an distera\u00f1 barr- avel da hija\u00f1 o banniel, banniel bras sant Erwan.<br \/>\n\u00ab Ya, ya, ur pardon kaer, \u00bb a so\u00f1je Emari. &lsquo;N em ankouazh a reas memes da gana\u00f1 ivez da heul ar prosesion gant e vouezh izel raoulet. E\u00f1 hag en devoa bet biskoazh klevet den ebet anezha\u00f1 o kana\u00f1 er g\u00ear.<br \/>\nNa &lsquo;n eus ket e Breizh Na&rsquo;n eus ket unan Na&rsquo;n eus ket ur sant Evel sant Erwan.<br \/>\nGoude ar prosesion, bennozh ar sakramant. Ur bedenn c&rsquo;hoazh dirak e sant paeron. Neuze ur chopinad sistr ha tius etrezek ar gar. O ! meur a hini all &lsquo;voe war hent ar gar met na gave ket ar memes tra &lsquo;oa kement-se a dud er pardon. Ne vern, kontant &lsquo;oa bepred. Bet o welout e sant paeron, heuliet an ofiso\u00f9, graet e zevosiono\u00f9, laouen &lsquo;oa e galon ha seder e benn. Un devezh a e\u00fcrusted &lsquo;oa bet evit Emari d&rsquo;an naontek a Vae. Erru er g\u00ear a-raok noz hep beza\u00f1 re skuizh. Un dra hepken &lsquo;oa manet en e dre\u00f1v d&rsquo;ober : Janig e wreg he doa l\u00e2ret dezha\u00f1 digas dezhi ur vedalenn eus ar pardon. Met n&rsquo;en doa ket gwelet Emari stal e\u00f1vorenno\u00f9 ebet, nann avat. O ! un taol kaer, a so\u00f1je, hi, mar kar, a deuy ivez &lsquo;benn bloaz ha marteze a gavo meda- lenno\u00f9, ar merc&rsquo;hed eo se o afer.<br \/>\nJanig avat na devoa ket bet so\u00f1j eus he medalenn pa erruas Emari er g\u00ear. Ar Sadorn e tegouezhe d&rsquo;an naontek er bloaz-se. An deiz war-lerc&rsquo;h ar Sul e teuas Emari da ober un dro betek du-ma\u00f1 da glevet penaos &lsquo;oa bet tremenet ar pardon gant va zad.<br \/>\nMarteze, a so\u00f1je-e\u00f1, goude tout, &lsquo;n &lsquo;eus ket gallet Erwan mont, rak gwelet am eus daou pe dri eus ar C&rsquo;hozh-Varc&rsquo;had koulskoude, dimezell ar Post hag Andrevig ar c&rsquo;hantonier bepred, ha hini anezho na gejas gant ar paotr Erwan ivez.<br \/>\nPa grogas va zad hag Emari gant kaoz ar Pardon avat na gorde ket o c&rsquo;haoz tamm ebet. Va zad en devoa gwelet kalz muioc&rsquo;h a drao\u00f9 eget Emari : ur bern alvokaded gant o robenno\u00f9, nouspet eskob ha kardinal ha zoken kannad ar Pab. Diskennet war ar porzh en doa gwelet ivez batimanto\u00f9 saoz deut da gerc&rsquo;hat avalo\u00f9-douar prim da Landreger. Emari, emeza\u00f1, &lsquo;oa ket bet betek ar porzh. N&rsquo;oa ket merzet zoken bez meur sant Erwan kizellet ken kaer er marb gwenn. Na bez kozh familh ar sant e bered ar Vinic&rsquo;hi e-lec&rsquo;h ma tremen an dud war benno\u00f9 o daoulin gant devosion dindan ar volz-vaen. Na gwelet memes bannielo\u00f9 bras Landreger o saludi\u00f1 bannie- lo\u00f9 ar Vinic&rsquo;hi e-kichen an nor-dal.<br \/>\n\u00ab Biskoazh kemend-all, a l\u00e2re va zad goude, gant ar glaourenneg kozh-ma\u00f1 memes tra hag a l\u00e2r din en deus heuliet an ofiso\u00f9 hag ar prosesion, ha mann en deus gwelet !\u2026 N&rsquo;edon ket &lsquo;vit kompren. \u00bb<br \/>\nAl Lun ar beure avat &lsquo;oa roet dezha\u00f1 da gompren. Andrevig, ar c&rsquo;hantonier &lsquo;oa o labourat war hent ar pont kozh en deiz-se ha sec&rsquo;hed dezha\u00f1 &lsquo;micha\u00f1s el Lun ar beure. Setu da goulz addijuni\u00f1 a gavas e du d&rsquo;erruout betek du-ma\u00f1. Ha savet kaoz Pardon sant Erwan etre va zad hag e\u00f1 raktal.<br \/>\n\u00ab Na oa ket dicha\u00f1set dimp &lsquo;n em welout e Landreger disadorn, a l\u00e2ras va zad de- zha\u00f1.<br \/>\n\u2014\tNe voen ket bet e Landreger, eme Andrevig.<br \/>\n\u2014\tDamen avat, eme va zad, ar Boubenneg kozh a l\u00e2re din dec&rsquo;h en devoa gwelet ac&rsquo;hanout ha bet memes o eva\u00f1 ur chopinad ganit.<br \/>\n\u2014\tHa\u00f1 ya ! e Louaneg, emeza\u00f1, me am eus tud eno hag a ya bep bloaz d&rsquo;ar pardon, er memes deiz e vez &lsquo;vel ouzoc&rsquo;h gant pardon Landreger.<br \/>\n\u2014\tMa ! n&rsquo;eo ket hep mar ne gorde ket hon c&rsquo;haoz avat dec&rsquo;h, brema\u00f1 a gomprenan. \u00bb<br \/>\nAr paourkaezh Emari &lsquo;oa bet e Louaneg oc&rsquo;h ober e pirc&rsquo;hirinaj Landreger !\u2026 An inta\u00f1sion a ra tout neketa, &lsquo;met da rei\u00f1 kerc&rsquo;h d&rsquo;ar c&rsquo;hezeg ha da lakaat kig er sou- benn ! &lsquo;vel a l\u00e2r Tregeriz.<\/p>\n<p>[1962 ?]<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Un den kozh sioul hag habask &lsquo;oa Emari (Erwan-Mari) Boubenneg, un den seven, un den a-feson echu &lsquo;vel ma l\u00e2romp ama\u00f1 en [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2305","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Pardon sant Erwan - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Pardon sant Erwan - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Un den kozh sioul hag habask &lsquo;oa Emari (Erwan-Mari) Boubenneg, un den seven, un den a-feson echu &lsquo;vel ma l\u00e2romp ama\u00f1 en [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:52+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"7 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pardon-sant-erwan\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pardon-sant-erwan\\\/\",\"name\":\"Pardon sant Erwan - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-13T17:34:22+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:52+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pardon-sant-erwan\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pardon-sant-erwan\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pardon-sant-erwan\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Pardon sant Erwan\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Pardon sant Erwan - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Pardon sant Erwan - Anjela Duval","og_description":"Un den kozh sioul hag habask &lsquo;oa Emari (Erwan-Mari) Boubenneg, un den seven, un den a-feson echu &lsquo;vel ma l\u00e2romp ama\u00f1 en [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:52+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"7 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/","name":"Pardon sant Erwan - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-13T17:34:22+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:52+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pardon-sant-erwan\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Pardon sant Erwan"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2305","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2305"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2305\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2305"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}