{"id":2275,"date":"2017-10-13T18:44:22","date_gmt":"2017-10-13T16:44:22","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2275"},"modified":"2025-08-13T15:20:32","modified_gmt":"2025-08-13T13:20:32","slug":"ar-gazeg-dianket","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/","title":{"rendered":"Ar gazeg dianket"},"content":{"rendered":"<p>An danevell-ma\u00f1 zo he\u00f1vel ouzh un istor, met un istor gwir eo.<\/p>\n<p>Un nozvezh a viz Du e oan c&rsquo;hoazh o skriva\u00f1 ouzh an daol e-pad m&rsquo;echue da zevi\u00f1 en oaled ur pikol kef kement ha kef an Nedeleg, pa glevis er porzh trouz treid ul loen-kezeg. Va zad-kozh &lsquo;oa kla\u00f1v war e wele \u2014&nbsp;e ti va zud-kozh on savet&nbsp;\u2014, va mamm-gozh, skuizh-divi gant he labour, &lsquo;oa aet ivez da gousket, met klevet a raent kenkoulz ha me trouz er porzh hag e so\u00f1je dezho &lsquo;oa distaget \u00ab&nbsp;Koantig&nbsp;\u00bb hag erru war ar bern boetrabez.<\/p>\n<p>Pa zigoris an nor, ken sklaer &lsquo;oa al loar, e welis diouzhtu ne oa ket ar gazeg-se tamm he\u00f1vel ouzh hini tad-kozh.<br \/>\n\u00ab Damen a vo ! a l\u00e2ris, houma\u00f1 eo kazeg Ad\u00e8le a zo erru ama\u00f1.<br \/>\n\u2014 Oc&rsquo;holla &lsquo;vat ! eme mamm-gozh en ur lammat diouzh he gwele en hanternoazh, hast buan Rojer bihan tapout anezhi, neuze avat, rak ma&rsquo;z afe pelloc&rsquo;h, penaos &lsquo;rafe ar plac&rsquo;h paour-se da gaout he c&rsquo;hazeg a-greiz an noz&nbsp;?&nbsp;\u00bb Ad\u00e8le zo ur c&rsquo;hozh plac&rsquo;h yaouank kozh hec&rsquo;h-unanig o terc&rsquo;hel un tamm menaj e-kichen du-ma\u00f1.<\/p>\n<p>Ya met ar gazeg ne oa na kolier na kabestr ganti&nbsp;; brid Koantig a oa e toull dor ar c&rsquo;hra\u00f1j met &lsquo;oa ket bet gellet lakaat anezha\u00f1 en he fenn, re vihan &lsquo;oa, a-bouez he moue ez eas ganin war drao\u00f1 ken aezet ha tra, mamm war he lerc&rsquo;h hanter diwisk.<\/p>\n<p>Erru er porzh, serret an nor, sioul an trao\u00f9, goulo\u00f9 &lsquo;oa avat ha mamm-gozh da huchal&nbsp;: <br \/>\n\u00ab&nbsp;Ad\u00e8le, Ad\u00e8le, hast buan dont da glenka\u00f1 da gazeg.<br \/>\n\u2014 Piv zo aze ? Petra zo ? \u00bb Ad\u00e8le zo chomet disfiz-kena\u00f1 abaoe e voe bet darbet d&rsquo;he mamm ha dezhi beza\u00f1 bet lazhet gant un hailhon, ha ne zigore ket he dor ken buan-se pa veze noz. <br \/>\n\u00ab Me, Marianna\u00f1, zo ama\u00f1. Deus da glenka\u00f1 da Gokot a oa du-ma\u00f1 war ar bern potaj\u2026 <br \/>\n\u2014 Va c&rsquo;hazeg-me ? eme Ad\u00e8le en ur zivorailhi\u00f1 an nor hag en ur enaoui\u00f1 al lestrisite \u2014&nbsp;evel e lavar tad-kozh&nbsp;\u2014 er porzh. Evit me &lsquo;gred ema\u00f1 va c&rsquo;hazeg en he c&rsquo;hraou, ez on a-baouez rei\u00f1 he c&rsquo;hoan dezhi\u2026&nbsp;\u00bb<br \/>\nHa hi da welet, rak damhe\u00f1vel en gwirionez &lsquo;oa ar gazeg eus Kokot Ad\u00e8le. Met Kokot &lsquo;oa gant he jeu o chaokat foenn.<br \/>\n\u00ab Bon ! eme mamm-gozh, met da biv ar foeltr eo ar gazeg-ma\u00f1 neuze &lsquo;ta&nbsp;? Evit n&rsquo;eo ket Koantig ivez, kuita Rojer.<br \/>\n\u2014 Fentus e vije bet memestra, mamm-gozh, ma&rsquo;m bije degaset hon c&rsquo;hazeg ama\u00f1 e-lec&rsquo;h lakaat anezhi en he c&rsquo;hraou. Met gwelet a rez n&rsquo;eo ket memes liv. Houma\u00f1 zo te\u00f1valoc&rsquo;h.<br \/>\n\u2014 Te oar a-walc&rsquo;h, Rojer bihan, ne welan ket sklaer e-lec&rsquo;h &lsquo;vez te\u00f1val ! Ha gant al \u201clestrisite\u201d-ma\u00f1 ne vezan ket dall &lsquo;met kard bepred\u2026 Ha petra &lsquo;vo graet eus ar gazeg&nbsp;? Me zo prest da foeltri\u00f1 gant ar riv ama\u00f1.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<table style=\"width: 100%; border-collapse: collapse;\" border=\"0\">\n<tbody>\n<tr>\n<td style=\"width: 46.4894%;\">Ad\u00e8le he devoa tapet kabestr Kokot ha staget e voe e toull an nor, taolet un tapis war he c&rsquo;hein, lakaet un tamm foenn hag ur voetrabezenn dezhi ha debri\u00f1 a rae en ur sellet un tamm en-dro dezhi avat.<\/p>\n<p>\u00ab&nbsp;Ha daoust da biv hag eus a belec&rsquo;h eo al loen paour-ma\u00f1 ? N&rsquo;anavezan ket anezhi &lsquo;vit beza\u00f1 eus ar c&rsquo;hontre, a lavare Ad\u00e8le. Ma vijen aet betek Kerriod, marteze Fra\u00f1soa a c&rsquo;hellfe he loja\u00f1 rak ama\u00f1 n&rsquo;eus plas ebet, marteze zoken hec&rsquo;h anavezfe&nbsp;? Deus ganin Rojer bihan, ha te, Marianna\u00f1 gaezh, chom aze &lsquo;tal an tan, sell ama\u00f1 ur frileuzenn da lakaat war da chouk, strakal &lsquo;ra da zent gant ar riv\u2026&nbsp;\u00bb<\/td>\n<td style=\"width: 53.5106%;\"><img fetchpriority=\"high\" decoding=\"async\" class=\"wp-image-5618 alignnone\" src=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/march-300x219.jpg\" alt=\"\" data-id=\"5618\" width=\"505\" height=\"369\" srcset=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/march-300x219.jpg 300w, https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/march.jpg 576w\" sizes=\"(max-width: 505px) 100vw, 505px\" \/><\/td>\n<\/tr>\n<\/tbody>\n<\/table>\n<p>Tan &lsquo;oa dindan ar pothouarn bras a c&rsquo;hiz kozh ha pipi &lsquo;oa barzh al ludu. Pa voe diskennet ur bannac&rsquo;h kafe tomm da mamm-gozh ha ni hon-daou d&rsquo;ar C&rsquo;hrec&rsquo;h. Goulo\u00f9 en ti, goulo\u00f9 er c&rsquo;hraou, mat ar jeu. Ar chas a dirandonas pa glevjont ac&rsquo;hanomp, ha Julienna a zigoras dor ar c&rsquo;hraou. Ni da vont da gonta\u00f1 dezhi an doare.<\/p>\n<p>\u00ab Feiz, emezi, me zo va-unan oc&rsquo;h eveshaat va moc&rsquo;h bihan. Ar baotred \u2014&nbsp;tad ha mab&nbsp;\u2014 zo aet d&rsquo;o c&rsquo;hoan d&rsquo;an Ti Gwenn. Klevet em eus trouz treid un aneval o tremen aze n&rsquo;eus ket pell. Aon am eus bet un tamm, aet on betek ar marchosi end-eeun, met &lsquo;oa mann da drubuilhi\u00f1. Me &lsquo;lavaro d&rsquo;ar baotred mont bete trao\u00f1 pa erruint er g\u00ear, ma ne vez ket re ront o zalono\u00f9\u2026 ar baotred a anavez holl gezeg ar c&rsquo;hanton&nbsp;!\u2026&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Ha ni war hon c&rsquo;hiz da domma\u00f1 ha da blania\u00f1 war an darvoud. Ad\u00e8le &lsquo;oa he buoc&rsquo;h war droug he leue ha na oa tamm pres ebet warni da vont da gousket. A-benn ur pennad goude setu Fido da harzhal, ar gazeg &lsquo;oa fur o rognat foenn toull an nor, setu gwersed an ti all o tont er porzh, ha deuet &lsquo;oa daou gonsort all ganto p&rsquo;en devoa kontet Julienna he c&rsquo;haoz dezho. \u00ab&nbsp;N&rsquo;anavezan ket ar gazeg-ma\u00f1&nbsp;! eme Fra\u00f1soa. \u2014&nbsp;Na me ivez&nbsp;! eme Baol. \u2014 Na me kennebeut&nbsp;!&nbsp;\u00bb eme Job.<\/p>\n<p>Den n&rsquo;anaveze al loen paour, met sio\u00f9 mat &lsquo;voe kavet dezhi avat hag n&rsquo;eo ket hep rezon rak ul loen kaer &lsquo;oa, eus an dibab. \u00ab&nbsp;Arsa ! Biskoazh kemend-all&nbsp;! eme Ad\u00e8le. Da biv eo ar gazeg-ma\u00f1 &lsquo;ta&nbsp;? Evit n&rsquo;eo ket marc&rsquo;h an diaoul eo moarvat&nbsp;!&nbsp;\u00bb Pa voe evet ur bannac&rsquo;h sistr gant ar baotred e lavaras Ad\u00e8le&nbsp;: \u00ab&nbsp;Ma, da c&rsquo;hortoz ar c&rsquo;hafe da domma\u00f1, deomp &lsquo;ta da welet ar vuoc&rsquo;h, avizet mat e vije avat ma karje degas dimp he labous bihan brema\u00f1 pa zo tud ama\u00f1 da sikour anezhi\u2026&nbsp;\u00bb Ha ni-holl da graou ar saout nemet mamm-gozh na zistoke ket diouzh an tan.<\/p>\n<p>\u00ab&nbsp;Da vuoc&rsquo;h zo barrek da welet ar beure en he fezh, a lavaras Fra\u00f1soa da Ad\u00e8le goude beza\u00f1 tastornet al loen. Gwella\u00f1 tra zo d&rsquo;ober eo mont pep hini da glask e loch ur c&rsquo;hrogad. \u2014&nbsp;Hag ar gazeg&nbsp;? Ne vo ket lezet aze dindan ar rev e-pad an noz memestra&nbsp;!\u2026 Aze, er goumanant all, eo goullo ar c&rsquo;hrevier p&rsquo;eo difeurm ar goumanant, eno &lsquo;vije er gwasked da vihana\u00f1 hag a-benn arc&rsquo;hoazh &lsquo;vo gellet lakaat paotr an taboulin da embann ma ne zeu den d&rsquo;he c&rsquo;hlask\u2026&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>Evet ar c&rsquo;hafe, ar baotred a gasas ar gazeg d&rsquo;ar goumanant all en ur retorn d&rsquo;ar g\u00ear.<br \/>\nPlouz ha foenn renabl &lsquo;oa eno, &lsquo;vije ket fall he jeu da dremen an noz. Roet e voe dezhi dour a-raok mont eus ti Ad\u00e8le.<br \/>\nKerkent ha tarzh-deiz, setu dao-dao war an nor !\u2026 \u00ab&nbsp;Oc&rsquo;holla &lsquo;vat&nbsp;! emezon. Sell ama\u00f1 ur jeu&nbsp;!&nbsp;\u00bb Ad\u00e8le &lsquo;oa o klask sikour d&rsquo;he buoc&rsquo;h ha poent hasta\u00f1. Mat &lsquo;oa pa &lsquo;oa ar Sul an deiz-se, amzer marteze da ziskuizha\u00f1 goude kreisteiz. Alo, tremenet mat an trao\u00f9 ha bet un tamm mat a leue \u2014&nbsp;evel e lavar mamm-gozh&nbsp;\u2014 ha kafe dezhi adarre&nbsp;!\u2026 Savet kaoz adarre evel-just eus ar gazeg.<\/p>\n<p>\u00ab Daoust penaos ema\u00f1 kont ganti du-hont&nbsp;? a c&rsquo;houlennas mamm-gozh.<br \/>\n\u2014 O ! eme Fra\u00f1soa, kavet zo ur perc&rsquo;henn dezhi.<br \/>\n\u2014 Da biv &lsquo;ta eo al loen paour&nbsp;? a c&rsquo;houlennimp asambles.<br \/>\n\u2014 Da biv ? Eus Brest pe eus kichen Brest eo ar gazeg, a lavaras Fra\u00f1soa.<br \/>\n\u2014 Ya da ! eme mamm-gozh. Biken ne vije erruet betek ama\u00f1 eus a geit-se hep beza\u00f1 harzet&nbsp;!<br \/>\n\u2014 Eo, eus Brest eo, met, en Plounevez ema\u00f1 un eizhtevezh zo bennak, degaset gant perc&rsquo;henn ar feurm d&rsquo;e verour. En em gave ket er g\u00ear eno c&rsquo;hoazh, ha p&rsquo;he deus gellet kaout he zu eo skampet ha lakaet kalz trubuilh d&rsquo;he ferc&rsquo;henn, evel-just, ur c&rsquo;hozh den yaouank e-unan en e venaj. Un amezeg dezha\u00f1 &lsquo;oa o sikour anezha\u00f1 da glask war-lerc&rsquo;h e loen hag ur cha\u00f1sadenn eo bet dezho kaout an tres outi.<br \/>\n\u2014 Met piv &lsquo;ta eo an den-se ? a c&rsquo;houlennas Ad\u00e8le.<br \/>\n\u2014 Piv ?\u2026 Jeffig T. eo e anv. Me n&rsquo;anavezan ket an den-se, eme Fra\u00f1soa.<br \/>\n\u2014 N&rsquo;eo ket posupl ? eme Ad\u00e8le. Jeffig &lsquo;ta !\u2026 Ma, biskoazh kemend-all memestra&nbsp;!<br \/>\n\u2014 Petra ? eme mamm-gozh. N&rsquo;eo ket hennezh al louk &lsquo;oa bet du-ma\u00f1 ur wech o c&rsquo;houlenn an hent ama\u00f1&nbsp;?<br \/>\n\u2014 Eo moarvat\u2026 a lavaras Ad\u00e8le un tammig kazus\u2026 Ha ni holl da c&rsquo;hoarzhin ha da hegasi\u00f1 Ad\u00e8le.<br \/>\n\u2014 Met neuze, ar c&rsquo;habestr am boa roet da staga\u00f1 ar gazeg&nbsp;? Daoust hag-e\u00f1 eo aet ivez d&rsquo;he heul&nbsp;? eme Ad\u00e8le.<br \/>\n\u2014 Feiz avat ! eme Fra\u00f1soa. Ma&rsquo;z poa roet ur c&rsquo;habestr da Jeffig n&rsquo;eo ket re dit rei\u00f1 unan ivez d&rsquo;e gazeg hag evel-se o devo pep a hini en koun ouzhit&nbsp;!\u2026 Met marteze ez pije graet gwelloc&rsquo;h ober marc&rsquo;had gant Jeffig sur, hag e vije chomet an daou gabestr ganit hag ur gazeg vat hag ur gwaz war ar marc&rsquo;had !<br \/>\n\u2014 Kebestr a-walc&rsquo;h a chom ganin c&rsquo;hoazh, \u00bb eme Ad\u00e8le, na vez ket pell o feuki\u00f1 pa vez komzet dezhi eus gwersed.<\/p>\n<p>Paotr Jeffig n&rsquo;eo morse retornet d&rsquo;ar c&rsquo;hontre da drugarekaat an dud o devoe soursiet eus e gazeg. Ul louk evel &lsquo;lavare mamm-gozh.<br \/>\nMa&nbsp;! Ma&nbsp;! erruout a ra trao\u00f9 fentus, evel ur gontadenn\u2026 ur gontadenn wir !*<\/p>\n<p><span style=\"font-size: 10pt;\">* Kontadenn wir, en gwirionez\u2026 Savet em boa an danevell-ma\u00f1 evit un amezeg bihan din \u2014&nbsp;Rojer Tredan&nbsp;\u2014 da gas da \u00ab&nbsp;genstrivadeg <em>Ar Falz<\/em> 1958 \u00bb, a gredan. Bet e devoa ur bevare priz dindan an anv a Roger Tredan\u2026 N&rsquo;int ket figus avat, paotred <em>Ar Falz<\/em>&nbsp;!\u2026 Rak pa so\u00f1jan em brezhoneg 58&nbsp;!<\/span><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>An danevell-ma\u00f1 zo he\u00f1vel ouzh un istor, met un istor gwir eo. Un nozvezh a viz Du e oan c&rsquo;hoazh o skriva\u00f1 [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2275","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Ar gazeg dianket - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Ar gazeg dianket - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"An danevell-ma\u00f1 zo he\u00f1vel ouzh un istor, met un istor gwir eo. Un nozvezh a viz Du e oan c&rsquo;hoazh o skriva\u00f1 [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:20:32+00:00\" \/>\n<meta property=\"og:image\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/march.jpg\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:width\" content=\"576\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:height\" content=\"421\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:type\" content=\"image\/jpeg\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"8 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-gazeg-dianket\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-gazeg-dianket\\\/\",\"name\":\"Ar gazeg dianket - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"primaryImageOfPage\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-gazeg-dianket\\\/#primaryimage\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-gazeg-dianket\\\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"http:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2018\\\/11\\\/march-300x219.jpg\",\"datePublished\":\"2017-10-13T16:44:22+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:20:32+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-gazeg-dianket\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-gazeg-dianket\\\/\"]}]},{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-gazeg-dianket\\\/#primaryimage\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2018\\\/11\\\/march.jpg\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2018\\\/11\\\/march.jpg\",\"width\":576,\"height\":421},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-gazeg-dianket\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Ar gazeg dianket\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Ar gazeg dianket - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Ar gazeg dianket - Anjela Duval","og_description":"An danevell-ma\u00f1 zo he\u00f1vel ouzh un istor, met un istor gwir eo. Un nozvezh a viz Du e oan c&rsquo;hoazh o skriva\u00f1 [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:20:32+00:00","og_image":[{"width":576,"height":421,"url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/march.jpg","type":"image\/jpeg"}],"twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"8 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/","name":"Ar gazeg dianket - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"primaryImageOfPage":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/#primaryimage"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/march-300x219.jpg","datePublished":"2017-10-13T16:44:22+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:20:32+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/"]}]},{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/#primaryimage","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/march.jpg","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2018\/11\/march.jpg","width":576,"height":421},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-gazeg-dianket\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Ar gazeg dianket"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2275","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2275"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2275\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2275"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}