{"id":1822,"date":"2017-09-22T01:25:49","date_gmt":"2017-09-21T23:25:49","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=1822"},"modified":"2025-08-13T15:19:59","modified_gmt":"2025-08-13T13:19:59","slug":"anjela-duval-hiziv","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/","title":{"rendered":"Anjela Duval hiziv &#8211; Ronan Koadig"},"content":{"rendered":"<p>Un dremm roufennet sklerijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent. Un teod prim, kaset en-dro gant ur spered birvidik. Dilhad paour ur beizantez uvel. Hag un dra all\u2026 ur seurt nerzh diabarzh o skedi\u00f1. Setu ar skeudenn eus Anjela Duval a zo chomet e spered he c&rsquo;henvroidi hag e hini meur a dud all, strewet dre ar bed.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Met, seitek vloaz war-lerc&rsquo;h e vije marvet, daoust hag-en e c&rsquo;haller l\u00e2ret ez eo bet komprenet mat he c&rsquo;hannad&nbsp;? Daoust hag-e\u00f1 hon eus gouvezet intent ster an h\u00earezh he deus lezet deomp ha d&rsquo;ar re a zeuio war hol lerc&rsquo;h&nbsp;? Me &lsquo;gav din e chom traou da zizolei\u00f1, c&rsquo;hoazh, en hec&rsquo;h oberenn hag en he buhez, a c&rsquo;hellfe sikour ac&rsquo;hanomp d&rsquo;an deiz hiziv. Hag er pennad-ma\u00f1 e kinnigan degas ma lod ha displega\u00f1 peseurt kannado\u00f9 a dalvoudegezh hollvedel am eus me kavet o lenn hec&rsquo;h oberenn koulz hag o tarempredi\u00f1 anezhi ingal.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Diskouezet he deus e ranker klask ar wirionez en tu-hont d&rsquo;ar pezh a vez gwelet diwar-c&rsquo;horre ha n&rsquo;eus forzh petra a so\u00f1jfe ar re all. Stourmet he deus dibaouez evit lakaat hec&rsquo;h obero\u00f9 da glota\u00f1 gant he menozio\u00f9.&nbsp;Ha kavet he deus e\u00fcrusted o rei\u00f1 he buhez d&rsquo;ar re all\u2026<\/p>\n<h3 style=\"text-align: justify;\">I. Klask ar wirionez<\/h3>\n<p style=\"text-align: right;\"><em>Sell petra &lsquo;ri<sup id=\"1r\">&nbsp;<a href=\"#1a\">1<\/a><\/sup><\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">A-hed he buhez ez eo bet Anjela ur brederourez. Anat eo d&rsquo;ar re o deus lennet anezhi aketus koulz ha d&rsquo;ar re o deus bet ar cha\u00f1s d&rsquo;anavout anezhi. Bet ganet e 1905, n&rsquo;eo nemet er bloavezhio\u00f9 tri-ugent m&rsquo;eo kroget da skriva\u00f1. Met e-pad he femp bloavezh ha hanter-kant kenta\u00f1, ouzhpenn evit labourat an douar hag evit ober war-dro he zud, he deus goveliet he furentez. Diazezet he deus he meizadenn eus ar vuhez war tri uhelvennad&nbsp;: ar speredelezh, ar garantez-vro hag ar garantez evit an douar.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">C&rsquo;hwi &lsquo;oar mat Aotro\u00f9<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Pere eo ar Palio\u00f9 a glaskan<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Tizhout peogwir eo c&rsquo;hwi<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">hoc&rsquo;h eus o diskouezet din<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ar Feiz. Ar Vro. Douar ar Vro<\/span><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/aotrou-va-lezit-choazh\/?lang=bz\">*<\/a><span style=\"font-size: 10pt;\">.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Asambles e ra an tri uhelvennad-se ur reizhiad (pe ur sistem) kempoell ha galloudek. Met evit klask kompren Anjela Duval e vo ret deomp studial anezhe hini ha hini memestra.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h4 style=\"text-align: justify;\">Karantez an natur<\/h4>\n<p style=\"text-align: justify;\">Fonnus eo aet an ijinerezh genetik war raok abaoe m&rsquo;eo marvet Anjela Duval. Ha pell-hardizh eo aet&nbsp;: gallout a ra mab-den kemm an natur vev, brema\u00f1, hag adstumma\u00f1 anezhi. Gallout a ra lakaat tud gaonac&rsquo;h da gaout bugale, kroui\u00f1 plant ha loened treuzgenel ha, zoken, \u00ab&nbsp;he\u00f1velstruja\u00f1 \u00bb<sup id=\"3r\">&nbsp;<a href=\"#2a\">2<\/a><\/sup> loened&nbsp;; da l\u00e2rout eo \u2014&nbsp;evel zo bet graet gant an da\u00f1vadez Dolly e 1997&nbsp;\u2014, struja\u00f1 en ul labourva loened he\u00f1vel ouzh ul loen kenta\u00f1, nemet diwar ur gellig bet kemeret diouta\u00f1\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ur rikour eo araokadenno\u00f9 ar bev-teknologiezhio\u00f9 evit an enklaskerien vezegel&nbsp;: sikour a reont anezhe da groui\u00f1 vaksino\u00f9 a-enep da gle\u00f1vedo\u00f9 spontus (evel an avuad-B, ar sida pe an droug-skevent) hag ivez da zizolei\u00f1 gen kle\u00f1vedo\u00f9 zo ha \u2014&nbsp;&lsquo;benn nebeut, marteze&nbsp;\u2014 da gemm ar gen-se evit tremen e-biou d&rsquo;ar c&rsquo;hle\u00f1vedo\u00f9. Evit an armerzh ivez eo ur rikour ar bev-teknologiezhio\u00f9&nbsp;: gante, da skouer, e c&rsquo;heller produi\u00f1 loened chatal muioc&rsquo;h-mui \u00ab&nbsp;kevezus&nbsp;\u00bb. Met, eus un tu all, e sav an holl tekniko\u00f9-se kudenno\u00f9 bras a vuhezegezh&nbsp;: betek pelec&rsquo;h en deus droed mab-den da gemm an natur&nbsp;? Peseurt harzo\u00f9 he deus c&rsquo;hoant ar gevredigezh da lakaat ouzh an obero\u00f9 war ar boudo\u00f9 bev&nbsp;?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ugent vloaz zo, ne oa ket a voaien da so\u00f1jal er pezh a c&rsquo;hall an ijinerezh genetik ober brema\u00f1. Setu Anjela Duval n&rsquo;helle ket komz eus se, evel-just. Met prederiadenno\u00f9 ar varzhez diwar-benn an natur a c&rsquo;hell sikour ac&rsquo;hanomp da ober hon so\u00f1j diwar-benn ar c&rsquo;hudenno\u00f9 a-vrema\u00f1. Un donezon eus Doue e oa an natur eviti&nbsp;; un donezon a c&rsquo;hellomp ober hon mad diouti, gant m&rsquo;hon dije resped ha douja\u00f1s eviti hag e sikourfemp anezhi da frouezhi\u00f1. Ha mab-den n&rsquo;eo nemet ul lodenn eus an natur anezha\u00f1&nbsp;; setu eo ret dezha\u00f1 chom uvel ha dilorc&rsquo;h. A-enep tre da&rsquo;r pezh a so\u00f1j an enklaskerien (hag an nerzhio\u00f9 armerzhel a zo a-dre\u00f1v dezhe) ez a ar stumm-se da welout an trao\u00f9.&nbsp;Int, evel Descartes, a so\u00f1j gante e tle an dud <em>\u00ab&nbsp;se rendre comme ma\u00eetres et possesseurs de la nature&nbsp;\u00bb<\/em><sup id=\"4r\">&nbsp;<a href=\"#3a\">3<\/a><\/sup>. Aze zo daou vod da so\u00f1jal enebet penn-da-benn, evel daou benn-ahel. Gant piv ema\u00f1 ar wirionez ? Gant uvelded Anjela Duval hag he douja\u00f1s evit an natur ? Pe gant ar fizia\u00f1s lorc&rsquo;hus en deus Descartes en denelezh ? Start eo respont. Met erru eo poent deomp divizout eus an trao\u00f9-se&nbsp;: unan eus kudenno\u00f9 luzieta\u00f1 ha pouezusa\u00f1 an&nbsp;<span style=\"font-size: 10pt;\">XX<\/span><sup>vet<\/sup>&nbsp;kantved oc&rsquo;h echui\u00f1 eo araokadenno\u00f9 ar genetik. Ha rei\u00f1 a ra Anjela Duval deomp unan eus ar savboento\u00f9 hon eus ezhomm da brederia\u00f1 oute evit ober hor so\u00f1j ha kemer an divizo\u00f9 a vo da gemer.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">So\u00f1jal a rae Anjela Duval ne roont an natur hag an douar o mado\u00f9 nemet diouzh ar pezh a vez roet dezhe. Se zo kaoz e c&rsquo;heller l\u00e2rout e oa hi un \u00ab&nbsp;ekologourez&nbsp;\u00bb d&rsquo;ur mare na oa ket kalz dioute. Diarbenni\u00f1 a rae, en he barzhonego\u00f9-stourm koulz hag en he frezegenno\u00f9 a-enep da wastadur an natur darn eus an trubuilho\u00f9 a ginnig kouezha\u00f1 brema\u00f1 war mab-den.&nbsp;E \u00ab&nbsp;Sahara&nbsp;?&nbsp;\u00bb e lak ac&rsquo;hanomp da so\u00f1jal en diforesta\u00f1 hag er che\u00f1chamant hin e vezer gwall nec&rsquo;het gante.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Evel un daolenn fin ar Bed<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ar blaenenn arblaen en dremmwel<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Forzh kelano\u00f9 ramzel<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">O izili a-strew, o sev o tivera\u00f1<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ar gwez meur dibennet<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">(O drouklazh an Inosanted !)<\/span> <a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/sahara\/?lang=bz\">*<\/a><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ne oa gwall donkadur ebet aze evit Anjela, a daole ar bec&rsquo;h war an Den\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Ken sot, ken kriz ha ken emgar<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gant e holl skianto\u00f9<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Hep koustia\u00f1s &lsquo;bet mui<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Hag e ourgouilh divent<\/span> <a href=\"#6a\">*<\/a><span style=\"font-size: 10pt;\">.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">&lsquo;Memes mod e oa evit an dour. Gwelout a rae Anjela e oa gwall arvarus stumm nevez peizanted Breizh da labourat an douar evit hon dazont&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\">Gwech ebet ne lezin ma douaro\u00f9 da veza\u00f1 louzaouet evel ma vez graet brema\u00f1. D&rsquo;an deiz hiziv e vez diviet an douar gant an temz.&nbsp;Me &lsquo;lak temz ivez. Met an nebeuta\u00f1 a c&rsquo;hallan.&nbsp;N&rsquo;eus ket a-walc&rsquo;h gant ma zeil. Ma vijen bet yaouankoc&rsquo;h &lsquo;m boa graet labour-douar biolojik. [\u2026] An darn vrasa\u00f1 eus ar broduerien kaol-fleur hag avalo\u00f9-douar prim, evidon, n&rsquo;int nemet kontammerien.&nbsp;Re a demz &lsquo;lakont<sup id=\"7r\">&nbsp;<a href=\"#7a\">4<\/a><\/sup>.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Komzo\u00f9 Anjela Duval, aze, n&rsquo;int ket gwall dishe\u00f1vel, marteze, eus ar pezh a vez klevet brema\u00f1 ma &lsquo;z eo bet saotret dour Breizh ha ma &lsquo;z eo sklaer d&rsquo;an holl e vezer aet re bell war hent an ampletusted. Met hi a l\u00e2re se un tregont vloaz bennaket zo&nbsp;! Hag ouzhpenn-se, ne lakae ket tout ar bec&rsquo;h war choug al labourerien-douar, er c&rsquo;hontrol eus ar pezh a vez graet re alies brema\u00f1. N&rsquo;ankouae ket kiriegezh ar banko\u00f9 hag an embregerezhio\u00f9 bras. Eviti, \u00ab&nbsp;ar c&rsquo;hapital bras an hini eo ar breiner, ar mac&rsquo;hom&nbsp;\u00bb<sup id=\"8r\">&nbsp;<a href=\"#5a\">5<\/a><\/sup><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha tregont vloaz war-lerc&rsquo;h, eus krec&rsquo;h o zraktorien pe e-barzh o zier-gwer, al labourerien-douar a-vrema\u00f1 n&#8217;emaint ket ken e darempred gant an douar evel ma oa-hi, pe evel ma oa o zado\u00f9 gwechall. Skriva\u00f1 a raen bremaik emeur deuet a-benn, nevez zo, da rein ur \u00ab&nbsp;bugel&nbsp;\u00bb d&rsquo;un da\u00f1vadez hep n&rsquo;he dije bet tamm darempred korfel ebet gant ur par&nbsp;; met ur pennadig zo e c&rsquo;heller \u2014&nbsp;en ur stumm greantel&nbsp;\u2014 produi\u00f1 legumaj ivez hep implij na steki\u00f1 ouzh tamm douar ebet\u2026 Tamm-ha-tamm e teu mab-den da veza\u00f1 ur seurt doue, kap da groui\u00f1 ha da gemm ar vuhez en e labourvaio\u00f9, met o&rsquo;n em zistaga\u00f1 muioc&rsquo;h-mui eus ar vuhez \u00ab&nbsp;naturel&nbsp;\u00bb. Anjela Duval, er c&rsquo;hontrol-fed, en em sante un elfenn eus an natur divent, kosmek&nbsp;; beva\u00f1 a rae un darempred korfel gant an douar&nbsp;: \u00ab&nbsp;An douar zo evel un eil korf din&nbsp;\u00bb a l\u00e2re alies.&nbsp;Ur perzh e oa an dra-se eus he speredelezh. Da skouer, e \u00ab&nbsp;Bennozh dit&nbsp;\u00bb e l\u00e2re da Zoue&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Te &lsquo;ro an douar, ar glav hag ar wrez<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Me &lsquo;demz, a had, a c&rsquo;hwenn, a eost<\/span><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bennozh-dit\/?lang=bz\">*<\/a><span style=\"font-size: 10pt;\">.<\/span><\/p>\n<h4>&nbsp;<\/h4>\n<h4>Speredelezh<\/h4>\n<p style=\"text-align: justify;\">Hor c&rsquo;hevredigezh \u2014&nbsp;ur gomz voutin eo&nbsp;\u2014 ne oar ket re vat war peseurt tu trei\u00f1 d&rsquo;an deiz hiziv&nbsp;: n&rsquo;ouvez ket an dud peseurt ster rei\u00f1 d&rsquo;o buhez. Gwechall e veze aezetoc&rsquo;h dezhe&nbsp;; roet e veze patromo\u00f9 sklaer gant an ideologiezhio\u00f9 relijiel pe bolitikel, gant ar familho\u00f9 hag er skol. Brema\u00f1, hag abaoe pell zo dija, ez a ar relijiono\u00f9 war ziskar, e broio\u00f9 pinvidik ar C&rsquo;horn\u00f4g da vihana\u00f1&nbsp;; an uhelvennado\u00f9 politikel az a tamm-ha-tamm d&rsquo;ar strad, dreist-holl abaoe ma &lsquo;z eo kouezhet Moger vBerlin en he foull&nbsp;; ar familho\u00f9 o deus tapet ur pezh taol gant darvoudo\u00f9 Mae 1968&nbsp;: tarzhet eo ar patrom uheldadel a wechall ha n&rsquo;eus patrom boutin ebet o kemer e blas&nbsp;; hag ar skol zo tapet en un enkadenn\u2026&nbsp;Ent-se e teu da veza\u00f1 kalz startoc&rsquo;h kompren ar bed ha dreist-holl go\u00fbt penaos en em zerc&rsquo;hel \u00ab&nbsp;mat&nbsp;\u00bb er vuhez&nbsp;: n&rsquo;eus patrom kumun ebet ken. Pep hini a ra e veskaj en e du, hep beza\u00f1 sur d&rsquo;ober mat.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gwelet a-walc&rsquo;h he doa Anjela Duval an trao\u00f9-se o che\u00f1ch, dreist-holl war dachenn ar feiz. Met hi n&rsquo;he doa ket bevet ar che\u00f1chamanto\u00f9-se. Kre\u00f1v, divent hag eeun e oa he speredelezh, deuet diwar feiz katolik pobl Vreizh&nbsp;; da l\u00e2rout eo merket gant kult ar sent kozh ha so\u00f1j an Anaon. Rei\u00f1 a rae ar feiz ur ster d&rsquo;he buhez ha d&rsquo;an trao\u00f9 a wele en-dro dezhi, mat pe fall. Da skouer, pa veze entanet ar gwez gant livio\u00f9 an diskarr-amzer e oa peogwir Doue en doa graet\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Mil ha mil damm<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Eus e vantell roueel<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Evit gwiska\u00f1 ar gwez<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gant aour ha limestra<\/span><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/deliou-ruz-deliou-melen\/?lang=bz\">*<\/a><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gwelout a rae Doue dre-holl ha komz a rae outa\u00f1 evel ouzh sent ar vro pe ouzh he re dremenet. E gwirionez, kalz eus he barzhonego\u00f9 a zo bet seurt pedenno\u00f9.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">A-wecho\u00f9 e c&rsquo;hell kas ar feiz da du ar penn pella\u00f1. Met an dra-se ne dalv ket kement-se evit Breizh. Er c&rsquo;hontrol, zoken&nbsp;: a-viskoazh eo bet komprenet an aviel gant ar Vretoned evel ur c&rsquo;hannad a beoc&rsquo;h. Ha kentoc&rsquo;h habask eo o hengounio\u00f9 politikel. Gallout a reer so\u00f1jal zoken, daoust d&rsquo;ar feiz kristen da veza\u00f1 diskaret-lipr brema\u00f1 e Breizh, e chom ul levezon war ar gevredigezh a c&rsquo;hellfe marteze displega\u00f1 abalamour da betra eo ken gwan ama\u00f1 live ar vot evit an tu deho\u00f9 pella\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kre\u00f1v-mat e oa feiz Anjela Duval, met habask e oa ivez ha digor war speredelezhio\u00f9 all, koulz an Islam ( <a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/barzhoneg-eus-bro-bers-2\/?lang=bz\">*<\/a> ha <a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/doue-hag-an-den-2\/?lang=bz\">*<\/a>), ar Voudaegezh<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/furnez-an-tibet-2\/?lang=bz\">*<\/a>&nbsp;hag ar re all. Aze c&rsquo;hoazh e tiarbenne ar pezh a vevomp brema\u00f1, hep kouezha\u00f1 en toullo\u00f9-trap a gaver ama\u00f1 hag ahont&nbsp;: sklaer eo zo d&rsquo;an deiz hiziv ur bern-bern tud oc&rsquo;h ober ur c&rsquo;hest speredel. Hag alies e klaskont terri\u00f1 o sec&rsquo;hed speredel en ur dapout tammo\u00f9 elfenno\u00f9 eus holl gredenno\u00f9 ar bed. Brav e vije an dra-se ma ne vije ket sekto\u00f9 o tapout krog war speredo\u00f9 ar re wana\u00f1 hag oc&rsquo;h ober droug dezhe. War ar poent-se, Anjela, dre forzh lenn, a anave mat a-walc&rsquo;h drouizelezh hon tado\u00f9-kozh, kement hag ar voudaegezh, hag ur bern kredenno\u00f9 all.&nbsp;Ha dedennet e oa gante. Met gwech ebet ne vije kouezhet e pej ar sekto\u00f9 abalamour, just a-walc&rsquo;h, ma oa solud diazezo\u00f9 he c&rsquo;hredenn \u2014&nbsp;roet dezhi gant he zud.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ouzhpenn evit ar feiz katolik hag evit anaoudegezh lennek kredenno\u00f9 ar bed, koulskoude, a oa oc&rsquo;h ober speredelezh Anjela Duval. Ur c&rsquo;hevrineg (pe ur mistig) e oa ivez, hag a veze boemet gant ar vuhez hag a-unvan gant an holl voudo\u00f9 bev, n&rsquo;eus forzh pegen bihan ha pegen vil e vijent bet.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">A&nbsp;! Na damant am bez me da bep kammed<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Damant da flastra\u00f1, da frika\u00f1<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">A-hed ar wenodenn pe &lsquo;dreuz ar park<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Boudo\u00f9igo\u00f9 uvel dindan sol va zroad&nbsp;:<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ar c&rsquo;hwil glas souchet er spoue,<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ar verienenn vunut o treina\u00f1<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gant mil boan ha mil ijin<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ar verr-blouzenn d&rsquo;he c&rsquo;hrugell.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Bleu\u00f1vigo\u00f9 koantik damguzhet el leton,<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">O striva\u00f1 da zigeri\u00f1 o c&rsquo;halon d&rsquo;an Heol<sup id=\"13r\"> <a href=\"#13a\">6<\/a><\/sup>.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">An dra-se, &lsquo;m eus aon, n&rsquo;eo ket bet komprenet gwall vat gant tud zo. N&rsquo;eus tamm falsteneridigezh ebet aze&nbsp;; Anjela Duval en em sante tost eus an holl voudo\u00f9 peogwir e so\u00f1je ganti e oa hi ur boud evel ar re all, gant ar memes talvoudegezh, na mui na mez.&nbsp;Kavout a ra din eo he\u00f1vel a-walc&rsquo;h he speredelezh, war ar poent-se, diouzh hini ar Voudaiz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Met dipitet gant an denelezh ne oa ket kennebeut.&nbsp;Ne roe ket he holl garantez d&rsquo;al loened. Pell ac&rsquo;han&nbsp;! D&rsquo;an dud &lsquo;n hini eo ez ae he c&rsquo;harantez da genta\u00f1-tout ha dreist-holl d&rsquo;he \u00ab&nbsp;breudeur a boan&nbsp;\u00bb, ar beizanted.&nbsp;Met ivez, evel-just, d&rsquo;ar Vretoned kalonek.<\/p>\n<h4>&nbsp;<\/h4>\n<h4 style=\"text-align: justify;\">Karantez vro<\/h4>\n<p style=\"text-align: justify;\">Beva\u00f1 a reomp \u2014&nbsp;sell aze ur gomz voutin, c&rsquo;hoazh ur wech&nbsp;!&nbsp;\u2014 en ur bed a zo o &lsquo;n em unvani\u00f1, memes ma chom ur bern diforc&rsquo;hio\u00f9 c&rsquo;hoazh etre ar poblo\u00f9. War un dro e teu an unvanidigezh-se eus araokadenno\u00f9 teknologiezhio\u00f9 ar stlenn hag eus an darempredo\u00f9 ekonomikel a zalc&rsquo;h da vuanaat ingal-ingal. Met da heul unvanidigezh ar bed e weler, a bep tu, tud o kaout anken hag o soucha\u00f1 en o c&rsquo;horn.&nbsp;Da\u00f1jer bras zo en em lakfe ar bed da dammata evel ma ra ar Balkano\u00f9.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Anjela Duval ne oa ket ur plac&rsquo;h he dije karet en em serrfe ar Vretoned warne oc&rsquo;h-unan. War a seblant n&rsquo;he doa kazimant gwech ebet kuitaet he zi-feurm, na Breizh.&nbsp;En l\u00e2rout a ra en ur barzhoneg&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Sev all ebet n&rsquo;am eus sunet<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Na taolet troad war douar all<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Met da hini, va Breizh din-me<sup id=\"14r\">&nbsp;<a href=\"#7a\">7<\/a><\/sup><\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Koulskoude ne oa ket klozet warni hec&rsquo;h-unan, tamm ebet. Er c&rsquo;hontrol-fed, pa skriv&nbsp;: \u00ab&nbsp;Neb a chom en e di ne gar an avel&nbsp;\u00bb<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/neb-na-gar-ket\/?lang=bz\">*<\/a> e fell dezhi l\u00e2ret d&rsquo;an dud n&rsquo;eo ket mat chom serret en o c&rsquo;horn. Ha skoet e veze he holl weladennerien o welout pegen bras &lsquo;oa he gouiziegezh. Desket e oa bet drezi hec&rsquo;h-unan ha lambrek e veze gant al levreier&nbsp;: lenn a rae gant herr ha lontegezh an holl re a dremene dindan he dorn. Ouzhpenn-se e selaoue ar skingomz ingal. Hag ur souezh e oa gwelout pegen kelaouet mat e veze eus darvoudo\u00f9 hag eus dalc&rsquo;hio\u00f9 ar bed. Diskouez a ra he barzhoniezh pegen prederiet e veze gant gwalleurio\u00f9 ar bed. Evel e \u00ab&nbsp;Darbodo\u00f9&nbsp;\u00bb<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/darbodou\/?lang=bz\">*<\/a>, pe e \u00ab&nbsp;Lagad an heol&nbsp;\u00bb<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/lagad-an-heol\/?lang=bz\">*<\/a>, e lec&rsquo;h ma klemm an Heol&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Gwelet &lsquo;m eus tud o vervel gant ar riv.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gwelet &lsquo;m eus tud o vervel gant an naon.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gwelet tud o vervel gant an dic&rsquo;hoanag.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gwelet tud o lazha\u00f1 tud, breudeur o &lsquo;n em daga\u00f1.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gwelet &lsquo;m eus poblo\u00f9 mac&rsquo;het.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gwelet ur penntiern meur o kouezha\u00f1 dindan boled ur foll.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gwelet forzh tud o lenva\u00f1<sup id=\"17r\">&nbsp;<a href=\"#8a\">8<\/a><\/sup>.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ma ne oa ket troet Anjela da &lsquo;n em serri\u00f1 warni hec&rsquo;h-unan, ne oa ket a-du kennebeut \u2014&nbsp;ha tamm ebet&nbsp;!&nbsp;\u2014 gant ar re a zinac&rsquo;h o unvanelezh<sup id=\"18r\">&nbsp;<a href=\"#9a\">9<\/a><\/sup>.&nbsp;Anav a reer ar frazenn, deuet da veza\u00f1 brudet, a zistroe d&rsquo;an dud o devoa l\u00e2ret dezhi&nbsp;: <em>\u00ab&nbsp;Je ne parle pas le breton mais je le comprends.&nbsp;\u00bb<\/em> Ar paour-kaezh tud-se a gleve &lsquo;nezhi o respont neuze&nbsp;: \u00ab&nbsp;Ya, evel ma chas eo ivez&nbsp;; ne gomzont ket brezhoneg, met kompren a reont !&nbsp;\u00bb Ur vezh ruz e oa eviti gwelet ar Vretoned o tilezel o yezh\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Perak &lsquo;komzfec&rsquo;h ur yezh estren<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">D&rsquo;o Bro, d&rsquo;ho Pugale&nbsp;?<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Torfed terri\u00f1 ar chadenn aour<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">&lsquo;Ma\u00f1 hon Enor enni<\/span><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/galv-dar-mammou\/?lang=bz\">*<\/a><span style=\"font-size: 10pt;\">.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">En em ganna\u00f1 a-enep d&rsquo;an dinac&rsquo;h zo bet, d&rsquo;am so\u00f1j, unan eus ar c&rsquo;hentelio\u00f9 meur he deus roet Anjela Duval deomp.&nbsp;Dreist-holl pa n&rsquo;eo ket hepken gant ar spered met ivez gant an ober e kase he stourm. Rak Anjela n&rsquo;he deus ket dihanet da stourm a-hed he buhez.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: justify;\">II. Stourm<\/h3>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: right;\"><em>Feal on bet atav d&rsquo;am ger-stur&nbsp;:<\/em><br \/>\n<em>Stourm a ran war bep tachenn<\/em><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/piv\/?lang=bz\">*<\/a><em>.<\/em><\/p>\n<h4 style=\"text-align: justify;\">Stourmo\u00f9 ar vuhez<\/h4>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ur c&rsquo;hann oc&rsquo;h adkregi\u00f1 ingal eo al labour-douar, evel ma tiskouez Anjela Duval en he barzhoniezh. Ingal eo bet ar stourm a-enep d&rsquo;an elfenno\u00f9 he stourm kenta\u00f1. Hec&rsquo;h-unan en e diegezh e laboure evel ur gwaz gant, koulskoude, nebeutoc&rsquo;h a nerzh evit ur paotr ha gant ur yec&rsquo;hed fall. Kalz eus he lennerien, tud k\u00ear, n&rsquo;o doa ket \u2014&nbsp;na n&rsquo;o deus ket c&rsquo;hoazh&nbsp;\u2014 an distera\u00f1 menoz eus pegen skuizhus e vez ar vicher peizant. Ur sklav eo al labourer-douar. Ha kalz eus ar weladennerien a zo bet degemeret e ti Anjela Duval ne gomprenent ket e lakaent \u2014&nbsp;en ur gemer un tamm eus hec&rsquo;h amzer brizius&nbsp;\u2014 he labour da veza\u00f1 startoc&rsquo;h c&rsquo;hoazh. Met pa zegouezhe dezhe, ouzhpenn, ober goap eus he breudeur peizanted, aze, ne oa ket evit padout ken\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Er-maez&nbsp;!<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ya er-maez, c&rsquo;hwi&nbsp;!<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ne fell ket din.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ne c&rsquo;houzanvin morse<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">&lsquo;Vefe dismega\u00f1set em zi<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Va Breudeur a boan&nbsp;:<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Servijerien an Douar<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Douar santel va Bro<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Hor Bro. Hor Mamm-Vro&nbsp;!<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Va Breudeur Peizanted<\/span><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/er-maez\/?lang=bz\">*<\/a><span style=\"font-size: 10pt;\">.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Labourat an douar, koulskoude, n&rsquo;eo ket bet he stourm pemdeziek nemeta\u00f1&nbsp;: adalek he bugaleaj he deus ranket Anjela Duval stourm evit beva\u00f1. Pa oa c&rsquo;hwec&rsquo;h vloaz he doa bet ur gwall gle\u00f1ved-eskern en doa ampichet &lsquo;nezhi da vont d&rsquo;ar skol ac&rsquo;han hec&rsquo;h eizh vloaz. Hag ingal, war-lerc&rsquo;h, he deus bet ur yec&rsquo;hed fall&nbsp;; ingal, ivez, ez adkaver ar c&rsquo;hle\u00f1ved hag ar boan en hec&rsquo;h oberenn. Muioc&rsquo;h, marteze, en he bloavezhio\u00f9 diwezha\u00f1, rak dre ma koshae e fallae he yec&rsquo;hed hag e washae he foanio\u00f9.&nbsp;Met a-enep dezhi hec&rsquo;h-unan he deus dleet stourm ivez.<\/p>\n<h4>&nbsp;<\/h4>\n<h4 style=\"text-align: justify;\">Stourm a-enep dezhi hec&rsquo;h-unan<\/h4>\n<p style=\"text-align: justify;\">Un dibab eo bet eus perzh Anjela Duval chom hec&rsquo;h-unan da zerc&rsquo;hel douar e Trao\u00f1-an-Dour. Ur bern servijerien \u2014\u00f1pe pleustrerien, ma&rsquo;z eo gwelloc&rsquo;h ganeoc&rsquo;h \u2014 he doa bet pa oa yaouank. Unan dioute nemetken en doa gouvezet gounit he c&rsquo;halon. Un is-ofiser a vor e oa, deuet da veza\u00f1 kabiten war-lerc&rsquo;h, sa\u00f1set.&nbsp;War-nes dimezin e oant ha\u2026 A-greiz-tout, n&rsquo;o doa ket graet. Petra &lsquo;oa degouezhet neuze&nbsp;?&nbsp;Ne ouezer ket dre just.&nbsp;Me, bepred, n&rsquo;ouzon ket. War a seblant e oa bet dibosupl ar garantez etre ur merdead hag ul labourerez-douar. Diouzh ar pezh a zo bet l\u00e2ret din war-lerc&rsquo;h he marv, en &lsquo;n dije kinniget dezhi kemer ur go\u00f1vers e k\u00ear hag hi he dije nac&rsquo;het kuitaat Trao\u00f1-an-Dour. Neuze e oant dispartiet.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">E korn va c&rsquo;halon zo ur gleizenn<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">&lsquo;Baoe va yaouankiz he dougan<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Rak siwazh, an hini a garen<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ne gare ket pezh a garan<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">E\u00f1 na gare nemet ar c&rsquo;herio\u00f9<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ar morio\u00f9 don, ar broio\u00f9 pell<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ha ne garen &lsquo;met ar maezio\u00f9<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Maezio\u00f9 ken kaer va Breizh-Izel<sup id=\"10r\">&nbsp;<a href=\"#10a\">10<\/a><\/sup><\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Chomet eo bet ar gleizenn-se betek ar fin. Ha hec&rsquo;h-unan war-lerc&rsquo;h marv he zud \u2014&nbsp;daoust dezhi karout an natur ha beza\u00f1 a-unvan gant an holl voudo\u00f9 a veve en-dro dezhi&nbsp;\u2014 zo bet degouezhet dezhi maga\u00f1 melkoni a-wecho\u00f9.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Va-un&rsquo; war an douar, va-un&rsquo; en ur Bed kriz<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Dare on da sempla\u00f1, trec&rsquo;het gant an enkrez<\/span><sup id=\"11r\"> <a href=\"#11a\">11<\/a><\/sup><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kre\u00f1v-hardizh eo bet melkoni hag enkrez Anjela er bloavezhio\u00f9 hanter-kant&nbsp;; met dre vras, o&rsquo;n em lakaet da skriva\u00f1, ez eo deuet a-benn da veza\u00f1 trec&rsquo;h warne. Koulskoude, zoken war-lerc&rsquo;h, zo degouezhet dezhi, meur a wech, koll emganno\u00f9 a-enep dezhe. Ar pezh n&rsquo;houle ket diskouez\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Arabat samman seurt sammo\u00f9<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">War divskoaz ar re yaouank.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">&lsquo;Pad ma c&rsquo;hell ar c&rsquo;hozhiad<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">O dougen e-unan.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ret mousc&rsquo;hoarzhin d&rsquo;o mousc&rsquo;hoarzh.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Zoken pa vroud ar boan grisa\u00f1.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ret eo maga\u00f1 dezho o spi<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">En un Dazont a vo o hini<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Hag a baeo kantvedo\u00f9 mezh<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/arabat\/?lang=bz\">*<\/a><\/span><span style=\"font-size: 10pt;\">\u2026<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Er baourentez he deus bevet Anjela Duval a-hed he buhez. N&rsquo;eo ket abalamour n&rsquo;en dije ket permetet he zi-feurm dezhi ober &lsquo;mod all, met dre choaz. Start e c&rsquo;hell beza\u00f1 kompren ar choaz-se. Hi &lsquo;l\u00e2re n&rsquo;houle che\u00f1ch mann ebet en he zi rak &lsquo;mod all he dije bet ar santimant da lakaat eneo\u00f9 he zud &lsquo;maez an ti. Gwir eo, moarvat, met kredi\u00f1 a ran e oa ivez he faourentez un dibab speredel. Troet he doa bet e brezhoneg ur barzhoneg skrivet gant Ramon Soley Ceto hag anvet \u00ab&nbsp;An Oaled paour&nbsp;\u00bb e-lec&rsquo;h ma vez meulet meur a wech \u00ab&nbsp;ar spered a baourentez&nbsp;\u00bb hag e-lec&rsquo;h ma l\u00e2r ur gwaz d&rsquo;e bried&nbsp;: \u00ab&nbsp;Deus, ma veizez priz divent ar baourentez<sup id=\"25r\"> <a href=\"#12a\">12<\/a><\/sup>.&nbsp;\u00bb Daoust hag-e\u00f1 ne vije ket aze evel un dasson eus karantez kollet Anjela&nbsp;? Daoust hag-e\u00f1, m&rsquo;he deus divizet trei\u00f1 ar barzhoneg-se n&rsquo;eo ket peogwir he devoa-hi, just a-walc&rsquo;h ar \u00abv&nbsp;spered a baourentez&nbsp;\u00bb&nbsp;?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Dre zibab an hini eo he deus Anjela Duval bevet evel ur benitiourez. Ha betek penn he dibabo\u00f9 ez ae, daoust d&rsquo;ar boan ha d&rsquo;an doueta\u00f1s. Ur skouer eo evidomp, pa vezer ken troet da chench ali en hor c&rsquo;hevredigezh, da chom hep mont betek penn an trao\u00f9. Alies e vez klevet tud o l\u00e2ret o dije c&rsquo;hoant beva\u00f1 en digenvez\u2026 Met pet dioute a vez kalonek a-walc&rsquo;h evit mont betek penn an hunvre&nbsp;? Ha piv &lsquo;vefe kap en hor c&rsquo;hevredigezh-bevezi\u00f1 da zibab ar baourentez ha da chom er stad-se a-hed e vuhez&nbsp;? En ur mod e oa en a-raok Anjela Duval war hec&rsquo;h amzer&nbsp;: beza\u00f1 dibabet beva\u00f1 hec&rsquo;h-unan ha klask beza\u00f1 mestrez war he buhez, ne oa ket \u2014&nbsp;ha n&rsquo;eo ket c&rsquo;hoazh&nbsp;\u2014 un dra aes evit ur plac&rsquo;h. Dreist-holl war ar maez. Sklaer eo ne oa ket ur plac&rsquo;h klouar anezhi.&nbsp;Hag an dra-se zo splann ivez war dachenn ar politikerezh.<\/p>\n<h4>&nbsp;<\/h4>\n<h4 style=\"text-align: justify;\">Ar <em>basionaria<\/em><\/h4>\n<p style=\"text-align: justify;\">An dinac&rsquo;h, em eus l\u00e2ret, ne blije ket d&rsquo;Anjela Duval e mod ebet. Met dre vras eo gant al laoskentez e veze lakaet heug. Meur a wech e vez santet an dra-se en hec&rsquo;h oberenn. Dreist-holl pa rebeche d&rsquo;ar Vretoned beza\u00f1 laosk e-kenver o bro hag o yezh.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Va c&rsquo;henvroiz &lsquo;zo kousket<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Hag hor Bro o veuzi\u00f1<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/dirak-va-skeudenn\/?lang=bz\">*<\/a><\/span><span style=\"font-size: 10pt;\">\u2026<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Hi \u2014 feal bepred ouzh he menozio\u00f9&nbsp;\u2014 he deus bet ingal ar galon da l\u00e2rout ha da skriva\u00f1 ar pezh a grede, n&rsquo;eus forzh petra a so\u00f1je an darn vrasa\u00f1 eus an dud. N&rsquo;he deus ket bet damant d&rsquo;he foan, nag aon rak an teodo\u00f9 fall. Ha n&rsquo;he deus ket moustret he barrado\u00f9 imor&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Pebezh Tonkadur hon hini&nbsp;!<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Tu ebet ken da veva\u00f1 er Vro.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ret astenn an dorn d&rsquo;ar C&rsquo;hallaoued<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ha pennglina\u00f1 dirazo<sup id=\"27r\"> <a href=\"#13a\">13<\/a><\/sup>\u2026<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gwech ebet n&rsquo;he deus nac&rsquo;het sikour an emsaverien, zoken ar re a stourme e-maez al lezenn hag ar re a c&rsquo;helle beza\u00f1 erru fall gant ar c&rsquo;hros vras eus ar Vretoned. Evel ama\u00f1, e-lec&rsquo;h ma diskouez skoazella\u00f1 tamallidi Talbenn dieubidigezh Breizh.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Dirak Lez-varn ar Vistri<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">\u2014 Oaned dirak bleizi \u2014<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Pemp warn-ugent tamallad<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Difennerien Enor ha Buhez Breizh<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">A vo dismega\u00f1set dirak ar Bobl<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ar Bobl-se mouget hec&rsquo;h Emskiant<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gant Skol, Radio, Tele ha media ar Gall<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/a-galon-hag-a-spered-derchent-ar-prosez\/?lang=bz\">*<\/a><\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Degas a ra ac&rsquo;hanomp ar galon hag ar vrokusted-se da gentel diwezha\u00f1 Anjela Duval.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: justify;\">III. Rei\u00f1<\/h3>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: right;\"><em>Gant ar muzul e rofet d&rsquo;ar re all e vo roet deoc&rsquo;h<sup id=\"14r\">&nbsp;<a href=\"#14a\">14<\/a><\/sup>.<\/em><\/p>\n<h4 style=\"text-align: justify;\">Skriva\u00f1<\/h4>\n<p style=\"text-align: justify;\">Skriva\u00f1 a felle da Anjela Duval ober abaoe ma oa bihan-tout, war a seblant&nbsp;: kavet em eus en he c&rsquo;haier-skol diwezha\u00f1 ur barzhoneg eus an 9 a viz Eost 1920 e-lec&rsquo;h ma c&rsquo;houl digant Doue ar gras da zont da veza\u00f1 ur varzhez&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em><span style=\"font-size: 10pt;\">Je veux devenir une petite po\u00e9tesse<\/span><\/em><br \/>\n<em><span style=\"font-size: 10pt;\">Tel est le d\u00e9sir de mon c\u0153ur ici bas.<\/span><\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Daou-ugent vloaz war-lerc&rsquo;h eo bet sevenet he fedenn. Ha dre an arz he deus gallet \u00ab&nbsp;subliman&nbsp;\u00bb (pe aezhenni\u00f1) he foanio\u00f9. En displeget he deus hec&rsquo;h-unan. So\u00f1jal a rae dezhi e oamp tonket holl da garout&nbsp;; met peogwir n&rsquo;he doa-hi na bugel na familh da garout e oa dre ar skritur e c&rsquo;hellfe rei\u00f1 he c&rsquo;harantez d&rsquo;ar re all. Kroui\u00f1 zo bet marteze eviti \u2014&nbsp;evel evit kalz a dud all&nbsp;\u2014 un doare da vont dreist d&rsquo;ar mank bugel.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Roet he deus kalz deomp. Meur ha meur a varzhoneg hag a skrid plaen he deus laosket deomp. Ha me &lsquo;gav din e oa he\u00f1vel a-walc&rsquo;h he mod da skriva\u00f1 barzhonegou da hini ar re o deus savet hon hengoun kanet.&nbsp;&lsquo;Pad an deiz \u2014&nbsp;e-keit ha ma veze o labourat an douar&nbsp;\u2014 e prederie. Ha diouzhtu ma kave un tamm amzer vak e lakae he sonjo\u00f9 war ur baperenn bennak&nbsp;: ur golo-lizher, ur vandenn-gas kazetenn, ur folenn vruderezh, n&rsquo;eus forzh petra a gouezhe dindan he dorn a oa mat\u2026 Kalz a dammo\u00f9 paper &lsquo;mod-se am eus adkavet en he c&rsquo;hartonso\u00f9. Ur bern gerio\u00f9 a oa bet barrennet ha diverket warne, peogwir, moarvat, ne oa ket da ganti ac&rsquo;han he dije kavet ar ger mat, an hini nemeta\u00f1 a faote. Met ar pezh en deus souezhet ac&rsquo;hanon eo gwelout pegen brav e oa, dija, testenno\u00f9 ar brouilhonso\u00f9, a-raok beza\u00f1 bet reizhet. En he fenn an hini eo e veze savet hec&rsquo;h oberenno\u00f9 ganti ha n&rsquo;eo ket war ar paper. (Un diforc&rsquo;h bras eo gant ar pezh a vez graet, peurvuia\u00f1, gant ar skrivagnerien a-vrema\u00f1, a lak an trao\u00f9 diouzhtu war baper pe war ar skramm, kuit dezhe implij o memor, hag a gemm o skrid meur ha meur a wech da c&rsquo;houde.) Ha goude se, ur wech ma plije he skrid dezhi, ez adskrive anezha\u00f1 war un tammig kaier skoliad, ken modest ha hi. Un daou-ugent kaierad bennak am eus kavet evel-se, ha me &lsquo;gav din e c&rsquo;hellfe beza\u00f1 reo\u00f1 all c&rsquo;hoazh e ti tud hag o deus anavet mat Anjela. Ma &lsquo;z eo gwir an dra-se e pedan an dud a zo kaiero\u00f9 gante da gaout ar vadelezh da rei\u00f1, pe da bresta\u00f1, ar c&rsquo;haiero\u00f9-se din \u2014 pe eilenno\u00f9 dioute \u2014 evit ma vije bodet holl skrido\u00f9 Anjela Duval er memes lec&rsquo;h. Klask a ran e vefe krouet ul levraoueg publik e-lec&rsquo;h ma vefe moaien da fiziout an holl diello\u00f9-se, evel em eus displeget uheloc&rsquo;h<sup id=\"15r\">&nbsp;<a href=\"#15a\">15<\/a><\/sup>.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Temo\u00f9 barzhoniezh Anjela Duval ha temo\u00f9 he buhez a zo he\u00f1vel. An douar, an natur, al loened, ar feiz, ar bedenn, ar garantez evit Breizh, hag ar stourm a-enep d&rsquo;ar c&rsquo;hle\u00f1ved a zo darn eus ar re a vez kavet an aliesa\u00f1 pe eus ar re a vez ar muia\u00f1 war-wel. Met temo\u00f9 zo a zo a bouez-bras ivez, daoust dezhe nompas bezan gwelet kement, marteze. Ar garantez hag ur serten erozegezh kevrinel (pe mistik), da skouer, a zo bet laosket a-gostez un tammig, betek-henn. Meur a varzhoneg karantez he deus skrivet, koulskoude, evel hema\u00f1, e-lec&rsquo;h ma skriv&amp;nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Degas din ar Garantez-se a glask &lsquo;n em goll&nbsp;betek strad ar Boud hag ac&rsquo;hane tarzha\u00f1 &lsquo;n ur sev diwelus a-hed skourro\u00f9 gwezenn ar Vuhez<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/karantez-2\/?lang=bz\"><sup>*<\/sup><\/a>.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Evit pezh a sell ouzh an erozegezh, n&rsquo;heller ket l\u00e2ret he dije skrivet kalz a dra, met, memestra, ma lenner hec&rsquo;h oberenn gant rikour ar bredelfennerezh e c&rsquo;heller gwelout meur a dra, evel e \u00ab&nbsp;Va barzhonego\u00f9 \u00bb e-lec&rsquo;h ma l\u00e2r skriva\u00f1 barzhonego\u00f9\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">War vruched noazh an Hini a garan,<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">War groc&rsquo;hen noazh ar Vro a garan.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">N&rsquo;eo ket gant un ibil o skriva\u00f1<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Hogen gant binvio\u00f9-dir<sup id=\"15r\">&nbsp;<a href=\"#15a\">15<\/a><\/sup>\u2026<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">&lsquo;Mod all he deus troet barzhonego\u00f9 bet skrivet gant tud all, evel \u00ab&nbsp;Barzhoniezh Bro-Indez&nbsp;\u00bb, e lec&rsquo;h ma skriv an oberour&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Mervel a ran, met so\u00f1j am eus eus joa va c&rsquo;henta\u00f1 trivliad<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Dirak da zremm ken kaer trolinennet heneuz ha glan<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">So\u00f1j am eus skrij va Boud dirak ar Gened soutil<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Az kronne holl evel un aergelc&rsquo;h blizidik.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">So\u00f1j am eus da vrennid c&rsquo;hwezet ken c&rsquo;hwek<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">O strobinell nevez ar Garantez&nbsp;! &lsquo;n ur vervel<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">E kounaan hini da hini marzhio\u00f9 da gened e bleu\u00f1v<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Da zaoulagad don ha\u00f1val ouzh lotuzenno\u00f9 dindan ar glizh<sup id=\"16r\">&nbsp;<a href=\"#16a\">16<\/a><\/sup>.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar c&rsquo;hoant da gaout bugale \u2014 pe kentoc&rsquo;h ar c&rsquo;heuz da vezan chomet hep bugel&nbsp;\u2014, a zo unan eus an temo\u00f9 a vez santet kre\u00f1v, ivez. E \u00ab&nbsp;Trivliad&nbsp;\u00bb, da skouer, e kont Anjela e oa o labourat&nbsp;; a-greiz-tout e ra ur sav-kein da ehana\u00f1 ha gwelout a ra trao\u00f9 o heja\u00f1. Goude ur pennadig e tizolo ez eo ur c&rsquo;houez lieno\u00f9 babig\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">\u2014 Ha brema\u00f1, stouet adarre<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">War va labour,<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Eo mouest va malvenno\u00f9\u2026<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Me, ar plac&rsquo;h yaouank kozh<sup id=\"17r\">&nbsp;<a href=\"#17a\">17<\/a><\/sup>&nbsp;!\u2026<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Diwezhatoc&rsquo;h, e \u00ab&nbsp;Piv&nbsp;?&nbsp;\u00bb, en em c&rsquo;houl \u2014&nbsp;evel kalz a beizanted kozh&nbsp;\u2014 petra &lsquo;zeuio he zi-feurm da veza\u00f1 war he lerc&rsquo;h.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Hag e dibenn va amzer<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">E dibenn va nerzh<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">E huanadan<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Piv a gemero va ger-stur&nbsp;?<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">War va lerc&rsquo;h&nbsp;?<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Piv a gemero va armo\u00f9 ?<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Pa gouezhint eus va daouarn<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Pa n&#8217;em eus ganet mab ebet<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/piv\/?lang=bz\"><sup>*<\/sup><\/a>\u2026<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Hag ar marv, neuze, a vez kavet ingal en hec&rsquo;h oberenn. Gallout a reer menegin \u00ab&nbsp;\u2020 Tekla&nbsp;\u00bb, e lec&rsquo;h ma komz ouzh an hini a oa en he c&rsquo;hambr en ospital Lannuon, o c&rsquo;houlenn diganti&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Pelec&rsquo;h out brema\u00f1 Tekla&nbsp;?<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Pelec&rsquo;h ema\u00f1 da Ene<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/tekla\/?lang=bz\">*<\/a>&nbsp;?<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gallout a reer menegi\u00f1 an holl varzhonego\u00f9 he deus dediet d&rsquo;he zud, d&rsquo;he c&rsquo;hoar Mada, da Yann-K\u00eal Kernalegenn pe d&rsquo;ar stourmerien all a zo marvet evit Breizh, ar barzhonego\u00f9 he deus skrivet diwar-benn noz an Anaon hag, evel-just, \u00ab&nbsp;Va c&rsquo;halon&nbsp;\u00bb\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Va c&rsquo;halon zo ur vered<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Enni nouspet ha nouspet bez.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Enni bemdez ur bed nevez,<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Bezio\u00f9 kerent ha mignoned,<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Bezio\u00f9 keneiled ken karet<sup id=\"18r\">&nbsp;<a href=\"#18a\">18<\/a><\/sup>.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">A-fet stil, &lsquo;mod all, n&rsquo;eo ket unvan oberenn Anjela Duval. Daredo\u00f9 awen eo darn eus he skrido\u00f9. Darn all a seblant beza\u00f1 gwan un tamm, marteze peogwir n&rsquo;he deus ket kemeret tra-walc&rsquo;h a amzer da labourat o stumm.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Met n&rsquo;eus forzh peseurt live awen e vefe gant he zestenno\u00f9, holl int bet skrivet en ur brezhoneg skouerius. Mestr e oa Anjela diouzh he yezh. Ereadurezh he frazenno\u00f9, da zigenta\u00f1, a oa brezhonek da vat&nbsp;: ne oa ket kontammet tamm ebet gant ar galleg. Ha pinvidik e veze he geriaoueg, leun a c&rsquo;herio\u00f9 kozh \u00ab&nbsp;rimiet ha flouret ha dalc&rsquo;het divergl&nbsp;\u00bb hag a c&rsquo;herio\u00f9 arnevez \u00ab&nbsp;ganto stirlink metal ska\u00f1v&nbsp;\u00bb<sup id=\"19r\">&nbsp;<a href=\"#19a\">19<\/a><\/sup>&nbsp;evit dont a-benn da ziskulia\u00f1 he fromo\u00f9 ha da c&rsquo;hoari gant ar soniado\u00f9. Lakaat &lsquo;rae ar brezhoneg da zevera\u00f1 gant nerzh diwar he fluenn ha troio\u00f9-lavar saourus da strinka\u00f1 hep dihan. War ar poent-se, n&rsquo;hellomp nemet kemer patrom warni. Met Anjela Duval n&rsquo;eo ket bet nemet ur skrivagnerez. Ur gwir brezegerez eo bet ivez.<\/p>\n<h4>&nbsp;<\/h4>\n<h4 style=\"text-align: justify;\">Prezeg<\/h4>\n<p style=\"text-align: justify;\">Er bloavezh 1971 e oa un den eus an ORTF<sup id=\"20r\">&nbsp;<a href=\"#20a\">20<\/a><\/sup>, Andr\u00e9 Voisin, oc&rsquo;h ober abadenno\u00f9 skinwel diwar-benn tud vunut hag o doa trao\u00f9 kaer da gonta\u00f1. Mont a rae un tamm bihan partout er c&rsquo;hwec&rsquo;hkogn o klask diskoacha\u00f1 konterien. Evit Breizh en doa goulet e ali digant Roger Laouenan, ur c&rsquo;hazetenner o labourat en&nbsp;<em>T\u00e9l\u00e9gramme<\/em>. Hema\u00f9 en doa kaset anezha\u00f9 da welet un den anvet Louis Mercier\u2026 hag evel-just \u2014&nbsp;peogwir e oa mignon mat diouti&nbsp;\u2014 da welout Anjela Duval. Met ne oa ket re fier Roger eus e daol. Aon en doa un tamm eus ar mod e vefe bet degemeret paotred an tele gant Anjela hag eus ar pezh he dije gallet ar beizantez kozh l\u00e2ret dirak ar gouleier kriz, ar c&rsquo;hameraio\u00f9 hag an holl vekaniko\u00f9.&nbsp;Gwir eo e oa bet spontet Anjela un tamm, da zigenta\u00f1. Met a-benn ar fin, ha dreist-holl adalek ma oa bet filmet er-maez, e oa en em zispaket hag he devoa digoret he c&rsquo;halon.&nbsp;Petra he doa l\u00e2ret&nbsp;?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Klemm an douar dilezet<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Hiraezh ur Bobl sujet<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">D&rsquo;he gwirio\u00f9, d&rsquo;he Frankiz.<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Fulor ar yaouankiz<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Nac&rsquo;het outo o yezh&nbsp;:<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ene o gouenn<sup id=\"21r\">&nbsp;<a href=\"#21a\">21<\/a><\/sup>.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Meur a wech he deus bet skrivet war-lerc&rsquo;h e oa a-benn ober un doare abostelerezh evit Breizh he devoa asantet respont da goulenno\u00f9 ar c&rsquo;hazetenner. Met kalz pelloc&rsquo;h e oa aet he zaol evit tout ar pezh a oa bet ijinet ganti pe gant Roger Laouenan.&nbsp;Kreuvet he doa Anjela ar skramm an noz-se, e-giz ma vez l\u00e2ret.&nbsp;Ar Fra\u00f1s a-bezh a oa bet skoet gant ar pezh he doa l\u00e2ret. Ha broio\u00f9 all war-lerc&rsquo;h. D&rsquo;am so\u00f1j o doa merzet an dud pegen kre\u00f1v e oa kredenno\u00f9 Anjela. War-lerc&rsquo;h bloavezhio\u00f9 ha bloavezhio\u00f9 a breder, e oa sklaer he menozio\u00f9 en he fenn ha gouvezet he doa implij gerio\u00f9 simpl ha skeudenno\u00f9 aes da gompren evit displega\u00f1 anezhe. Moarvat o doa santet ar sellerien ne oa tamm disparti ebet etre ar pezh a so\u00f1je, ar pezh a l\u00e2re hag ar pezh a rae.&nbsp;Se, sur a-walc&rsquo;h, en doa merket anezhe. Hag adalek an 28 a viz Kerzu 1971 \u2014&nbsp;an noz ma oa bet skignet an abadenn&nbsp;\u2014 zo deuet miliado\u00f9 a lizhiri ha, dreist-holl, miliado\u00f9 a weladennerien davet Anjela.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Hag aze \u2014&nbsp;evel ur seurt profedez gouestlet korf hag ene d&rsquo;he c&rsquo;hefridi sakr&nbsp;\u2014 ez eo aet Anjela Duval betek penn an trao\u00f9&nbsp;: respontet he deus d&rsquo;an holl lizhiri he deus resevet, hini ha hini. Koulskoude en doa kinniget an Aotro\u00f9 Klerg dezhi ober stensilo\u00f9 ha kas ur c&rsquo;helc&rsquo;hlizher d&rsquo;an holl.&nbsp;Met, nann, nac&rsquo;het he doa.&nbsp;N&rsquo;en doa ket komprenet, e\u00f1, war an tomm. N&rsquo;eo nemet kalz war-lerc&rsquo;h \u2014&nbsp;pa &lsquo;z eo-hi marvet&nbsp;\u2014 en deus komprenet anezhi war ar poent-se&nbsp;: \u00ab&nbsp;brema\u00f1 e komprenan ho poa c&rsquo;hoant da seveni\u00f1 ho kalvedigezh, da rei\u00f1 da anavezout ar gefridi ho poa da ober er bed<sup id=\"22r\">&nbsp;<a href=\"#22a\">22<\/a><\/sup>\u2026&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Met ouzhpenn evit lizhiri he deus resevet. Tud zo deuet da welout anezhi, a-vil-vern&nbsp;! Hag ez int bet degemeret tout evel ma veze graet war ar maez gwechall, da l\u00e2ret eo kazimant evel ma vijent bet bugale an ti.&nbsp;Kafe, bara, amann, krampouezh, kachenno\u00f9\u2026 Tout an trao\u00f9 a veze lakaet dezhe war an daol, daoust dezhe beza\u00f1 a-wecho\u00f9 tud diseblant pe touristed deuet d&rsquo;arvesti\u00f1 ul loen drol.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Met e pep lizher, ha da bep den deuet da welet anezhi e rae Anjela Duval ur seurt bruderezh, pe abostelerezh, evit ar pezh a grede start. Prezeg a rae evit Breizh hag he yezh en ur stumm ha na oa ket hini ur person e-barzh e gador-sarmon, met gant fent hag ur spered lemm. Dre al labour-se, sur a-walc&rsquo;h, he deus bet, hec&rsquo;h-unanig, ul levezon war emdroadur speredo\u00f9 ar Vretoned. Rak ur bern tud, euzhus, zo bet o welout anezhi ha, sur, he deus merket anezhe. Er prezeg-se koulz hag en trao\u00f9 all ez eo aet gwall bell Anjela&nbsp;: betek an aberzh.<\/p>\n<h4>&nbsp;<\/h4>\n<h4 style=\"text-align: justify;\">En em rei\u00f1<\/h4>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: right;\"><em>N&rsquo;eo ket a-walc&rsquo;h rei\u00f1,<\/em><br \/>\n<em>Ret eo en em rei\u00f1<\/em><sup id=\"23r\"><em>&nbsp;<\/em><a href=\"#23a\"><em>23<\/em><\/a><\/sup><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ur spered aberzh a oa gant Anjela Duval. Da zigenta\u00f1, evel hon eus gwelet, he doa, pa oa war-dro ugent vloaz, aberzhet d&rsquo;he douar ar garantez he doa evit ur paotr yaouank. En unan eus he barzhonego\u00f9 ez implij, hec&rsquo;h-unan, ar ger \u00ab&nbsp;aberzh&nbsp;\u00bb evit komz eus an darempred a liamm anezhi ouzh an douar.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Testeni va aberzh d&rsquo;an Douar a garan<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Siell va c&rsquo;harantez d&rsquo;ar Vro zo va Hini<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Em yaouankiz teneran<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Va c&rsquo;halon leun a Spi<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">War c&rsquo;hlann ur wazhig seder<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">He dour boull o hiboud<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Em boa plantet bod ha bod<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">An danvez gwez-pupli<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/pupli\/?lang=bz\">*<\/a><\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Goude se, neuze \u2014&nbsp;pe war ar memes tro, kentoc&rsquo;h&nbsp;\u2014, he deus aberzhet he yaouankiz d&rsquo;he zud. Gallout a reer en em c&rsquo;houl, e gwirionez, hag-e\u00f1 n&rsquo;eo ket dreist-holl evit ober war o zro he doa dibabet chom war he douar ha lezel he servijer da vont kuit e-unan. Ne oant ket gwall yaouank pa oa ganet&nbsp;: he zad &lsquo;oa tri bloaz ha daou-ugent hag he mamm eizh bloaz ha tregont.&nbsp;Setu, fonnus-tre int deuet da veza\u00f1 kozh, ha da gaout ezhomm sikour. Piv &lsquo;n dije graet war o zro ma vije-hi aet kuit&nbsp;? Daoust hag-en n&rsquo;eo ket se a oa war he sklerijenn p&rsquo;he deus nac&rsquo;het kuitaat Trao\u00f1-an-Dour&nbsp;?&nbsp;Bepred he deus roet tout he nerzh, tout he buhez ha tout he c&rsquo;harantez dezhe, keit ha ma oant bev.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha pa &lsquo;z int marvet, neuze, he deus en em gavet fall ken a oa, gwasket-spontus gant an anken&nbsp;: he buhez n&rsquo;he doa ster ebet ken. Tregont vloaz war-lerc&rsquo;h marv he mamm e vemore c&rsquo;hoazh&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Ken poanius &lsquo;oa bet an disparti<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Ken mat &lsquo;oa skoulmet hor buhez<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Gant liamm didorrus ar Garantez<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/memorin\/?lang=bz\">*<\/a>.<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Un dek vloaz bennaket war-lerc&rsquo;h marv he mamm, memestra, gant ar brezhoneg hag ar skritur, he deus kavet he hent hag ar c&rsquo;hempouez, en un digenvez seder.&nbsp;Siwazh, n&rsquo;en deus padet ar sioulder nemet dek vloaz.&nbsp;Adalek abadenn tele 1971 eo bet fourgaset he buhez. Ha koulskoude \u2014 daoust d&rsquo;ar barrado\u00f9 imor a-wecho\u00f9 (s.o. <a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/ar-plad-tufan\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Ar plad-tufa\u00f1&nbsp;\u00bb<\/a>) \u2014 n&rsquo;he deus ket nac&rsquo;het ar miliado\u00f9 a lizhiri hag a dud a zeue da drubuilha\u00f1 he buhez peizantez ha barzhez. Er c&rsquo;hontrol-fed. War-dro 100&nbsp;000 den he dije degemeret \u2014&nbsp;hervez Roger Laouenan&nbsp;\u2014 etre an abadenn skinwel kenta\u00f1 hag he marv&nbsp;! Meur a radio hag a dele zo deuet d&rsquo;ober abadenno\u00f9 diwar he fenn, ar BBC, skinwel Bro-Finland, hini Bro-Sweden, hag all&nbsp;; hi, ar benitiourez hag he doa dibabet an digenvez\u2026 Ar garg-se a oa en he spered ar groaz he doa da zougen evit Breizh. Eus hec&rsquo;h abadenn skinwel he deus skrivet, bloaz war-lerc&rsquo;h&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><span style=\"font-size: 10pt;\">Arabat kredi\u00f1, tud<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">&lsquo;Vije hi o klask brud<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">N&rsquo;oa nemet un aberzh<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">Eus he ferzh<\/span><br \/>\n<span style=\"font-size: 10pt;\">War aoter he Bro<sup id=\"24r\"><\/sup>\u2026<\/span><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Hag evel-just, o koll aze kalz eus an amzer he dije bet ezhomm gouestla\u00f1 d&rsquo;he micher, d&rsquo;ar preder, d&rsquo;ar varzhoniezh, d&rsquo;an diskuizh ha d&rsquo;he yec&rsquo;hed, ez eo en em ziviet. Me &lsquo;gav din eo se en deus lakaet he c&rsquo;hle\u00f1ved da greski\u00f1 hag en deus lazhet anezhi.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Evit kloza\u00f1 e kav din he doa rakverzet Anjela Duval darn eus ar brasa\u00f1 kudenno\u00f9 a vevomp brema\u00f1&nbsp;: ezhomm en deus kempouez ekologel an douar da veza\u00f1 diwallet&nbsp;; rankout a ra an nen kestal ur ster da rei\u00f1 d&rsquo;e vuhez, pa&rsquo;z eo aet an ideologiezhio\u00f9 bras d&rsquo;ar strad&nbsp;; \u00ab&nbsp;gwrizio\u00f9&nbsp;\u00bb sevenadurel a faot d&rsquo;an dud evit beza\u00f1 anavet en ur bed a seblant beza\u00f1 oc&rsquo;h unvanin&nbsp;; hag all\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Rei\u00f1 a rae responto\u00f9 Anjela Duval da bep hini eus ar c&rsquo;hudenno\u00f9-se. Gallout a reer beza\u00f1 a-du pe get gant he menozio\u00f9, met n&rsquo;eo ket kement-se aze ema\u00f1 an dalc&rsquo;h. Ar plac&rsquo;h-se, hep tamm deskamant ebet, he doa, hec&rsquo;h-unan-penn en he zi-feurm, komprenet kalz eus dalc&rsquo;hio\u00f9 bras ar bed&nbsp;; savet he doa ur brederouriezh eus ar vuhez a responte d&rsquo;ar goulenno\u00f9 meur a reomp d&rsquo;an deiz hiziv. Ha \u2014&nbsp;dreist-holl&nbsp;\u2014 kredet ha gouvezet he doa, gant arz, lakaat he holl vuhez da glota\u00f1 ouzh he so\u00f1jo\u00f9, betek ar marv. Panevet evit se, n&rsquo;hellomp nemet kaout douja\u00f1s eviti ha kemer skouer diouzh he youl.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h4 style=\"text-align: justify;\">Notenno\u00f9<\/h4>\n<p><b id=\"1a\">1. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;Lavar-pobl. <a href=\"#1r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"3a\">2. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;Ger ijinet ganin evit ar ger galleg <em>cloner.<\/em><a href=\"#3r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"4a\">3. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;Ren\u00e9 Descartes,&nbsp;<em>Discours de la m\u00e9thode,<\/em>&nbsp;c&rsquo;hwec&rsquo;hvet lodenn.<a href=\"#4r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"5a\">4. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\"><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/sahara\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Sahara&nbsp;?&nbsp;\u00bb<\/a>.<a href=\"#5r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"6a\">5. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;Memestra.<a href=\"#6r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"7a\">6. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;Laouenan 1982, pp.&nbsp;93-94 (adlakaet e brezhoneg ganin).<a href=\"#7r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"8a\">7. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;Lizher da brokulor Lez-varn Surentez ar Stad,&nbsp;<em>in<\/em>&nbsp;Pluskelleg 1985, p. 152. (Lakaet e brezhoneg ganin.)<a href=\"#8r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"9a\">8. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bennozh-dit\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Bennozh dit ! \u00bb,&nbsp;<\/a><em>Trao\u00f1 an Dour, <\/em>p.&nbsp;100.<a href=\"#9r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"10a\">9. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/deliou-ruz-deliou-melen\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Delio\u00f9 ruz. Delio\u00f9 melen&nbsp;\u00bb.<\/a><a href=\"#10r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"11a\">10. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/barzhoneg-eus-bro-bers-2\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Barzhoneg eus Bro-Bers&nbsp;\u00bb<\/a> pe <a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/doue-hag-an-den-2\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Doue hag an Den&nbsp;\u00bb<\/a>.<a href=\"#11r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"12a\">11. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/an-oaled-paour-2\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;An Oaled paour&nbsp;\u00bb,<\/a> bet troet diwar un destenn eus Ramon Soley Ceto, barzh katalan. <a href=\"#12r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"13a\">12. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/an-tren-noz\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;An tren-noz&nbsp;\u00bb,<\/a>&nbsp;Trao\u00f1 an dour, p. 105. <a href=\"#13r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"14a\">13. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;Lavar-pobl <a href=\"#14r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"15a\">14. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;\u00ab&nbsp;Va barzhonego\u00f9 \u00bb (<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/barzhonegou-noz-barzhonegou-deiz\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Barzhonego\u00f9-noz, barzhonego\u00f9-deiz \u00bb<\/a>),&nbsp;Kan an douar&nbsp;(eil embannadur, 1978), pp. 101-102. <a href=\"#15r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"16a\">15. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;\u00ab&nbsp;Barzhoniezh Bro-Indez&nbsp;\u00bb (<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/barzhoneg-eus-bro-indez-2\/?lang=bz\">\u00ab Barzhoneg eus Bro-Indez \u00bb<\/a>),&nbsp;<em>Kan an douar<\/em>&nbsp;(eil embannadur, 1978), p. 179. <a href=\"#16r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"17a\">16. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\"><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/trivliad\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Trivliad&nbsp;\u00bb,<\/a>&nbsp;<em>Kan an douar<\/em>&nbsp;(eil embannadur, 1978), p. 136. <a href=\"#17r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"18a\">17. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\"><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/va-chalon\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Va c&rsquo;halon&nbsp;\u00bb,&nbsp;<\/a><em>Kan an douar<\/em>&nbsp;(eil embannadur, 1978), p. 56. <a href=\"#18r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"19a\">18. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\"><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/pegen-plijus\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Pegen plijus ! \u00bb,<\/a>&nbsp;<em>Trao\u00f1 an dour,<\/em>&nbsp;p. 104. <a href=\"#19r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"20a\">19. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">\u00ab&nbsp;Office de Radio-T\u00e9l\u00e9diffusion Fran\u00e7aise&nbsp;\u00bb, ensavadur krouet gant ar gouarnamant gall evit ober war-dro monopol-Stad ar skinwel hag ar skingomz e Bro-Frans, etre ar bloavezhio\u00f9 1964 ha 1974. <a href=\"#20r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"21a\">20. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\"><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bloaz-zo\/?lang=bz\">\u00ab&nbsp;Bloaz zo&nbsp;\u00bb<\/a> zo ur barzhoneg diembann<span style=\"font-size: 8pt;\"> [betek ma oa embannet en <em>Oberenn glok,<\/em> NE]<\/span> diwar-benn kenta\u00f1 abadenn skinwel Anjela Duval. <a href=\"#21r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"22a\">21. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;Klerg 1982, p. 53. <a href=\"#22r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"23a\">22. <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">&nbsp;Ar frazenn-se, bet skrivet gant Anjela Duval, am eus kavet en unan eus he c&rsquo;hartonsado\u00f9 paperio\u00f9, gant ur roll krennlavario\u00f9 nevez bet ijinet ganti. <a href=\"#23r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n<p><b id=\"24a\">23.&nbsp; <\/b> <span style=\"font-size: 10pt;\">Gw. notenn 21. <a href=\"#24r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Un dremm roufennet sklerijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent. Un teod prim, kaset en-dro gant ur spered birvidik. [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-1822","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Anjela Duval hiziv - Ronan Koadig - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Anjela Duval hiziv - Ronan Koadig - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Un dremm roufennet sklerijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent. Un teod prim, kaset en-dro gant ur spered birvidik. [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:19:59+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"34 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/anjela-duval-hiziv\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/anjela-duval-hiziv\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval hiziv - Ronan Koadig - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-09-21T23:25:49+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:19:59+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/anjela-duval-hiziv\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/anjela-duval-hiziv\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/anjela-duval-hiziv\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Anjela Duval hiziv &#8211; Ronan Koadig\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Anjela Duval hiziv - Ronan Koadig - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Anjela Duval hiziv - Ronan Koadig - Anjela Duval","og_description":"Un dremm roufennet sklerijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent. Un teod prim, kaset en-dro gant ur spered birvidik. [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:19:59+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"34 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/","name":"Anjela Duval hiziv - Ronan Koadig - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-09-21T23:25:49+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:19:59+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/anjela-duval-hiziv\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Anjela Duval hiziv &#8211; Ronan Koadig"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/1822","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=1822"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/1822\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=1822"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}