Ur pennad-kaoz

Sede ma oa bet degouezhet ganin an hañv tremenet ober un tamm kaozadenn gant un aotrou estren da Vreizh. Kouezhet e oa bet ar gaoz ganimp war ar sistr, war ar sistr bontet. Ur marc’hadour gwin-champagn eo an aotrou a gomze ganin. Bet e oa, emezañ, o leinañ en-dro da Bempoull, goulennet en doa sistr bontet ha lakaet ‘voe da baeañ 250 lur ar voutailhad, hervez. Me ‘soñje ‘oa evit klemm eus ar briz eo a lavare an dra-se din :
« N’hoc’h eus ket bet evit hoc’h arc’hant, emezon, ‘oa ket mat ar sistr ?
— Eo laouen ! mat-tre end-eeun ; met seded, ar Vretoned n’ouzont ket ‘n em zibab. M’o dije lakaet un dikedenn gaer hag ur gapsulenn a lorc’h war ar voutailh, ken aes ha tra ‘vije bet gwerzhet 350 lur e-lec’h 250 ! ! !
— Ni, Aotrou, etrezomp Bretoned, zo re onest ; tonket omp da vezañ paour da viken.
— Ya, emezañ, gwelout a ran eo paour ar vro en holl. Met ho parlamantourion, petra ‘reont evit ar vro ?
— O ! Prometiñ kaer avat ! Ha ni a gred bep taol. Ha neuze pell omp diouzh Pariz, hag ouzhpenn, ar Vretoned n’int ket tuet-kaer d’ober al lez d’ar pennoù-bras. Re valc’h int da astenn o dorn. »
Ar wirionez a zo atav kazus da glevout. Ret eo anzav eo gwir ar pezh a lavaren d’ar marc’hadour champagn gall. Ar Vretoned a zo re onest, n’ouzont ket ‘n em zibab. Tennet e vez gwez-avaloù : re a zo, hervez. Chom a ra bep bloaz avaloù da goll, da vihanañ ar bloavezhioù frouezhus ; chom ‘ra sistr da drenkañ. Er c’heit-se ar varc’ha- dourion win ha champagn ‘ra fortun gant arc’hant ar Vretoned. Un tamm bruderezh, un tamm kinklerezh d’ar boutailhoù, sistr graet hervez lezennoù bio-kimik, gant goelloù mat. Beselloù dizrevezusaet. Avaloù yac’h hag azv-mat. Daoust hag-eñ ne vije ket gouest ar seurt boeson-se da varrenniñ ouzh gwelien ruz ar C’hallaoued ? Ha zoken ouzh Champagn eonennek marc’hadour e dikedennoù cheuc’h ?
Komzet ez eus bet eus ar gistion-mañ e niverenn 72 Al Liamm en un doare ampart ha skiantel. Morse ne vo komzet re. Daoust hag-eñ ne vefe ket tu da veur a Vreizhad yaouank desket, d’en em lakaat d’ober ar vicher-se ? Kement-se nebeutoc’h da vezañ ret dezho divroañ evit gonit o bara. Ar marc’hadour bras a gomzan dioutañ en deus un uzin o vont en-dro noz-deiz er Champagn. Avaloù a-walc’h a vez serret e Breizh da reiñ labour da veur a labouradeg, ul lodenn eus ar bloaz da vihanañ. Hag estreget sistr bontet a c’hellfed ober gant avaloù. Ar sun avaloù, daoust hag- eñ n’eo ket koulz evit ar yec’hed eget ar chug sitroñs pe orañjez ? Ha daoust ha gwell eo ar c’hoñfitur a zeu eus a bell-bro eget an hini ‘vije tu d’ober e Breizh ? Met n’eo ket a-walc’h ober sistr ha chug-avaloù ha koñfitur. Ret eo kaout disamm d’ar vac’hadourezh. Ret eta ober bruderezh, ha diskouezadegoù. Ha ret eo ivez kaout doujañs evit arboellerezh ar vro. Arabat kas re a arc’hant d’ar « Floride française » da skouer. Met ni, paourkaezh Bretoned zo pell war-lerc’h ar C’hallaoued da sachañ dour d’hor milin. Ha gwazh a-se evidomp.
Bremañ, evit retorn war ar marc’hadour-champagn. Goulenn a eure hemañ diganin ivez petore gonid a denne ar Vretoned eus an holl goad a wele o c’holoiñ an doua- roù. Evel ma welit, Aotrou, n’eus ket nemeur a goad-prenn dre amañ, da vihanañ koad da gaout talvoudegezh, koad kunduet mat. A-hend-all re stlabezet ha re vesket int evit bezañ prizet gant ar varc’hadourion goad-prenn… Hag evit ar c’hoad- tan zo nebeutoc’h c’hoazh a zisamm. Remed all ebet alies nemet c’hwezhañ tan enno war blas, da harz ouzh ar vro da retorn da strouezheg. Koulskoude e tle bezañ un implij bennak d’ar c’hoad hag a sachfe ur gonid bennak d’ar c’hornioù paour eus ar vro. An dud yaouank desket war ar strilhouriezh a dlefe studiañ war ar gudenn- se. Dija evit pezh a sell ouzh an tommañ ez eus deuet ur welladenn en implij eus ar c’hoad, en askont d’ar « pennaderezed » (heskenn-dorn dre dan da ziskar ha pen- nadañ kefioù ha barroù-gwez). Labour diboan ha prim a reont hag ar priz dre gor- denn pe dre stêr a gouezh izeloc’h eget kent.
Goude tout, chom a ra an tommerezh dre goad un dra a lorc’h. Ar binvidion a blij dezho en deiz a hiziv kaout siminalioù bras evel gwechall, endra m’emañ ar bobl o stouvañ holl siminalioù an ti ! Pebezh sotoni ! Un ti a seblant marv ha yen pa ne vez ket a dan en oaled. Petra eo tristañ tri zra zo war an douar ? Ar re gozh a lavare : un oaled hep tan, un daol hep bara, un ti hep gwreg… Iskisañ ha zoken sotañ tra a gavan eo evelkent ur podad bleuñv istribilhet ouzh ar vazh-drezenn er siminal !… Daoust hag-eñ n’eo ket ar vleuñvenn ruz-se ma ‘z eo an tan, ar c’haerañ bleuñvenn a c’heller kaout en un ti ? N’eus forzh penaos n’emañ ket, a gred din, plas ar bleuñv er siminal. Hervez am eus klevet, a berzh vat endeo, hor breudeur tramor a zo chomet feal ha stag ouzh an oaled hag an tan. E-lec’h n’o deus ket a wir siminalioù, e reont gant fals-reoù gant un oaled ha koad, pe goad drevezet oc’h ober e-barzh un doare tantad, gant un ampoulenn ruz en o c’hreiz da reiñ da grediñ eo tan.
Gwelout a ran em c’hichen milinoù kozh adsavet gant tud pinvidik. Miret eo bet gant doujañs an holl siminalioù, an holl oaledoù. Tan a reont e-barzh gant koad eus ar vro, hag int a gav se kaer-spontus. En hañv tremenet, en unan eus ar milinoù-se ez eus bet chomet e-pad un nebeud sizhunvezhioù tud a renk uhel : an Aotrou Mitchel, koronal ha surjian ; ur C’hanadian a orin kelt. An Itron Mitchel zo ur Gembreadez. Daoust ma oa se e-kreiz an hañv, e chome an daou bried eurvezhia- doù-pad da zivizout o-daou dirak un tantad-flamm e siminal bras ar vilin. Ar wech kentañ ‘oa dezho da welout Breizh. Edont o tistreiñ eus an Itali hag o vont d’ar Zeland-Nevez. Gwelet o doa ar Suis, an Izelvroioù ha me ‘oar. Hogen lavarout a raent din n’o doa ket ‘n em santet er gêr, evel e Breizh. Nep lec’h n’o doa kavet tan en oaled. Ha koad pezh a garent d’e voueta.
Ur rikour a vije evit kouerien ar c’horn-mañ ma teufe ar c’hiz d’en em astenn eus an tantadoù-flamm o teviñ dieub e pep oaled. Meur a wenneg a dennfent adarre eus o c’hoad. Hag ouzhpenn bez’ e vefe evit Breizh evel p’he dije adkavet hec’h Ene.

[1965 ?]

Print Friendly, PDF & Email