Ar pevar mennig

Pevar mennig ‘oa bet er bloaz-se war ar Wennig kozh. Pevar dañvad bihan, tudoù kaezh. Hag er bloaz a-raok he doa c’hoazh savet tri. Ur wech all he doa bet c’hoazh pevar. Erru ‘oa skuizh ar paourkaezh loen. Poan he doa o’n em dreinañ. Alies ‘veze kavet en he gourvez pan errue d’he c’herc’hat d’an abardaez. Na beure ket tra-walc’h da vagañ he c’hofad loenedigoù, ha gwan ‘oa deut da vezañ, poan dezhi geuilh ar saout. Panevet d’un dornad e veze roet dezhi bep beure en he c’hraou, kerc’h pe brenn gant un toullad greunennoù holen, e vije soetet pell a oa.

War-dro an Nedeleg e teuas erc’h, erc’h tev. Ret d’al loened chom en o c’hraou. An dañvadez kozh eta ‘veze lezet digor warni, dont ha mont a rae en-dro d’ar porzh, ha debriñ ‘rae tammoù plouz ha tammoù foenn, ha krignat ur botejenn bennak eus penn ar bern. En he c’hraou n’oule debriñ netra. Moarvat he devoa tapet riv rak gourven a eure memes war an erc’h. ‘N em gavet ‘oa klañv, gwall glañv. Klemm a rae. ‘Chome ken ‘n he sav, terzhienn he devoa. Lavaret ‘voe d’ar mezeg-loened dont d’he gwelout. Nebeut a fiziañs en devoa enni, uzet he c’have. Re a deñved bihan he doa bet er bloavezhioù tremenet. « Mar gellit, emezañ, derc’hel anezhi bev betek ‘vo ar c’houlz dezhi mennañ ha me ‘gred eo tost, neuze marteze e teuy c’hoazh e-barzh. Kinniget dezhi laezh da evañ gant ar poultr da greñvaat-mañ ez an da reiñ deoc’h. »

Ar mennig paour avat ne selle ket ouzh laezh na poultr an aotroù evel-just. Dour avat a eve, dour yen. Met tra na debre. Klask a raen a bep seurt louzaouennoù, a bep seurt geotennoù, a bep seurt meuzioù da ginnig dezhi, en aner. « Mervel a raio memes tra, e soñjen, ma n’eo ket un druez, gant he mennigoù bihan. » Sav-taol e vezen o vont d’he gwelout. Setu un deiz ‘oan o tebriñ va zamm bara goude lein, un tamm bara-koñfitur, ma welis ar Wennig oc’h astenn he fri da c’hwesha va bara hag o kregiñ da lipat ar c’hoñfitur. « A paourkaezh loenig ! emezon, mar deo se a blij dit, dal va zamm bara avat. » Debriñ a rae. Ha me d’an ti davit un tamm all dezhi.

Eizh deiz am boa bevet anezhi gant bara-koñfitur ha bannac’hoù te foenn sukret, gant kalz a sukr. Hag un nozvezh e tihunis o klevout ur glemmichadenn vihan moan ha gwan. Ha me prim d’ar c’hraou. Ur mennig bihan hanter-skornet edo o’n em zifretañ a-dreñv e vamm. Torchet ha sec’het ha frotet gant un tamm plouz fresk, e teue buhez ennañ. Prest goude unan all ken bihan ha ken fallik all. Daou all goude stank-stank, un tammig kreñvoc’h, un tammig pounneroc’h.

Un nebeudig a sederae penn ar Wennig kozh ha bekal a rae d’he mennigoù ‘n ur lipat anezho eus he gourvez. Souchañ ‘rae al loened paour e-touez gloan o mamm da glask tommder. Ha me da glouariñ ur banne te d’an dañvadez kozh. Evañ ‘rae avat, sec’hed kenañ he devoa. Al lapoused bihan ivez ‘oa krog da gaout sec’hed rak furchal ha begeliat a raent. Penaos ober ? Ar Wennig kozh na save ket, ‘devoe ket a nerzh, hag he zezh ‘oa evel ur yalc’h vutun c’houllo.

 

Dre chañs am boa ur beg-chug, bet prenet da sevel ur pemoc’h bihan n’en devoa bronn ebet. Tommet ur banne laezh d’ar mennigoù… N’edo ket bet diaes deskiñ ar jeu dezho avat, daoust ma n’helle hini diouto chom war e dreidigoù nemet ar maoutig. Met me ‘gomz deoc’h eus ul labour a basianted, sevel pevar dañvad bihan gant ar vured !… Ne bade ket pell pep beg-chug. Ha va dilhad a veze roget alies gant o ivinoù bihan lemm evel kizelloù houarn. Rak krapat a raent ouzhin hag unan, Barlochoù bihan, a vije ret barlenniñ anezhañ. N’oant ket figus avat. Kloukañ ‘raent forzh petra ‘veze er vured : laezh, soubenn, te, kafe laezh, chokolad, mat ‘oa bepred, gant m’o dijent da sachañ. Ar vamm ‘oa digoret he c’halon un dro bennak ivez gant kerc’h hag avaloù trenk ha geot tener. Bet ‘oa savet un dakennig laezh bennak dezhi.

Pa veze brav an amzer edon krog d’o c’has da Bark-ar-C’hoad war ar melchon prim. Eno en em blijent, ar reoù vihan a rae o abadenn e penn krec’h ar park e skeud un dosenn vein goloet a valan hir. A-dal d’an heol ha goudoret eus tu an avel yen. Eno ‘voe ur baradozig d’am lapousedigoù. Un deiz pan erruis d’o c’herc’hat d’ar gêr, ne welis nemet daou en o gourvez e gwasked ar balan, Gnell ha Maoutig. Babichoù ha Barlochoù ‘oa kollet… Gervel a raen anezho. Hini na zifluke eus nep lec’h… Ha koulskoude, adalek ma klevent va mouezh ha zoken trouz va botoù e tiredent da’m c’haout. « Be, be, damañ, damañ, poupigoù pelec’h oc’h aet ? » En aner o galven.

« Va Doue, e soñjen, chas e renk bezañ tremenet dre amañ ha taget va mennigoù. Na, memestra !… »

Klasket am boa war-dro : el lanneg, er c’hoad, e park an drilh, e park an traoñ, er park kreiz. Netra na welis. Dañvad ebet na bev na marv. Ma feiz, emezon, kasomp ar re-mañ d’o c’hraou bepred, goude e retornin c’hoazh da glask. Poaniet ha nec’het edon, rak en tu-hont d’ar c’holl am bije keuz d’am bikoù bihan. ‘N em staget ‘oan outo, kement a boan am boa lakaet d’o sevel. Degas a ris ‘ta ar Wennig d’ar gêr gant Gnell ha Maoutig. Un tamm spi am boa ‘vijent bet deut d’o c’hraou, an daou all. Met nann, n’oa hini er c’hraou. Ha me gant pres da gerc’hat bured al laezh d’an ti, da reiñ bepred pep a lipadenn d’an daou-mañ a-raok mont en-dro da glask ar re all… Ha petra a welis ?… Barbochoù ha Babichoù en o gourvez unan a bep tu d’an tan war an oaled !… Ruilhet ha faotet ganto al laezh (ar vured ‘oa ‘n ur gastolodennad dour klouar). Ne vern, laouen-bras edon, pa’m boa kavet va loenidigoù. Moarvat ‘oa savet sec’hed dezho ha deuet d’ar gêr dre-greiz etre ar bizhier er gloued. Me ‘oa aet a-dreuz d’o c’herc’hat ha n’am boa ket kejet ganto. Nebon tri c’hant metr o devoa graet o-unan da retorn. Iskis eo, rak n’eo ket boas ar mennigoù da distokañ ouzh o mamm. Kreskiñ ‘rae ar pevar mennig ha poent ‘oa gwerzhañ. Trubuilh am boa ha morc’hed zoken. Ma n’eo ket un druez, a soñjen, reiñ mennigoù ken doñv ha ken koant d’ar c’higer…

Deiz Foar Sant-Jord ‘oa aet an hini kentañ, Maoutig, gant ur c’higer eus Lannuon digaset gant Lukaz vihan, va c’higer. Poan am boe o kuzh ar geuz am boa da’m mennig. Met arabat. An dud a ra fent gant neb a vez re dener e galon e-keñver al loened. Goude d’ar Pantekost e voe bet tro Gnell. Aet ‘oa d’ober friko Pask da di an aotroù maer. E vab pennhêr ‘oa oc’h ober e Bask kentañ… Ur gleuzenn all adarre ‘n em c’halon gizidik. Chom ‘rae c’hoazh Barlochoù ha Barbichoù gant ar Wennig. Barlochoù n’oa ket bet erru mat gant he mamm kammed. Ne veze lezet da zenañ nemet pa vezen krog e gar ar Wennig. Hag ar paourkaezh Barlochoù e ranken reiñ laezh dezhi bepred, goude ma voe erru bras mat. Barbichoù n’oule ken eus ar vured.

Lukaz ar c’higer ‘voe deut ar sorc’henn dezhañ da gaout ivez un tropell deñved. Setu ma c’houlennas diganin va div dañvadez vihan. « Na werzhin nemet unan, emezon, ar vamm zo erru skuizh. Darbet eo dezhi bezañ soetet, ret eo din miret unan yaouank. Mat int da zidon bremañ ha pa’z eo da vont da vagañ int, ne ran ket a forzh pehini ez ay ganeoc’h. »

Dibabet en doa Barlochoù, brasoc’h he c’have un tamm. Bremañ, e soñjen, a lezo ar Wennig kozh anezhi da lipal un dakenn laezh, pa ne vo ket re all war he zro. Keuz am boa adarre. Barlochoù bihan ‘oa ken doñv hag ar Wennig kozh ‘oa bet ken brokus. Met tremenet ‘oa hec’h amzer. Babichoù ‘ta eo a chomfe da derc’hel plas he mamm. Al loenig kaezh avat a gave gwell diaes hep ar reoù all. Ar peurrest an deiz ne bellae ket ouzhin. Dont ha mont a rae d’am heul ha bountañ anezhi en he c’hraou d’an noz n’oa ket bet faro. Evel ul loen pennfollet ‘oa, he daoulagad evel pionoù. An deiz war-lerc’h n’am boe ket gellet ober dezhi mont da heul ar saout. Retorn ‘rae d’ar gêr da vlêjal.

Da vont am boa da di un amezeg da sikour troc’hañ ed. Deuet ‘oa Barbichou da’m heul evel ur c’hi bihan hag ober ‘rae tro ar park da’m heul war-lerc’h an droc’herez. Bugale va amezeg o doa plijadur ganti. Ober ‘rae lammoù dreist ar fagodennoù kerc’h ha dreist ar seoù savadellioù evel ul loen sirk. Met drammañ ‘rae ivez tammoù kerc’h hag ar perc’henn a rae selloù du.

An eil deiz am boa hualet anezhi. Houmañ n’eo ket ur vuhez, e soñjen, ret ‘vo deoc’h, dimezell Babichoù, chom en tu bennak ha peuriñ da heul ar saout. Met ar paourkaezh Babichoù pa’m boa serret ar gloued war ar park a esaas, en desped d’he hual, ober ul lamm war ar c’hleuz ‘vit dont dreist war va lerc’h d’ar gêr. Ar c’hleuz ‘oa uhel ha sonn. Kouezhañ ‘reas al loen paour, gant ur vlêjadenn drist war lein he c’hein ha chom eno astennet. Digeriñ a ris ar gloued raktal ha mont d’he sikour da sevel. Kaer am boa bezañ he dishualet ne rae fiñv ebet, ne gemere ket un troad : torret ‘voe gwalezenn he c’hein. Paourkaezh Babichoù, ne van netra d’ober nemet lavaret prim d’ar c’higer. Kemer ‘reas anezhi ur briz izel. Ur pennad goude am boa klevet ‘oa marv ivez Barlochoù, n’he devoe graet nemet blêjal ha chom hep peuriñ tamm, da selaou ha da sellet en-dro dezhi. A-benn ar fin ‘oa marvet gant an dizesper hag ar geuz din-me.

Ha setu va fevar loenig koant penaos a voe bet o zonkadur.

[1962 ?]

 

Print Friendly, PDF & Email