Al lennerez planedennoù

Pa oan yaouank em eus anve’et mat ar wrac’h-mañ. Treut evel ur gioc’h ha dezhi ur fas mogedet, un neuz divergont ha gwisket ‘vel ur vaskaladenn.
‘Tro-pad an hañv ‘vije er pardonioù gant he « jeu las » (ar c’hoari-se zo difennet pell zo) ; ar peurrest eus an amzer e rede eus an eil kostez d’egile, o klask tapout ur gwenneg bennak hag he zamm boued o lenn planedennoù pa gave tud sot a-walc’h d’he c’hrediñ.

Ur genitervez he devoa o terc’hel un tamm ostaliri ‘kichen du-mañ, hag eno ‘rae berzh a-wechoù pa degouezhe dezhi erruout pa vije ur glakenn bennak en ti. Neuze e kleve doare pep hini diwar-dro : piv ‘vije war zimeziñ, piv ‘vije bet an hucher pe paotred Mai-Robin war e dro, piv ‘bile e wreg, piv ‘vije foulet, ha piv ‘vije barrek, hag all.
Hag evel-se ‘c’halle an divunerez lâret da bep hini ur ger gwir bennak, e-touez kalz a c’hevier pa c’halle tapout ganti kouezhañ war unan bennak hag a nije c’hoant da c’hoût an amzer da zont.

Un deiz ‘oa degouezhet ‘n un tu bennak ‘lec’h ma oa an devezh tennañ lin, d’ar mare-se ‘vije laket meur a barkad lin dre amañ, ha kalz tud yaouank ‘oa er vro. Un devezh a joausted ‘vije evit ar re yaouank an devezh bras tennañ lin.

Moarvat n’eo ket hep goût dezhi ‘oa erruet an divunerez en ti-se, soñjet ‘devoa penaos e-touez an dud-se ‘vije sur a-walc’h unan bennak a garje klevet e blanedenn.
Mai, ar verc’h henañ, ‘oa chomet da sikour aozañ lein. Prest e oa an traoù hag e oa o vont da huchal da lein pa deuas an divunerez er porzh. Mai ‘oa bet a-viskoazh plac’h ar bourdoù, ur soñj fentus a deuas dezhi ‘n ur vont gant he c’horn d’ar penn all d’ar verjez da seniñ da lein da dud al linadeg.
Ar park ‘oa ur pennad brav eus ar gêr, hag a-benn ‘vije erru an dud ‘vije danzeet un abadenn. Pa deuas Mai en ti e krogas raktal an divunerez da gomz dezhi eus he flanedenn, ‘vije lennet dezhi mar karfe evit ugent real.

« O ! eme Vai, kalz re, me n’eo ket ken kreñv-se ma gwenneien, ha neuze marteze c’hoazh na vezin tamm barrekoc’h ebet, rak me zo un tamm amgred war se.
— Gellout a ret krediñ ac’hanon, eme ‘r wrac’h, me ‘oar ho planedenn deut ha da zont, ha da vihanañ evit eizh real me ‘lâro dac’h kalz traoù hag a rafe vad dac’h o c’hlevet.
— Bon, eme Vai, me ‘bêo, pa vezo graet al labour. Nemet n’am eus ket c’hoant da chom dirak mamm, ha tud al linadeg a zo prest d’erruout ivez. Deomp da graou ar saout.
— Mat. Me ne ran forzh, » eme an divunerez. Ha int d’ar c’hraou, krog dija da gontañ loegaj da Vai. Kerkent hag aet an hini gozh e-barzh, raw ! ha Mai o serriñ an nor warni, hag ar morailh en e blas. « Alo, ‘me Vai, aze ‘chomi bremañ hag amañ zo da vont da vezañ un abadenn souden. »

An hini gozh a fulore hag a flemme ‘vel-just, ha Mai a c’hoarzhe ‘leizh he c’hof ; pa degouezhas an dud er porzh ha Mai da gontañ dê an doare. Savet ‘oa ur cholori hag un talari, tud yaouank ‘vel-just na defe ket ezhomm kalz tra da c’hoarzhin.

Goude bezañ goapaet an divunerez ar pezh a garjont, ‘oa lezet da bartiañ, ha ma na devoa ket gellet lenn planedennoù, he devoa kanet litanioù da Vai ‘n ur vont a-raok, ha lâret dezhi na dije ket a chañs oc’h ober traoù evel-se da divunerezed.

« O ! eme Vai, ar chañs na ‘mañ ket etre ho taouarn-c’hwi da genlodenniñ, dre c’hras Doue.
— Ma ! Mai, a lâre paotred al linadeg, aze ‘vat ‘teus tapet ur plac’h fin.
— Ya da ! Ur plac’h fin ‘lâran me ivez. Klevet ar seurt-se lâret e ouzont planedenn pep den, deut ha da zont, hag he hini hec’h-unan na oar ket bepred, rak anez na vije ket aet er c’hraou, ma dije gouvezet ‘oan o vont da serriñ an nor warne’i e- barzh. »

[1961 ?]

Print Friendly, PDF & Email