Yezh ar Gwez

Ar yezh a garan
O, na dous hag heson
Eo yezh ar Boudoù mut
Flouroc’h eo d’am c’halon
Eget yezh rok an dud
Pegen sioul, pegen flour
E komz ouzhin ar gwez
Ar raoskl war vord an dour
Ar brug war ar menez.
Balan ar gwaremmoù
‘N avel o wagenniñ
Mor aour al lannegi
A gont din koñchennoù
A gan e gwerzennoù :
Arzhur. Izold. Marzhin…

5 a viz C’hwevrer 1968



 






« »