War hent an distro

Diskuizhañ ‘ranke du-mañ du-hont
Ponner e choukad da foetañ hent
Ha ponner e galon, e rann-galon.
‘N ur mare fall en doa divizet distreiñ
‘Oa ket ac’hub war ar chanterioù
Edo war-nes semplañ gant an dic’hoanag
Teñval ha sioul ‘oa an iliz kozh.
Pediñ ‘reas evel pa oa bugel
Dirak skeudenn an Itron Varia…
Ur beleg a grogas da c’hoari war an ograoù
Evitañ e-unan marteze
Pe ‘vit an Itron Wir Sikour ?
Pe ‘vit ar vaouez kozh daoulinet
O tibunañ deol he chapeled.
… Pegeit e chomas eno, beuzet er sonerezh ?
An holl amzer en doa. Den n’en gortoze
… Ha setu ar vaouez kozh o sevel
O tennañ ur gantol eus he godell,
Un enaouetenn eus ur voestig
Hag o lakaat he goulaouenn dirak ar Werc’hez
Sevel a reas ivez an den ha tostaat.
— Mamm-gozh, emezañ sioulik
Ha c’hwi ‘gred e galloud ar gantol-se ?
— Sur, emezi e kredan.
Ha sed : Evidoc’h-c’hwi ha na gredit ket
Setu ma lakan ur gantol all
Hag ouzhpenn setu ivez da heul
Ar pezhig gwenn-mañ, hag
Unan all hañval evidoc’h…
Stirlink munut an daou bezhig
O kouezhañ a-gevret er plad
Kollet e sonerezh gregorian an ograouer.
Doare iskis ar vaouez kristen.
Aergelc’h espar an Iliz-veur teñval.
Fromet holl, betek an daeroù
‘Oa bet ar foeter-hent.
Hogen skañvoc’h a gavas e choukad
Pa en sammas a-nevez er porched.

18 a viz Mae 1974

Print Friendly, PDF & Email