Vakañsoù 68

Paket en o mantilli-glav,
Rok ha rec’hus an tamm anezho
Ar bourmenerien a chom a-sav
— Pebezh amzer vrav ! emezo
Ha pebezh Bro c’hagn !
Mil geuz hon eus, mil geuz,
Pa n’omp aet da Vro-Spagn !…

Eost 1968







« »