Va steredenn

Steredenn a joa
Steredenn a Spi
E mintin va c’hozhni
Perak n’az kwelan mui ?
Bez’ oas ivez touell.
Luc’hedenn berrbadel ?
Steredenn a joa
Steredenn a Spi
Va noz zo re griz
‘Dreñv katar va c’hwervoni
O ! par c’hoazh war va zi
Steredenn a joa
Steredenn a Spi.

3 a viz Eost 1966







« »