Va c’hoar

Trizek vloaz ha tri-ugent Maia
Va c’hoar vihan fur, va c’hoarig ker
Abaoe m’out bet diskennet e douar da Vro
E-kichen da gerentiezh marv
E bered Plouared, ‘tal ar C’halvar
Emañ ganit abaoe teir dousenn ‘vloavezhioù
Hon tad : da hini ha va hini
Hon mamm : da hini ha va hini
Abaoe pemp bloaz warn-ugent
Doue d’ho pardono tout
Joa deoc’h e Gwenva ar Gelted.
… Ha me Maiaig vihan me zo kozh
Kozh ha klañv ha va-unanig.
Gwashoc’h eget va-unanig.
A ! Ma vijes chomet da ren
Ni ‘vije bet evurus hon-div
— Marteze ! Ya, marteze ? ! Piv ‘oar ?
C’hoarezed zo a ‘n em gar
Re all a ‘n em gasa, a ‘n em dag.
Neuze, ya neuze marteze eo gwell
Pa zo unan ac’hanomp e traoñ
Hag eben en nec’h. Koulskoude
Va c’hoarig, hiraezh ‘m eus bet dit
Bihanik. Bleunienn wenn kuntuilhet
Ken yaouank. Maia ! Maia !
Daeroù zo em daoulagad
Trubuilhoù ‘m eus fenoz.
A ! Ped evidon va c’hoar.

12 a viz Gwengolo 1976

Print Friendly, PDF & Email