Ur Vleuñvennig

… Abaf ha sioulik
— Babig kollet tamolodet e sol ar c’hleuz —
He dremmig lent ha disneuz
O c’hedal gant hirnezh an Nevez-hañv
Gant mousc’hoarzh kizidik ur bugel klañv
Bleuñvennig regentat !
Un dudi, un drugar hag… un druez :
Da hanter Genver : ur boked-laezh !…

Genver 1968





« »