Ur c’han a garantez

Avel ar Reter a guntuilh
strakadeg an eskern, ar peultrinoù a zichek.
Dreist ar jahin ha yud ar blasfemoù
E tarzh ur c’han a garantez
Iliz ar sioulañs daoulinet a bed :
« Tad pardonet dezho ! »
An Aotrou en deus prometet tourmantoù
Da neb a chom divrall e-kreiz reneaded
Lakaet e viot d’ar marv ha kasaet e viot
Abalamour d’az Anv a salver o tont en-dro.

Elie Ollivier





« »