Ur bugel a zo ganet

Da Olivier Falher
Bennozh an Neñv warnout
Olivier ! Olier ? Olierig ?
Un nerzh nevez zo deut d’az heul
E sev gwanaet ar wezenn gozh.
— Ra vo bolantez an Aotrou
A vleunio da anv gwelevus ha glan.
Ludu an Tadoù-Kozh e don o bez
O deus tridet gant al Levenez
P’eo bet laket dit da anv-badez
O anv familh aet da get
Dre wall ar brezel kriz-se
‘Oa koustet o buhez yaouank
Da zaou c’hant hanter-kant mil
Soudard Breizhad… Peoc’h d’o Ene.
— Olier ! Gant gras Doue
Ra vi ur Bugel a Sklêrijenn
Ur Bugel a Beoc’h. Un Den
Barrek d’ober Enor d’an Denelezh

1añ a viz Here 1979

Print Friendly, PDF & Email