Ur bloaz dija !…

Nag e tiflip an amzer !
Bloaz en deus va « Gedour »
Bloaz zo, du-hont e Roazhon
Amarret va daou droad
Staget va divrec’h e kroaz
Evel ar C’hrist war ar groaz
‘Oa skejet din va brennid noazh.
Da lakat etre kig ha kroc’hen
Tredanell va « Gedour »
E orjalenn o splujañ
Betek kreizig-kreiz va c’halon
Ha taolioù foet war ar marc’h kozh !
Aliesoc’h eget bep eilenn
Pa faota dezhañ teukañ.
Ha da betra ‘servij ?
Da astenn va merzherenti !
Grad vat e tlean evelkent
D’an ijinour ampart hag hanter sorser
En deus kavet an itrik-se.
Lakat an den war dredan !…
— Gant aotre Mestr ar Vuhez. Spi ‘m eus. —

23 a viz Du 1979

Print Friendly, PDF & Email