Un’ + c’hwec’h = Eizhtez

D’ar re-se a c’hounez arc’hant bras diwar gab o reor…
Nann ‘ta n’eo ket faziet war E vuzul
Eñ Mestr an Amzer hag ar Furnez
P’en deus Eñ graet c’hwec’h devezh pemdez
Deoc’h da ziskuizhañ diouzh ar Sul.
Yaouankizoù o daouarn gwenn
A zispriz an daouarnioù du
Mat eo deoc’h kanañ a-bouez-penn
Ha bannañ balc’h ar Gwenn-ha-du.
Met soñjit ivez en douar
E Kalvar ar beizanted
Int a ra nebeut a safar
Met gant o foan c’hwi zo maget.

Miz Here 1971

Print Friendly, PDF & Email