Tourni an tempest dirollet

Tourni an tempest dirollet
Trouz ar flamm er siminal
Trouz ar glav o foetaņ ’r prenestr
Noz goaņv miz Genver
Klevout eur hag hantereur
Hep gallout hun na repoz.
Soņjoų marsoņjoų em empenn o vreskenn
Eus donder an amzer o sevel ken brell
Netraigoų touellus va Bedig bugel
Marzhoų evidon. O gwenvidigezh !
An natur o c’hlazaņ d’an nevezioų-haņv
Laboused o kanaņ, an heol o c’hoarzhin
Ar pradoų marellet gant trompilhoų aour
Ha d’an diskaramzer war hentoų ar skol
Ar c’hraoņ hag ar c’histin hag an avaloų trenk
A-leizh hor godelloų, a-leizh hon barlennoų
Tazonet hon dent. An deiz a hiziv, tudoų
Eo kemmet pep tra. Douaret ar blijadur
Dindan ar c’hleuzioų rac’het
Bugale mui ne vale war varc’h na war droad
Dastumet noz-veure gant kirri-boutin
N’ouzon mui galoupad, n’ouzon mui c’hoarzhin
O, kanenn ar botoų-koad tachet gwechall !
War hentoų skosellek, leun a
vein ruilh. Ken digar da bennoų daoulin ar vugale a degouezhe
dezho pokat alies da wreg ar c’hantonier. Hag ibilhoų hon treid
’veze atav trouskennet dre gas ar vuoc’h skarbet er-maez.
Ha pebezh drama pa zichaņse d’ar votez faoutaņ, gwashaņ mizer
a-hed an deiz o vale gant kement a breder evit harz oute da vont e
daou damm ha trouz da gaout er ger d’abardaez.

Print Friendly, PDF & Email