Telenn Marzhin

Da Gwihen Steven
A ! barzh ! Tav, gant ar vezh
Ha stlap da Delenn en drez
Pa n’ouzout tennañ diouti
Nemet bididingoù boestoù merglet
Istribilhet a-druilhad
Da spontañ laboused
… Ya, tav gant da Delenn
Da viken.
Ha kemer gwenodenn
Koad-meur Brekilien
Aze war al leton
Harp da gein en dervenn
Ha selaou… O dudi !
Klev o kanañ du-hont un achantour,
— Ar barzh-bugel —
Kavet gantañ Telenn veur Marzhin :
An Delenn Aour…

2 a viz Kerzu 1965







« »