Taolennig Maeziel

… Lezenn ur valaneg e bleuñv :
Morig aour o houlenniñ sioulik.
Dibreder e disheol un dervenn
Teir buoc’h gourvezet en tirien
O taskiriat geot hag… hunvre !
Bep ar mare a hej ur skouarn
‘Giz d’un aveler
Da gas kuit ar c’helion
A sun ar pikouz e korn o lagad

13 a viz Mezheven 1967







« »