Taolenn du

Na skourr, na delienn, na brañsell,
Na Heol, na glav, na mouch avel
Ur vrumenn ‘voug o vagañ kañv
— Gouel an Anaon. Kala-goañv —
Ur c’hloc’h a dint…
… An taolioù glaz
A dreuz ar vougenn hag a c’hloaz
‘Vel biroù dir va c’halon vlin
En Eflenn hir ‘us d’ar vilin
Dibourc’h ha louet he divrec’h noazh,
Ur vran du oc’h eilton ar glaz !
Glaz hon anaon ? Pe glaz hon Bro ?
An draonienn sioul zo holl dezho
An Estren ‘vo hor mestr arc’hoazh ?
Na poan ‘ra d’am c’halon ar glaz !

Miz Du 1973





« »