Sul !

… O kevrin ar Sul
O kemmañ dremm ar Bed !
O verkañ war bep tra
‘Mañ Devezh an Aotrou…
Sklintinoc’h son ar c’hloc’h
En aer boull ar mintin
Mousc’hoarzh an Heol dousoc’h
D’an Douar ha d’an Dour
Skeltroc’h Kan an Eostig,
A sav e vouezh un ton
Bleuñv ar maezioù splannoc’h
Glasoc’h geot al leton,
Gwennoc’h an hentoù don.
Flouroc’h allazig an avel
Da vegennoù ar gwez uhel
D’ar chatal er peurvan
Eo kuñvoc’h o hunvre
Skiltroc’h ar skrilh a gan
Flammoc’h eo flamm an tan
Mogedenn an Oaled
A sav ‘vel un ezañs
Sederoc’h eo ar c’houer
Sonnoc’h e sav e gein
Dieubet ‘vit un deiz
Eus samm pounner e bri
Hag e galon glanoc’h
Gant levenez a gan
Meurdez ha Peoc’h ar Sul…

15 a viz C’hwevrer 1966

Print Friendly, PDF & Email