Stourm

Deiz pardon Gwengamp
Pardon Itron Varia ‘Wir Sikour

Ne welin mui da selloù don
Leun a gevrin, leun a aters
ha leun a drugarez.
Ne glevin mui da vouezh (Stourm ?)
Nemet em huñvre hurlink,
Da chalpadennoù laouen
Pa gomzen ouzhit,
Da harzhadennoù nerzhus
Pa vezez war veilh.
Krozal, kunudal ha
yudal a raes, ha bremañ…
Bremañ out tavet da viken,
o kousket e douar al liorzh
e-kichen da vamm-gozh Fido.
Echu da verzherenti !
Ki mat out bet
ha keuz ‘m eus dit, Stourm.
Da anv ‘oa dibabet mat evidout
pell out bet o stourm ouzh ar marv.
Ret eo bet dit plegañ.
Hun bremañ, me da vestrez
a stourmo c’hoazh ma permet Doue.

Print Friendly, PDF & Email