Stered o vervel

E damskleur digar ar revenn vintin
Mil astr a gren en Oabl disliv
Mil diamant a gren gant ar riv
Mil steredenn o vervel
Ha Priñs an Tan o sevel.
Eus korn ar c’hoad pin

Du 1968







« »