Stered ar Prad

Da biv ho mousc’hoarzhoù seder
Stered kouezhet eus an Neñvoù
E tirien glas ar pradeier
Da biv ho mousc’hoarzhoù seder
Fleur-amann ha tommheoligoù ?
D’ar valafenn ? D’an tremener ?
Da biv ho mousc’hoarzhoù seder
Stered kouezhet eus an Neñvoù ?

Nevez-hañv 1968







« »