Sotoni ar Vretoned

Ar gazeg a zesk d’hec’h eal yezh e ouenn
Ha c’hwirinat ‘ra evel ma c’hwirin e vamm.
Ar vuoc’h a zesk d’he leue blejal
Ha blejal a ra evel ma ra e ouenn.
An oan a vegeil evel ma ra e vamm.
Ar c’hog bihan a gan evel e dad
P’eo deut en oad.
Ar c’hi bihan a harzh evel e Ouenn
Ar c’hazhig a viaou evel e vamm.
Ar piged bihan a ragach
Evel ar piged o c’herent. Reizh eo.
Babigoù Breizh a lavar : Oui m’mañ !
Pa lavare o mamm d’o mammoù :
Ya, mammig !
Pelec’h emañ ar pec’hed ?

[Eost pe Wengolo 1979]



 
« »