Sonedenn

Tasmant arc’hant e frezilhonoù o skrijañ
Aezhenn an noz ‘n ur huanadiñ
Addigor va gouli kozh gant he dorn louet
Hag a bella. Chom a ran o tielc’hat.
Gloaz a Garantez ma strink outañ ar Vuhez
Puñs peurbadel a sklêrijenn hag a wad
Minic’hi, ma kav an alc’houeder mut ha trist
E neizh. E goadoù hag e dourmant.
A. Pebezh tousmac’h em penn !
‘N em astenn ‘rin ‘kichen ar vleuñvenn nay
Ma neuio enni da Gened hep Ene
Hag eno tra ma lammi en dour bev
Va gwad ‘n em skuilho dre vroenneg
Leizh ha frondus ar c’hlann.

21 a viz Mae 1971,
diwar Federico García-Lorca.

Print Friendly, PDF & Email