Son ar wreg yaouank

Setu ni deut amañ. Ha graet hir hent d’ho kwelet
Deut da lidañ gant joa. An deiz kaer-mañ hoc’h eured
Deoc’h c’hwi ha d’ho Pried : Levenez ha yec’hed !

Hag intentet hoc’h eus. Pezh a lâras ar beleg ?
En disklêriet en deus : ‘Tle atav ar wreg nevez
Bout doujus d’he Fried. Hag en karout bepred.

Gwreg a lavar Pried. Lâr Mestr an aliesañ
Rak morse n’int ken dous : ‘Vel m’o deus graet promesa :
Bout bepred hegarat. Ha dous o Buhez-pad.

Itron ar Wreg yaouank. Echu ‘vidoc’h an dañsoù
C’hwi n’eot mui d’ar bal. Na mui d’an asambleoù
C’hwi a chomo dalc’hmat. Er gêr da luskellat

Sellit ar Boked-mañ. Gant tri seurt plant kompozet
Deoc’h-c’hwi e ginnigan. M’ho ped e yezh intentet
Eñ ‘lâr an enorioù. A dremen ‘vel bleunioù.

Deoc’h c’hoazh ar wastell-mañ. Gant va bizied meret.
Lezenn ar Vuhez-mañ. A zo enni arouezet :
Poaniañ ha gouzañv pell. Hag en diwezh mervel.

Met hor menoz n’eo ket. Ledañ an dristidigezh
Rak devezh an Eured. Zo devezh a levenez.
Ni ‘ta holl asambles. A het deoc’h hir vuhez
Eus a greiz hor c’halon. Ha karantez wirion.

23 a viz Du 1968

Print Friendly, PDF & Email