Skub-delioù

Krog int da ‘n em ziwiskañ :
Ar gwez-derv.
Emaint o vont da gousket,
Stumm skuizh o devoa
Ur pennad zo,
Ha morlivet o dremmoù.
Bremañ ‘wiskont o mentell noz ;
(An iliav glas paket en-dro d’o c’horf).
Taolet ‘deus o dilhad a-stlabez
En-dro dezho ;
Ne reont ken a fed outo.
Rak lakaet ‘deus ober reoù nevez
A-benn ma tihunint adarre
En nevez-amzer.
An derv-gwenn avat ‘m eus aon,
Zo gwall divi !…
Manet int kousket.
Dilhad ha tout !…

1añ a viz Kerzu 1961, deiz gouel sant Eler

Print Friendly, PDF & Email