Skeul gan

… Boulloùigoù pluñv difiñv
Pintet war skeul gan
Orjal an tredan.
Notennoù mut ur beuregan,
Sirius ha prederiet,
O c’hedal e sioulded ar mintin
A-dreuz ar vrumenn gevrinus
Donedigezh ar Priñs melen ?
Pe o heuilh gant o lagadoù jed
Distro an treniadoù hañverien
Da forniez ar Gêr-Veur ?
Gwennili yaouank, notennoù pluñv.

11 a viz Gwengolo 1972







« »