Setu perak

Setu perak out ken seder
Ha ken hegarat em c’heñver
Bleuñvenn vunut an nevez-hañv
Setu perak out ken seder
O vousc’hoarzhin pa dremenan
Miret eo ar c’hleuzioù du-mañ
Setu perak out ken seder
Ha ken hegarat em c’heñver.





« »