Sent Breizh

Bennozh Doue deoc’h Sent Breizh
Da vout heñchet bet’ va zi paour
Beleien enorus, Stourmerien difaezhus
N’emaon ket din eus seurt Enor
Padal laouenaet eo bet va c’halon
Komzet hon eus kalz eus ar minorelezhioù
Eus stourm ar Gelted ‘enep d’o zonkadur
Eus stourm Euskariz, Katalaniz, Hungariz.
Holl gwasket gant Pobloù digar
Kollet gant al lorc’h ha nerzh diaoulek
An Arc’hant hag an Armoù.
Ar re-se na (?) ket un nerzh ar Vertuz
nerzh al labour, nerzh ar Bedenn, nerzh ar Garantez
Skuizh on divi, met ken laouen va
C’halon ma lavaran deoc’h, Sent kozh va Bro
Kendalc’hit d’hor skoazellañ ha da
sklêrijenniñ ar Bobl evit ‘vo lakaet ar
Ouel da verdeiñ gant fiziañs
war vor diasur ar Vuhez, e
lagad bepred stignet trema ar pal :
porched an Neñv.

6 a viz Gwengolo 1981

Print Friendly, PDF & Email