Sant Jozef Nazared

Sant Jozef Pried Mari
Tad mager da Jezuz.
Patron ar Marv mat
Patron ar Gilvizien
Tremenet hoc’h eus ho Puhez
E-touez ar plenk, hag ar skolpad
M’o dastume ar Bugel d’enaouiñ an Tan
Stouet war ho Pank amenuzer
O vaniañ a bep eil an heskenn, ar rabot
Ar morzhol hag an tachoù
Ar bugel gant e vorzholig a rae kroazioù bihan
Gant ar pennadoù lattoù.
Mari a neze neud evit Lienaj an Ti
En Oaled moged frondus ‘vel ezañs al Lidoù sakr.
Jezuz a vousc’hoarzhe d’E Vamm
Mari a vousc’hoarzhe da Jozef
Ha Jozef a vousc’hoarzhe d’ar Bugel
Sklêrijenn kreisteiz o parañ er prenestrig.
A drese ur Rod-Heol war benn pep Hini…

19 a viz Meurzh 1980

Print Friendly, PDF & Email