Salud va Bro !

Da Y.-B. Piriou, d’e bried ha d’e verc’hig
I
Pell amzer am eus bevet
Pell-bras ouzhit va Bro
‘Lies ‘m eus huanadet
War-lerc’h Eur an Distro
Rak va c’halon ‘oa chomet
Ken stag ouzhit va Breizh !
Hiziv ‘m eus da adkavet
‘Vidon na kaerañ deiz !
II
Pa veven em Enezenn
Du-hont ‘kreiz ar mor bras
Alies e hunvreen
Ez traoniennoù ken glas
‘Lec’h ma reden bihanig
A-hed da hentoù don
Va dorn e dorn va mammig
Bro garet va c’halon !
III
Breizh-Izel va c’harantez
Douar va Hendadoù
Treuzet ‘m eus mor ha menez
Gwelet kalz a Vroioù
Met Bro all n’am eus kavet
Nep lec’h ken kaer ha Te
Setu ma on distroet
Da Vro va c’harantez.
IV
Salud deoc’h lann alaouret
Salud Brugeier roz
Salud kleier benniget
O tintal er serr-noz
Salud dit Bro va c’havell
Teñzor kollet pell zo
Salud va Bro Breizh-Izel !
Da vugel zo distro.

4 a viz Genver 1968

Print Friendly, PDF & Email