Roz ar Goañv

E blevad arem-aour
An halegenn
— Blevad hir, blevad dir —
lufret a frim
Rozennoù espar
Rozennoù du o daredoù aour
Dornadoù plu :
Moualc’hi houpet
Marnaoniet
O spiañ al leurenn
Gant o selloù jed
E spi ur c’hreunenn.
Froum ur bagad meleganed
Taolet-distaolet
En avel-viz
Roz melen-arwer war nij
O spegañ ouzh ar bern plouz
lufret a frim
Reut ’vel keuneud
E spi ur begad
Hag ur goudor
Evit an noz.
Beradoù gwad
Gronnet a blu
War an erc’h gwenn
lufret a frim
Rozennigoù ruz
Gwad ha plu
Ul labousig
Bet taget gant an targazh du

Rozennoù gwenn
En ivinenn du
Gwer war zu
Gwenn ha du
Dornadoù erc’h
lufret a frim
Rozennoù kras
Ar goañv kriz.

20 a viz Genver 1966

Print Friendly, PDF & Email