Rouanez an Erc’h

Evel bep bloaz mammig
— Gant doujañs ha tenerded —
E lakan dirak da skeudenn
Ar boked hengounel-mañ.
Hiziv ugent ha pevar bloaz
‘Oa ur boked peuzheñvel
Test eus al lid-meur
Pa oa degaset dit bara an Hent
An Absolvenn-veur hag an Nouenn
Un dornad krenerig ha teir rozenn wenn
An hevelep bodenn-roz
A vleugn atav el liorzh
Daoust d’ar sec’hour. Daoust d’ar goañv
Daoust d’ar gozhni
Hec’h abeg bevañ ‘michañs eo
Lidañ gant he bleuñv glan
Meurded an devezh-koun-mañ
— A ! Gouenn roz-gwenn benniget
Hec’h anv raktonket :
Rouanez an Erc’h…
— Da gevarc’hiñ a ran.

19 a viz Gouere 1975

Print Friendly, PDF & Email