Roc’h Tredudon

O.R.T. Feu !
Pobl va Bro. Tudigoù paour
Hag aet ‘vefec’h ‘n hoc’h eil bugaleaj ?
Pe morse n’emaoc’h ‘n em ziliammet
Eus ho kentañ mailhuroù ?
P’ho klevan holl o youc’hal
Evel ur babig o kounnariñ
Pa vez lemet digantañ e chukig
Pe e « nounours » blev hir.
Youc’hal a rit war-lerc’h ho c’hoariell
Tudigoù paour kontammet
Ha chadennet ouzh ar skramm
Sklaved maget gant an dramm
a ro deoc’h hep damantiñ
— Evit ho sujañ muioc’h-mui —
Ar gwasker gall pilpous.
… Tri seurt ‘m eus : Fent, Mezh ha Truez
Pobl is a zo ac’hanoc’h
Daoulinet dirak ho mistri gall
O vallozhiñ war ho Tieuberien
O youc’hal war-lerc’h
Ho c’hoariell torret
Ho Paradozig kollet…
… War-sav ! va Broiz !
War-sav ! Gant ar vezh !
An Estren hoc’h eus lezet
Da gemer troad ‘n ho meskoù
A c’hoarzh diwar ho koust
War-sav ? Mevelien Marianna
C’hoant ‘m eus d’ho krabanata

22 a viz C’hwevrer 1974

Print Friendly, PDF & Email