Re hañval

Re hañval on eus va douar
eus parkoù va zerouer
n’int na krenn, na karrez
na hirgarrez, ha hirgrenn
niverennoù kelt zo merket warno
tri, pemp, seizhkognek int
beskellek, gwaregek, maenek
skosellek, roc’hellek, traezhek
priellek, arblaen, tort ha kammigellet





« »